Na Job ar c’hloc’her a oa laouen e galon o vont d’ar gêr da ouel an Anaon klemmus ! Ar re-all a oa kañv ganto. Heñ avat, heñ hag a lakae ar c’hleier da leñva pa sone glaz d’ar re varo en devoa touchet eun dornad mat a vouneiz en deiz-se, ha setu perak e oa seder e-giz eur pennglaouig. Evel just dao e oa bet ober pant (en em vezvi), ha meur a bicherad sistr hag a chopinad « la goutte » a oa aet gantañ da zistana e gorzailhenn. Ha Job a oa mezo dall.
Sonet e oa an Añjeluz gantañ pell a oa, hag edo c’hoaz en ostalidi (tavarn).
Noz du-dall a oa anezi pa savas diouz taol-ar-gwer a lugerne an hini melen er boutailhou warnezi. Hag heñ er maez. Ne gav ket d’in eo ret lavarout e vralle. Ne wele ket eur banne, (eur banne sklerijenn, banneou gwin-ardant ne lavaran ket), ha mont a rae, eus an eil tu d’an hent d’egile, da c’houlenn ouz mogeriou an tiez pelec’h edo e wele. Meur a wech e voe an douar gleb eur gador evitañ. Saotret e oa e vragou, hag e chupenn taraset (kailharet) gant ar pri. E dog a oa chomet war e lerc’h, ne ouie ket pelec’h. Diou wech e oa bet pilet gant an avel diwar e benn ha diou wech en devoa Job tapet eur mell pez lamm o klask dastum anezañ. Kignet en devoa Job e fri, bloñset e dal, disklipet e ziou chot. Heñ avat ne ouie dare, dre c’hras Doue.
N’en devoa poan ebet, nemet en e javed a oa kras-kras,