Mont d’an endalc’had

An den eurus Glaoda Laporte/a-bezh

Eus Wikimammenn



J.-L. CHAPALAIN
Beleg
Kure e Sant-Martin — BREST


————


EUR BRESTAD
EPAD AN XVIIIet KANTVED


An den eurus
Glaoda LAPORTE



Buhez bet skrivet e galleg
gand an A. Saluden, chaloni a enor,
kurunet gant Akademi Bro C’hall,

Ha troet e brezoneg gand an A. Chapalain,
kure e Sant-Martin, Brest.


Skeudennou an A. L. ar GUENNEC.



BREST, MOULEREZ RU AR C’HASTEL, 4.


Nihil Obstat :
Joannes-Ludovicus BARS,
Censor.


————


Imprimatur :

Quimper, le 1er Mars 1927,

P. JONCOUR,
V. G.


Quimper, le 21 février 1927.

ÉVÊCHÉ

DE QUIMPER
et de léon

X


Mon cher Monsieur Chapalain,

J’applaudis à votre projet de traduire en breton la vie du Bienheureux Laporte.

Les lecteurs français ont bien accueilli le livre si intéressant de Monsieur Saluden. Il ne plaira pas moins aux habitants de nos campagnes, qui admireront dans l’émouvant apôtre de la ville de Brest le modèle des prêtres fidèles, auxquels leurs aïeux ont dû la conservation de leur foi et de leurs vertus familiales.

Leur enfance a été bercée par les récits du temps de la Révolution. Ils se sont passionnés pour l’héroïsme caché de ces confesseurs de la foi qui, pendant dix ans, errant de chaumière en chaumière, poursuivis par la police, trahis même parfois par de faux frères, n’ont pas cessé, au péril de leur vie, de porter la parole et les sacrements de Dieu aux catholiques qui ne soulaient pas du prêtre intrus.

Quand ils liront les détails de la persécution révolutionnaire à Brest, et qu’ils apprendront à connaître l’attitude courageuse et le zèle apostolique du Bien-heureux au milieu des agitations populaires, ils s’exciteront entre eux à imiter sa fermeté dans la foi et sa constance dans la pratique du devoir, malgré les mauvais exemples, les mauvaises lectures, les influences malsaines auxquels ils sont exposés.

Sa mort sous les coups des bourreaux, après la prière suprême à la Sainte Vierge, en union avec 190 compagnons de souffrance et de gloire, tandis que les buveurs de sang réclament un dénouement plus prompt, leur rappellera les martyrs de l’Église primitive, et leur fera comprendre que la Rédemption des âmes et des peuples ne peut être obtenue que par le sacrifice des innocents expiant pour les coupables.

Mais ils sentiront aussi qu’un état social, où de pareilles horreurs sont possibles, n’est pas normal, et que leur devoir de bons citoyens est de s’organiser pour revendiquer leurs droits de catholiques, afin de ne pas permettre les injustices et les persécutions dont ils sont trop souvent victimes.

Avec ma bénédiction, veuillez agréer, cher Monsieur Chapalain, l’assurance de mon paternel dévouement en N.-S.

† ADOLPHE,

Evêque de Quimper.

————


Brest, an 9 a viz meurz 1927.

Va mignon ker,

Moarvat e ve gwelloc’h d’in tevel warlerc’h an Aotrou ’n Eskob. Koulskoude eur person n’hell ket herzel ouz ar c’hoant en deus da lavaret ive e sonj diwarbenn eul labour graet gand e gure istimet ha karet.

Istor vrezonek an den eurus Glaoda Laporte a deu en he foent. N’oa ket gwelloc’h mare eget breman d’he skriva ha d’he rei da lenn ; rak dont a ra da gonta d’eomp ar freuz, al lazerez graet evit mouga ar feiz e Breiz hag e Bro-C’hall epad an Dispac’h, pa man adarre renerien hor bro o klask ober enni ar memez labour milliget.

Diskouez a ra d’eomp nerz-kalon Glaoda Leporte, e genvreudeur hag ive an holl gristenien kalonek eus an amzer-ze, en o frizoniou, e kreiz o foaniou ha dirag ar maro, d’ar mare ma klever muioc’h mui tud savet diwar an ifern o youc’hal o imor ouz ar veleien hag ouz ar re a zo a du gant Doue, hag a c’houlenn evito adarre prizon, harlu ha maro.

Dre-ze, goude beza lennet al leor-man, ar gristenien, ret eo en esperout, a zalc’ho startoc’h starta d’o feiz, hag a ziskouezo dre o oberou n’o deus aon ebet na rak fallagriez, na rak kasoni enebourien Doue. Hag ouspenn, kompren hag ober a rint gwelloc’h o dever da implija kement doare vat ha galloudek a zo : pedenn, votadeg, emgleo… etc., da harpa ha da zifenn ar relijion, ha war ar memez tro, ar gwir, ar peoc’h, ar frankiz hag an unvaniez a zigas bepred d’he heul d’an dud ha d’ar boblou.

Vad, kalz a vad a raio eta ho leor ; ya, ma ves lennet. Hogen, lennet e vezo zur, ha gand eleiz a dud ; rag ar pez a gont a roio c’hoant bras d’e lenn. N’eus istor ebet ken marvailhus, na ken glac’harus ive, siouaz ! hag hini an darvoudou a erruas e Breiz hag e Bro-C’hall epad an Dispac’h Vras.

An neb, eta, en devezo etre e zaouarn buhez Glaoda Laporte, n’hello ket miret d’he lenn, ha d’he lenn beteg al linenn ziweza, rag en eil hanterenn eman ar vagadurez wella evid ar feiz. Evelse ar beachour a ya atao war araok, heb en em skuiza gand an hent, hag en eur ginnig heb ehan d’e zaoulagad traou nevez ha kaer da welet.

Ouspenn-ze, ho leor a zo skrivet en eur brezoneg yac’h. Henvel ouz ar prad marellet, d’an nevez amzer, gant bleuniou a bep liou etouez ar geot glaz, ho prezoneg a zo marellet eus a gement a ra plijadur e lenn : flour ha dous eo pa gomz eus dousder ar merzer, nerzus pa ziskouez e nerz-kalon dirag ar fallagriez, rust ha kalet pa sko war grisder e vourrevien, klemmus pa gont e boaniou hag e varo ; sklear eo evel ar wirionez a ro atao da welet ; dougen a ra d’ar zantelez ne ehan da gelenn penn da benn.

O staga da gonta istor ar boan hag an enkrez a bouezas ive gwechall war pobl Israel, pobl Doue, aberz enebourien kriz hag a felle d’ezo dismantra o bro ha distruja o c’hredennou, ar skrivagner zantel a lavare : « Al labour, emezan, am eus c’hoantaet ober a zo bet evidon tenn meurbet. Evid e lakat e doare da blijout ha da ober vad d’an neb e lenno, em eus ranket studia a zevri, beilla alies pell epad an noz, hag ar c’houezenn he deus diruilhet awechou eus va zal : Non facilem laborem, imo vero, negotium plenum vigiliarum et sudoris assumpsimus (Mach. II. 27).

Ho labour da drei e brezoneg istor an den eurus Glaoda Laporte, skrivet gant ho kenvreur beleg, ha ken gouiziek, an A. Chaloni Saluden, n’eo ket bet eas ive da ober, dreist oll pa zonjer en implij amzer a c’houlenn diganeoc’h, heb ehan, koulz lavaret, ho karg a gure kenta e parrez vras St-Martin Brest. Koustet en deus deoc’h ive moarvat eleiz a skuisder hag a veilhadennou noz. E gaset ho peus da benn, hag an holl lennerien a zonjo hag a lavaro ho peus graet mat ho labour. Heman eo ho skrid kenta, a sonj d’in. Na jomit ket a zav. Skrivit c’hoaz. Ha dre leoriou all evel henman, grit d’ar feiz beza miret ha bevet ; d’ar zent koz ha nevez beza anavezet, enoret ha pedet, da Zoue beza servichet hag adoret, hag ive d’ar brezoneg beza prizet ha kaozeet muioc’h mui en hor bro garet Breiz-Izel. Doue ho paeo !

F. HENRY, chaloni,
Person Sant-Martin Brest.


KENT-SKRID


————


D’ar 17 a viz here 1926, Hon Tad Santel ar Pab Pi XI en deus savet war an aoteriou, evit beza enoret evel merzerien, 191 eus an dud kalonek (beleien an darn vuia anezo) a zo bet lazet e manati Kamez e Pariz, d’an 2 a viz gwengolo 1792 ; hag em beus sonjet oa mat da gement hini a gomz yez Breiz anaout ar skouer kaer a feiz hag a nerz kalon o deus roet d’ar gristenien.

Pevar eus ar verzerien-ze a zo eus eskopti Kemper ha Leon ; ha buhez unan anezo a zo bet skrivet gand an A. Saluden, chaloni a enor. Anavezet eo dija gant meur a hini, her gouzout a ran, buhez an den eurus Glaoda Laporte ; rag al leor (Une figure brestoise au XVIIIe siècle) a zo skignet breman dre gement parrez eus an eskopti ha pelloc’h zoken. Evelato, marteze n’eo ket aet doun awalc’h etouez an dud diwar ar maez ; eur skouer ken kaer ne vezo morse re anavezet ganto. Setu perag, em beus kavet n’oa ket fall trei al leor e brezoneg evid ar re eus hor c’henvroiz a blij ar brezoneg d’ezo muioc’h eged ar galleg.

Tenn eo bet al labour meur a dro, m’hen asur, rag an holl geriou gallek a zo e leor an A. Saluden, n’int ket bet troet alies e brezoneg, ha n’int ket bet laket da dalvezout gant hor gourdadou ; ha dre-ze, en despet d’ar c’hoant em boa da ober implij eus geriou anavezet gand an holl, em beus ranket awechou ober gant geriou all ha n’int ket gwall anavezet, dreist holl gand an dud o deus nebeut a zeskadurez ; en dro bennak eta, ar ger gallek a vo tost ha tost d’ar ger brezonek evit sikour al lenner da gompren gwelloc’h ar pez a lenn. Arabad e ve kredi evelato, eo nevez ar geriou-ze. Ar brezoneg a zo eur yez koz hag he deus kavet he geriou pell zo. Mar d’int bet dilezet eo abalamour Breiziz n’o deus ket graet o dever. Hag ouspenn, arabad beza souezet ma kaver eur ger bennak digunves el leor, (eur gredenn em beus, an holl ne gavint ket int re stank ennan). Ha kalz a C’hallaoued zo hag a zo gouest da gompren an holl geriou gallek a lennont el leoriou ? Rouez int ar re o anavez holl. Perak neuze ober d’ar skrivagner brezonek ar rebech ne reer ket d’ar skrivagner gallek.

Al leor-man, fizians em beus, ouspenn ma lakaio va c’henvroiz da veza startoc’h en o feiz, ha da garet muioc’h an Aotrou Doue, o lakaio ive da garet muioc’h o yez ha da zerc’hel muioc’h d’ezi, en eur ziskouez d’ezo eo ken barrek hag ar galleg da zisplega an darvoudou digouezet epad an Dispac’h, ha doareou an amzer goz. A nebeudou e tilezer ar geriou kaera ha gwella evit lakat geriou gallek en o leac’h. Ret eo en em zevel eneb ar c’hiz fall-ze, hag ober gand ar geriou brezonek pa gomzer brezoneg. Yez Breiz n’eman ket c’hoaz en dienez.

El leor-man e kavor daou lizer bet skrivet gand an den eurus, epad m’edo e prizon Karmez e Brest, d’en em glemm ouz renerien ar Rann-Vro (département). Al lizeri-ze n’emaint ket e leor gallek an A. Saluden ; kavet int bet gantan e Kemper war dro ar bloaz nevez 1927.

Karet em bije ive lakat penn da benn el leor-man ar c’henteliou kaer a zigas deus Paris da barrisioniz Sant-Loïz Brest. Siouaz ! c’houezek pajenn bennak a zo anezo. Re hîr e ve o lakat el leor-man. Eun diverra anezo a roio da anaout awalc’h pegen birvidik oa feiz an den eurus, hag a zesko d’eomp war an hevelep tro petra vo ret d’eomp da ober ma vez goulennet diganeomp eun deiz nac’h hor feiz. Piou oar petra c’hoarvezo ganeomp araok hor maro, ha penaos e varvimp-ni ?

Ra zeuio feiz kement hini a lenno al leor-man hag e garantez evit Doue hag an Iliz da grenvaat ; ha ra zeuio war an hevelep tro, ar youl a dlie kaout da zerc’hel yez Breiz en he zav, da greski muioc’h mui en e galon !

EUR BRESTAD
EPAD AN XVIIIet KANTVED




KENTA PENNAD
————


Brest er bloaz 1726
Dimezi kerent Glaoda Laporte
————


Evit gouzout petra oa Brest, e-kreiz ar seitekvet kantved, lakit e ve digaset izeloc’h mogeriou kear a ya breman azalek penn uhela Baliou Ajot betek Leur an Doriou, hag e vent tostaet d’ar C’hastel, eur penn anezo da gregi adarre war ar Baliou ha da vont ac’hano da baka dor Tourvill goude beza tremenet dre ru « Traverse ». Kear Vrest a oa kluchet etre ar mogeriou-ze hag ar Penfeld, war ribl ar ster, en tu kleiz, a-is ar C’hastel. Pevar c’hant tiegez, c’houec’h ru vihan o rei darempred etrezo, a oa enket el leac’h striz-se. Evid ezommou an eneou, ouspenn chapel ar C’hastel, n’oa nemed iliz vihan ar Seiz Sant. Houman a ioa savet war gern an dorgennig a zo breman penn uhela ru « Amiral Linois », hag ar beleg en doa ar garg anezi a oa hanvet, en hevelep amzer, kure da viken (vicaire perpétuel) ar Seiz Sant ha priol Brest.

Setu aze doare Brest p’en em gavas enni merc’h ar roue Herri IV « Henriette de France » tec’het eus a Vro-Zaoz, dirag an Dispac’h. Eul lestr he digasas er porz d’ar 25 a viz gouere 1644 ; hag he vevas a c’houdevez war douar Bro-C’hall n’eo ket avat evel eur gwir rouanez, met kentoc’h evel eur rouanez reuzeudik. Bossuet en eur brezeg diwar he fenn goude he maro, a gomz eus an dervez ma tigouezas e porz Brest, hag a lavar : « Koulskoude en em gaout a reas e Brest ; ha goude kement a boaniou, he c’hellas beva dienkrez epad eur pennadig ».

Richelieu, c’hoant dezan da rei da Vro-C’hall eur renk uhel war vor, o veza ma c’houie ervat n’oa leac’h all par da Vrest, ken gouest da rei goudor d’al listri, a lakeas ar roue Loïz XIII da zina eun urz hag a save porz Brest e renk an porziou brezel (an trede). Ar C’hardinal ne deuas ket a benn da beurober al labour war e dro. Ne voe peurc’hraet al labour-ze nemed er bloaz 1681, en amzer ar roue bras ha galloudus Loiz XIV, gand e vinistred Colbert ha Vauban, a lakeas en dro da gear ar c’helc’h mogeriou a welomp c’hoaz breman en dro dezi. Pa zigoras an triouac’hvet kantved, war dro dek mil den a veve etre ar Penfeld hag ar mogeriou nevez-se.

Iliz vihan ar Seiz Sant, goude beza bet e karg eur c’hure, a oe roet neuze da eur person, dre eur skrid sinet d’an 18 a viz genver 1686 gant Per (Le Neboux de la Brosse), eskob ha kount Leon ; met deuet oa da veza re vihan ; pevar c’hant den a en em gave re enk enni. Setu perak, d’an 10 a viz meurz 1688, e voe diazezet mean kenta eun iliz nevez, a voe roet d’ezi hano sant Loïz ha sant Fransez Xavier ; ha neuze priol-person iliz ar Seiz Sant, an aotrou Roignant, a gemeras an hano a berson Sant-Loïz ha priol Brest ; hag an hano-ze o deus dalc’het holl bersoned Sant-Loïz beteg an Dispac’h e Bro-C’hall.

An douarou a oa bet staget ouz kear Vrest, klozet diabarz ar mogeriou nevez, a oa bet kemeret diwar goust parrez Lambezellec. Dre-ze, aotrou person Sant-Loïz a rankas digoll aotrou person Lambezellec en eur baea evito daou c’hant lur ar bloaz. D’ar c’henta a viz du 1792, an aotrou ’n Eskob de la Bourdonnaie a vennige iliz Sant-Loïz ; ha raktal e oe graet al lidou sakr enni gand ar veleien karget eus ar barrez, hag ive gand ar veleien a oa o peurober o deskadurez evit beza aluzennerien (aumôniers) war al listri brezel, hag a oa o c’hloerdi reizet a-berz ar Roue gand an Tadou Jezuisted.

En amzer-ze ive, kear Vrest a wele kreski he gwiriou. Lizeri, bet er bloavez 1681 digant Loiz XIV, a roe dezi « an diskargou hag ar gwiriou o doa bet diagent ar re gosa hag ar re wella eus keariou Breiz-Izel ». Rekouvrans, d’ar mare-ze eun tammig bourc’h a oe staget ouz parrez Sant-Loïz. Unanet, ne rejont mui nemed eur gear, eur rummad tud reizet gand eur mear, daou zen karget eus reiz-kear, eur prokuler-syndik hag eur grefier, holl hanvet dre votadeg. Al lez-varn, bete neuze e Lokournan a deuas da Vrest. Marc’hajou a oe graet bep sizun da veurz ha da wener, hag eur foar bep lun kenta ar miz. Hag abaoue neuze, kear Vrest he deus an ardemezou (armoiries) a zalc’h atao breman : eul lilien hag eun herminig, war eur skoed daou hanteret e liou glaz hag e liou arc’hantet, ar c’henta : liou Bro-C’hall, hag an eil : liou Breiz-lzel.

Kenta mear Brest a oe an aotrou Lestobec, hanvet da zeiz kenta ar bloaz 1682. Er bloaz warlerc’h e c’helle mont da Stadou Breiz, eur c’hleze ouz e gostez, ha lavaret eno e zonj, met hep gwir da rei e vouez. E garg a vear ne roe ket d’ezan renk e-touez an noblans, met hepken gwiriou eur « bourc’hiz hag a vev evel an noblans ». Gwir en doa da gaout ardemezou ha da lakat ar gerig gallek « de » dirak hano e zouarou pe e di, evel an aotrounez Marion « de Penanrue », Lars « de » Poulrinou. Pa n’en deze na douarou na leve, ar pez a c’hoarvezas, a lavar an A. Delourmel, gand an A. Le Guen, e veze direnket lizerennou an hano, a deuas er giz-se da veza Le Guen de Neguel. Ar mear a jome e karg epad tri bloaz. Hervez eun emgleo, diou wech war deir, e tlie beza dibabet e-touez kêriz Sant-Loïz, hag ar wech all en tu all d’ar ster, e Rekouvrans. Keit ha ma chomas iliz Sant-Loïz daouhanteret etre beleien ar barrez ha beleien ar c’hloerdi, eo en iliz vihan ar Seiz Sant e veze laket ar mear e karg. Er bloavez 1725, evit prosesion ar Zakramant, meulet ra vezo, renerien kear a gavas an amzer re fall da dreuzi ar Penfeld evit diambrouk ar mear, a ioa en dro-ze eus Rekourans. Ar pez a voe awalc’h evit lakat klask eun ti-kear e tu Brest. Er bloavez warlerc’h e voe fermet evid an dra-ze kenta estach eun ti savet war kae Brest « dirag ar Bloumenn ». Eno, er gampr vrasa, pennou-kear Brest a en em rento epad tregont vloaz evid en em guzuliat, en dro da eun daol goloet gand eur pallenn glaz, gwen an dro anezan, ka skouedou kear broudet warnan. (Histor Doareou Brest, L. Delourmel).

Hogen, d’ar bloavez-se 1726, an A. Roignant, kenta person Sant-Loïz, a oa maro c’houezek vloaz bennag a oa, hag an A. Yvon de Kerret, laket en e leac’h. Bez en devoa evid e zikour eur c’hure, galloud d’ezan da ober pep labour en e leac’h, eun eil beleg karget eus ar sakreteri, ha seiz beleg all, lod galloud dezo da gofez, ha lod all hep galloud n’o devoa ken karg nemet da lavaret an ofern pe da ober avielerien pe abostolerien evid an ofisou.

Er ru a zoug breman hano Marcelin Berthelot, hag a zouge n’eus ket pell c’hoaz hini Sant-Loïz, hanvet er bloavez 1726 ru ar Gordennerez koz (la Vieille Corderie), ez oa e chom en numero 8, eun intanvez Le Bret, Anna Macé he hano plac’h yaouank. Merc’h oa da Raoul Macé aotrou Dubois, ha da Helena Le Forestier, o daou ganet e Brest. D’ar 4 a viz gouere 1712, e timezas d’he zriouac’h vloaz d’an A. Julian Le Bret, mestr-perrukenner, mab da Herve Le Bret, aet d’an anaoun, ha da Soaz Bechennec, ganet e Sant-Melani Montroulez, en eskopti Treger, hag e chome Brest abaoue eur pennad mat. Pemp krouadur, daou baotr ha teir merc’h a c’hanas eus an dimezi-ze. An daou baotr a varvas, unan d’an oad a dri bloaz, hag egile d’an oad a drizek vloaz. Chomet intanvez gant teir merc’h, an itron Le Bret a zalc’has perrukennerez he goaz, hag a gasas al labour en dro gant mevelien. Marteze oa ganti e labourat eur perrukenner yaouank, Loïz Laporte, a ioa bet e dad o terc’hel stal win en numero 2 eus an hevelep ru, hag a varvas en hevelep bloavez gant Le Bret. Ar pez ’zo sklear eo, Loïz Laporte a c’houlennas an intanvez yaouank da bried. D’ar mare-ze en doa eiz vloaz war-nugent, hag hi, daou ha tregont. Ar skrid eus o eured a lennomp e kaier parrez Sant-Loïz.

« D’ar 15 a viz mae 1726, an A. Loïz Laporte, « mab major da Loïz Laporte, aet d’an anaoun, ha da Vari Riou, e dad hag e vamm, o chom er barrez-man hag an dimezell Anna Macé, intanvez d’an A. Julian Le Bret, a zo bet eurejet dirag an iliz. O emgleo a zo bet kemeret gant an A. person en deus sinet aman warlerc’h ; o eurejet en deus goude eur re embannou e pron an ofern-bred, ha dispans a zaou re all bet digand aotrou ’n Eskob Leon.

A oa war al leac’h : an A. Raoul Macé, tad an intanvez Le Bret, an A. Chef du Bois Guillou he breur-kaer, ha Mari Nicole Macé, he c’hoar. Mari Riou ha Per Laporte mamm ha breur Loïz Laporte, hag o deus sinet :


« Y. de Kerret,
Person St-Loïz ha priol Brest. »


Hervez leor an tailhou, Loïz Laporte a deuas da jom d’an n° 8, e ru ar Gordennerez-Koz, hag a laoskas an n° 2 gand e vreur. Met derc’hel a reant ar stal win daou hanter etrezo. Hep dale zoken e kreske o c’henwerz hag e teuent da veza marc’hadourien a vras. E konchou ar vartoloded ez eus hano alies eus dournadou mat a arc’hant paet da Loïz Laporte evit barrikennadou gwin.

Doue a roas e vennoz d’an dud nevez, rak Loïz Laporte hag Anna Macé o devoe dek krouadur, pemp paotr ha pemp merc’h.

EIL PENNAD
————


Perrukennerien Brest
————


Loïz Laporte, daoust n’oa nemet mevel pa zimezas, a rankas koulskoude kas en dro stal-berrukennerez e c’hreg, hag ar c’henwerz gwin en doa diouz e dad. Met dizale e reas e daol-micher (chef-d’oeuvre) hag er bloaz 1730, oa e-unan, dre wir, mestr-perrukenner.

Gwechall mezeien pe vedisined-surjianed. (chirurgiens) ha barberien ne reant etrezo nemed eur c’horf-micher (corporation). Evel ar vezeien, ar varverienive, gand o zizailhou, aotennou hag aotennou-kamm (bistouri) a drouc’he, a ziskolpe, hag a gase awechou… d’ar bed all. C’hoarvezout a reas zoken d’ar varverien kaout ar renk uhela er gevredigez, hag ar vezeien a goezas dindan galloud Barber ar Roue. Goudeze eo kountrol a c’hoarvezas ; ar vezeien, roet dezo ar frankiz en o micher, a oe e penn ar gevredigez ; hag ar varverien ne voe lezet ganto nemed an trouc’ha bleo. Er bloavez 1637, e oe savet korf-micher ar varverien, distak diouz hini ar vezeien. Ar perrukennou a oa ar c’hiz anezo d’an ampoent, hag an trouc’ha baro a deue pell warlerc’h ar renka bleo. Kevredrigez ar varverien, bet d’ezo gwiriou nevez, ar gwir, hag evito o-unan hepken, da zerc’hel kibel ha stoufailh (bains et étuves), a gemeras an hano a « Unvaniez mistri-perrukennerien, barberien, kibellerien ha stoufailherien kear Vrest ». O ardamezou a zo : eur berrukenn-zu kurunet e pers (azur) war arc’hant. Koulskoude ar varverien n’oant ket distag a grenn diouz ar vezeien ; chom a rejont c’hoaz dindan galloud mezeg kenta ar Roue. Heman a lake eur mezeg all a hanved e letanand da welet war bep kevredigez perrukennerien, da lavaret eo, evit miret ha difenn gwiriou an daou gorf-micher. Dre skrid, ar roue a verkas niver ar stailhou mestr-perrukennerien : kant evit Paris, dek evit Brest.

