Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
18
KONCHENNOU
buanoc’h eget ma oa deuet. Mont a reas war e benn er vengleuz dour bero a zo he ano an Ifern.
…Fall-e-C’hoant, dre chañs vat, a varvas a-raok e vignon. Met amzer en devoa bet da ober pinijenn evit e walloberiou, ha pignat a eure war eeun d’ar Baradoz. Hag a-benn eur c’hrapadig e teuas da gerc’hat Santel-e-Skeud. Hemañ a zeuas neuze da c’houzout en devoa graet vad ha vad c’hoaz, hag an neñv a dregernas gant eur c’han a levenez.
Courrier du Finistère,
Eost 1903.