war a lavare. Trempet mat e oa bet koulskoude. Hag heñ da youc’hal a-bouez e benn :
« Eur banne « la goutte » d’ar sklañker ! (krier). Eur banne ! eur banne !! hag eur banne-all !!! hag unan-all c’hoaz ! hag unan-all goude !! hag unan-all adarre !!! Netra gwelloc’h ! hag eur banne-all ouspenn a rafe mil vad d’am c’halon ! »
An holl, nemet siouaz ! eun ostizez pe ziou, a oa dastumet kloz etre o liñseriou tomm, ha Job ne reas kristen van ebet outañ.
…O tremen dirak chapel ar Werc’hez, e loc’has treid ar c’hloc’her war e lerc’h, hag e voe ret d’ezañ chom eur frapad da ziskuiza. Pounner e oa e benn, c’hoant kousket en devoa, hag heñ :
« Deomp d’ar gêr ! deomp d’ar gêr! paotr! Riou a-walc’h am eus er mod-mañ ! Hag e lavarez c'hoaz e tigas tomm ar boeson ! Ne ra ket, siouaz ! Ha neuze me a gav d'in emañ Paol Gornek o klask ober goap ac’hanoun ! Me a wel anezañ : eur forc’h tri bez a zo gantañ ! Stlepel a ra al loñkerien en tan ! Aiaou ! va c’hroc’hen ! Hag heñ c’hoaz, al lorgnez a zo anezañ ! pa verv mel o eskern gant ar flammou, heñ a strink anezo en dour sklas ! Hag eo permetet ober traou e-giz-se d’an dud ? Al loen vil ! ar poezon ! m’hen argas ! Ma taolfe anezo e barrikennadou gwin-ardant c’hoaz ! Neuze ez afe mat ar stal ! Met dour, sistr glesker, ta-ta-ta, ne blij ket d'in ! »
Hag heñ sellout. Ne welas netra gant an teñval ma oa an noz, netra nemet an ankelc’her a tañsal war ar beziou, er vered. Spontet e voe, eun tammig, e c’hellit kredi.
« Bah ! » emezañ, « pa n’emañ ket an diaoul o c’hoari ’r c’hilhou, ne ran foueltre kaer ebet gant den na netra ! Me n’em eus ket lec’h da gaout aon. Daou vell pez dorn am eus, hag an hini en devezo bet eur flac’had (stlafad) diganin ne glasko ket daou ! Mat ar stal bremañ ! Ne welen ket sklaer, kaer am boa difoeltra va daoulagad, ha setu goulou ! Mat ! mat sur ! Gwella pez a zo eo n’emaoun ket pell diouz ar gêr. Dao d’ezi, Job ! eun taol c’hoaz, paotr, ha c’houi a zo en ho kwele, ha tomm da benn ho fri ! Ya, ya, mat eo ! Hag evit an diaoul, avat, n’em eus tamm aon ebet razañ, rak evidoun-me eo bet savet ar son :
Me zo bet en ifern e-pad miz gwengolo