E-barz ar c’horf-micher ez oa meur a rummad tud. Da genta : ar mistri perrukennerien o devoa guir da eur stal hag he dalc’he o-unan ; d’an eil : ar re o doa gwir da eur stal ha ne zalc’hent ket anezi o-unan, rag, evit beza mestr labour e penn eun ti, oa ret beza bet deskard ha goudeze micherour touet ; d’an trede, ar vicherourien desket o labour ganto e ti eur mestr ; rag ar mestr hepken a c’helle kaout deskarded, hag an testeni a vicherour-touet ne veze roet nemet gand ar c’horf-micher ; d’ar pevare, an deskarded a jome da zeski o micher epad tri bloaz ; epad an amzer-ze, oant bevet ha lojet gand o mestr, met n’oant ket paet. Araog en em lakat da zeski e vicher, ar paotr a yea dirag an noter gand e gerent hag e vestr ; hag etre ar re-man e veze sinet neuze eun emgleo. Goude beza desket e vicher e tlie c’hoaz labourat epad daou vloaz e ti e vestr, met neuze e veze paet.

Nikun n’helle beza hanvet mestr, ma n’oa ket eus ar relijion gatolik, apostolik ha romen, hervez reolenn ar gevredigez. Ret oa ouspenn, goude beza gounezet an testeni a vicherour-touet, ober eur pez labour eus an dibab, a hanved an taol-micher pe ar mestr-pez-labour, ha kaout arc’hant awalc’h evit paea ar mizou a deue da heul. Met kerkent ha m’en doa diskouezet dre e bez-labour oa gouiziek war e stad, ha dre ar gwenneien en devoa laket a gostez, ez oa eun den a urz vat hag eun den fur, pa en em gave eur stal a vestr da veza dibourve, ar micherour a c’helle en em lakat war ar renk evid he c’haout, en eur gas e c’houlenn da renerien ar c’horf-micher. Neuze unan eus an daou rener bras, hanvet e galleg « prévot », a roe dezan eur mestr hanvet bleiner (conducteur), karg dezan da gas ar goulennour eus an eil ti d’egile da welet an holl vistri. Goudeze, ar re-man a en em vode ; ha m’en deveze ar muia moueziou e veze digemeret. Neuze ar mestr nevez a ranke paea pemp kant lur, da ranna etre ar c’houarnamant, ar mestr bleiner, ar jured karget da varn an taol-micher, al letanand, tud al lez-varn a verk anezan e-touez ar vistri, hag ar gevredigez he-unan.

E penn ar c’horf-micher edo al letanand digaset gant kenta mezeg ar Roue, daou rener bras (prévôts), dibabet evit daou vloaz, an eil da rei an dourn d’egile pep hini dre dro, dean ar vistri, hag eur grefier. An diellou (registres, archives) a veze miret en eun armel, tri alc’houez warni, unan etre daouarn al letanand, eun all gand ar grefier hag an trede gand ar rener bras a oa e karg.

Gwir rener ar c’horf-micher oa ar « prévôt ». Dibabet gand ar muia moueziou, kregi rea en e labour d’al lun genta goude gouel ar Werc’hez e€ gwengolo, ha goude beza touet dirag al letanand.

Ar re a oa evelse e karg a en em vode bep meurz da ziv eur goude kreisteiz. Evesaat a reant, araok ma vezent laket e gwerz, ouz marc’hadourez ar vistri perrukennerien. Kement tra a lakent e gwerz, evel dre guz, heb aotre an dud e karg, a veze dalc’het, hag ouspenn o deveze kant lur da baea. Koulskoude, ar varc’hadourez, kavet mat hag aotreet, ne blijent ket atao d’an holl ; awechou e save klemm diwar o fenn. Al letanand a c’helle neuze dougen reolennou nevez da lakat eün an traou ; setu petra c’hoarvezas d’ar 7 a viz mae 1720. Kenta mezeg ar Roue a lakeas e letanand da zougen eun urz a roe aotre « da bep marc’hadour ha da gement hini gouest da ober perrukennou er c’heariou tro war dro, da wont da ginnig o marc’hadourez e foariou hag e marc’hajou Brest », evit lakat perrukennerien Brest da gemeret muioc’h a boan gand o labour, ha da ober gwelloc’h perrukennou.

Awechou, holl dud ar c’horf-micher a veze galvet d’en em voda. Al letanand eo a dlie kas dezo eul lizerig d’o gervel d’ar vodadeg. Eno, al letanand a deue d’ezan ar renk kenta. An daou rener bras a deue goude, ha war lerc’h, dean ar vistri ; goudeze ar re gosa hag ar re all neuze pep hini hervez an amzer m’edo er c’horf-micher, hag hervez ar roll a veze staget ouz moger ar zal, evit miret na zavche trouz diwar benn rank pep hini. Al letanand, pe ar « prévôt » a oa ero da veza e karg, a lavare d’ezo evit petra oant bet galvet. Pep mestr ha pep micherour ne gomze nemet d’e dro, pa veze galvet gand ar grefier. An hini a gomze araog e dro en deveze eur skoed da baea.

Gouel ar gevredigez a veze miret da zeiz sant Loïz, 25 a viz eost. An Tadou Karmez a gane an ofern bred, hag eur servich bras antronoz, evit kement hini eus ar gevredigez aet d’an anaoun. Evit paea mizou ar gouel, mestr hag oberour a roe pemzek gwenneg. Eur banniel o doa ive hag a veze douget gant daou anezo e kement prosesion graet a parrez Sant-Loïz.

Erfin, hag an dra-man a zesko d’eomp pebez doare en doa ti C’hlaoda Laporte, ar vistri perrukennerien a ranke o stal beza livet e glaz, ha klozet gant sterniou, gwer bras warno. A zioc’h ar stal, daou blad gwenn a veze laket a-zistribil, hag eun daolenn houarn tano, livet ive ; ha war bep tu hano mestr an ti, ha bar-an-ti (enseigne). An daolenn a veze staget gant diou jadennig ouz eur varrenn houarn sanket mat er vansouniaj. War hini an 8 e ru ar Gordennerez koz e lenned :

« Laporte perrukenner » ; ha dindan ;

« Aman e lamer baro, e renker bleo, e kaver kibell ha stoufailh ».

TREDE PENNAD
————


Tad ha mamm Glaoda Laporte
————


Kenseurted ar mestr-perrukenner nevez ne zalejont ket da gaout ar brasa fizians ennan, rag er bloavez 1738 a oe hanvet « prévôt » ganto, da lavaret eo, e oe roet d’ezan ar garg uhela er gevredigez. Lenn a reomp war gaierou ar c’horf-micher :

« D’an 22 a viz eost 1738, an aotrounez Yann Labbé ha Loïz Laporte, mistri-perrukennerien ha barverien o terc’hel kibell ha stoufailh e kear Vrest, a zo bet hanvet da c’houarn ar gevredigez epad daou vloaz ; graet o deus le da ober ervat o c’harg, hag o deus savet o dourn d’hen toui, an eil goude egile, hervez ar c’hustum. Paet o deus pemp skoed ha tri gwenneg, ha va gopr d’in-me ouspenn. Ha kement-se dirag an aotrou Herve Loïz de Kersauzon, kuzuler ar Roue, senesal, mestr bras e kear hag el lezvarn, ha gantan ive ar reiz (police) e kear Vrest.

Sinet : Ar Grefier. »


Dre ar rollou, eo eas gwelet pegen aketus d’e labour oa ar rener Laporte ; evit doare, e kase alies dirag ar barner, rak c’hoant en doa da viret mat gwiriou ar Gevredigez. Kalz tregas en devoe gand e garg, ha meur a gudenn da zibuna. Eun dervez, en eur dremen dre ar Ru Vras, e welas eur zoudard oc’h ober e varo da eun ofiser. Hag hen en ti raktal, ha goulenn digand ar zoudard e desteni micherour-perrukenner. Met mont a rankas er meaz ken buan ha m’oa deuet ebarz, rag ar zoudard hag an ofiser, hep lavaret grik d’ezan, a dapas peg en e ziouskoaz hag hen lakas prim war ar ru. Klemm a oe douget raktal dirag ar senesal en o eneb ; ha graet e oe prosez d’ezo. Barnet ha kondaonet, an ofiser hag ar zoudard a rankas eun dervez dont dirak bodadeg tud ar vicher evid ober o didamallou (faire des excuses) d’ar gevredigez, glazet dre an dismegans graet da unan eus he renerien, hag evit paea dioc’htu ken etrezo kant lur gaou ha kampi (dommages et intérêts).

An daou rener bras pa rankent dougen klemm a veze skrivet o lavarou gant tud al lez-varn. Awechou zoken eo farsus ar skrid anezo. Gwelit hoc’h-unan o doare en eur lenn an daou-man :

1° « Er bloavez 1738, d’ar 26 a viz du goude kreisteiz, ni, urcher, klasket gand an aotrou Loïz Laporte, rener-bras kevredigez ar vistri-perrukennerien a zoug testeni eus ar wirionez, hag a lavar eo anat, rak gwelet hor beus hon-unan, ez euz meur a hini e kear Vrest ha ne reont ket a forz eus reolennou ar berrukennerien hag eus al lizeri roet d’ezo gand ar Roue d’ar 6 a viz c’houevrer 1725, ha dre-ze, a ra gaou bemdez ouz tud ar vicher-ze o werza perrukennou nevez, o lamet ar baro hag o renka ar bleo… Bet omp hon-unan gant Loïz Laporte e ti eun aotrou hanvet Laforet ; n’oa nemed e c’hreg er gear, ha n’eo ket falvezet d’ezi na diskloza he muzellou, na kemeret he foan da zina ; met kavet hor beus diou aotenn, hano La Palme warno, ha graet gant Thomas, mestr-kounteller e Brest, troad unan anezo e korn gwenn, hag hini eben e koat ; eun tamm mean sklent da lemma aotennou en doa ive ; kavet hor beus ouspenn peder berrukenn goz, unan skoulmet ha teir bourledet, daou damm saoun e giz saounettez, daou blad baro, hag eur pakad bleo asrodellet : Evit gallout lakat an holl draou-ze e tredeok (séquestre) omp aet er maez eus an ti hag hor beus galvet an daou amezeg tosta evit beza ganeomp war al leac’h ; ar pez n’eo ket falvezet d’ezo ober, na rei o hanoiou. Neuze ar « prévôt » ha ni, hor beus laket sesiz war an holl draou-ze, ha da c’hortoz ma vezint laket er gref da eiz eur warc’hoaz, hor beus laket warno gant koar ardemezou ar gevredigez ».

2° « D’ar 27 a viz gouere 1739, en eur vont e ti Boismon, an daou rener-bras Laporte ha Labbé o deus kavet eur c’hos tamm paotr o klask korda bleo war diaraog eur berrukenn. Labour dister ! Ne ouie ket zoken lakat dereat an tammouigou paper ouz ar bleo evid ober d’ezo rodella. Pa oe goulennet e hano digantan, en deus respontet oa an Nair e hano, ha genidik eus Lannion. Boismon galvet a an em gav war al leac’h. Goulennet eus bet digantan ha gouest oa da rei an testeni oa ar paotrig-yaouank e teski e vicher gantan, hag en deus respontet : « Evit c’hoaz, an testeni (certificat) n’eman ket etre va daouarn, met ouz hen gortoz emaoun ». Eun nebeut derveziou goude, a lavar Laporte, e roas d’eomp eun testeni sinet gant eur perrukenner. Ar pez ne dalv netra ; rag an testeniou a dle knout sinatur ar gevredigez. Gwasoc’h c’hoaz, goude eun enklask graet mat, omp deuet da anaout n’eo ket perrukenner an hini en deus sinet an testeni ; n’eo ket zoken oberour. Tud ar vicher hepken zo gouest da anaout gouiziegez eun deskard. An hini hor beus kavet e ti Boismon n’eo nemed eur c’hrouadur, daouzek vloaz hanter bennak d’ezan, ha ne oar ket zoken penaos kregi en eun aotenn. Boismon, hervez lavarou an daou rener, a glask lakat freuz er c’horf-micher ». Koustout a reas da Voismon ober e benn-fall 20 lur gwanerez (amende), ha kant lur gaou ha kampi.

Taolit ive eur zell war an diskarg-man bet digant sakrist Karmez : « Anzao ran em beus bet digand an aotrounez Laporte ha Labbé, o daou penn ar vistri perrukennerien, pevar skoed evit an ofern-bred hag evid ar servich zo bet kanet ganeomp d’ar 26 a viz eost 1739.

Ar breur Mikael zant Joseph, sakrist e Karmez Brest ».

Deuet mat oa eta Loïz Laporte d’e genseurted pegwir e voe hanvet ganto e penn o c’hevredigez. Diskouez a rejont d’ezan eur wech all c’hoaz ar fizians o doa ennan, pa zigouezas ar mare da henvel ar mear. D’an ampoent, ar mear ne veze ket hanvet gand an holl evel en amzer hirio ; dibabet e veze kentoc’h evel breman ar senatourien gand eun nebeugig dilennerien (électeurs). Pep korf-micher a hanve eun dilenner pe zaou, hervez niver ar genseurted. Evelse ar vinterien (chaudronniers) ha pilligerien, kenkoulz hag ar varichaled, ar c’hountellerien (ha kement hini ra binviou da drouc’ha, evel ar sizailhou…), ar baraerien, an tavarnerien (traiteurs), ar c’hereourien, ar c’hilvizien, ar goulaouerien, ar c’hemenerien, ar perrukennerien, ar poderien stean, an orfeberien, ar varc’hadourien mezer ha seiz, o doa diou vouez dre gorf-micher ; e leac’h ar gweraerien, an embregerien (entrepreneurs), ar re a zalc’h diankachou (épiceries), ar vezeien, ar varc’hadourien gwin a vras, ar voulerien, hag ar gwerzerien leoriou n’o doa nemed eur vouez, da vihana er bloavez 1740, hervez skridou an amzer.

Ilizou Sant-Loïz ha Rekouvrans o doa eur vouez pep hini. Renerien ar c’hlanvdiou, an urcherlen, analvokaded, noterien ar roue, prokulerien lez ar roue, personed Sant-Loïz ha Rekouvrans, ar varnerien hag ar senesal o doa dre wir eur vouez pep hini.

Ar zul araok henvel ar mear, ar gevredigez a lake embann an nevezenti e pron an ofern-bred. Neuze ar c’horfou-micher a en em vode evit dibab ar c’hannaded ha rei d’ezo o c’hemennadurez. Tri oa c’hoantek da veza mear er bloaz 1740 : an aotrounez Labbé, Lamothe ha Rabby. Hogen, hervez rollou korf-micher ar berrukennerien, en dervez-se « 10 a viz even 1740 », ar gevredigez pedet d’en em voda, dre urz al letanand, an aotrou Lefaour bet « prévôt » gwechall, o veza n’edo ket al letanand war al leac’h, he deus, he-unan roet da anaout eo an aotrounez Lamothe, Labbé ha Rabby a zo o zri war ar renk evit mont da vear e kear Vrest ; roet he deus ive ar muia moueziou da Laporte ha da Hervieux Lafosse a zo bet karget ganti da vont da deir eur d’an ti-kear, ganto an askrid-man, evit rei o mouez en hano ar gevredigez d’an aotrou Labbé ; ar pez o deus sinet ». Laporte a roas eta e vouez, evel m’oa lavaret d’ezan, d’an aotrou Labbé ; hag heman a oe hanvet mear gant 57 mouez ; Lamothe en devoe 14 ha Rabby 27.

Ar mear nevez araok kemeret e garg a ranke kaout aotre an Evesiad (Intendant), ha diskouez d’ezan eun testeni eus e feiz. D’an aotrou Person e teue rei an testeni-ze. « Ar beleg, e zourn war e galon, goude beta anzavet n’oa ket kar d’ar mear nevez, a ranke toui ec’h heulie heman ar relijion gatolik, apostolik ha romen, oa aketus d’e zeveriou kristen, mat da vont d’an ofern ha da dostaat ouz ar zakramanchou ».

En amzer-ze, her gwelet a reomp dre ar skridou prosez graet gant renerien kevredigez ar berrukennerien, n’helle ket renka bleo an neb a gare. Er vicher-man evel er re all, oa ret deski al labour e doare, ha ne ket diwar fae. Hag ouspenn, labour ar perrukenner, diouz a lavarer, n’oa ket ken aez neuze evel breman. Piou n’en deus ket dalc’het sonj eus skeudennou Loïz XIV, Colbert, Louvois, Racine ? An aotrounez-man a zouge perrukennou a oa bet digaset ar c’hiz anezo gant Binet, barver ar Roue. Daou lur bouez a oa enno, ha graet oant gant bleo melen rodellet en dro d’an tal, a goeze da c’helei ar choug, an diouskoaz hag ar vruched. Ar baro n’oa ket ar c’hiz d’o derc’hel. Eur pouchadik hepken, hanvet « kelienenn ar roue », stag ouz ar vuzel dindan, hag eun netraik a voustachenn, soun an tamm anezi, setu aze ar baro a veze dalc’het ha netra ken.

An triouac’hvet kantved, evel ar c’hantved bras (XVIIet) a zalc’has d’ar gwiskamanchou skedus ha zoken o dougas en eun doare dudiusoc’h. Eur pennadig c’hoaz e padas giz ar perrukennou. Perkukenn ar veleien hag an noblans a oa par da hini Sartine, eur ministr eus an amzer. Ar vedesined a zouge ar berrukenn hanvet « an tri morzol » ; ar zoudarded a oa o hini evel re ar pennou-bagad (brigadier), hag hini ar vourc’hizien he doa henveledigez ouz eur wadegenn. Giz ar perrukennou a dremenas gant Loiz XV. Neuze ar bleo a oe lezet da hiraat ha rannet e teir lodenn : al lostad, ar c’hosteziou, hag ar pouchad. Ret e oe neuze d’ar re o doa bleo rouez ampresti bleo all. Wardro ar bloaz 1740, e kendalc’her da zougen bleo hirlabezet gant poultr. Al lostou zo berr, plansonet e « Katogan » hag eur ruban skoulmet en o beg. Epad an Dispac’h-Vras, ar c’hiz a zo adarre nevezet gant Brissot ha Marat, mistri an dispac’herien. Ar re-man, e leac’h ar bleo rodellet, a zalc’has bleo kompez, ha da c’houdevez, kement hini en deus c’hoant tremen evid eun den a gar e vro a gompezo e vleo war e benn. Setu perag, an holl koulz lavaret, muioc’h avat gand aon eget gant plijadur, a zalc’ho bleo kompez. Unan bennag evelato, tud dispont evel Ance, bourreo Brest, ha Maximilian Robespierre a gendalc’ho da zerc’hel eul lostad bleo war o choug ; « lost bleo Robespierre » a verk, evel a ouzor, kabel (coiffure) ar spontailh m’az oa, hag ive hini an nebeudik mignoned chomet a du gantan beteg ar penn-diveza. Ar Spout-bras (la Terreur) a zigasas d’e dro eur c’hiz nevez : an dud a drouc’he o bleo evel p’o dije bet d’en em aoza da vont d’ar maro, ha da ginnig o gouzoug d’an Aotenn-Vras (guillotine) a yea kement en dro d’an ampoent. War an araok, ar bleo a oa hir, hag a goueze war an daoulagad ; a hend-all, berr oant war ar choug ; evelse ar bourreo en doa nebeutoc’h da drouc’ha araok lakat ar penn da vont el lunedenn.

Bleo ar merc’hed, pa zigoras an triouac’hvet kantved, a veze laket muioc’h da blada eget da zevel uhel, met fuilhet ha kordigellet oant en eun doare farsus da welet. Pouchadou, rodellou, pandorailhou, skoulmou rubanou evel kistinennou da welet, a oa n’eus fors pegement war o fenn. War dro ar bloar 1730 evelkent n’eo ken an traou henvel. Ar paour keas merc’hed a zo deuet ar c’hiz d’ezo da gaout war o fenn kabellou ken uhel ma n’hellont chom asezet dres en o c’harronsiou (carrosses), hag e rankont beza daoulinet enno. Goudeze e teuas adarre eur c’hiz all, giz an « tapé ». Bleo ar c’houg e leac’h koueza war an diouskoaz a zo lakeat da sevel war an empenn evel eur gribenn, hag ar bleo-araok tortizet munut war an tal a oa par da gurunenn eur roue. Evit peurober ar pez labour, e veze neuze ingalet eun tammik poultr melen war gorre.

Er bloavez 1772, giz nevez adarre. En taol-man ar bleo zo laket da bignat uhel, pegwir eus ar c’hronch beteg ar gern, o deus 72 meutad uhelder (1 m.944) ; ar c’hiz-man oa giz an teatr ; er bloavez 1774, ec’h en em gav tro ar « pouf », savet uhel war ar penn gant tammou mezer skanv ha tano kemmesket etouez ar bleo. Evit doare, e ranked implija eur maread troatajou mezer araok dont a benn da ober mat al labour-man.

War gern ar zavadenn e veze lakeat ouspen, laboused, bokedou, pastored ha pastorezed denved : ar pez a oe hanvet ar « pouf » lorc’hus pe ma kavit gwelloc’h ar « pouf a ya d’ar galon ». Gwasoc’h-gwaz, er bloavez 1777, eo eul lestr evel eur garavellen, a weler pignet war benn ar merc’hed. Ar c’hiz-man, hanvet ar Yar Vrao « à la Belle Poule », a deuas war-lerc’h an dra burzudus a reas an aotrou De la Glocheterie hag a vezo komz anezi diwezatoc’h el leor-man, rak lakat a reas Brest ha Tud al Lez en eul levenez dispar. Trec’het ha diskaret epad ar brezel Seiz-Vloaz, Bro-C’hall a oe fouge enni o welet he martoloded dispont dirak martoloded Bro-Saoz. — Mari-Antonetta a gollas he bleo er bloaz 1780, gouda beta ganet eur c’hrouadur, hag abalamour d’an dra-ze n’hellas mui lakat eur gabel uhel ; douget e voe neuze kabel « ar bugel », eur c’hiz all hag a ziskaras an touriou a oa diagent. An tokou avat a jomas galloudus meurbed. Bez e oe gwelet an tog diguruner (paratonnerre), stag outan eur jadennig arc’hant hag a ziskenne beteg ar zeuliou hag ive an tog a oa henvel ouz eur mell (ballon).

An Dispac’h Vras a roas d’an dud kabellou nevez : hini ar Vro (à la nation), hag hini Dervenn al « liberté ». Ar berrukenn a deuas adarre ar c’hiz anezi epad ar Blenerez (Directoire). An itron Tallien he doa tregont perrukenn dishenvel a dale pemp pez aour pephini. En dansou ec’h en em gave mesk ha mesk aotrounien trouc’het o bleo evel pa vijent bet o vont d’ar guilhotin ; ha da zansal ganto itronezed o bleo renket e giz « ar vaouez dilezet ». Ma n’oa ket truezus traou evelse !

Buan em beus kontet istor ar c’habellou epad an triouac’hvet kantved. Awalc’h koulskoude a gredan beza lavaret evit deski d’al lennerien petra oa micher ar perrukenner e kear Vrest. Aes eo gwelet n’oa ket awalc’h kaout ijin da drouc’ha bleo, da lammet ar baro ha da zelc’her an houarn rodeller etre ar bizied evid ober dereat al labour ; ret oa ouspenn anaout skianchou all, ha da neheuta gouzout penaoz lakat kompez eul lestrig var gern eur zavadenn vleo.

Marteze ho pefe c’hoant anaout ha paet mat oa ar perrukennerien en amzer-ze ? Pa gouste ar c’hig eiz gwenneg al lur, hag an eog daou wenneg, ar perrukenner brestat a gemere eur skoed evit kempenn ha renka ar bleo, nemet rei a rea war ar marc’had ar ruban d’o skoulma. Lakomp neuze e c’halle Laporte kempenn o fenn da dri epad e zervez, an dra-ze rea bemdez talvoudegez ugent lur gig pe bevar ugent lur eog, goude tenna er meaz priz ar ruban a veze roet war ar marc’had, peadra da vaga aes eun tiegez ha pa vefe trizek krouadur ennan evel a oa enn hini Laporte.

Ouspenn-ze, gounit a rea ive gand e genwerz gwin a zalc’hent daou-hanter e vreur hag hen. An dud zoken a greskas da zont da brena d’e di rag er bloavez 1750, war baperiou an amzer, eo douget evel marc’hadour gwin a vras. Gouarnet ervat evel ma ’z oa, e genwerz a roas d’ezan gounidegez bras ha zoken… priejou d’e verc’hed yaouank. Dre ganol ar C’hreisteiz, kleuzet gant Riquet er bloavez 1681, e oe gellet digas betek Brest gwin al Languedoc kavet ken mat gand ar vartoloded. War Diellou (archives) an amiraled, eo douget ec’h en em gavas gwin da Laporte eus Narbonne.

Marc’hadourien ar vro-ze a deuas niverus da Vrest, ha setu aze penaos Laporte a reas anaoudegez gant gwinierien Castelnaudary, ha dreist holl gant familh an Anthony. Ar re-man a oa ar ouenn anezo genidik eus eskopti Sant-Papoul, hirio stag ouz eskopti Carcassonne. Daou baotr yaouank eus ar familh a deuas da Vrest war dro ar bloaz 1739. Ar c’hosa, Papoul Anthony, a zimezas da hanter-c’hoar Glaoda Laporte, Anna-Maria Le Bret ; hag ar yaouanka, Alexandr, d’e c’hoar Helena Laporte, er bloavez 1758. Alexandr Anthony hag Helena Laporte a zo deuet da c’houdevez da veza tad kun ha mammgun d’an aotrou Anthony, hirio skoazellour ar mear (adjoint au maire) e Kastellin, ha tad d’an doktor Raoul Anthony, hirio kelenner gouiziek ar Museum e Paris.

Hervez reolenn ar c’horf-micher, Loïz Laporte, pegwir oa mestr perrukenner, a ranke beza eus ar religion apostolik ha roman. Hag e gwirionez, start oa en e feiz, rag e hano a lennomp war gaierou Breuriez ar vicherourien, a oa bet savet gand an Tadou Jezuisted evid ezommou an eneou ha netra ken. Chapel ar Vreuriez a oa el leac’h m’eman breman chapel Sant-Joseph, e penn uhela ar ru Duquesne. Eur beleg hanvet « rener eneou » (directeur d’âmes) a deue d’ezan prezeg enni, kofez ha kas ar c’horfou maro d’ar vered. Ar vered a oa stag ouz ar japel ha ne veze beziet enni nemed ar genvreudeur. Gouel ar Vreuriez a veze graet d’an 8 a viz gwengolo, deiz ginivelez ar Werc’hez. Pep hini a roe eun dra bennag evid ezommou ar japel, paea kant hanker kant lur d’ar rener, ha lakat servichou gand ar genvreudeur aet d’an anaoun. Bloaz goude ar goulenn a ranked da c’hedal araok beza digemeret evit mat er Vreuriez. Kement hini a vanke d’ar vodadeg pa veze galvet da zont a veze skoet gand eur « zetans » a gondaone ar fazier pe da rankout mont e pinijenn war ar chantele, disparti diouz ar re all, pe da baea eur gwanerez. Evit doare, er mare m’oa klouar ar genvreudeur, n’eo ket arc’hant a vanke er c’hef ; gant kest ar zetansou ne zalee ket da garga.

Eur wech ar miz e ranked kofez. E kichen pep kador gofez, oa diou skabel, unan evid ar re wellaa yea da genta da gaout a c’hovesour ; hag eben, evid ar re o doa bet eur « zetans ». An dud a renk uhel a glaskas ive dor zigor evit mont er Vreuriez. O amzer golljont. Nebeut a nebeut, a laver eur skrid eus an amzer, ar Vreuriez a yafe war he fenn, ma ve graet eun dra evelse, rag ar vicherourien ne gredfent biken dougen eur « zetans » a enep tud savet ken uhel ; chom a reas eta an traou evel diagent.

Evid ar pez a zell ouz mamm Glaoda, an dimezell Anna Macé, pried d’an aotrou Laporte, (evelse eo hanvet war an holl baperiou), awalc’h eo anaout e oe mamm da bemzek krouadur evit gouzout pegen aketus oa d’he deveriou, ha pegen bras oa he fizians e Doue. Unan eus he faotred a roas d’an Iliz, ar pez a zesk sklear oa eur vamm kalonek ha start en he feiz.

Ar veleien a hell rei testeni eus a gement-man. Pegen aliez n’eo ket bet taolet had ar velegiach en o c’halon gand eur vamm leun a zoujans Doue. Mat da bedi evit he bugale dirag ar Werc’hez, mamm Jesus ar Beleg eternel, ar vamm gristen a anavez brasder ar velegiach ; klevet a ra mouez Doue, mouez an Iliz o c’houlenn diganti unan eus he hugale, hag evel Mari e ro he asant en eur lavaret : Ra vezo graet bolontez Doue.

Nebeut awalc’h a dra hor beus da lavaret diwar benn Anna Macé. He ziegez a c’houarnas, hag he bugale a gelennas gand ar brasa aked. Evelse e kasas an traou da vat egiz ar vaouez « krenv » a gomzer anezi el Leoriou santel.

PEVARE PENNAD
————


Yaouankiz Glaoda Laporte
————


Etouez eur ouenn dud mat da boania, hag en eur familh start en he feiz, eo e c’hanas eta Glaoda Laporte, d’ar 6 a viz kerzu 1734. Ne voe ket daleet kalz d’e gas d’an iliz, rag antronoz e voe badezet. An hini a dlie beta diwezatoc’h kure bras e Sant-Loiz a oe badezet gant kure bras an ampoent, hervez an testeni-man tennet eus kaierou an iliz :

« D’ar seizvet dervez a viz kerzu 1734, Glaoda-Anton-Raoul, mab ganet er gwir briedelez d’an aotrou Loïz Laporte, marc’hadour gwin, ha d’an dimezell Anna Macé, e bried, ganet en dervez araok, a zo bet badezet gant kure Brest en deus sinet dindan.

A zo bet paeroun ha maerounez : Anton Douesnel, skrivagner touet e Paris, bevet ha gwisket gand ar roue evid ezommou ar Gwardou war vor, ha Mari-Antonetta Germain, pried d’an aotrou Boullan, marc’hadour.

O deus sinet : La Boullan, A. Douësnel, E. Le Bret, Jean Le Hir, Laporte.

Le Moyne, kure Brest. »

Ar paeroun, dre e zinatur gaer kordigellet, a ziskouezas oa dournet mat, ha n’eo ket heb abeg oa bet dibabet gand ar roue evit beza mestr-skrivagner. Ar vaerounez, hervez leor an tailhou, a oa greg da eun amezeg hag a zalc’he diankachou e tal ti Laporte

Glaoda oa an eizvet krouadur eus ar familk. N’hor beus ket kavet nemeur a skridou da zeski d’eomp penaos e tremenas e vugaleach, ha penaos e oe skoliet.

Enn amzer-ze, ar c’houarnamant n’oa ket c’hoaz aet da vestr-skol. N’eo ket skoliou a vanke koulskoude, ha gouest da rei deskadurez d’ar vugale kenkoulz ha breman ; her gwelet a reomp en eur lenn leor an tailhou er parreziou.

E Brest, ar skoliou n’oa ket a zienez anezo. Hervez diellou ar bloavez 1739, setu aman niveret ar re a oa war barrez Sant-Loïz. O renerien a ranke paea tailhou hervez talvoudegez o ziez, a lakeat priz warno kalz pe nebeut, goude beza dalc’het kont eus niver ar vugale skoliet enno :

Er Ru-Vras, skol an aotrou Tournellec he doa da baea d’ar gwir, c’houezek real hag eur gwenneg.

Er Ru-Vihan-Nevez, skol Visant Bellec : seiz real hag eur gwenneg.

E ru Sant-Per, en eun ti da Laporte, perrukenner, a lavar an diell, skol an aotrou Deredec : eur real war-nugent ha daou. E ru Ar Skalier-Nevez, hini an aotrou Duval, pevarzek real ha daou.

E ru Sant-Loïz, en eun ti d’an aotrounez Ozanne (kerent an engraver (graveur) brudet eus Brest), skol an aotrou Bihan, pevarzek real ha daou.

Adrenv iliz ar Seiz-Sant, skol an dimezell Corre, seiz real hag unan.

Er c’harter-ze ive, skol an aotrou Dubois : seitek real hag unan ; hag hini an aotrou Fransez ar Sant, eun hevelep priz.

War barrez Sant-Salver oa :

E ru Rosankoat, skol Ambroaz an Dresec, boumbarder, feuriet (taxé) pemp real nemed unan.

Er ru-ze ive, hini an aotrou Daniello, trizek real ha daou ; hag hini an aotrou Barthélemy Gallois, eiz real.

E ru an Or, hini an aotrou Yann-Loïz Postec, trizek real ha daou.

E ru ar Parc, skol an intanvez de Fontaine, seiz real nemed unan.

E ru ar « Gommunauté », hini an aotrou Thomas Cloarec, trizek real ha daou ; hag hini an aotrou Per an Hir, eun hevelep priz.

Ar gelennerien, pe vistri skol, evel m’int hanvet war an diellou, o deveze eun tammig gwerz digant kerent ar vugale a oa e skol ganto ; pegwir ar pebr, ar sukr, hag ar goulou o deus talvoudegez, daoust n’eo ket disprizus rei an deskadurez evit netra da dud hag a zo gouest d’he faea ; ha n’eo ket he lakat e renk an dour hag an avel, a zo traou ha ne goustont netra.

Hag ar beorien neuze ? ha piou o skolio ? rak peorien a oa en amzer-ze evel breman : « bez e vo peorien bepred en ho touez. » Alies n’o deus ket a beadra da brena o zammig bara ; ret eo koulskoude, ouspenn magadurez ar c’horf, rei bara ha magadurez d’o spered dre ar gelennadurez. An Iliz en amzer-ze a deue d’ezi en em garga eus an oberou a drugarez, rak deogi (lever la dîme) a helle, ha diskarget oa eus an tailhou. Savet he doa daou glanvdi (hôpitaux) e Brest evid ar beorien, unan war barrez Sant-Loïz, hag eun all, war barrez Sant-Salver. Ne ankounac’heas ket ken nebeut ar vugaligou dizanvez. Rei a rea d’ezo skoliou evit netra. An Tadou Karmez a skolie paotred Sant-Loïz, hep goulenn eur gwenneg diganto, hag an Tadou Kapusined a rea hevelep tra e parrez Sent-Salver.

D’ar baotrezed ezommek e veze graet skol evit netra, da nebeuta e pep klanvdi hag ouspenn, er Gouent-Vihan (Petit Couvent) gand Itronezed an Unvaniez kristen.

E konchou an ilizou parrez, ez eus meneg ive eus eun digoll (indemnité) a veze roet d’ar beleg karget da gelenn ar gurusted, bras an niver anezo er mareou-ze.

An holl skoliou-ze a yea en dro ha ne veze ket savet eur gwenneg tailhou evit o derc’hel en o zav. Abalamour da-ze, dibaot eo e ve hano eus ar skoliou e kuzuliadegou an ti-kear. Paotred ar skol avat zo hano anezo alies. Karet a reant c’hoari gand an dalm (fronde) evel en amzeriou La Fontaine. E Sant-Loïz ec’h en em rannent e diou lodenn : re ar gear uhel diwar dro Lambezellec, hag ar re a oa diwar dro ar Seiz-Sant. An diou arme a en em renke evel soudarded evit stourm gwelloc’h an eil ouz eben. Troiou, gwir eo, ar vugale a en em gave er gear o fenn blonset gand an taoliou mein, awechou gwall c’hlazet. Troiou all ive eo war benn ar vourc’hizien didrous e koeze ar vein. Ar vugale geiz a dorre warno goude eun eurvez bennak tremenet ganto e prizoniou tenval ar C’hastel.

N’eo ket skoliou a vanke eta da dad Glaoda Laporte evid e vugale. Marteze zoken e oe nec’het o klask gouzout da behini o rei. Pehini a zibabas d’e baotred evel skol genta ? Diaes eo hen lavaret hep riskl da fazia. Marteze Glaoda a oe laket e skol an aotrou Deredec, eur merour d’e dad. Heman a zalc’he skol e ru Sant-Per, an hano-ze d’ezi abalamour da Hostaleri Vras Sant-Per, savet er bloaz 1632, hag a zo enni breman ar « Prefektur Maritim ». Evit doare, kannaded bro ar Siam arruet e Brest er bloavez 1686, a lavar an aotrou Delourmel, ha diskennet epad meur a zervez en Hostaleri Vras Sant-Per, a oe eun darvoud ken bras, ma reas d’ar bobl treki hano ru Sant-Per ouz an hano ru Siam.

Evesait, e gwirionez, pebez nevezenti e voe kement-se evit Brestiz. Kannaded euz ar ouenn-ze a oa rouez war baveou Brest : Eiz « mandarin » hag ugent mevel ouz o heul. Al lizer a zigaschont d’ar roue Louis XIV a oa skrivet war eul laonenn (lame) aour dastumet en eur c’houfrig koaret ha dalc’het kloz en eur pot a briz, a rankent da zougen dalc’h-mat a zioc’h o fenn ! Evetato hano ru Sant-Per ne oe ket dilezet a grenn : padout a reas c’hoaz eur pennad mat, rag e lenn a reer beteg ar bloavez 1742 war levr an tailhou ; er bloavez 1742 da genta, e lenner « ru Siam, a-hend-all hanvet ru Sant-Per », ha nebeut goude, evel hirio « ru Siam » ha netra ken.

Daoust hag an aotrou Douesnel, ar skrivagner gouiziek m’az oa, hag hen a roas eur gentel bennak d’e filhor evit deski d’ezan skriva brao. Her c’hredi a heller ; sinatur Glaoda Laporte n’he deus ket, a dra zur, eul lost ken kordigellet hag hini e baeroun, met moulet eo ken brao hag hi.

Kerkent hag an oad a unnek vloaz, ar paotr a dleas monk d’ar skolach, rag e eil bloaz « filozofi » a beurc’hreas er bloaz 1753 ; ar pez a ro leac’h da gredi edo er c’houec’hvet klas er bloaz 1745. An aotrou Dupuy, kelenner e Skol-Veur (Faculté) Roazoun, en eur brezegenn d’ar baotred yaouank evit digeri ar bloaz skol 1883, a zispleg gant kalz a sked ha nebeut a gomzou, doare skolachou Breiz en triouac’hvet kantved. Tri rummad a oa anezo. En hini kenta oa pemp skolach bras, gand an holl glasiou, ha mistri evit pep klas : skolach Sant-Briek, hini an Naoned, renet gand an Tadou Oratorianed, a oa daouzek kant krouadur e skol ganto pa dremenas ar seitekvet kantved ; skolachou Gwened, Roazoun ha Kemper, o zri, Tadou Jezuisted o kas anezo en dro. Skolach Kemper en doa etre seiz hag eiz kant skolaer. Ar skolachou-man ne veze digemeret enno nemed ar vugale a ouie lenn ha skriva ha n’oa ket a skol genta (école primaire) evito. Ar c’hlas izela enno oa ar c’houec’hvet. — Eiz skolach a oa en eil rummad : Ancenis, Dinan, Dol, Fougeres, Montroulez, Kastel-Paol, Landreger ha Vitré, skolachou bihan holl evel zo breman e kalz parreziou, gant tri pe bevar glas e pep hini. — An trede rummad a gonte skoliou hag a lake ar vugale e stad da vont e trede klas ar skolachou bras, goude beza desket d’ezo derou (éléments) al latin. Daou vestr hepken a oa er skoliou-man, a oa anezo e kear Landerne ; e kear Vrest avat, n’eus meneg anezo, nemed ar beleg karget eus ar gurusted en defe desket d’ezo ive al latin.

E skolach Kemper, an Tadou Jezuisted a lake an diavezidi (externes) da baea pevar skoed ar bloaz ar c’hlasiou grammer hag ar c’hlasiou all beteg ar filozofi. Er c’hlas-man e paent neuze pemp skoed. An Tadou a en em ouestlas gant kement a aked war dro ar re glanv gand ar vosenn, ma kavas d’ar c’houarnamant oa mat rei d’ezo eun draig bennak evit o zikour. An Tenzor a roas neuze d’ezo eul lodenn eus an tailhou a veze savet diwar ar gwin (impôt du billot). N’eo ket diouz an tu-ze koulskoude e kavchont peadra awalc’h da lakat o skolach da veva ha da vont en dro ; ar madou testamantet evit lakat pedi, hag an arc’hant gounezet gand o ziez-retrejou, setu aze petra roe galloud d’ezo da rei deskadurez d’ar vugale, koulz lavaret evit netra. Daou di o doa savet evit retrejou, unan e Kemper, hag eun all e Brest. C’houec’h mil den er bloaz a dremene dreizo ha naontek kant lur leve a laoskent gand ar skolach. Ezomm en doa anezo, rak bez en devoe da veva triouac’h Tad hep konta Tadou ar Retrejou. Met evelse ar skolachou hag ar skoliou bihan ne goustent netra da c’hodel an holl ; deskadurez a oa evid an neb a gare, hag ar c’houarnamant ne ranke ket dastum berniou arc’hant da rei d’ar vistri-skol evel ma ra breman.

Glaoda Laporte a reas e studi e skol an Tadou Jezuisted ; difazi e c’heller lavaret kement-se, rag epad daou vloaz e teskas ar filozofi ganto araok kaout del mestr ar skianchou (diplôme de maître ès-arts), a dale neuze kement ha del eur « bachelier » en hon amzer. An Tadou Jezuisted a zeske e gwirionez, ar filozofi d’o bugale epad daou vloaz. Ar bloaz kenta e teskent ar gwir filozofi, hag an ell, skiant al lezennou a ren traou ar bed (physique). Ha da Gemper eo e oe kaset Glaoda ? Her c’hredi a haller ; an Tadou Jezuisted n’o doa skolach all ebed tostoc’h ; ha gouzout a reomp dre eur roll bugale hanter freuzet siouaz ! ez oa e skolach Kemper, da nebeuta daouzek skolaer eus Brest, er mare m’oa Glaoda Laporte en oad da ober e studi eveldo.

An Tad Fouqueray, goude beza gwelet Rollou kompagnunez an Tadou Jezuisted, a lavar en doa graet Glaoda Laporte daou vloaz filozfi pa gemeras d’e naontek vloaz sae an Urz e Paris, d’ar 24 a viz gwengolo 1753. An ti a roas goudor d’ezan evid ar wech kenta a oa neuze e ru ar Pot-Houarn, hanvet breman ru Bonaparte ; savet oa el leac’h m’eman hirio stal leoriou an aotrou Aogust Picard, ha tostik da Garmez, ar manati ma vezo eun deiz lazet Laporte ennan. Epad ehan ar skoliou hag o derveziou diskuiza, ar genvreudeur yaouank a dremene o amzer e Montroulez en eun ti war ar meaz.

E kompagnunez ar Jezuisted an « noviciat » a bad daou vloaz. Glaoda a reas e ouestlou d’an 13 aviz here 1755. Raktal e oe kaset da skolach La Flèche evid ober eun trede bloavez filozofi ; hag e oe karget ouspenn da viret ar vugale a gemere pred ha lojeiz en ti-skol.

Goude e ouestlou kenta, lean (religieux) kompagnunez Jezus a zo hanvet « skolastik » pa gemer hent ar velegiach ; neuze peurvuia e vez laket da skolia ar re all da c’hortoz beza galvet e-unan da zeski an « teoloji ». P’en devez graet tri bloaz war ar skiant-man, e vez beleget, ha pa vet peurc’hraet e zeskadurez e kenver Doue hag ar feiz, eo da brezek ha da gofez e vez kaset.

Glaoda Laporte a oe galvet da zont da Baris pa echue ar bloaz 1756. Karget e oe eus ar c’houec’hvet klas, er bloaz 1757, eus ar pempet er bloaz 1758, eus ar pevare er bloaz 1759 e skolach « Louis le Grand ». Er bloaz 1760, e kavomp anezan e skolach Orléans, karget eus an trede klas. Bloaz goude, eman en eil, hag edo nevez pignet e kador ar « retorik » er bloaz 1762 pa zavas ar barr arne a ziskaras Urz an Tadou Jezuisted.

PEMPET PENNAD
————


Urz an Tadou Jezuisted diskaret
————


Ar C’hallaoued o deus eur spered berboellik, douget bepred da heja pe da ziskar (muioc’h avat dre froudenn eget dre gredenn-start) kement tra a zo santel ha meulet. Mar deus bet e peb amzer kristenien birvidik e Bro-C’hall, e peb amzer ive, o deus kavet dirazo enebourien prest da zevi ar pez a zoujent.

Pa rene Loïz pevarzek, ar « Jansenisted » hag ar « C’hallikaned » oa an enebourien-ze ; nemet keit ha ma vevas ar roue bras, n’hellent ket sevel o fenn ; e zourn, evit doare, a oa kalet evel an houarn. P’o deveze c’hoant ingala o gevier etouez an dud, eo dre guz e rankent hen ober. Er c’hiz-se ec’h en em skignas al lizeri, hanvet « Provinciales », skrivet gant Pascal eneb ar Jezuisted, hag o deus lakeat war dal an hini o skrivas eur merk iskis ha mezus, ha n’eo ket prest c’hoaz da veza lamet, kaer a vo.

Pa vankas an dourn kalet ha nerzus, e savas war an trôn eur roue re yaouank evit gouarn dreizan e-unan ha ret d’ezan klask unan bennak d’hen skoazella, ar pez a zo eur gwall abeg enn eur rouelez (royauté), a lavar an aotrou Maurras e-unan. Raktal, enebourien ar feiz a zavas o fenn. Kerkent eun urz leaned a zavas en o eneb, leaned hag a helle dre o gouiziegez hag o furnez harpa outo ha sevel dirazo evel eur voger arem gouest d’o diarbenn. Ar Jansenisted, war o meno, a oa striz meurbet an traou ganto ; ar Jezuisted avat en em harpe muioc’h war Doue hag e drugarez hep muzul ; ar C’hallikaned a oa douget d’en emzistaga diouz ar Pab hag ar Jezuisted a rea le da zenti outan bepred. Eneb an dud o doa en em vodet en eur gemeret an hano lorc’hus a « Filozofed », an Tadou a zavas skolachou dre bevar c’horn Bro-Chall, hag a roas enno eur gelennadurez ha n’he deus ket he far da gement den yaouank eus ar vro, koulz lavaret : « En amzeriou-ze, a lavar eun huguno (protestant), Schell e hano, e voe eun emgleo etre ar Jansenisted hag ar Filozofed, pe da vihana, o veza m’o doa eun hevelep mennad, e labourent gant kement a unvaniez ma voe leac’h da gredi oant en em glevet. Ar Jansenisted, war digarez eur garantez birvidik evid ar Relijion, hag ar Filozofed, d’ezo, war o meno eur garantez birvidik evid an dud, a boanie da ziskar galloud ar Pab… Evit dont a benn eus o zaol e oe dister d’ezo pellaat an Tad Santel diouz ar re n’o doa ken youl « nemet da harpa kador Sant Per, kousto pe gousto, o lamet digantan ar skoazel a hellent da rei d’ezan, da lavaret eo, an Tadou Jezuisted. Setu aze penaos e c’hanas ar gasoni vras o deuz kalz a dud outo atao en hon amzer. Lod anezo e gwirionez, o veza bet re zieves ha re skanv a benn (affer Lavalette) a roas armou da waska an Urz. Gwasoc’h c’hoaz, ar brezel graet d’ezo a blijas d’ar bobl. »

Loïz XV, pa bignas war an trôn a glaskas enebi ; ar prins a ouezas marteze difenn an douarou en doa bet digand e dad-koz, met ne gavas ket an tu eveldan da ren war ar sperejou. Ne gredas ket beza roue e amzer, hag eo Voltair a laeras digantan an hano skedus-se. Voltair, skoliet gand ar Jezuisted, en em blije o rei meuleudi d’ar re a oa bet e vistri gwechall. Biskoaz n’en dije kredet o dilezel evit mont a du gand ar C’houarnamant, hag ar Jansenisted a oa ken rog an tamm anezo, ha ken kalet outo o-unan, ya war o meno, ma lakent anezan da egari. Koulskoude evit tizout ar Pab oa ret bresa korfou e soudarded wella ; hag e tremenas warno en eur deurel a bouez penn ar youc’hadenn spontus : « Ecrasons l’infame ». Kerkent, ha goude ma oe diskaret an Urz, d’Alembert a skrive da Voltair, d’ar patriarch iskis aet da jom da Ferney : « Evidon-me, emezan, pegwir breman e roan liou roz da bep tra, me wel ac’han ar Jansenisted o kaout eur maro kaer er bloaz a zeu, goude beza laket o-unan an Tadou Jezuisted da gaout eur maro kriz er bloaz-man ; gwelet a ran ar spered a frankiz o sevel, an Hugunoded o tistrei, ar veleien dimezet, ar c’hadoriou kofez bruzunet, ar c’hredennou diboell aet gand an avel,(evito, an dra-ze oa ar religion gatolik). Gwelet a reer breman penaos e torras gand ar skuisder, tregont vloaz diwezatoc’h, war chafodou an Dispac’h, ar barr-amzer a oa bet c’hoezet gant Voltair.

Koulskoude, an Tadou Jezuisted a oa tud da harpa ouz eun taol amzer. Siouaz d’ezo ; Daoust m’oant bet tamallet gant Pascal da nevezi lezenn ar furnez ha d’he lezel da laoskaat, ne oent ket laosk awalc’h c’hoaz evid ar roue hag an itron Pompadour, d’ar mare-ze holl-c’halloudek er palez. E leac’h klask tremen diouto, en eur rei ar peoc’h d’o c’houstians, an tadou Pérusseau ha Desmaretz o devoe zoken an hardisegez da bellaat Loïz XV diouz ar zakramanchou.

An tad de Sacy, dreist holl, ne fellas ket d’ezan rei an absolvenn d’an itron Pompadour hag a lavaras d’ezi distrei da gaout he fried. (Hi he-unan he deus diskleriet kement-man en eul lizer skrivet ganti d’ar Pab evid en em glem !). Lez ar roue a yeas neuze a du gand enebourien ar Jezuisted ; ha d’ar c’henta a viz ebrel 1762, daoust d’an ali roet gand eskibien Bro-C’hall o doa embannet holl nemet c’houec’h anezo, oa Urz ar Jezuisted direbech e pep tra, Lezvarn Veur Paris, evid ar pez a zelle outan, a lakeas serra kement skolach dalc’het ganto. La Chalotais a reas da Lezvarn Veur Breiz kemeret skouer diouz hini Paris ; Dudon e Bourdel, Monclar er Provans en em gargas eus eun hevelep kefridi. D’ar 6 a viz eost 1762, Urz an Tadou Jezuisted a oa dismantret e Bro-C’hall. Ar broiou all, kristenien enno ive koulskoude, aliet gant Voltair a gerzas war roudou ar Frans ; hag ar Pab Clement XIV, d’ar 16 a viz eost 1773 a gavas ive oa mat ar pez a oa bet graet eneb ar Jezuisted ; ar pez a embannas dre ar skrid-berr Dominus ac Redemptor. Koulskoude an Urz, ma oa torret er broiou-ze evid eur pennad, n’oa ket kondaonet evid an dra-ze.

Diou Vro hepken, en o fenn daou heretik hag a oa brudet gant tud fall en amzer-ze da veza ive tud a skiant, o devoe aotre ar Pab da zelc’her an Tadou Jezuisted.

Nebeut bloaveziou goude, Frederik II, roue Prus, en eur skriva d’ar 7 a viz gouere 1770 d’ar filozof d’Alembert, a lavare, an ear d’ezan da c’hoapaat : « An den mat a zo o chom er Vatikan, eur c’houriz endro d’e groaz-lez, en deus lezet ganen va Jezuisted karet, gwall gaset en holl broiou all. Anaout a ran o zalvoudegez ; setu perag, e talc’hin an had anezo evit gellout o c’hinnig eun deiz, da gement hini o do c’hoant kaout ar ouenn euz eul louzaouenn ken rouez. » — Rak-se ta, roue ar Prus Frederik II ha Katell II, impalaerez ar Rusi a zalc’has ar Jezuisted en o bro ; ha d’ar 7 a viz eost 1814, Pi VII en eur embann e lizer « Sollicitudo omnium Ecclesiarum » a zavas a nevez ar Gompagnunez en he zav, hag a lavaras : « Tamallet e vemp gant Doue da veza graet eun torfed eus ar re vrasa… en amzer m’eo bag sant Per hejet ha taget gand ar gwall amzer, ma laoskfemp en douar (si nous n’embarquions pas) tud ken krenv ha ken gouiziek da rouenvat, tud hag a deu d’en em ginnig evit terri nerz tarziou eur mor dirollet, gouest da gas ar vag da ober pense hag ar vartoloded da strad ar mor. »

C’HOUEC’HVET PENNAD
————


Glaoda Laporte ne fell ket d’ezan toui eneb e goustians
————


Gwechall, en urziou koz, evit beza lean pe vanac’h n’oe nemet diou bazenn da zevel. War ar bazenn genta, oac’h « novis » ha war an eil « profès » da lavaret eo, ne vezec’h digemeret en urz evit mat, nemet goude beza gedet bloaz pe zaou. An « noviciat » eur wech peurc’hraet, ec’h en em roed da Zoue dre ar gouestlou. Hogen, bez ez euz daou seurt gouestlou : troiou, an I1iz, en eur zigemeret anezo, a felle d’ezi e vent graet evid atao, ha gand ar muia m’oa possubl a ereou evid an hini o grae : neuze e save etre an Iliz hag al lean eun emgleo hag a zalc’he diouz an daou du : al lean a en em ro d’an Iliz, hag an Iliz d’he zro a en em garg d’en digemeret, da rei d’ezan magadurez, da veza mat outan evel pa vije mab an ti, hervez reolenn an urz en deus dibabet evit mont ennan. O veza m’oa lezennou an Iliz anzavet ha diwallet gant mistri ar vro, al lezennou graet gand ar re-man a deue da starda muioc’h c’hoaz an ereou a stage an Iliz ouz al lean. Ar gouestlou graet en doare-ze eo ar gouestlou bras. — Troiou all ar gouestlou a zo disterroc’h ; hanvet int neuze gouestlou bihan pe vunut. En dro-man al lean en em ouestl adarre da Zoue, nemed an Iliz ne gemer ket e kenver al lean kement a gargou evel en dro genta. Setu aze an daou seurt gouestlou. Bras e vezint pe vihan, « solanel » pe « sempl » diouz an nerz a blijo gand an Iliz da rei d’ezo.

En urziou bras gwechall, n’oa nemet gouestlou « solanel » : peurliesa an urziou bihan ne anavezent nemed gouestlou « sempl ». Sant Ignas da genta a gemmeskas an daou seurt gouestlou, en hevelep leandi. P’o deveze peurc’hraet o « noviciat », ar Jezuisted yaouank a rea eta o gouestlou bihan, o doa da zerc’hel d’ezo beteg ar maro, gwir eo, nemet diouz kostez an Iliz al liammou n’oant ket ken start ; pa veze eun abeg grevus bennak d’hen ober, an Iliz he doa galloud da rei frankiz d’ezan pa c’houlenne en em zistaga, ha zoken en despet d’ezan.

M’en deus da gemeret hent ar velegiach, an « novis » yaouank a zo hanvet « skolastik » da lavaret eo : studier. Neuze e vo laket da nevezi e studi eus an eil penn d’egile. Studia a raio evid an eil gwech ar skianchou en deus graet anaoudegez ganto er scholach ; gwelet a rei adarre ar « filozofi » hag e peurc’hraio an « teoloji », dilezet gantan awechou epad eur pennad mat, evit gellout skolia bugale en unan pe unan eus skolachou ar Gompagnunez. Epad ar bloaveziou a dremen evelse, ar « skolastik » en deus amzer d’en em ober, da labourat didrouz, hag en eur enebi ouz ar vall en deus da vont da labourat dre ar bed, e kempenn ar binviou a zo ret d’e ene evid amzer ar stourmajou. Ar Jezuisted o deus ouspenn tregont vloaz pa vezont beleget. Tri bloaz araog ar velegiach e stagont da studia skiant Doue(an teoloji), a gendalc’hont da zeski c’hoaz epad bloaz goude m’int beleien. Ar bloavez diveza-man a zo evid ar beleg yaouank eun trede bloavez « noviciat ». Evid an eil gwech e ra an « exercisou » bras epad eur miz. Neuze, ha neuze hepken, eo peurc’hraet e oberidigez (formation).

Tro ar gouestlou diweza a zigouez breman. M’en deus graet pep tra hervez reolenn an urz, m’en deus peurc’hraet e studi e doare ha gellet kaout, goude an enklask diweza, teir mouez war beder a du gantan, digand ar re a oa karget evid ar wech diweza da anaout e ouiziegez war skiant ar Furnez ha skiant Doue, neuze e raio e ouestlou bras. Pevar zo anezo : gouestlou ar baourentez, ar glanded, ar zentidigez, hag ouspenn, ar zentidigez ouz Hon Tad Santel ar Pab war gement tra a roio d’ezan da ober. P’en do graet ar gouestlou-man en eur c’hiz skedusoc’h eged en dro genta, e kemero eun hano nevez, hag e vo hanvet « profès ». An nep n’eo ket bet kavet mat da ober ar gouestlou « solanel » goude beza poaniet d’en em renta din d’o gober, a vezo dalc’het er gompagnunez evel « coadjuteur » gand e ouestlou munut. E bedennou hag e oberou o devezo talvoudegez evid an holl genvreudeur.

Al liammou a stag ar « profès » ouz ar Gompagnunez a zo ken krenv ma vo ret kaout tamallou eus ar grevusa araog e lakaat er maez, ha ma teu d’ezan kuitaat, e ranko derc’hel d’e ouestlou en eur zistrei er bed ; e leac’h ar « c’hoadjuteur », hag ar studier pe « skolastik » eur we€ch aet er maez pe dre urz, pe gand aotre e brioled, a zo diskarg diouz pep tra.

Sant îgnas a reas evelse eur reolenn urz hep he far evid e genvreudeur. Biskoaz ne oe gwelet e nikun eus an urziou all dale kement da ober ar gouestlou bras, hag abaoue, nag urz, na breuriez n’o deus kemeret skouer penn da benn diouz ar reolenn-se ; meur a hini koulskoude o deus kemeret skouer diouti en eun draik bennak. E kalz breurieziou merc’hed, e reer an trede bloavez « noviciat ». Breudeur ar skoliou kristen o deus kavet meur a dra vat enni ive ; ha Lezenn an Iliz azc’hraet a nevez-so (le nouveau Code) a denn d’ezi ive, rak kemenn a ra d’ar breurieziou a vez graet enno gouestlou « evit atao » (perpétuels), ober ar gouestlou bihan da genta, ha tri bloaz goude hepken ar gouestlou bras pe « solanel ».

Sklerijenn eus an traou-ze, tennet ger evit ger koulz lavaret eus leor an aotrou A. Brou diwar benn « kompagnunez Jezus » moulet e (ti-leoriou Bloud ha Gay e Paris), hon lakaio da anaout ervat stad Glaoda Laporte en amzer m’eman ar C’houarnamant o tismantra Urz an Tadou Jezuisted e Bro-C’hall (1762).

Seiz vloaz ’zo, en deus en em ouestlet da Zoue, goude beza dibabet e-unan gwella ma helle, ar stad a vuhez a gave ar gwella. Gouestlou bihan en deus, met bez o deus da badout atao da vihana evid ar pez a zell outan. Ar Gompagnunez a hell rei frankiz d’ezan ; ya met ar Gompagnunez hepken ha nann ar C’houarnamant. Koulskoude, pegwir ar barr-amzer ’zo dirollet, daoust ha Glaoda ne c’houlenno ket digand ar Gompagnunez terri an ereou a zalc’h anezan stag outi ? Pell ac’hano ; Glaoda Laporte n’eo ket den digalon na dianaoudek ; karet a ra e Urz. « Rebechou c’houero a zo bet hag a zo breman atao diskanet eneb an Tadou Jezuisted abalamour d’o c’harantez e kenver o breuriez, a lavar an tad Monsabré en eun ober meuleudigez (panégyrique) sant Yann Berchmans ; hag ec’h en em gaver gwalc’het eus an holl gasoni en o enep, pa heller o zamall da veza re zouget d’en em voda an eil en dro d’egile evit gellout en em zifenn. Ma n’eo ket mantrus ! pa sonjer eo tud hag a zo en em werzet da unvaneziou mezus evit klask diskar an urz vat etouez an dud, o deus ar muia kasoni outo hag a gred ober d’ezo ar muia rebechou. Staget gand o youlou milliget ouz breurieziou diwar an diaoul, a laka da lugerni dirag o daoulagad enoriou hag arc’hant a fors, arc’hant an holl da grabanata, e kredont c’hoaz tamall al leaned da gaout eur garantez direiz evid o C’hompagnunez, eur Gompagnunez mamm da gemend all a dud kalonek ha da gemend all a zent ! Penaoz, tadou meurbet karet, beza digarantez evid eun Urz ken karget a c’hloar hag a vadoberou ? Ha ! bras meurbet e vije ho tianaoudegez ! Kendalc’hit eta da gemeret skouer diouz ho sent (13 sant, 72 den eurus), ha dreis tholl diouz an tadig karet a reomp e c’houel hirio. Lavarit a-unan gantan : « Va C’hompagnunez meurbet ker, savet gant Doue, me fell d’in ho karet bepred. » Karit-hi e kreiz al levenez hag an eurusded ; met ma vez taolet diskred varni, karit-hi muioc’h c’hoaz ; ma vez tamallet e gaou, adarre muioc’h a garantez d’ezi ; ma vez taolet malloz warni, eur garantez vrasoc’h c’hoaz ; ha ma vez roet d’ezhi taol ar maro ra zeuio ho karantez eviti da Veza brasoc’h brasa ; bez ez eo, her gouzout a rit, eus gouenn ar re a varv hag a zao adarre beo-buezek ! » Glaoda Laporte a zalc’ho start d’e Gompagnunez beteg an dervez ma vo dismantret gand ar Pab dre e lizer-berr (bref) Dominus ac Redemptor, rak gouzout a ra ar Pab hepken en deus galloud awalc’h da zevel ha da ziskar an Urziou leaned.

Evelato, n’eo ket hepken pellaat an Tadou Jezuisted an eil diouz egile eo a glaske Lezvarn Veur Paris ; divezet awalc’h e voent ouspen evit goulenn digant pep « profès », pep « coadjuteur », pep « skolastik » toui « ne vevchent mui nag an eil gand egile, nag a unanou, dindan galloud ha reolenn ar Gompagnunez-se he deus kredet staga hano Jezus ouz he hini ; ha toui c’hoaz ouspenn ne rajent mui darempred gant Tad General, pe gant Prioled ar Vreuriez a zo bet hano anezi uhelloc’h, na gant tud all kemennet ganto, na gant nikun eus tadou ar Gompagnunez o chom e Bro-C’hall ». Hag adalek ar bloaz 1762 e klasked o lakaat da ober le dindan boan da veza harluet m’ar d’oant « profès », pe da veza lamet diganto o gounidigez pe o c’hargou tud a iliz m’ar d’oant « skolastik ».

E Bro-C’hall, var 4.000 tad ne oe kavet da doui nemet pemp-war-nugent, a oa anezo : eiz breur, daouzek kelennour yaouank, ha pemp « profès ». Glaoda Laporte a voe eus ar re a jomas sounn en o zav, kentoc’h eget mankout d’an enor ha dizenti ouz mouez e goustians.

Paotred ar reiz (la police) a oe karget da evesaat ouz an Tadou dizent ouz ar C’houarnamant, ha bep c’houec’h miz, Glaoda a ranke mont dirag ar varnerien karget da welet penaos an Tadou Jezuisted a dremene o amzer. A dra zur, an eveserez-se n’eo ket atao goal striz ; ha kerkent ha m’he do komzet Rom, ne vo mui ret gwaska an Tadou en eun doare ken kassaüs. O-unan, evel bugale zentus, e tistagint an tammou liam torret gand ar Pab.

Koulskoude, kavet eus bet skridou graet gant tud ar reiz, zoken seiz vloaz goude m’oa bet torret ar Gompagnunez. Ar skrid-man, miret etouez Diellou Stadou Breiz (n° 4, proses ar Jezuisted) a zo eun testeni a gement-se.

« Diskuilh-a-reiz (Rapport de police) diwar benn Breiziz bet gwechall Tadou Jezuisted, ha dizro d’o bro : a zell ouz barn Brest.

Laporte (Glaoda-Anton-Rodolph), ganet e Brest er bloaz 1734… kuitaet gantan Orleans e leac’h m’edo oc’h ober klas ar « retorik » (1762)…

Dizamm diouz e ouestlou, o chom e Brest abaoue neuze evel beleg ha kofesour war barrez Sant Loïz, a zo ouspenn, rener Breuriez ar vicherourien, breuriez ha n’eo ket bet morse aotreet gant lizeri-roue.

N’en deus touet biskoaz. — A brezeg awechou — en deuz kalz gouiziegez.

Brest, 1769.

Bergevin. »


SEIZVET PENNAD
————


Glaoda Laporte beleget a stag gand e labour beleg
————


Er mare ma tougas Lezvarn Veur Paris an urz a daolas d’an traon Urz an Tadou Jezuisted, Glaoda Laporte a oa tostik da veza galvet da ober e dri bloaz « teoloji » a ranked da ober araog ar velegiach. Distro da di e dad, atao o chom e Brest, a veac’h m’oa digor miz ebrel 1762, Glaoda, goude beza goulennet aotre e dud, a stagas da zeski skianchou Doue hag ar feiz, evit beza kavet din eus ar velegiach. O veza n’en doa ket touet, n’helle ket kaout eur « garg-gounidegez » (bénéfice). Koulskoude, araok beza beleget, ar c’hloareg yaouank, dre urz ar roue, a ranke kaout da nebeuta kant lur leve. Setu perak, kerent Glaoda Laporte a rankas ober paper evit rei d’ezan peadra da hellout beza beleg diwezatoc’h ; hen ober a rejont, hep mar ebed, a greiz o c’haloun. Eur paper, graet dirag an noter goude maro an tad hag ar vamm, a niver e mesk ar madou all a deue da C’hlaoda diouz e dud, maner Coatriou e Sant-Nouga. Eur wech ar maner-man en e hano, Glaoda n’oa mui netra o viret outan da vale war hent ar velegiach. Laket e voe en e hano, d’ar 7 a viz ebrel 1762, dre eur skrid graet gand ar C’hoat, noter ar roue e Brest, evesaet (contrôlé) gant Robiou, ha laket da veza diwallet d’an 10 a viz c’houevreur 1768 etouez diellou Lesneven : « Dre ar skrid-ze, a lenner warnan, an aotrou Loïz Laporte hag an dimezell Anna Macé o doa roet d’an Aotrou Glaoda Laporte o mab, epad e vuhez penn-da-benn, evel gwir da veza beleget, perc’heniez an douarou a zo displeget an doare anezo uhelloc’h, hag a zo diouz ferm gant Fanch Carré hag Herve Herry e vab-kaer, hervez al lizer-ferm graet d’ar 24 a viz here 1758, gant Gourhaut, noter ar Reguair e Gouesnou, evesaet e Brest antronoz gant mab Merlier ; o deus da veza paet bep bloaz da c’houel Mikeal c’houezek lur ha pevar-ugent. Perc’hen eo ive d’an hanter eus an tammig douar bilen (bien roturier) hanvet Kergrac’h, a vo pelloc’h displeget an doare anezan, diouz ferm ive gant Yann ar Roux hag e vab-kaer, o deus bep bloaz da baea tri skoed hervez al lizer-ferm graet d’an 20 a viz kerzu 1758, gant Juel, noter douarou markis Keryann, eveseet evel m’eo dleet e Kastel-Paol d’an eil a viz genver war lerc’h. » — Maner Coatriou, o veza m’oa war douar nobl, a oa tri ziner da baea diwarnan. Ar baeamant a ranked da ober e Kastel-Keryann, d’an deiz kenta ar bloaz, dindan boan da rankout paea eur gwanerez (amende).

Glaoda Laporte a yeas da Gastel-Paol gand e baperiou evid o diskouez d’an Aotrou ’n Eskob, Gouyon de Vaudurant, neuze e penn eskopti Leon. Goude enklask hag eveserez, ar prelad a reas d’ezan e gern (tonsure), e chapel e eskopti, d’an 8 a viz gouere 1762, hervez ar skrid-man goudoret etouez Diellou an Departamant : « Joannes Ludovicus Gouyon de Vaudurant, miseratione divina et S. Sedis apostolicæ gratia, episcopus comes Leonensis, Regi ab omnibus consiliis, notum facimus universis præsentes inspecturis, quod, nos die diei datæ præsertim in sacello palatii nostri episcopalis dilectum nobis in Christo Claudium Antonium Rodolphum Laporte, filium legitimum Ludovici et Annæ Mace conjugum e parochia S. Ludovici civitatis Brestensis nostræ diocæsis, sufficientem, capacem et idoneum in examine repertum, ad primam in Domino tonsuram clericalem rite et canonice duximus promovendum ac promovimus.

Datum apud civitatem nostram Leonensem in palatio nostro episcopali sub signo sigilloquo nostris et secretarii nostri chrirographo. Anno MDCCLXII, 8 juillet.

Ni, Yann Loiz Gouyon de Vaudurant, dre c’hras Doue ha madelez Hon Tad santel ar Pab, eskop Kount Leon, kuzuler ar Roue, a ro da anaout da gement hini a lenno ar pez a skrivomp, hor beus, en dervez-man dibabet ganeomp, hag e chapel palez hon eskopti, kavet mat trouc’ha e vleo, hag hor beus trouc’het anezo evid ar wech kenta, hervezh reolenn an Iliz, d’an hini a garomp er C’hrist hag a zo e hano Glaoda-Anton-Raoul Laporte, mab ganet er gwir briedelez d’an daou bried Loïz hag Anna Macé, eus parrez Sant-Loïz e kear Vrest, goude beza graet eun enklask hag en deus hon laket da anaout oa desket awalc’h, galloudek ha gouiziek.

Skrivet en hor c’hear a Leon, e palez hon eskopti, dindan hor sinatur, hag hor siel, hag ouspenn sinatur hor sekretour, d’an 8 a viz gouere 1762. »

Hervez kaierou sekreteri eskopti Leon, miret etouez Diellou an Departamant (5 G-542), an aotrou ’n Eskob de Vaudurant a roas an urziou da eur maread kloareged, en iliz ar c’hloerdi, 10 a veurz 1763, d’ar zadorn araok sul ar Basion. Etouez hanoiou ar re a oa bet graet avielerien e kaver hini Glaoda-Anton-Raoul Laporte, eus parrez Sant-Loïz Brest. Pa dremenas an hevelep bloaz, Kastel-Paol a oa heb eskop ; diwezatoc’h an Aotrou ’n Eskob d’Andigné de la Chasse a gemeras karg an Aotrou de Vaudurant ; epad ar pennad amzer a dremenas etre an daou eskob, Glaoda, goude beza bet enklasket war e zeskadurez, en devoe aotre da vont da c’houlenn ar velegiach digand an Eskob a blijfe d’ezan ar muia. E gwengolo 1763, epad ar Pevare-amzer, Glaoda a oe beleget, mechans e Kemper.

Kerkent e teuas da Vrest hag e kreder e lavaras e oferennou genta en iliz e vadiziant hag e bask kenta. E dad hag e vamm, tud a feiz, evel a ouzor, a anavezas neuze an dousder a laka Doue er galon, pa heller lavaret d’ezan : « Mestr, kinnig a ran deoc’h dellidou (mérites) ho mab dre zaouarn va mab. »

Glaoda, goude daou vloaz « filozofi », ha meur a vloavez tremenet o kelenn ar re all, en doa ive desket mat skianchou Doue hag ar feiz. Eskopti Kemper en deus miret betek-hen eur c’haier skrivet gant dourn an Aotrou ’n Eskob de la Marche e-unan, hag a zo war e c’holoenn ar c’homzou-man : « Niveradur dre lizerenn holl veleien hon eskopti, hag a zo difenn d’he embann » ; ha dindan ar c’homzou-ze ar re-man tennet eus Aviel sant Yann hag eus Parabolenn ar Pastor mat : « Proprias oves vocat nominatim et educit eas », ar pastor mat a niver e zenved hag o galv dre o hano an eil goude egile. Pazenn ar c’haier a zo rannet e tri bann (colonnes). En hini kenta a-gleiz eo skrivet hanoiou ar veleien ; en eil, ar vad, hag en trede an abeg kavet e pep hini anezo. Gwelet hor beus petra zo skrivet dirak hano Glaoda. Evitan, bann an abeg a zo gwerc’h ; hini ar vad a zoug ar c’homzou-man ger evit ger : « Bet gwechall en Urz an Tadou Jezuisted ; eus an eil rummad, hervez lavarou ar re o deus graet eun enklask war e c’houiziegez. »

Goude beza klasket mat e touez paperiou kloerdi Leon gwechall, miret hirio gant preder en eskopti Kemper, e kredomp gellout lavaret e veze roet an urziou sakr en amzer-ze peder gwech ar bloaz. Araog an urziou, ar gloareged a ranke deski a lodennou skiant an traou da gredi (dogme) ha skiant an traou da ober (morale).

Ar c’hloareg, eur wech abostoler, a helle avat goulenn beza avieler en dro genta goude, pa veze roet adarre an urziou. Neuze evelkent e ranke poania da studia evit beza kavet din eus an urz nevez a c’houlenne. Mar beze kavet mat, ha ma n’oa netra da rebech d’ezan en e oberou, e veze graet avieler. Pa ne veze ket kavet e ouiziegez bras awalc’h, e ranke gedal an dro all warlerc’h, ha d’ezan adarre neuze da ziskouez ha kresket oa e ouiziegez. Abalamour d’an dra-ze, kalz kloareged ne c’houlennent an urziou nemet goude beza peurc’hraet o deskadurez. C’houec’h miz pe vloaz a dremene awechou eus an eil urz d’egile evit lod anezo ; ha kavet hor beus meur a hini hag o doa laket lod tri bloaz, lod all pevar, hag unan zoken pemp bloaz evit mont eus an trouc’h bleo kenta (tonsure) beteg ar velegiach. Gouiziegez pep hini a veze dalc’het merk anezi er giz-man : Mat tre (optime, très bien) ; mat « bene, bien » ; mat awalc’h (satisbene, assez bien) ; awalc’h (evit tremen) (sufficienter, passable). Ar merkou-ze laket da gonta an eil dre egile a roe e dalvoudegez d’ar beleg en eur lakaat anezan er c’henta, enn eil, en trede pe er pevare rumm : an trede hag ar pevare rumm a veze lakeat war gaier an Aotrou ’n Eskob de la Marche e bann an abeg.

O veza m’oa eun tammig kosos’h eget e genseurted er C’hloerdi (eiz vloaz war-nugent en doa pa reas e gern ar wech kenta), Glaoda Laporte a oe roet eun urz nevez d’ezan bep tro. En eur bignat ken buan-ze e pazennou ar velegiach, e tiskouez d’eomp e aked da labourat ; diskouez a ra d’eomp ouspenn perak ne voe nemed eus an eil klas. Ar renk-ze koulskoude a oe meulus evitan pegwir an Aotrou ’n Eskob hen lakas war e gaier e bann ar vad.

Eur wech beleget, an den a iliz a helle lavaret an ofern ; ar c’halloud da gofez avat ne veze roet d’ezan nemet diwezatoc’h, goude eur reujad amzer hag a bade eus a dri da zek vloaz hag awechou ouspenn, da vihana hervez ar skridou kavet e ti eskopti Leon. Petra ranked da ober evit beza kavet mat da gofez ? N’hor beus ket gellet her gouzout. Eun testeni roet er bloaz 1790 gand aotrou person Sant Loïz diwar benn Laporte ha miret gant preder e touez Diellou an Departamant, a zesk deomp e oe roet aotre d’ezan da gofez an dervez kenta a viz ebrel 1770.

EIZVET PENNAD
————


Glaoda Laporte, en e garg-beleg euz ar bloaz 1763 beteg 1770
————


En triouac’hvet kantved, eskopti Leon a oa rannet e teir lodenn, o hano, Leon, Illy, Ack. Brest a oa el lodenn ziweza. Eur vikel-vras, en hano an Aotrou ’n Eskob, en doa da gas an traou en dro e pep-hini anezo. En amzer-ze, ar parreziou n’oant ket renket e diou rummad evel breman, lod anezo parreziou kanton ha lod all parreziou disterroc’h. E penn pep parrez n’oa nemed eur pastor hanvet person, an aotrou person evel a lavarer atao hirio ; eur c’hure a zikoure anezan en e labour evel breman ar gureed ; met n’oa nemed eur c’hure dre barrez, an aotrou kure a read anezan. An aotrou person a helle kaout skoazellourien all ; koulskoude, n’helled ket rei d’ezo ar garg a roed d’ar gureed. Ar re-man hepken o doa galloud evit peb labour beleg (ad universalitatem causarum) ; ar pez n’eo ket diaes da welet pa €evesaer ouz kaierou koz ar parreziou. Kemeromp evel skouer, mar kirit, an eureujou. Evid o gober evel m’oa dleet, ar beleg a ranke kaout beli (juridiction) war ar re a zimeze. Pa veze test an aotrou person pe an aotrou kure, ar paperiou a zo graet er giz-man :

« An n’hen ma n’hen hag an n’hen ma n’hen a zo bet eureujet dirag an Iliz ; o asant o deus roet an eil d’egile dirag an aotrou person en deus sinet aman warlerc’h, pe (dirag an aotrou kure en deus sinet aman warlerc’h)… » — E leac’h, pa ves roet an asant dirag unan eus ar skoazellourien, n’eo ken henvel ar c’homzou : « Dre urz an aotrou person, me X… hag am eus sinet… beleg leuret (délégué), am eus digemeret asant Y ha Z. » Pe seurt labour o doa neuze-ta ar skoazellourien da ober ? Unan anezo a oa karget eus ar sakreteri, unan all a zigemere an arc’hant hag hen ingale etre e genvreudeur, da lavaret eo, oa tenzorier beleien ar barrez ; lod all o doa da gofez hepken, hag ar re n’o doa ket c’hoaz a aotre d’hen ober a oa o labour lavaret oferennou hag ober avieler pe abostoler epad an ofern bred hag an ofisou bras.

Er bloaz 1764, e parrez Sant-Loïz ez oa : eur person, eur c’hure, eur beleg sagrist hag eun tenzorier, pevar gofesour ha daou evid ober avieler hag abostoler. Lavaromp c’hoaz oa unan anezo kofesour e Sant-Loïz ha kure er Seiz Sant. »

Pa zigouezas Glaoda Laporte e Brest goude beza bet beleget, an aotrou Yann-Spered Prudhomme a oa person e Sant-Loïz abaoue ar bloaz 1759. Ar pevare oa abaoue m’oa bet graet ar barrez. Adalek 1763 betek 1766, Laporte a oa douget war niveradur beleien ar barrez dindan an hano a « veleg » ha netra ken. Erbloaz 1766 eo lakeat e penn Breuriez ar vicherourien, hag e zinatur a lenner war gaierou ar Vreuriez beteg ar bloaz 1769. Epad an amzer-ze e teue d’ezan prezek d’ar vicherourien ; hag er c’honchou bep bloaz, ne ves morse ankounac’heat ar « seitek gwenneg evit terri e zec’hed, d’ar prezeger. » Ren a ra ive bodadegou ar Vreuriez, ha pa varv unan pe unan eus ar genvreudeur, eo hen a gas anezan d’ar vered ; met n’eo ket hen zo karget da gofez. Eun tad kapusin a deu evit kement-se. Pae Laporte evid al labour a rea e penn ar vreuriez a zave da hanter kant skoed ar bloaz.

Er bloavez 1770, an aotrou Laporte a zo roet aotre d’ezan da gofez. Neuze epad seiz vloaz, ec’h en em ro d’ar retrejou en eskopti ha diaveaz an eskopti.

D’ar c’houec’h a viz du eus ar bloaz-se, en devoe ar c’hlac’har vras da goll e vamm, a oe kaset d’he bez gand an aotrou person Prudhomme. An aotrounez Levot ha de Lorme a lavar ne veze beziet en iliz Sant Loïz nemed an dud a vrezel brudet. Ne gredomp ket e ve gwir an dra-ze, rak, heb mar ebet, mamm Glaoda Laporte a voe beziet enni. Eun enor dibaot oa, hen anzao a rankomp ; ha n’eo ket an holl a helle e gaout ; er bloavez 1770 ne voe roet nemet da zaou. Pa lenner diellou ar barrez eo aes gwelet ar c’hemm a zo etre skrid-maro ar re veziet en iliz hag hini ar re gaset d’ar vered. El lodenn uhela d’ar skridou kenta ez eus eur groaz Malt. Evit rei eun testeni eus ar pez a leveromp, setu aman skrid-maro an itron enorus Laporte :

« D’ar 7 a viz du 1770, an dimezell Anna Macé, pried d’an aotrou Laporte, oajet a c’houezek vloaz ha tri-ugent, maro abaoue deac’h, a zo bet beziet en iliz-man, dirag an aotrounez he mipien, ha kalz re all. » — O deus sinet gand an aotrou person, Glaoda Laporte, he breur, he niz beleg an aotrou Bechennec (mab da eur c’hoar a-berz mamm da C’hlaoda), hag he breur-kaer Anthony.

Daou vloaz goude, Glaoda en devoe eur c’hlac’har all ken bras o koll e dad :

« D’an nao a viz c’houevrer 1772, an aotrou Loïz Laporte, intanv d’an dimezell Anna Macé, oajet a bevarzek vloaz ha tri-ugent, a zo bet beziet e gwered ar Vreuriez ; a oa war al leac’h : an aotrounez e vibien ha meur a hini all. » O deus sinet : Laporte beleg, Bechennec beleg, L. C. Laporte ha Spered Prudhomme, person Sant-Loïz ha priol Brest.

Ar marvou-ze a lakeas ranna ar madou. Bras oa o niver, hag ar rann ne oe ket eus an aesa abalamour da eil dimezi ar vamm. Evel a ouzoc’h, an daou vreur Anthony, ginidik eus Castelnaudary, a oa dimezet ar c’hosa anezo, Papoul, d’eun dimezell Bret, hag an eil, Alexandr, d’eun dimezell Laporte. Heman a oa o chom e Castelnaudary. Marteze eo abalamour d’an dra-ze ez eas Glaoda di, er bloavez 1772. Eur skrid dirak noter, hag a zell ouz an digouez (succession), a zesk d’eomp edo Glaoda Laporte d’an unnek a viz meurz 1775 o chom e parrez Sant Mikeal Castelnaudary e bro Languedoc. E-pad tri bloaz e roas retrejou. Digemeret mat e oe gand eskob Sant-Papoul a hanvas anezan zoken kure e Villepint. Dizale e oe kement a zarempred hag a vignoniez etrezo, ma oe dare da C’hlaoda chom evit mat en eskopti ar C’hreis-Deiz. Panevet maro an Aotrou ’n Eskob oa graet an taol. O chom edo e ti e vreur-kaer, hervez eul lizer skrivet gantan da Vrest nebeut goude, da eur familh karget gantan da zioual unan eus e nizezed ; ar lizer-ze a lavar d’eomp ive pegen prederius oa evid ar plac’hig ha pegen kalet e kavas dioueret an aotrou ’n Eskob.

Castelnaudary, ar 4 a viz gouere 1774.

Aotrou,

Meuli ’ran va nizez abalamour d’ar blijadur he devezo o veva ganeoc’h. Ar c’huzuliou hag ar skoueriou mat a gavo en eun ti ken karadek hag hoc’h hini-c’houi, he zikouro da vont bepred war wellaat. Karet a rafen a greiz kalon he gwelet o vont war araok, hag o rei deoc’h dre he zentidigez hag he aked da labourat an dizoan (consolation) a hellit da c’hedal diouti. A dra zur, n’hello nemet beza savet mat o veva gant diou itron ken enoruz evel m’eo an itron ho pried hag an dimezell he c’hoar ; livirit d’ezo, me ho ped, pegen doujus eo va c’harantez evid an eil hag eben…

E Sant-Papoul eo maro an aotrou ’n Eskob ; eur c’heuz gwirion am euz d’ezan rak kollet em beus eur gwir vignon.

Anthony ha va c’hoar a bed ac’hanon da lavaret deoc’h o azaouez (respect) evidoc’h.

Ha me, Aotrou, am eus an enor da veza, gand eur garantez gwirion, ho servicher doujus hag holl ouestlet deoc’h.

Laporte, beleg.

Er bloaz 1776, oa distro Laporte da Vrest ; an daous krid-man tennet eus diellou Lesneven a zo eun testeni eus al labour a reas en eskopti Leon.

« Dre urz an aotrou ’n Eskob de la Marche, an aotrou Laporte eus Brest a zo karget, en deiz-man 24 aviz gouere 1776, da welet ha Jann Morgan Gourmelon, merc’h da Fransez ha da Jann Renea Verdier, o klask mont da Ursulinez e Lesneven, he hano leanez c’hoar Mari-Jesus, hag hi zo galvet da veva er gouent, ha n’eo ket en despet d’ezi ez a da leanez. »

Daou vloaz goude, d’an 9 a viz gouere 1778, c’hoar Mari-Jesus a rea he gouestlou evit mat ; ha dindan an testeni anezo e lenner sinatur an aotrou Laporte.

Er bloaz 1777, Skol ar Gwardou war vor a zigoras adarre e Brest ; hag an aotrou Laporte a oe « karget da guzulia ar Gwardou hag ar Gederien (aspirants) ; hirio e lavarfemp e oe hanvet beleg-aluzenner (aumônier) Skol an ofiserien a vor.

NAVET PENNAD
————


Glaoda Laporte, beleg ar Gwardou war vor
1776-1786
————


Araok Richelieu, al listri a vrezel n’oant ket d’ar C’houarnamant evel breman. Ar C’hardinal eo a stagas d’o reiza er giz m’emaint en hon amzer ; ha dre e urz, ar C’houarnamant a deuas da veza perc’hen d’ezo ; an ofiserien, kapitened ha letananted, galvet da zervicha war listri ar roue, a oe dalc’het er zervich ha paet eus an eil penn d’egile d’ar bloaz, en douar evel€ er mor. Evit gellout sevel an niver a oa ret, Richelieu a lakeas en e benn ober evito eur skol, a oe hanvet Skol ar Gwardou war vor. Graet e voe ar skol-ze e bourz lestr an amiral. Met ar C’hardinal a vankas amzer d’ezan da beurober e labour ; evelato, er pez a jomas war e lerc’h eo aes anaout ar reolennou a hentchas Colbert diwezatoc’h.

Heman, den gouiziek hag ijinus, a beurc’hreas labour Richelieu en eur rei d’hor bro he skouadrennou listri a vrezel gant reolennou, meulet abaoue eus an eil rumm d’egile, a lavar Herri Martin. E tri bloaz, etre 1661 ha 1665, Colbert a lakeas ober eun arme vor a 196 lestr ; klasiou a oe merket evid ar vartoloded a veze galvet dioc’h oad, hag a veze dibabet etouez ar re a oa o hano war roll ar bigi pesketerez pe a genwerz ; reizet e oe kement a zelle ouz ober hag implij ar c’hanoliou ; ha pevar rejimant soudarded a oe savet da zikour ar vartoloded pa veze da rei beac’h war zouar.

Eur wech peurc’hraet al labour-ze ganto, Loïz XIV ha Colbert a zonjas kelenn war o micher ofiserien al listri. Kompagnunez ar Gwardou war vor, savet gant Richelieu a voe nevezet ; nemed e leac’h heul bepred an amiral, he oe rannet e diou lodenn, ha kaset pep hini anezo da unan eus daou borz brasa ar rouantelez, unan anezo er Sao-Heol hag egile er C’huz-Heol. D’ar 24 a viz kerzu 1669, an aotrou de Cajac, kapiten e rejimant Gwardou-Bro-C’hall, a oe hanvet kapiten Kompagnunez ar Gwardou war vor. Kerkent ha miz genver 1670, eur maread tuchentil, ha mipien a diegez vat, mall ganto, a deuas d’en em ginnik da gear Brie-Kount-Robert, el leac’h ma tlie beza savet ar Gompagnunez. An Aotrou de Cajac ne gavas ket an holl mat da veza kemeret ; ober a reas eun dibab eus ar re strisa. Pa oe graet e strollad, ez oa enni 175 den, hag e rannas anezi e diou lodenn : unan a oe kaset da Doulon, hag eben da Rochefort. Digouezout a rejont an eil hag eben en daou borz mor en eur c’hoari gant taboulinou ha bombardou. Er bloaz 1682, e oe savet eun trede lodenn, hag houman a oe kaset da Vrest.

Ar Gwardou war vor a ranke beza eus Bro-C’hall, hag ive beza katolik ha dijentil, kaout da nebeuta c’houezek vloaz ha da hirra pemp war-nugent. Keit ha ma choment er porz, ar gwardou a ranke bep mintin, da c’houec’h eur epad an hanv, ha da seiz eur epad ar goanv, digouezout el leac’h merket evit klevet an ofern ha mont ac’hano d’ar porz da zeski o micher. Epad div eur, e veze desket d’ezo skriva, linenna, konta, ober kreou (fortifications) hag anaout diouz ar mor. Goudeze, e tremenent en eur zal all, hag eno e teskent dansal, ober binviou brezel, embrega ar pik (manier la pique), ha kement tra gouest da ober anezo tud iziliet ha dournet mat. Goude kreisteiz, da eun eur, e krogent en o mousked evit deski tenna hag ober skol-bale ar zoudard. Ac’hano ez eant da gaout ar mestr kalvez a ziskoueze d’ezo penaos e veze graet al listri hag ar vent a ranked da rei d’ar peziou koad a yea d’o ober ; ha diouz an abardaez araok ma tremene an dervez, e veze graet d’ezo tenna gand ar c’hanoliou.

Ar Gward war vor a oa paet daouzek gwenneg bemdez ; ha setu aman penaos oa gwisket : e vantel c’hlaz a oa mezer pe c’hloan teo, gand eur « paramant » hevelep liou, an dindan e « serj » rus-tan ; eur jiletenn hag eur bragou berr e mezer pe c’hloan teo skarlek (écarlate) ; botounou kouevr alaouret, moullet war koad, a ziskenne beteg ar vandenn, hag ouspenn ez oa tri votoun war bep breac’h ha tri war bep godel ; an tok a oa plean ; ar c’hleze ha lagadennou (boucles) ar boutou-ler alaouret hep kinklerez ; ar c’houriz-kleze graet gant ler karo-meur (élan) doublet, ha kinklet gant neud aour.

Er bloaz 1712, e oe kemeret diwar goust an teir gompagnunez awalc’h a c’hardou da zevel eur bevare, hanvet gwardou ar banniel, evit servicha war lestr an amiral hemiken.

Ar gelennourien karget da zeski an niveroniez e Brest oa an aotrou Coubart, a skrivas eul leor war Skiant ar Sturierez, hag e Toulon, an Tad Jezuist Hoste, a embannas eun « Dibab eus an niveroniez a zo ret da eun dijentil evit servicha war vor pe en douar. » Hep dale zoken an Tadou Jezuisted o devoe ar garg da zeski d’ar Gwardou, koulz lavaret an holl skianchou a rankent da anaout ; ha ma oe€ en amzer Loïz XVI eur gouenn ofiserien hag o deus savet ken uhel brud martoloded Bro-C’hall eo abalamour d’ar c’henteliou roet d’ezo gant kement a c’houiziegez gand an tadou du Chatelard, Laval ha Pezenas.

Ne ziskouezimp ket a vloaz da vloaz penaos ez eas en dro Skol ar Gwardou war vor. He stad a yea da heul hini an arme. En amzer a beoc’h e veze nebeut a c’houlenn d’ar gwardou ha nebeut a breder gand ar Skol, betek ma save adarre kelou a vrezel.

Al leziregez-se a oe penn-kaoz ma rankas Bro-C’hall, en despet d’an divizou doanius ha rust merket ennan, sina gand ar Zaozon, er bloavez 1763, eun emgleo hanvet Emgleo Baris, a zavas Bro-Zaoz ken uhel ma ne oe nikun eus ar broiou all gouest da herzel outi. Ar gentel ne oe ket ankounac’heat gant Choiseul. Heman a gemeras preder adarre gand arme an dud a vor, hag he lakeas en eur stad ha n’he deus anavezet nemet neuze. Er bloaz 1763, an aotrou Bezout, mestr brudet e skiant an niverionez ha rust an tamm anezan, a oe hanvet gantan enklasker (examinateur) war ar Gwardou war vor. Epad ugent vloaz eo hen a deuas da Vrest da evesaat ouz gouiziegez ar re a glaske mont da ofiserien. Dastum a eure « Kenteliou niverionez evit gwardou ar banniel hag ar gwardou war vor ». Pemp leor a oa anezo ; hag atao breman ec’h en em gav da unan pe unan eus al leoriou-ze koueza etre an daouarn pa vezer o furzial etouez al leoriou koz a ginniger da verza e stalereziou Tachenn al liberte e Brest. Pa vankas Bezout, e garg a voe kemeret gant Monj.

Er bloaz 1773, Kompagnuneziou ar Gwardou a oa dastumet en Haor-Nevez, en eur skol hepken a oe hanvet skol an dud a vor. D’an 2 a viz meurz 1775, an aotrou de Sartines a ziskaras ar skol-ze, hag ar skolaerien a oe kaset lod da Vrest, lod da Doulon pe da Rochefort. Ar ministr-man a gavas mat sevel eur garg nevez, hini ar Gederien (aspirants) a oa izeloc’h karg eget hini ar Gwardou. Ar Gederien, goude eun enklask, a c’helle beza galvet etouez ar Gwardou pa deue unan bennak eus ar re-man da vankout. Sevel a reas ive skoaz ha skoaz gand an ofiserien dijentil, hanvet ofiserien ruz, eur rumm all a ofiserien, bourc’hizien ar ouenn anezo, a oe hanvet ofiserien c’hlaz, abalamour da liou o gwiskamant. An nevezenti-man, a dra zur, a zikouras ar vro da gaout muioc’h a ofiserien ; dreizi Bro-C’hall he devoe eur martolod bennak war vor epad an Dispac’h ; koulskoude, dreizi ive e voe torret an emgleo a rene beteg eno etre an ofiserien, en eur o ranna, hervez o renk, e diou lodenn douget d’en em zevel an eil eneb eben.

Er bloaz 1777, er mare ma tistroas Skol ar Gwardou war vor da Vrest, eo e oe karget eta Glaoda Laporte da guzulia ar Gwardou hag ar Gederien. Hanter kant skoed a veze roet d’ezan evid al labour-ze. Ha neuze d’an 13 a viz c’houevrer 1784 e voe hanvet evit mat beleg ar Gwardou war vor, e voe neuze bevet ha gwisket, hag en devoe ouspenn, 850 lur ar bloaz. (Diellou an dud a vor C2 1181) ; chom a reas en e garg keit ha ma padas ar Skol e Brest.

Evelse Glaoda Laporte en doa tro da anaout mat kement a zigouezas en arme an dud a vor, en amzer he brasa sked. Er mare-ze ar Gwardou a yea alies er mor. Daoust hag o beleg o heulie ? N’hor beus ket gellet her gouzout, rak neuze hano ar beleg-aluzenner (aumônier) ne veze douget morse war rollou al listri-brezel.

Pazennou eus an dudiusa diwar benn buhez an dud a vor el lodenn ziweza eus an triouac’hvet kantved a heller da lenn e skridou an duk des Cars hag el leor hanvet : « War-zu ar chafod », skrivet gand ar baroun de Batz. El leor-man e komzer eus an aotrou Laporte pa gonter penaos e tigouezas e Brest an den yaouank Herri de Montégut, deuet eus Toulouse evit heul skol an ofiserien war vor. En eur lavaret penaos e tremenas an den yaouank-man e amzer e Brest, eo aes rei da anaout pegement e verve goad ar vartoloded en o gwazied, hag etouez pe seurt tud en doa Laporte da labourat.

Pa yeas an den yaouank de Montégut eus Toulouse da Vrest e oe fiziet gand e dud en eur mestr a verkas freas war e leor-konchou kement dispign a rejont epad o beach. Koustout a reas d’ezo 654 lur, ha padout a reas pemp dervez war-nugent. Leor an dispignou, graet gantan, a zesk d’eomp e kouste 24 lur eun disheolier e Brest. Dreizan hor beus anavezet ive, ma kemere perrukenner Bourdel eur skoed evit kempenn ar penn, hini La Rochelle a gemere pemp real nemed unan, hag hini Brest eur skoed evel e Bourdel, nemed e roe war ar marc’had ar zeizenn da staga ouz lost ar berrukenn.

D’an 18 a viz c’houevrer eo ec’h erruas e Brest an dijentil yaouank de Montégut ; bevans ha lojeiz a gavas e ti an aotrou Papoul Anthony, breur-kaer Glaoda Laporte ; hag an aotrou Anthony a skrivas alies da gerent an den yaouank. Hervez e lizeri embannet gand an aotrou de Batz, an aotrou Anthony, marc’hadour gwin a oa eun den a zoare, leun a zoujans Doue, servicher leal d’ar roue ha bepred war e vuzellou meuleudi eleiz evid ar vartoloded. « Kaout a ra d’in hen gwelet, a lavar ar skrivagnour, gand e zilhad mezer liou kanel, e lerou marellet, hag e ganenn, azezet war unan eus skabellou ar porz, o niveri listri brezel ar roue, pe o prizout o zalvoudegez, o komz eus gouiziegez mistri ar skouadrenn pe an amiraled, buan da veuli al listri a gave reizet mat, met prest ive da gaout abeg er re ne deant ket diouz e c’hiz. » A-hend-all eo aketus da deurel evez war e hostiz yaouank evel pa vije bet mab d’ezan. Skriva ’ ra d’e dad : « Evit gellout gwelet petra ra eus e amzer, em beus hen lakeat en eur gampr tostik d’am hini. » Koulskoude, eur wech, an den yaouank a oe douget gant re all da zilezel e zeveriou kristen. « Daoust m’en doa dibabet evit kofesour an tad rener e kouent Karmez », eur zulvez n’oa ket bet en ofern. Kerkent an aotrou Anthony a skrivas d’an tad : « Eur wech hepken eo bet er mor da zul hag en deus manket d’an ofern, met ne vanko mui, roet en deus d’in e c’her. »

D’an 18 a viz meurz, e tigouezas e Brest an aotrou Bezout, an enklasker ken doujet a dlie barn hon den yaouank hag e lakat da vont da ofiser pe hen diarbenn. Evit doare, ne oe ket rust ouz Herri, rak, d’ar 17 a viz ebrel, heman a helle skriva d’e dad : « Va zad ker, setu me gward var vor ; n’eus den war an douar hag a ve kement a lorc’h ennan ha me. N’em boa tam fizians ebet ; daou ha daou-ugent zo bet kemeret ! »

Daoust hag Herri de Montegut a rankas kaout trugarez eus perz e enklasker ? Marteze ; met ar roue a ranke neuze kaout ofiserien war vor. Bro-C’hall abez a dride gand ar vall d’en em ganna ouz Bro-Zaoz, hag a oa douget, diouz an tu all, da ober mignoniaj gant Stadou-Unanet an Amerik a oa o paouez diskleria ne felle mui d’ezo plega da Vro-Zaoz. Niverus oa an dijentiled yaouank aet da Washington, hag e porz Brest oa buhez en dud, m’hen asur.

Eun darvoud eus ar re gaera a lakeas an tan er poultr. An aotrou de la Clocheterie, letanand a lestr, o c’houarn ar fourgadenn (frégate) « la Belle Poule », a yea hag a deue tostik da vor Breiz. Ha setu dirazan eur skouadrenn zaos a oa enni pevarzek lestr a renk, c’houec’h fourgadenn, ha diou gorvettenn, hag an amiral Biron, mestr bras warno. Heman a zistagas eur gorvetten evit kemenn d’an aotrou de la Clocheterie dont da gomz gand an amiral. « Ne anavezan amiral ebet em befe da gomz gantan », a respountas hen. Neuze e oe gwelet o tont eur fourgadenn a 46 pez kanol ; tostaat a reas ouz ar « Yar Vrao » da ober hevelep goulenn, evit kaout hevelep respount. Ar Zaos a laoskas neuze daou denn kanol a lazas tri zen. An aotrou de la Clocheterie, heb aoun, en despet da nerz an enebour, a roas urz da ziskarga warnan an holl ganoliou troet o ginou war-zu ennan ; ha neuze an emgan staget da bemp eur etre an daou lestr a badas beteg unnek eur noz. Daou lestr saoz eus ar re bounnerra a zigouezas war al leac’h, anez de la Clocheterie en divije kaset e enebour da rouantelez ar c’hranked. Bez e c’hellas e-unan en em jacha e poent hag en amzer, tec’het diouz an daou zaos all hag erruout e Brest gand e fourgadenn toullet evel eur c’hrouer gant pevar c’hant bouled, hag en he bourz pemp martolod ha daou ugent glazet.

Eun taol kaer oa, goude dismegans ar brezel a zeiz vloaz. Brestiz a oa fouge enno evel n’oa bet biskoaz ; itronezed kear a lakeas, egiz tok, eun tammig fourgadenn war o bern bleo savadennet uhel ; hag e lez ar roue e oe kement a lorc’h hag e Brest. Ar rouanez he-unan, Mari-Antonetta, a renkas he bleo « à la Belle Poule », ha d’an 10 a viz gouere 1778, Loïz XVI a skrive ar c’homzou-man d’an duk de Penthièvre, amiral Bro-C’hall :


« Kenderv, an dismegans ’zo bet graet d’am banniel gant lestr-brezel roue Bro-Zaoz en eur denna war ar Yar Vrao, a zo eur beac’h re bounner d’in da zougen. Daoust d’am c’harantez evid ar peoc’h, n’hellan mui herzel. Enor va c’hurunenn hag ar skoazel a dlean d’am zujidi a lavar d’in e rankan rei taol evit taol, en em zevel enep Bro-Zaoz, ha kemenn d’am listri-brezel digeri an tan var he listri evid o c’hemeret pe o distruja…

Pa labourer evid ar gwir hag al lealded, eo aes kas an traou da henn, ha dreist holl pa vezer skoazellet c’hoaz ouspenn gand ofiserien ha martoloded kalonek, ha gant sujidi leun a garantez evid o roue. Dreist pep tra, fizians am beus ; Doue an armeou a vo a du ganen…

Loïz. »

Gwelit neuze pegement a fouge a voe e keriz Brest, leun a garantez evid o bro ; pegement e vervas o goad pa dremenas dirazo, tra dudius da welet, tri-ugent lestr a vrezel eus ar re gaera, peziou kanol warno ken stank hag an drein war eun avalaouer, renet gand ofiserien eus ar re vrudeta, o goueliou dispak o vont etrezeg ar mor bras. Ar Gwardou war vor, lorc’h bras enno a oa bet ingalet ive e bourz al listri. An emgan dirag Eusa a ziskouzas n’eo ket en-aner e c’hedent beza treac’h d’an enebourien ; ar banniel gwenn lilienne€t en devoe evid ar wech diweza eur sked eus ar re gaera war brasder ar mor glaz hag a lamas evid eur pennad digand Albion ar renk kenta war vor.

Eus a bep bro e tireded da Vrest, er porz ez oa dek mil micherour. D’ar 6 even 1777, breur Mari Antonetta, an impalaer Joseph II a ziskennas e ti eun tavarner eus ar Ru-Vras, hag a yeas da deurel eur zell war al listri a vrezel ; lavaret a reas en dizro d’an aotrou d’Orvilliers : « Meuli rankan va breur-kaer abalamour d’e listri a vrezel ; e stad vat emaint ! »

Pemp bloaz diwezatoc’h e oe gwelet o tont kount ha kountez an Hanter-Noz, mab ha merc’h kaer ar tsar Per III, an hini a deuas da veza ar tsar Paol I, Ar Varounez d’Oberkirch a ambroug an Dukez-Vras hag a zesk d’eomp en he skridou e kave d’ar Prins o doa krec’hin-gaor Breiziz eun tamm henveledigez ouz krec’hin blevek an Tartared. « Gwelet hor beus aman, a skriv an aotrou Anthony, ar marichaled de Broglie, de Coigny, de Castres, de Lusace, hag ive tri all gand eur gordennig c’hlas ha n’ouzon ped gand unan ruz. Biskoaz Brest ne welas kement a dud a renk uhel. » Duk Chartres, bet hanvet diwezatoc’h Philip Egalité a en em gavas ive hag a c’hoanteas zoken beza e penn eur skouadrenn. Met ar roue a rankas lamet pep karg digantan, abalamour n’en doa ket a c’houiziegez. Ar gasoni a zavas en e galon enep Mari-Antonetta, a c’hanas marteze en dervez-se.

Daoust ha faziet oamp pa gomzemp eus al levenez a lakea bourc’hizien Brest da dridal ? Lennit ar pez a skriv an aotrou Anthony d’an aotrou Montégut :

« War ar rad, hon deuz breman daou-ugent lestr pounner, warno eus a dri-ugent da zek kanol ha kant, ha tregont lestr skanv pe fourgadenn, war bep hini etre ugent ha daou ugent pez kanol, hag e Breiz ez eus daou ugent mil martolod. Em amzer, n’em beus gwelet biskoaz kement all ; ha koulskoude abaoue an nao bloaz ha tregont emaoun e Brest, eus bet graet teir vrezel vras.

Ar beleg-aluzenner a zo fouge ennan kement hag er re all. An aotrou Anthony, an den mat m’az oa a varvas d’an 30 a c’henver 1780. « Va zad ker, a skriv neuze ar gward yaouank, setu aman eur c’helou glac’harus da gas deoc’h : an aotrou Anthony zo maro ; n’eo bet klanv nemet tri dervez ; an holl o deus keuz bras d’ezan. Breman eo an aotrou Laporte, e genderv, (e gwirionez e vreur-kaer), prezeger d’ar re zo e skol an ofiserien war vor, en deus ar vadelez d’am c’huzulia en e leac’h. Hiviziken eo d’ezan ho po eta da skriva. » Hag an aotrou Laporte, ker birvidik e garantez evid e vro hag hini an aotrou Anthony, aet d’an anaoun, a skriv gant kement a lorc’h da dad an den yaouank : « Ar C’honquérant a zo armet ; ar Royal-Loïz, kredabl bras, a vezo war flod er miz a zeu ; labourat a reer a zevri war dro an Northumberland ; eur c’houriz kouevr a laker da c’houec’h lestr, hag e c’hortozomp gand ar brasa mall eur c’helou bennak diwar benn don Gaston (an amiral spagnol), unan hag en dije gellet en em ganna ouz ar Zaozon hag o skrifellat e doare, pa zistroent eus o emgann a enep Langora… »

Amzeriou kaer meurbet ! pegwir an holl, noblans, marc’hadourien, micherourien ha beleien ne glaskent nemed eun dra : enor banniel ar Vro ! Nann, a dra zur, Bro-C’hall hag ar garantez evid ar Vammvro n’int ket ganet er bloavez 1792.

Dre-ze n’oa hano nemed eus an taoliou kaer graet war vor ; evel ar c’hrogad dirag Eusa a zo bet hano anezan uheloc’h hag a oe gounezet gand an aotrou d’Orvilliers war ar Zaozon, abalamour ma ouezas loveal gand e listri en eun doare hag a zo chomet
brudet. Listri Bro-C’hall a hellas en em ganna epad an dervez penn-da-benn, atao gand avel vat. Diou wech listri ar Zaoz, en em gavet da veza en eur stad amjest a glaskas kaout an avel a du ganto ; met allaz ! diarbennet e voent. An aotrou d’Orvilliers, evel pa vije bet o c’hoari gand an echedou (échecs) a ouie loveal ken brao ma laoske atao gand an enebour an tu fall d’en em ganna.

An aotrou de la Pérouse, kabiten a lestr war an Amazone, a reas ive eun taol-kaer d’an 21 a viz gouere 1781 en eur lakaat, gant daou lestr skanv, c’houec’hlestr saoz da gemeret an teac’h, ha c’hoaz unan anezo a oe tapet war dro Louisbourg. Ar stourmad-man a zo bet kinniget an daolenn anezan gwechall da iliz Itron Varia Rumengol, gand an aotrou de la Pérouse : e-unan e lakeas ar gouestl (ex-voto) en iliz goz, araok kuitaat Brest, d’ar 1 a viz ebrel 1785, e bourz ar Bousole (a oa heuliet gand an Astrolabe, an aotrou de Langle kabiten warnan), evit mont da ober eur veach a bell-bro, hag a dlie goudeze echui en eun doare ken reuzeudik war reier enezenn Vanikoro.

Evid ober mat, e tlefemp henvel an holl emgannou hag an holl dud kalonek eus an amzer ! D’Estaing, Suffren, Lamothe-Piquet, hanoiou anavezet gand an holl. Digasomp hepken da zonj eus distro an aotrou du Couëdic da Vrest. An aotrou Laporte a oa war al leac’h gand ar bobl tud diredet evit beza test eus an nevezenti. Eun digemer dispar a oe graet d’ar c’habiten du Couëdic. Setu aman perak. D’ar 6 a viz here 1779, e-barz ar Manche, eur fourgadenn a Vro-C’hall ar « Surveillante », an aotrou du Couëdic kabiten warni, a en em gavas abenn gand ar fourgadenn zaos « Québec », an den kalonek Farner kabiten warni. Ar stourmad a oe kounnaret. Epad peder eur, da genta a hirder eun tenn pistolenn, hag araok paouez bourz ouz bourz, ar bouliji, ar goz-hernez (mitraille), ar mouskederez a zrailhas ponchou al listri hep ma falgalonas nikun, na deus eun tu, na deus eun tu all. Du Couëdic, e zremm ruziet gand ar gwad, e vouzellou treuzet gand eun tenn fuzul, en devoe c’hoaz nerz-kalon awalc’h evit lakaat e vartoloded da vont d’ar c’hrap (à l’abordage). Diouz e du, ar c’habiten Farner, bet taol ar maro d’ezan ive, a zalc’has dre e nerz kalon e c’halloud war e vartoloded… Met setu krog an tan er C’hebek. — Raktal du Couëdic n’en deus mui nemed eur sonj : savetei o buhez d’ar Zaozon : « Pegwir o lestr ’zo o vont da strad ar mor epad m’eman c’hoaz ar banniel e beg e wern », e ra d’ezo « n’eo ket evel da brizonerien, met evel da vreudeur graet pense ganto. » Neuze ar « Surveillante », dismantret holl, a zigouez e Brest douget, a heller da lavaret, gant tri-ugent bagig. Hanter-kant mil den a youc’he a bouez penn meuleudi d’ar c’habiten du Couëdic pa ziskennas en douar, epad ma save d’ar Ru-Vras war eur c’hravaz goloet gant bannielou. Mervel a eure tri miz goude beza bet gloazet.

A dra zur, ar gounid ne oe ket bep tro da Vro-C’hall ; an enebour a ranked bepred da zouja. Dirag an enezenn Dominik, an amiral de Grasse a gouezas Rodney warnan hag a droas hag a zistroas en eun doare reuzeudik hep gellout en em jacha. Al lestr-amiral, hanvet Ville de Paris, a rankas en em rei hag an amiral a oe prizoniet… Ar gwall-darvoudou-ze o voe noazus evidomp, pa rankjomp ober ar peoc’h gant Bro-Zaoz.

Epad ar bloaveziou-ze, a lugernas ken kaer evid an dud a vor, Glaoda Laporte a vevas etouez ar gwardou hag ar gederien war vor, a gemeras perz en o fizians hag en o levenez en eur welet an treac’h ganto ; met dreist pep tra e kemeras ar brasa preder gand an eneou a oa en e garg ; hep mar ebed ive, kaout a reas war o zro frealzidigez eus ar c’houeka, rag ar baotred yaouank fiziet ennan a oa eus gwella familhou Bro-C’hall. Ar pez zo sur eo, e reas gwella ma hellas evit rei d’ar gwardou ha d’ar gederien c’hoariou ha leoriou dizinoüs. Hag e gwirionez, « an niverez graet dre skrid eus arrebeuri Glaoda-Anton-Raoul Laporte, maro e Paris d’an 2 a viz gwengolo 1792 » (ar paper-ze hon deus kavet e ti an aotrou Vaillant, noter e Brest), a zesk d’eomp en doa an aotrou Laporte, o chom e ru Sant-Loïz, no 8, « daou vilhard hag ar pez a ya d’o heul », peder daol da c’hoari, eun triktrak divank, eur voest-loto, leoriou jeografi ha leoriou beach n’eus fors pegement, leoriou da zeski konta,(Jeometri an aotrou Mazeas, eur c’honter gouiziek genidik eus Landerne, leoriou mécanique an aotrou Varignon, Physique an aotrou Nollet hag hini an aotrou Rohaut, ha levriou da zeski an doare da zevel kreou, ha kalz re all c’hoaz), bez ez oa eiz kant pevar ha tri-ugent anezo. Ar beleg-aluzenner en doa graet eta eus e di eul lealc’h da c’hoari ha da studia evid ar gederien hag ar gwardou.

Al lizeri a skrive d’ar familhou a ziskouez ive pegement oa douget evid e baotred yaouank ; al lizer-man a zo eun testeni eus a gement-se :

« Brest, 25 a c’houevrer 1780.

Aotrou,

Eun dever eo d’in rei deoc’h da anaout en deus bet an aotrou ho mab e c’halons ofiser. Aet eo ac’han d’an enezennou, d’an eil a viz c’houevrer. Emaoun o vont da gas lizer d’ezan dre an aotrou de Réals a zo bet diwerniet e lestr, ar C’honquérant, hag en deus da en em gaout kenta ma c’hello e skouadrenn an aotrou de Guichen, el leac’h m’edo diagent… Ar joa ho pezo da zigemeret ho krouadur meurbet karet kerkent a ma vezo distro ; hag e veach tenn a dalvezo d’ezan meur a zervez diskuiza er gear.

Laporte, beleg. »

Eur skrivagner brudet, Rene de Chateaubriand, a glaskas ive, muioc’h avat, evid ober plijadur d’e dad eget dre c’hoant, mont da zervicha war vor. Dont a reas da Vrest, hag evelse e teue ive d’an aotrou Laporte kemeret preder gantan ; met eur reder oa, ha n’hellas beza dalc’het a zav nemet war gern ar « Be Bras ». E Brest oa troet da uvreal kalz muioc’h eget da labourat.

« Eun dervez, a lavar e-unan en eur skrid hanvet, « Mémoires d’Outre tombe » oan aet da ober eun dro-vale en dianvaes pella deus ar porz, e tu ar mor ; tomm oa an amzer ; gourvez war an aot a rejon hag e kouskis. En eun taol e voen diunet gand eun trouz kaer meurbed : digeri rejon va daoulagad evel ma reas an impalaer Aogust evit gwelet al listri a deir renk rouenvou war o eor dirag ar Sisil, goude m’oa bet Sextus Pompée treac’h d’e enebourien. — Ar peziou kanol ne ehanent da grozal ; ar rad a oa goloet gand al listri ; skouadrenn Bro-C’hall a oa o tistrei goude m’oa bet sinet ar peoc’h… »

Chateaubriand ne dremenas nemed eur miz bennak e Brest. Anzao a ra e-unan, p’en em gavas er porz-man, edo oc’h ober e gresk hag o tont da zen ; e spered a oa taget gand al lennerez fall. Klask a reas koulskoude en eur guitaat Brest kemeret hent ar velegiach ; mont a reas zoken beteg ober e gern. Daoust hag ar zonj-se a oa bet laket en e benn gand an aotrou Laporte ? Marteze.

Ha lavaret a raimp-ni ez ea pep tra evid ar gwella e kear Vrest pa dremene an triouac’hvet kantved ? Nann a dra zur ; arabad e vefe evelkent he zamall e gaou. Ar skrid zo hanvet « Souvenir d’un sans-culotte breton » a gomz d’eomp eus traou iskis ha divalo tamallet d’ar gwardou war vor en amzeriou-ze. Hervez ar skrivagner-ze, « Brest a oa evel kear Gomorrh gwechall, pe evel ar Babylon a zo komz anezi en Apokalyps, hag a dremene he bugale noz-deiz, o amzer en hudurniez, a wel d’an holl. » Komzou flemmus hag a ziskouez hepken imor fall eur skrivagner ! Emil Souvestr a laka war ar memes renk Brest en amzer m’oa gouarnet mat gant tud a zoare, ha Brest gouarnet gand ar « bleiz » ma voe Yann Bon. En amzer-ze avat, amzer ar Spont-Vras, lakepoded, farserien, loudourenned a bep seurt a oe laosket kabestr ganto.

A dra-zur, ar vourc’hizien didrous, en eur glevet alies youc’hadennou eur vandenn pennou-skanv a zonj d’ezo eo erru an dispac’h. Hirio er c’heariou a zo enno skoliou-meur, pa ziles ar skolaerien leoriou ha mistri evit mont da ober o zaoliou farsus, an dud sioul eus kear a gav abeg ive er c’hoariou-ze a vir outo da gousket.

Ha petra o doa graet ar gwardou war vor ? War diellou kear, hag e lizeri ar c’hount de Roquefeuil da Vinistr ar Vartoloded, e lenner o doa, eun dervez, distaget bar-ti (enseigne) eur perrukenner a oa warnan ar c’homzou-man : « Aman e ves lamet baro ha renket bleo, ha dalc’het kibel ha stoufailh » evit hen staga ouz dor eur bourc’hiz. Heman en doa kavet gwall-abeg enno hag en em glemmet anezo e bodadeg kuzulerien an ti-kear. — Eun dro all, goude beza bet kastizet abalamour m’o doa stlaket re o daouarn da eun dimezell hag a c’hoarie en eun doare dispar en teatr, o doa klasket diarbenn an dud da vont ken d’he zelaou hag oant staget ouspenn da c’hoari saozik (jouer aux barres) en eur youc’hal hag en eur ober trouz dirag an doriou, epad m’edo ar vourc’hizien o vont er c’hoarieldi. — Eun dervez all, e klaskchont distrei ar brenerien diwar tiez marc’hadourien hag o doa gwerzet d’ezo traou kalz re ger ; ha meur a wech e oe diskrouget ganto leterniou ar ruiou.

Ha goude ! Daoust hag evit digoll ar farserez-se n’edo ket o buhez penn da benn gouestlet da zifenn ar vro er mare ma ne veze ket galvet an holl er zervich ? Ha n’eo ket abalamour d’an ofiserien-ze e c’helle ar bourc’hiz, kaer zo, beza dizoan o werza e bepr, e zukr, e ganel ; abalamour d’an ofiser-ze hag en deus dilezet hent ur binvidigez, rag ar Prins e-unan, dre m’az eus kalz a dud o chacha warnan a bep tu, ne roio d’ezan peurliesa nemed eur bae… da ober goap ?

Goude an taoliou kaer-ze, graet gant hor martoloded, hag ar peoc’h eur wech sinet, ar ministr, ar marichal de Castries a ziskaras kompagnuneziou ar gwardou war vor. E leac’h ar Skol-Veur da zeski ofiserien, e savas skolachou evid ar re o doa da vont war vor diwezatoc’h, e Gwened hag e Alais. Eno ne veze roet deskadurez nemet dre al leor : ha goude eun enklask, unan hepken, e vezed hanvet ofiser dioc’htu. Dre-ze ar garg a « Brezeger an aotrounez Gwardou war vor » a voe torret hag eun urz aberz ar roue, d’an 21 a c’houere 1786, a gemenne d’an aotrou Laporte n’edo mui e karg ; met rei a rea d’ezan keit ha ma vevje daou c’hant lur ar bloaz. E baper a roe ouspenn d’ar beleg-aluzenner m’az oa bet, ar gwir da lakat ar gerik « de » dirag e hano, hag hanvet oa ennan : Glaoda-Anton-Raoul de Laporte.

Ne zougas morse ar gerik-se dirag e hano ; met en amzeriou-ze e roas maner Coatriou e Sant-Nouga a oa d’ezan a leve, da unan eus e nizien, eur mab d’ar mezeg Loïz Laporte ; hag e niz ne oe ket nec’het o sina, evel a welimp : Laporte de Boisriou.

DEKVET PENNAD
————


Glaoda Laporte, beleg-sakrist Sant-Loïz
————


Pa oe serret skol ar Gwardou war vor, an aotrou Laporte a gemeras adarre e renk etouez beleien parrez Sant-Loïz. Karget e oe eus ar sakreteri. An aotrou persou a oa bet Glaoda gantan p’oa beleg yaouank, an aotrou Prudhomme, a oa marvet d’an 28 a viz ebrel 1786. Abaoue ar 16 a viz mae eus an hevelep bloaz, an aotrou Olier ar Floc’h eo a ioa e penn ar barrez. Niveradur ar veleien, er bloaz 1787, (Diellou eskopti Leon) a ro d’eomp hanoiou ar re a ioa e parrez Sant-Loïz. Goude an aotrou Person hag an aotrou Kure, e lenner hanoiou ar veleien all diouz oad :

Olier ar Floc’h, person ;

Eozen-Konstant Picrel, kure ;

Alekzi Lamotte, beleg ;

Per Labiche, kofesour ;

Simon ar Masson, kofesour, kure ar Seiz-Sant ;

Glaoda Laporte, sakrist ;

Per Kermarrec, kofesour ;

Yann-Mari-Loïz Laligne, kofesour ;

Jakes Bechennec, tenzorier ar veleien ha beleg-aluzenner chapel ar roue. (Warlerc’h an hanoiou-ze emanre beleien an dud a vor).

Hervez kaier an tailhou, Glaoda Laporte a zo atao o chom e ru Sant-Loïz en n° 8 ; met, e leac’h derc’hel ar c’henta hag an eil estach evid e vilhard hag e c’hoariou, e pignas an traou-ze er c’hrignol ha ne zalc’has mui nemed an eil estach ; e lojeiz a-hend-all a oa aez dre ma zoa tost awalc’h d’an iliz.

Eur paper dibaot, tennet eus diellou parrez koz Sant-Loïz a zesk d’eomp sklearoc’h ar pez en doa an aotrou Laporte da ober en e garg nevez. Ar paper-ze eo reolenn ar beleg-sakrist graet gand an aotrou Person a-unan gand ar fabliked. Setu hen aman, ger evit ger :

Reolenn ar beleg-sakrist :

1° Ar garg uhel-man a vezo roet da eur beleg aotreet evit kofez ;

2° Ar beleg-sakrist a ranko beza en iliz adalek seiz eur diouz ar mintin betek kreisteiz, nemet galvet e ve da vont buan da welet tud klanv evit rei d’ezo o zakramanchou diweza ;

3° D’ezan ha d’ezan hepken e teu rei ar gommunion er maez eus an ofern (extra missam), d’an dud devot a zeuio d’he goulenn, pa n’hell ket an aotrou Person pe an aotrou Kure he rei.

4° Holl lienaj ar sakreteri a zo en e garg ; aketus e vezo da oalc’hi al lienaj sakr bep pemzek dervez ; bep daou viz e roio eur gamps hag eun amid d’ar veleien, hag ive eur c’houriz ve€nn ; teurel a rai evez ouspenn da c’houlenn digand ar veleien o lienaj da jench ;

5° Beb eiz dez e roio da bep beleg eur purifikator ha bep daou viz, eur c’horporal fresk ;

6° Aketus e vo da zerc’hel an aoteriou dilastes ha dreist holl al lienennou aoter ; diou wech er zizun e rai eun tammig tro evid o diboultrenna hag o c’hempenn. Bep daou viz e vo gwalc’het al lienennou aoter ; purifikator aoter ar gommunion a vo troket bep sadorn ouz unan neat ; ar pinsin a vo kempennet hag ar spoue gwalc’het ha soubet en dour fresk ;

7° Kemenn a raio d’ar patounier ha d’ar c’hloc’her skuba ha kempenn ar sakreteri bemdez ;

8° Kement diretenn vihan a zo er sakreteri, hag a vez laket enni lienaj-ofern ar veleien dianvaez, a lakaio da c’houllonder ; hag ar veleien-man n’hellint oferenna nemet gand aotre an aotrou Person, ha goude beza bet oc’h en em ziskouez d’ezan ;

9° Da zul ha da c’houel-berz, ar beleg karget da oferenna hag ar re a vo ouz an aoter gantan a vo dalc’het prest o gwiskamanchou ofern gand ar sakrist ; gwiska rai ar c’halir, ha d’an eil bole o c’haso war ar gredans, e tisplego an teir gamps hag e lakaio ar chap d’ar beleg en deus da oferenna ;

10° Goude an ofern-bred, e tastumo kempenn ar gwiskamanchou sakr, hag e roio d’ezo bepred an hevelep plegou ; evelse, araok kreisteiz, taol ar sakreteri ne jomo netra warni ;

11° Bep pemzek dervez ar siboeriou a vo goullonderet gantan, hag e viro ouz an hostiou da goza, en eur gommunia ganto epad e ofern. Kemeret a rai preder gand an holl listri sakr hag e ranko o zaouna da nebeuta eur wech ar bloaz epad ar zizun zantel ;

12° P’o devezo al listri sakr ezomm da veza kempennet, hen lavaro d’an aotrou Person. Neuze an aotrou Person a gemenno da aotrounez kuzulerien kear petra ’zo da ober, d’e sonj ; hag i a en em glevo evit lakat ober ar pez zo ret ; hag evid ar pez a zell ouz al lienaj hag ar gwiskamanchou sakr, e vezo graet hevelep tra.

Sinet : Ar person hag ar fablik.

Etouez ar paperiou kemeret e Sant-Loïz er mare ma oe niveret dre skrid arrebeuri an ilizou e miz meurz 1791, eus bet kavet skridou graet gand an aotrou Laporte.

Ha da genta roll dispignou ar sakreteri epad ar bloaz 1788.

Setu aman penaos oant ingalet :

Gwin ofern
400 lur

Hostiou
100 lur
Eol da zevi er c’hreuzeuliou (lampes)
182 lur
Daou ganer
700 lur
Ar c’hoarier sarpant
300 lur
Ar beleg bet o kerc’hat an oleo sakr
16 lur
Ar patounier
270 lur
Ar c’hloc’her
366 lur
Douger an daez evid ar re glanv
108 lur
Sikour d’an daou ganer kozh (Setu m’az oa eta d’an ampoent « pansion » d’ar vicherourien en o c’hozni).
144 lur
Ar beleg karget da skolia ar gurusted
120 lur
Ar beleg sakrist
400 lur
Kouez al lienaj sakr
100 lur


Ar skaoniou hag ar c’hadoriou o deus roet diouz ferm :


Ar c’hadoriou
1300 lur
Ar skaoniou
2070 lur


Goudeze a kavomp niveret ar gwiskamanchou, an arc’hanterez hag al lienaj sakr, ha kement tra all hag a zo da barrez Sant-Loïz, hag en doa an aotrou Laporte, o veza m’oa sakrist, da deurel evez warno :


ARC’HANTEREZ


1 Heol bras alaouret, gand e gurunenn.
1 Heol arc’hantet.
2 Galir arc’hant alaouret.
5 Kalir arc’hant.
1 Sibouer aour krenn.
1 Sibouer bras arc’hant alaouret.
1 Sibouer arc’hant.
1 Groaz arc’hant vras.
1 Grusifi arc’hant.

1 Orsel evit oleo sakr, gand e grogen arc’hant.
1 Pinsin arc’hant.
1 Pinsin hag e sparf arc’hant.
2 Vured hag eur plad arc’hant.
1 C’hloc’hig, hag eur plad arc’hant da gestal.


GWISKAMANCHOU SAKR


Gwenn : 3 c’hwel evid ar Zakramant meulet ra vezo.

1 wiskamant ofern divank evid ar goueliou brasa, ennan tunik, dalmatik, pevar chap, hag eur stol.

2 wiskamant ofern en o fez evid ar goueliou eil klas, ha da vont d’o heul, tunik, dalmatik, tri chap hag eur stol evit gousperou.

1 wiskamant ofern en e bez, henvel ouz an hini all, met n’en deus nemet daou chap.

1 pempet gwiskamant all en e bez evid an ofern bred war ar sizun, met hep chap.

9 wiskamant evid oferennou plean ar goueliou.

5 gwiskamant evid oferennou plean ar pemdez.


Ruz : 3 wiskamant ofern divank, met unan anezo n’en deus nemet tri chap.

1 chap evid ar prosesionou bihan.

1 chap all dishenvel diouz ar gwiskamanchou all.

5 gwiskamant ofern evid oferennou plean ar goueliou.

5 evid an oferennou plean war ar sizun.


Glaz-ruz : 2 wiskamant divank, gant tri chap hepken.

3 evid oferennou plean ar goueliou, ha 3 evid ar pemdez.


Glaz : 1 wiskamant en e bez, met gant tri chap hepken.

3 evid an ofern blean.

Du : 1 wiskamant en e bez gant 6 chap.

6 gwiskamant evid an ofern blean.

Ouspenn : 2 chap ha n’hellont ket beza laket gantre all, bleuniou alaouret warno.

1 chap gwenn evid ar prosession war ar sizun.

6 gwel pe skerb (écharpes) evit bennoz ar zakramant.


LIENAJ


50 gamps plean. — 34 gamps kinklet. — 12 surpiliz. — 60 lienenn-aoter mat ha fall. — 78 korporal.— 78 pal. — 78 gouriz. — 72 amid.

Sinet : Laporte, kure.

Ar beleg sakrist en doa pevar c’hant lur bae ; met evel a lavaras an aotrou Laporte diwezatoc’h en eul lizer d’an Ti-kear, « ar pevar c’hant lur-ze n’oant nag eur zikour evit beva, nag eul leve ; n’oant nemed eun digoll evid an dispignou graet gand al lienaj sakr pa ranked o gwalc’hi, tremen an houarn tomm warno, hag o fenselia ; eun digoll hag a vez kalz re zister bloaveziou-zo. »

Er mare-ze (genver 1788), an aotrou Laporte a oe roet d’ezan eul leve a iliz ; ar c’henta e voe hag an diweza ive, rak n’hen devoe morse nemetan. Al leve-ze oa koumananchou Kernoas ha Penfrat e Guypavas, kontet mil lur ar bloaz ; met mont a rea da nebeudik a dra pegwir o ferc’hen a ranke lavaret pe lakat lavaret seiz ofern ha kant e chapel Itron Varia ar Reun. — Al lidou a voe graet evid e lakat en e garg a zo henvel awalc’h ouz ar re a vez graet breman evid ar bersoned ; rak lenn a reomp war gaier sekretour eskopti Leon, ec’h en em gavas an aotrou Laporte gand eun noter e Guypavas hag ez eas da zakreteri chapel Itron Varia ar Reun. Eno, e wiskas eur surpiliz, ha goude beza kemeret dour benniget ez eas er japel ; e€pad eur pennad e chomas stouet dirag ar Zakramant meulet ra vezo ; goudeze e pignas ouz an aoter, e tigoras al leor ofern, e kanas pedenn gouel an Itron Varia ; diskenn a reas neuze evit mont da sacha war gordenn ar c’hloc’h a lakas da seni a daoliou, hag e tistroas d’ar sakreteri. « O veza n’oa den a-enep, ni, test, hor beus laket an aotrou Laporte en e garg, ha kaset da eskopti Leon eur skrid all par da heman. » Ia, nemed e Kernoas an ti a oa tost da goueza en e boull, hag an aotrou Laporte a rankas staga raktal d’e gempenn evit hen derc’hel en e zav ; setu perag, er bloavez 1790, pa voe laeret leveou an Iliz, e welomp anezan o kas roll e zispignou da Vistri ar Rann-Vro, evit beza paet ganto ; ouspenn mil lur en doa dispignet.

Epad pevar bloaz, an aotrou Laporte a lakeas e holl aked da zerc’hel e doare sakreteri Sant Loïz, a oa ken koant ; rag enni e weled d’an ampoent ar c’hoatach dero a zo atao breman eun dudi evid an daoulagad. Ar pez labour-ze « aozet flour, linennet dispar ha warnan eur C’hrist kizellet kaer-dreist », a lavar an aotrou de Lorme en e Histor Iliz Sant Loiz, a voe graet er bloavez 1748 gand an aotrou Bervas, mestr-kizeller e Brest ; koustout a reas 6.000 lur.

Koulskoude, ar beleg-sakrist ne dremenas ket e holl amzer er sakreteri. Goude beza bet boazet da veva a zianvaez-ti ha da gaout skuisder a gorf, p’oa beleg ar gwardou, chom evelse etre peder voger a deuas da noazout d’e yec’hed.

Etouez ar paperiou graet pa voe savet an dereziou dirag an or-dal e Sant Loiz, e kaver lizeri bet skrivet gand an aotrou Laporte. E lod anezo e tifenn e wiriou a berc’hen war eun ti-bihan o doa c’hoant tud an ti-kear da ziskar evit gellout sevel an dereziou. E lod all e komz ive eus e yec’hed hag e lavar en deus ar medisin gourc’hemennet d’ezan ober eun dro war varc’h epad eun eur bemdez. Goude lein eta, bemdez e laka an dibr war gein e varc’h (an dibr hag ar westign a vezo gwerzet eul lur ha daou-ugent diwezatoc’h e gwerzidigez e arrebeuri — 1793). Gwech, e za da Gernoas da welet penaos e za al labour en dro ; gwech, da Zant Mark da welet an aotrou person Per Quemener, unan eus e vrasa mignoned : kalonou start an eil hag egile, rag aotrou person Sant Mark a gavo ive gwelloc’h ober pemp bloaz prizon eget toui. An troiou-ze a ran bemdez var varc’h, penaos bennak e ve an amzer, a ra vad d’am gwad, a lavar an aotrou Laporte, hag a ro d’in nerz nevez.

Hag ouspenn, dre ma veve etouez e dud, e c’helle kemeret perz e kement gouel a veze graet en e familh. Evelse e c’hellas, d’an 22 a viz gouere 1788, eureuji en iliz Sant Loiz, unan eus e nizezed, Jann Laporte, merc’h ar mezeg Loiz Glaoda, gant mab eur marc’hadour e hano Per La Vallée.

Lakaat a rankomp dindan ho taoulagad skrid an dimezi-man, rak diskouez a ra eo gwir ar pez a lavaremp diwar-benn galloud ar veleien n’oant na person na kure : evid ober eun eured e rankent kaout aotre an A. Person ; hag ive abalamour e traon ar skrid-man, eun niver bras a dud o deus lakeat o hano, euntregont bennak, hep konta an aotrou Laporte.

« D’an 22 a viz gouere 1788, an aotrou Per Mari La Vallée, mab minor d’an aotrou Per La Vallée, ha d’an itron Florentina Allard, o chom er barrez-man, hag an dimezell Jann-Antonetta-Helena Laporte, merc’h minorez da Loiz-Glaoda Laporte, mestr-mezeg, ha da Gatarin ar Masson aet d’an anaon, o chom e Sant-Salver Brest, o deus en em gemeret an eil egile da bried dirag ar beleg a zin warlerc’h hag en deus, gand aotre an Aotrou Person, o c’hlevet o rei o asant an eil d’egile, goude eur re embannou graet d’ar zul araok, ha goude beza bet dispans eus daou re all digand aotrou ’n Eskob Leon.

A zo bet test ha kred eus a gement-se : an aotrou Laporte, tad d’ar c’hreg nevez, an aotrou hag an itron Yann-Mari-Loiz Laporte a Goatriou, breur d’ar c’hreg nevez, hag ar re o deus sinet c’hoaz dindan : J. A. Helena Laporte, L. C. Laporte, Le Lay, P. M. La Vallée, Laporte a Goatriou, Fallier, Albert Mari Borgnis-Desbordes, Lebret, G. Arondel, pevar Borgnis-Desbordes all, Anthony, 2 Bechennec, Mallet, Le Lay, Penanru, 2 Vanden Bendem, ha re all c’hoaz…

Laporte, beleg ».

Evelato, unan eus ar goueliou kaera a welas an aotrou Laporte epad m’oa sakrist e Sant-Loïz a voe, hep mar ebet, ar gouel a voe graet pa stagas an ograou bras da c’hoari evit ar wech kenta er bloaz 1789.

Evit skoazella ar gurusted hag ar ganerien, en iliz Sant-Loïz n’oa nemed eur « c’hoarier sarpant » hag en doa tri c’hant lur ar bloaz, hervez konchou ar fablik. E chapel Sant-Joseph ez eus dastumet hirio kalz a draou koz deuet eus an ilizou ; eno war-laez e c’heller gwelet leoriou bras ar c’han-plean a veze digoret war al letrin dispar, en arem alaouret, pez-labour an teuzer Lecler, o chom e ru ar Ferronnerie e Paris, ha graet er bloaz 1759, hervez ar skrid zo warnan.

Al letrin-ze a oa neuze, evel breman, adrenv an aoter vras ; ar « c’hoarier sarpant » gand ar gurusted endro d’ezan, a en em lake dirazan ; hag ar c’han a veze dudius marteze, met a dra zur, kalz re skanv evit beza klevet e kement korn eus eun iliz ken bras hag hini Sant-Loïz. Pell a oa, Brestiz a c’houlenne eun ograou. Erfin, ar breur Florentin Grimaud, eus manati Karmez Brest, a oe fiziet ennan gand ar Fablik ober unan ; hag Eozenn Collet karget da gizellat ar c’hoatach tro war dro (Leor ar barrez, aotrou H. Calvez).

Gouel bras a oe evit kear a-bez, a gont d’eomp an aotrou de Lorme, en deiz ma oe klevet an ograou evid ar wech kenta, goude beza bet benniget gand an A. Floc’h, dirag eur bobl tud, deuet da gemeret perz el lidou santel ; bolziou an iliz a dregerne gand o mouez galloudus. An dud e karg a bez, gwisket kaer evel ma vezed en amzer-ze, pennou-bras kear gand o familhou fardet pinvidik meurbet, an holl gorfou-micher gand o bannielou, a en em vode en iliz, re vihan en dervez-se evit digemer eur bobl bras-direiz a deue a bep tu, hag a bigne dre an dereziou kaer nevez graet er bloaz 1788 gand an aotrou Besnard.

An deiz-se a oe eta eun deiz a levenez dispar : eun dudi oa gwelet peurc’hraet neuze da vat iliz Sant-Loïz hag e doare da veza konsakret, ar pez a dlie beza graet er bloaz 1791. (Goudeze e teuas amzer an Dispac’h hag iliz Sant-Loïz n’eo bet konsakret nemet d’an 9 a viz du 1926 gand an aotrou Duparc, Eskob Kemper ha Leon). Ar pilierou koz a zo en dro d’an aoter vras hag a oa bet digaset da Vrest eus templ grek-romen Libida, er Cyrenaik, a c’helle, kantvejou ha kantvejou araok, beza gwelet eno kalz a draou kaer ; a dra-zur, ne dremenas ket dindan porched o zempl kenta eur seurt niver a dud a renk uhel hag a dud ker brudet. E kichen ar pennou bras edo dastumet ofiserien skouadrennou Loïz XVI, a oa bet treac’h d’hon enebourien war vor, an dibab eus an noblans koz war zao bepred da zifenn ar vro, ar re a oa bet er stourmajou gant Suffren, de Grasse, d’Estaing, Lamotte-Piquet, du Couëdic ; en eur ger, eur vodadeg hep he far a dud a galon hag a zoare : Douget e vijed da sonjal e c’hoantea, en deiz-se, holl dud a renk uhel ar porz-mor, ken ter ha ken koant, araok beza diskaret da heul ar roue e-unan, en em welet eur wech c’hoaz en o brasa sked.

Siouaz ! an dervez-se ne deuas war e lerc’h hini all par d’ezan. Bez e oe c’hoaz derveziou kaer ha kaeroc’h zoken, met o sked a oa dishenvel. N’oa mui na gwardou war vor gwisket e ruz gant broderez aour,
na dimezelled lorc’hus gant kabellou uhel ha gwiskamant pinvidik, na bourc’hizien habask gwisket gant mezer liou kanel ha lerou marellet. En derveziou-ze ne vo gwelet nemet kokardehnou livet e doare iskiz, gwazed diskramailh o youc’hal, tud hanvet « sans-culottes », pikou ganto ; e kador-brezek Sant-Loïz an hugunod Yann Bon « ministr an Aviel zantel », a nac’h ar feiz en deus prezeget gwechall, hag a c’hoez ar gasoni e kalon an dud ; war dachenn an Emgan, eus savet skeudenn eur menez graet gant kartons livet, (evit tostennat ouz Robespierre hag e genseurted a oa hanvet « La Montagne ») ; war dachenn ar C’hastel, eman ar c’hilhotin a zo dindan eur zac’h lienn begok livet e ruz, da zigemer gwad an dud dibennet. Ar benveg spontus-se a gasas betek c’houec’h den war’ugent d’ar bed all war an hevelep tro, heb ehana ! Na pegen skrijus ! na pegen heuzus ! Met e kreiz an denvalijenn-ze e welomp o sevel, gand ar re zo marvet evid o roue, rumm kalz niverusoc’h ha kalz kaeroc’h an dud kalonek a varvas evid o feiz. Beleien hag a oa goulennet diganto toui eneb ar feiz, o deus lavaret : « nann ». Daoust ha n’eo ket an dra-ze ken kaer hag ar pez a reas ar c’habiten de la Clocheterie pa ne falvezas ket d’ezan diskar e vanniel dirag al lestr saoz ? E gwirionez, n’int ket marvet en emgann e-kreiz an tennou kanol ; lod zo bet diskaret a daoliou pik pe a daoliou penn-baz evel Glaoda Laporte ; lod all zo marvet war ar chafod evel Yann Drevez, kure Sant-Salver Brest ; lod all, war listri koz flerius ar Rochelle, a zo aet dre uz evel Simon ar Masson, kenvroad ha kenvreur Glaoda Laporte ; ha perag int marvet ar re-ze holl, nemed abalamour n’eo ket bet falvezet d’ezo diskar banniel o feiz ?

Ar pez a ra gened an Iliz en amzeriou kenta, eo ar vantel ruz, bet nezet d’ezi gant he merzerien. Daoust ha pa dremen an triouac’hvet kantved, iliz Bro-C’hall ne zoug ket ive war he diouskoaz eun hevelep mantel ? An Iliz her goar, hag he deus hen embannet, en eur zevel uhelloc’h eged ar gonfesored, uhelloc’h zoken eged ar re anezo a oa eskibien, eul lodenn eus an dud kalonek-se, daoust d’an darn vuia anezo da veza bet tud a renk izel. Hag e guirionez el leoriou sakr, ar verzerien a deu raktal goude an ebestel.

Dre-ze, kristenien hor bro a zere outo kaout anaoudegez vat evito. Abalamour d’ezo, iliz Bro-C’hall zo chomet stag ouz Iliz Rom, « mamm ha mestrez an holl ilizou ». Dreizo eo chomet stag ouz ar c’hef hag he deus kavet ennan ar zeo nerzus en deus laket da zevel bleuniou kaer a zantelez, evel A. Person Ars ha Thereza ar Mabig Jesus.

UNNEKVET PENNAD
————


An Dispac’h e Brest. — Kant den e penn kear.
— Glaoda Laporte a ro e lod-arc’hant evit
sikour ar Vro.
————


« Mennoz ar roue, setu al lezenn », a veze lavaret bete neuze e Bro-C’hall. Met deuet oa an amzer ma ’zoa mennoz ar roue nebeut awalc’h a dra. En despet d’ezan, kannaded an Trede-Stad aet da Baris evit Breujou ar Vro a-bez, a zisklerias ez oant eur Vodadenn Vroadel « Assemblée nationale », hag a zifennas sevel tailhou ha ne vijent ket bet breuteet (discuté) hag aotreet ganti. Ha dre-ze e tigore an Dispac’h. Gwasoc’h c’hoaz : toui a rejont goudeze n’en em zispartijent nemet goude beza roet d’ar rouantelez eun diazez ha lezennou nevez (Serment du Jeu de Paume). Mirabeau a respontas grons d’ar markiz Dreux-Brézé deuet da gemenn d’ezo en em zispartia ; ha d’ar 17 aviz gouere 1789, ar Bastilh, ar prizon a oa evel ar merk eus galloud divent ar rouanez, a goezas etre daouarn an dispac’herien.

E Brest, ar mear oa an aotrou Branda. Pa oe anavezet an darvoudou tremenet e Paris d’ar 14 a viz gouere, an dud e kear a stagas ar gwad da virvi en o gwazied ; ofiserien ha soudarded, noblans ha bourc’hizien, a zavas trouz hag emgann etrezo. An dud dister etouez ar bobl, netra d’ezo da goll, a gavas oa deuet o zro hag a skignas ar spont dre gear. Laket nec’het, ar re a oa e penn ar zoudarded a glaskas miret an urz vat etouez an dud ; ar brud a redas zoken e vije lakeat kanoliou e penn ar ruiou evit tenna war geriz. Raktal e voe savet eur c’hward vroadel (garde nationale), a c’houlennas goudeze digand ar zoudarded hag ar vartoloded en em unani ganto ; ha d’an 28 a viz gouere, eur vandenn anezo a zigoras doriou ti-kear dre nerz hag a yeas ennan en eur youc’hal. Evid ober e giz Paris, e stagchont d’en em guzulia ha kerkent e oe hanvet eur c’houarnamant : kant den a oe dibabet en e benn evit beza kuzul vras ar Gommun (Conseil général de la Commune). Bez oa ennan 19 eus an dud a oa e karg en ti-kear, 21 dilenner, 51 dibabet er c’horfou-micher, 9 gannad eus an arme (4 soudard ha 5 martolod). Kenta tra a glaskas ar re-man eo kemeret skouer penn-da-benn diouz paotred Paris ; met ne deujont a benn, a lavar Levot, nemet da zifrez eun tamm ar Vodadenn Vroadel, en eur embann oa « fallakr, trubard d’e vro, ha da veza lakeat d’ar maro, kement hini a glaskfe kaout abeg e komzou hag e oberou ar guzulerien. » Kear a oe gouarnet epad 8 miz gand ar ganfarted-ze.

An higenn wasa er « C’huzul » nevez oa eur grefier martolod, Siviniant e hano. Bet oa e kaout e vestr, rener bras an dud a vor, an aotrou d’Hector, hag an ofiserien, evit gourc’hemenn d’ezo, « lakizien ar roue m’az oant, emezan », teurel o gwiskamant a oa merk ar slavourien. Tremen a reas dre gazarniou ar zoudarded evid o alia da zougen ar c’hokardennou a dri-liou, « skeudenn o eurusded da zont ». An aotrou d’Hector gand aoun e vije krogou, hag evit miret eun drouk bennag da erruout, a gemeras ar gokardenn hag a lakas e ofiserien da ober gward er porz. D’an 31 a viz gouere e reas zoken le d’en em unani gant tud ar c’heariou all a oa evid an nevezenti ; hag ar muzik a voe laket da sini ar zoun nevez tennet eus ar pez c’hoari Lucile (E pe leac’h e ved gwelloc’h…) a oa da veza soun ar vro, abaoue m’oa bet youc’het dirag Loïz XVI, en deiz ma oe kemeret ar Bastilh.

Ar c’hant den a zo mistri kear. Reiza a reont ar c’hward vroadel a gasont da 6.000 den ; gourc’hemenn a reont ive e vo roet ar galonsou enni d’ar muia moueziou. Eno ar c’hant den a oe tost d’ezo mont d’an traon, rak gwiskamanchou skedus an ofiserien hag ar planson lugernus a zougent war o skoaz a rea avi da veur a hini. Evelato an ofiserien a oe dibabet a zalc’has mat, hag a viras ouz an dizurz.

An arme nevez a vanke d’ezi taboulinou ha bannielou. Evid o faea an Itron Siviniant a reas eur gest, ha d’ar 1a a viz gwengolo, e roas « eus a berz mammou hag intanvezed Brest » an arc’hant a oa bet dastumet.

Ar plac’hed yaouank n’hellent ket ober nebeutoc’h eget o mammou ; en em glevet a rejont evit kinnig eur banniel da baotred yaouank ar vrigadenn skanv. O welet ar mammou hag ar plac’hed yaouank ken douget evid ar zoudarded, an tadou hag ar baotred yaouank a zonjas sevel gwerziou en o enor : ar gwerziou-ze avat, hervez Levot, a ziskoueze muioc’h a garantez evid ar vro hag he arme nevez eget a c’houiziegez er varzoniez. Gwelloc’h a reas aotrou Person Sant-Loïz, d’an 13 a wengolo, pa oe pedet da venniga ar bannielou, en eur brezeg ar peoc’h hag en eur rei da glevet mouez ar skiant vat. Amzer gollet ! Ar C’hant den a reas an neuz da estlammi en eur glevet e aliou mat.

Goude ar 14 a c’houere e tigouezas ar 4 a eost. Eun nosvez, kannaded ar Vodadenn Vroadel e Paris, evel pa vije aet o fenn diganto, a dorras gwiriou an noblans, an deog (pe an dekvet, dleet d’an Iliz), gwiriou ar c’horfou-micher. En eur glevet kement-se, pep hini a zonjas oa dizle e kenver an holl. Paea tailhou a oa eur gefridi ha n’oa mui anavezet. Met allaz ! araok m’oa tremenet miz eost, Necker, ministr an arc’hant a roas da glevet son an dienez. Ar Vodadenn, bet graet evit skanvaat beac’h an tailhou, o greas kalz pounnerroc’h eget araok (6 a viz here 1789). Eus ar pez a deue d’ezan a c’hounidou pe a leve dreist pevar c’hant lur, pep hini en doa da rei ar bevare ; ouspenn e tleed rei 2 hanter dre gant eus talvoudegez an traou arc’hant. An tailhou-ze a oe roet d’ezo an hano koant a « zonezoun d’ar vro ». Pep hini a oa eta pedet da ziskleria e leve hag e c’hounidou ha dioc’h an dra-ze e verked d’ezan ar pez en doa da baea.

Ar veleien a oe gand ar re genta o senti ouz al lezenn nevez ; war gaier Diellou an ti-kear, hanvet « Don patriotique », e lenner ar c’homzou-man :

« D’an 29 a viz du 1789, me Glaoda-Anton-Raoul Laporte, hag a zin aman warlerc’h, a lavar eo e gwirionez 451 lur ar gont am beus da rei evid ezommou ar vro, hervez ar gemennadurez douget gand ar Vodadenn Vroadel d’ar 6 a viz here 1789, diwar benn an tailhou da zevel evit sikour ar vro. — Er gont-se eman an 2 hanter dre gant eus va arc’hanterez.

En em garga a ran da baea ar 451 lur e teir gwech araog an trede termenn merket gand an artikl X eus lezenn ar Vodadenn Vroadel. Ne roan galloud da zen da gemeret va lod, ma ve eun dervez bennak restaolet an arc’hant kinniget d’ar vro, hervez an artikl XVI eus lezenn ar Vodadenn Vroadel.

Laporte, beleg. »

D’ar 1a a viz kerzu, an aotrou Floc’h, neuze Person ar barrez, a lakea e hano evit paea 600 lur ; d’an 2, an aotrou de La Rue, person Rekouvrans, evit hanter kant skoed ; an aotrou Picrel, kure, evit 200 lur…, an aotrou d’Hector evit 10.200 lur.

D’ar 14 eus an hevelep miz, ar Vodadenn Vroadel a c’hourc’hemennas lakat urz vat en tiez-kear, hag a roas gwir da voti d’ar re a roe evit tailhou talvoudegez tri dervez labour. An urz-se a oe aotreet gand ar roue d’an 28 a viz kerzu. Ar C’hant den a rankas neuze plega d’al lezenn, hag o galloud a goezas diganto, pa oe dibabet kuzulerien an ti-kear, hervez al lezenn nevez. E Brest, araok staga da zibaba ar guzulerien e oe hanvet ar mear. War 1.554 mouez, an aotrou Malmanche en devoe 996 hag a oe hanvet mear a eneb an aotrou Duplessis, en devoa 558. En dervez-se ive, an aotrou Cuvellier a voe hanvet prokuler-syndik hag an aotrou Maret da vont en e leac’h pa deuje eun dra bennak d’hen diarbenn da ober e labour. D’an 9 a viz meurz, e oe hanvet 14 kuzulier evid an ti-kear ; en o zouez edo an aotrou Bechennec, beleg e Sant-Loïz. D’ar 16, e oe adarre da rei ar moueziou evlt dibab tregont eus ar pennou brasa, (ar re-ze a helle beza galvet da rei o ali, ha sikour evelse ar guzulerien da reiza kear ervat). An aotrou Floc’h, person Sant-Loïz, a oe etouez ar re hanvet. Pep dervez dilennerez a echue dre youc’hadennou a joa, troiou-bale musik, bole gleier ha Te Deum.

D’an 21, gouel bras e kear en enor d’ar mear o kregi en e garg. Evelato, en dro-man ar gouel ne dremen mui en iliz, met war Dachenn ar C’hastel. Savet oa eno eun aoter, karre war bep lec’hed ; ha n’oa war he zro nemet eur groaz ha diou c’houlaouenn o tevi ; setu aze doare an aoteriou a hanved neuze : « aoteriou ar vro. » Dirag an aoter ez oa eiz hordenn goafou (lances) ha war bep hini eur boned ruz, merk ar frankiz. Da 9 eur diouz ar mintin, etre ar gwardou renket a bep tu a-hed an hent, azaleg an ti kear, e teu an dud a gemer perz er gouel. Er penn kenta eman beleien an diou barrez ; warlerc’h : archerien war varc’h, ha goudeze ar mear, kuzulerien an ti-kear ar pennou-bras hag eleiz a geriz. Setu i a zav dirag an aoter. An aotrou Floc’h a ra eur brezegenn d’ar mear nevez ha goudeze e stag gand ar Veni Creator. Ar musik a ya en dro hag ar c’hanoliou a vez klevet o krozal. An aotrou person a lavar eun ofern blean, ha goude an aviel diweza, e laka al leor ofern war eun daol. An aotrou Malmanche a dosta, hag e zourn astennet war al leor santel e sao e vouez da doui al le gourc’hemennet gand ar Vodadenn Vroadel. Pa baouezas, kanoliou, kleier ha taboulinou a reas trouz ; ha neuze pep kuzulier an ti-kear a deuas d’e dro da zevel e zourn war al leor santel ha da doui evel ar mear. Pa oe echu ganto, an aotrou Person a voulc’has an Te Deum ; hag ar c’han a gendalc’has, skoazellet gant musikou kement rummad soudarded a oa eno. Mouez pounner ar c’hanoliou a oe klevet adarre, hag evit peurober ar gouel, ar zoudarded a voe lakeat da dremen a renkajou, kinklet en o c’haera.

DAOUZEKVET PENNAD
————


An Dispac’h o tifenn an Tadou Jezuisted
————


Abaoue ar 27 a viz even 1789, Breujou Hollek (Etats généraux) Bro-C’hall a ioa d’an traon ; deuet oant da veza an « Assemblée Constituante » da lavaret eo e kemerent ar garg da adsevel ar vro war eun diazez nevez, ha dre-ze, gwir da zougen lezennou. Enni ez oa « filozofed » hag « huvreerien » a bep seurt, fouge bras enno o welet an traou o vont ken brao en dro er penn kenta. Broudet gant kazetennou ha tud an dispac’h, ar vodadenn nevez (Constituante) a en em lakeas da aoza lezennou, noz-deiz koulz lavaret, hag adreuz peurliesa. Madou an ilizou, an dud a iliz hag ar pez a zell outo, setu aze gant petra oant touellet, hag e c’hellit kredi n’eo ket evit klask ober vad d’ezo. Klask a reant dreist holl sevel e Bro-C’hall eun Iliz distak diouz an Tad Santel ar Pab. D’ar 14 a viz eost, ar gwir d’an deog (dîme) a oe lamet digand an Iliz, hag ive gwiriou all he doa beteg eno ; d’an 12 a viz du, madou an ilizou a oe diskleriet madou ar vro, hag e miz c’houevrer 1790, an dispac’herien a lakas en o fenn e vije mat marteze diskar an urziou menec’h.

Ne jomchont ket pell da varc’hata ganto. Ar vodadenn ne devoe truez ouz nikun anezo : holl e rankent mont d’an traon, holl nemed unan, ha pehini ?… Urz an Tadou Jezuisted ; piou en dije kredet !… Gwir eo, diskaret oa dija. Evelkent eo souezus gwelet pegement edo e grad-vat an dispac’herien.

« Kalz zo bet gwall gaset gand ar c’houarnamant koz, a lavare Gregoire d’an 19 a viz c’houevrer, ha dreist ar re all eun urz brudet meurbet, hini an Tadou Jezuisted ; roit d’ezo breman perz en ho madelez ha dic’haouit-i eus ar boan o deus bet da c’houzanv. »

« An dud reuzeudik-se, a lavar d’e dro ar c’hannad Lapie, a zo bet gwasket, n’eo ket avat abalamour d’ar wirionez na da vad ar vro, met abalamour ne blijent ket da eur rummad tud o doa kasoni outo, hag o deus venjet d’ezo en eun doare kris. »

An hugunod Barnave a embanne d’e dro : « Kenta tra a dle eur c’houarnamant nevez da ober eo dic’haoui ar re zo bet gwasket gand eur c’houarnamant direis ; d’am sonj eo mat e ve adsavet urz an Tadou Jezuisted. »

« Ar Jezuisted, a lavar c’hoaz de Montesquiou, o deus gwir e vefec’h mat outo ; ne viot ket didruez e kenver Tadou ken brudet a zo bet meur a hini ac’hanoc’h skoliet ganto ; ouz an dud reuzeudik-se a zo bet marteze eun dra bennak da damall d’ezo, met a zo, a dra zur, en eur stad reuzeudik… »

Setu perag, ar Vodadenn Kenreizek (Constituante) a-bez, koulz lavaret, a embannas oa didamaall an Tadou Jezuisted, a aotreas adarre an Urz, hag her c’hemeras dindan he skoazel.

Urz an Tadou Jezuisted a oa bet dismantret gant Rom ; o veza m’oant bugale sentus ouz an Iliz, an Tadou n’hellent adsevel o urz nemet gand aotre Hon Tad Santel ar Pab. Daoust hag eun tammig fizians da welet adarre an urz en e zav e ziwanas e kalon Glaoda Laporte hag e genvreudeur ! N’ouzomp ket. Hag ouspenn, en despet d’ar skoazel a roe d’ezo tud ar Vodadenn Kenreizek, ar re man o divije abred goulennet ive diganto, evel digand ar veleien all, plega d’al lezennou direiz oant dare da aoza evit gwaska an Iliz e Bro-C’hall ; hen goulenn a rejont zoken grons diwezatoc’h ; hag e voent ken didruez outo eged ouz ar re all ; ar pez a c’hoarvezas gant Glaoda Laporte hen diskouez d’eomp.

Evelato, etouez an urziou eus an amzer-ze, hini an Tadou Jezuisted hepken a blijas d’ar re a hanver « gourdadou bras an amzer nevez », hag a oe aotreet ganto. Ret mat eo digas sonj a gement-se, rag o bugale vihan, en hon amzer, a ve lavaret o deus hen ankounac’haet a grenn.

TRIZEKVET PENNAD
————


Glaoda Laporte, « Kure » Sant Loïz
————


E miz ebrel 1790, an aotrou Picrel, « kure » Sant-Loïz a oe hanvet person e Guypavas ; d’an 30 eus ar miz, e sine war gaierou ar barrez ; Picrel, person Guypavas. Ar « c’hure » a veze hanvet gant an aotrou ’n Eskob. Alies person ar barrez a veze goulennet e ali digantan, hag alies ive an aotrou ’n Eskob hen heulie. Evelato ma ne blije ket d’ezan an hini kinniget gand an aotrou person, e c’helle henvel unan all. Pa zeas an aotrou Picrel d’e barrrez, aotrou person Sant-Loïz, an aotrou Floc’h a skrivas eta d’an aotrou ’n Eskob de La Marche evit goulenn da « gure » unan pe unan eus ar veleien a roe skoazel d’ezan en e barrez. Piou a c’houlennas ? N’ouzomp ket. Kredi reomp hepken e fazias an aotrou ’n Eskob, en eur gemeret hano unan evit hano eun all.

Hag e gwirionez, er mare-ze, en eskopti Leon ez oa daou veleg, hanvet o daou : Simon ar Masson ; unan a oa kofesour e Sant Loïz, ha genidik eus a Vrest, hag egile « kure » Lanhouarne. Pa oe anavezet piou a oa hanvet, ar barrisioniz a yeas e kounnar ; koulskoude, n’oa ket ezomm eus kement-man, rag an dud a oa aet dija o fenn diganto en eur glevet petra dremene e Paris.

D’ar 15 a viz mae 1790, e Kuzul bras ar Gommun, ar prokuler a reas eur brezegenn hag a ziskouez d’eomp penaos oa troet ar sperejou en amzer-ze :

« Aotrounez, emezan, epad ma man ar Vodadenn Vroadel o kemeret kement a boan da zisc’hrizienna gwall c’hiziou an amzer goz, daoust ha ni a en em roio da gousket hag a jomo kroaziet hon divreac’h epad ma man an dud a iliz o klask lakat nevezentiou direiz da staga en hon touez ?

« Her gouzout a rit, aotrounez, diou ouenn giziou ’ zo : ar re vat hag ar re fall ; ar re vat hervez reolennou ar feiz, lezennou ar vro, hag an deveriou e kenver ar vro, giziou hag o deus plijet d’ar Boblou abalamour ma savent diwar ar virionez ha m’oant bet graet evit mad an holl. A viskoaz int bet kemeret evit traou sakr hag o deus bet kement a nerz hag al lezennou.

« Ar giziou fall avat, savet diwar ar gaou hag ar fallagriez, ha maget gand an nerz, ar vuanegez ha galloud an duchentil, eo ar re zo gouest da douella an dud eün hag a ra fae war al lezenn, war digarez m’eo al lezenn eneb ar religion.

« Goude beza diskouezet deoc’h ar c’hemm a zo etre ar giziou-ze, va laoskit, Aotrounez, da lavaret deoc’h petra zo bet graet eus ar giziou mat en derveziou-man ; eun enor eo d’in hel lavaret deoc’h.

« Eur wirionez eo, ha ne gavin den d’am dislavaret, en deus bet aotrou Person Brest a holl viskoaz ar gwir da zibab an hini a blije d’ezan ar muia evit beza kure e Sant-Loïz, goude beza bet evelato grad-vat Eskob Leon ; ha ker gwir all eo, eo bet atao ar c’hiz da ober an dibab-ze etouez beleien Brest hemiken. Siouaz ! pep tra ’vez taget gand an amzer, ha dre-ze n’eus chomet eus e zilerc’h merk anat ebed eus ar pez a lavaran ; hag ar re gosa ac’hanomp n’o deus dalc’het envor nemed eus an amzer m’oa an aotrou Desfontaines-Le Moygne, person ar barrez, eur beleg brestad hag a zo maro war dro tri-ugent voaz-zo. Pegwir n’hellomp ket pignat uhelloc’h e lignez kureed Brest, gwelomp neuze pere o deus bet ar garg an eil goude egile warlerc’h an aotrou-ze.

« Goude an aotrou Lemoyne, e teuas an aotrou Perrot, eur beleg ha n’oa nemet meuleudi da ober anezan, hag a deuas war e lerc’h an aotrou De La Rue, bet hanvet goudeze Person e Sant-Salver ; hag e teuas an aotrou Mocaër, breman Person e Lambezellek. Evel a welit, holl gureed Brest a zo bet dibabet etouez beleien Sant-LoÏz, hag ar c’hiz da bellaat atao diouz ar garg-se ar veleien n’oant ket eus Brest a zo bet miret bepred, abalamour m’oa kavet mat ha talvoudek d’an holl.

« Evit lavaret ar wirionez, pa zonjer e mad an Iliz, daoust piou a c’hell anaout gwelloc’h gouliou an eneou hag o farea buanoc’h eged eur beleg ganet hag o poania e-unan er barrez, gouest eta da anaout buhez pep hini er familhou.

« Ha pa zonjer e mad an dud, daoust piou zo gouest da anaout gwelloc’h klenvejou ha trubuilhou hor breudeur eged eur beleg eus ar vro. Pa vez galvet da vont d’o gwelet evid o frealzi hag o diboania, daoust ne vo ket digemeret gwelloc’h ganto ? Hag ar re binvidik, daoust ne vezint ket laouennoc’h o rei da eun den, hag a anavezont mat, an aluzenn evid ar beorien geiz ? Daoust hag eur beleg doujet abalamour d’e furnez, hag a anavez mat ezommou dishenvel ar familhou, ne vo ket aesoc’h d’ezan mouga an trouz etouez an dud, terri ar gasoni hag an droug etrezo, lakat ar re zo dizunanet da veza adarre mignoned gwirion, pellaat an droukrans ha lakat ar peoc’h da ren ? Setu perak kureed Brest zo bet bepred anavezet o gouiziegez hag o deus bet goudeze parreziou eus ar re wella.

« Evit doare, an aotrou de La Marche eo a deue d’ezan terri ar c’hiz vat-se. Glac’haret en deus beleien Sant-Loïz en eur henvel eur beleg digunves en eur garg hag a deue dre wir da unan pe unan anezo. Gloazet int bet, rak sonjal o deus graet ez oa marteze difizians anezo pe abalamour d’o buhez, hag o buhez a zo koulskoude didamal, hag a skouer vat zoken, pe abalamour d’o c’helennadurez, hag a zo ive yac’h ha sklear. Beleien ar parreziou all o do ive tro da zonjal eo evid unan pe unan eus an daou abeg-se eo c’hoarvezet ganto ar pez a zo. Ha kear a bez a zo chomet mantret o welet an aotrou ’n Eskob o vont a eneb eur c’hiz vat ha fur evid ober eun dra direiz ha disleal.

« Eur wech all c’hoaz, beleien Brest ha General ar barrez o deus bet douget klemm diwar benn ar renk a gemer ar gureed er c’hor pe er prosesionou. Goulenn a reont e kemerfent o renk hervez o oad belegiach ; ar c’hiz-se a vez heuliet e pep leac’h nemed aman.

« Plijet ganeoc’h, Aotrounez, evesaat petra zo mat da ober. Ho furnez hag ho lealded ho sklerijenno da rei an urziou a zo red evit na vo mui, en amzer da zont, klasket lamet o gwiriou digant beleien Sant-Loïz. »

Met evit doare, n’oa bet en holl abadenn-ze nemed eur fazi a-berz sekretour an eskopti ; rak goude beza bet eul lizer digand aotrou Person Sant-Loïz, an aotrou ’n Eskob de La Marche a skrivas buan da lavaret eo Simon ar Masson, beleg e Sant-Loïz eo en doa hanvet. Ar c’hure nevez a oa diagent kure en iliz-treo ar Seiz-Sant ; daou vloaz hag hanter kant en doa, eiz vloaz war-nugent belegiach, hag abaoue m’oa beleget oa stag ouz parrez Sant-Loïz. Eur beleg oa eus ar re wella : hen kennebeut, ne zento ket ouz al lezennou graet gand ar c’houarnarnant evid ar veleien. Abalamour da ze, e vezo harluet hag e varvo gand an dienez, d’an 9 a viz c’houevrer 1791 war listri koz ar Rochelle. Met pa oe hanvet kure, en doa poan daoulagad hag a viskoaz oa berwelet.

O veza m’oa dreist holl e karg eur c’hure mont da welet ar re glanv en noz, n’en em gavas ket krenv awalc’h evid al labour-ze, hag e pedas an aotrou ’n Eskop da lamet ar beac’h diwar e ziouskoaz ha da henvel en e leac’h unan all krenvoc’h.

Koulskoude en eur henvel anezan er garg-se an aotrou ’n Eskob en doa heuliet ar c’hiz. Kuzulerien ti-kear n’o doa mui leac’h da glemm ; met skriva rejont evelato d’an eskopti evit goulenn adarre heul ar c’hiz pa vije hanvet eur c’hure all e leac’h an aotrou Masson :

« Brest, ar 27 a viz mae 1790.

Aotrou ’n Eskob,

« Plijadur hon deus bet o klevet oa hanvet an aotrou Masson kure e Sant-Loïz. Karet eo gand e genvroïz ha plijet en dije d’ezo. Siouaz ! oajet (ouspenn hanter kant vloaz en deus) ha berwelet eo, daou abeg hag o deus miret outan kemeret ar garg. A hend-all n’oa nikun ken barrek hag hen da gregi enni.

« Parrez Sant-Loïz, bras evel m’az eo, ha tud enni e-leiz, n’hell ket chom pell hep kure ; kalz labour zo, ha tenn eo ouspenn. Brestiz a welfe gant plijadur henvel kure en o farrez eur c’henvroad yaouank bennak.

« Ho pedi reomp eta en o hano hag en hon hano hon-unan da rei d’eomp unan pe unan eus ar veleien zo breman e Brest. »

Ti-kear a bedas an aotrou Floc’h, hag an dra-man n’eman ket el lizer, da c’houlenn digant an aotrou ’n Eskob henvel kure, an aotrou Laligne, eur beleg a spered, hag ouspenn e kreiz e nerz (43 vloaz). War gaierou an aotrou ’n Eskob de la Marche eo douget eus ar c’henta klas, nemed e klask re a c’hargou uhel. Marteze an aotrou ’n Eskob en doa difizians anezan, pe a anaveze an troidellou a rea evit lakat hen henvel ? Ar pez zo sur eo, n’eo ket hen a oe hanvet ; rak d’ar 1a viz even 1790, eo d’an aotrou Glaoda Laporte e oe roet ar garg.

En dro man, kuzulerien Ti-kear n’hellont ket en emglemm ; ar c’hure nevez zo eur brestad, unan eus o beleien ; met Laporte en deus ouspenn hanter-kant vloaz ha n’eo ket hen o doa c’hoant da gaout ; ha dreze e kouezas o meudig en o dourn. Er mare-ze ar Vodadenn Reizek (Constituante) a oa oc’h aoza reolennou nevez evid ar veleien. Er parreziou, n’e anavezer mui nemet kureet ha vikeled : mestr ar barrez zo hanvet kure (evel breman ar bersoned kanton zo hanvet Monsieur le Curé), hag e skoazellourien holl zo hanvet vikeled (hanvet ganeomp breman : kureed, an aotrou kure).

An aotrou Laligne a oe mall gantan sina war gaierou an iliz, vikel e Sant-Loïz, epad ma ’man kuzulerien an Ti-Kear o skriva d’ar c’hannaded kaset ganto da Baris : « Al lezenn a zell ouz hanoiou ar bersoned hag ar gureed a zo dies da heul er vro-man, dreist holl evid an dud diwar ar meaz. An hano a « recteur » a roont d’an hini ho peus c’hoant henvel « curé » ; hag e hanvont « curé » an hini o peus c’hoant a ve hanvet « vicaire ». Ha ne gafec’h ket e ve mat e tifennfe ar Vodadenn Vroadel ober implij e Breiz eus ar ger « recteur » hag e rofe urz da henvel ar beleg zo e penn ar barrez « curé » hag ar re all « vicaires » evel a vez graet e parreziou all ar rouantelez ? » Hag evit lakat an holl henvel, kuzulerien an Ti-Kear a bedas an holl veleien a oa o skoazella ar bersoned er parreziou, da zina ha da lakat rei d’ezo an hano a vikel (vicaire). Evelse, Glaoda Laporte a oe ar vikel diweza hanvet e galleg : « curé » Sant-Loïz.

PEVARZEKVET PENNAD
————


Gouel an Unvaniez e Brest ; an Ti-Kear eneb aotrou ’n Eskob ; an dizurz e kear
————


Kear Vrest a aoze pep tra evit lida ar bevarzekvet dervez a viz gouere, deuet da veza gouel an Unvaniez. Aoter ar Vamm-Vro, bet savet en enor d’ar Mear ha d’e guzulerien en dervez m’o doa kroget en o c’harg, a oa savet adarre war Dachenn ar C’hastel ; ha kuzul an Ti-Kear a c’houlennas eun ofern eno, deiz ar gouel. Epad an amzer-ze ar Vodadenn Reizek a beurc’hrae al lezennou nevez eneb an dud a iliz ; ar c’hannaded a oe galvet zoken da rei o mouez evid ar wech diweza, d’an 12 a viz gouere. An Eskibien a oa war c’hed abaoue an dervez kenta m’oa staget ar c’hannaded gand al lezennou. An hano Monseigneur a oa bet lamet diganto, d’an 23 a viz even. Met n’eo ket gand an dra-ze oant nec’het. Distaga Iliz Bro-C’hall diouz Rom eo a glasked dreist holl, evid ober anezi eun Iliz diouz dourn ar c’houarnamant. Eskibien eveziek ha start en o feiz evel m’az oant, lavaret o doa dija : Non possumus, da lavaret eo : n’hellomp ket senti ouz eun hevelep lezenn. Ha setu kuzulerien an Ti-Kear hag i lakat en o fenn e vije dleet toui da zerc’hel start d’al lezenn nevez, a oa enni koulskoude meur a dra eneb ar feiz hag an Iliz ; ha ne vije netra gwelloc’h eged ober al le war an aoter m’oa da lavaret an ofern warni.

Aotrou ’n Eskob Leon a gasas eun urz d’e bersoned evit difenn outo lavaret an ofern er meaz eus an ilizou da genver ar gouel-ze. Kuzulerien an Ti-Kear a c’houlennas terri an difenn-ze evit Brest, hag a lakas aotrou Person Sant-Loïz, a oa unan eus ar pennou bras, da zina ar goulenn en doa da veza kaset d’an aotrou ’n Eskob.

Setu aman ar respont grons en devoe ar paour-keaz Person digand e Eskob :

« Leon, an 9 a viz gouere 1790.

Aotrou Person,

« A dra zur, ne anavezit netra el lezenn nevez zo graet evit gwaska an Iliz, pegwir e kav deoc’h e c’hellan rei va aotre da ober eun dra hag a ve da zikour al lezenn nevez da gregi. Al lezenn-ze a zo heretik, ha klask a ra ober en Iliz eur schism eus ar re wasa. Ober le a zo eun ober a zevosion e kenver Doue, hogen ober le evel ma c’houlenner diganeomp a zo mont a grenn enep Doue hag ar feiz. Hag eur beleg bennak a ve kavet d’hen ober ? Al lizer a skrivan d’ar bersoned hag a gavoc’h gand an hini a skrivan deoc’h a zigoro deoc’h ho taoulagad.

Va glac’haret ho peus en eur zina al lizer ’zo bet skrivet d’in. Gouzout a ran pegement e tisplijo an difenn am beus graet, daoust m’eo hervez al lealded ; en despet d’an dra-ze, e fell d’in e ve miret.

† J. F. Eskob Leon ».

Al lizer all-man a skrive an aotrou ’n Eskob, war an hevelep tro, da Guzulerien an Ti-Kear :

« Aotrounez,

Prez am eus bet, ha prez am bo bepred da ober ar prez a blij hag a blijo goulenn diganen kear Vrest hag he renerien, keit ha ma ne c’houlennint diganen netra enep va c’houstians. Gwir eo, aotreet em boa ar pez o poa goulennet diganen pa voe laket e karg ar mear hag e guzulerien ; met allaz ! abaoue an amzer-ze, an traou n’int ken henvel ! N’eus nikun hag a garfe muioc’h egedon ar frankiz edod neuze o klask diazeza ; na nikun muioc’h enebour d’ar gwall giziou a glasked teurel d’an traon. Neuze, galloud an douar a zouge lezennou evit ren mat traou an douar.

Hirio, an hevelep galloud, hep beza en em glevet gant pennou an Iliz, a glask dougen lezennou evid an Iliz he-unan, rei evel ma kar, ha muzula o galloud d’an Arc’heskibien, d’an Eskibien ha d’ar Bersoned, terri an ereou a zalc’h holl vinistred an Iliz katolik stag ouz ar penn ; hag an holl draou-ze zo kemennet dindan an hano a lezenn evid an dud a iliz, d’ezi da veza, war eun hevelep tro, unan eus lezennou diazez ar Vro.

Ma ne ve hano nemed da lakat ar zoudarded, karget da viret ar vro eneb enebourien an diabarz, d’en em unani gand ar re zo karget d’he miret eneb re an dianveaz, evit startaat ar peoc’h, kreski ar frankiz, difenn ar madou hag an dud ; ma ve leac’h hepken da lakat tud ar vro d’en em garet muioc’h-mui, e ve eur blijadur evidon beza va-unan ganeoc’h e kement gouel a rit evid enori Doue. Siouaz ! n’eo ket an dra-ze zo c’hoant da ober. Ar pez a glasker eo, ober le d’en em unani evit derc’hel en he zav eul lezenn hag a zo penn da benn eneb an Iliz, en eur rei d’ezi eun diazez dishenvel diouz an hini he deus bet digant Jezuz-Krist.

Hen lavaret a ran deoc’h, n’hellan e doare ebet kemeret perz el le-ze. An Iliz n’hell ket fazia pa gelenn war gwirioneziou ar feiz, pa c’hourc’hemenn petra da ober ha pa gemenn ar pez zo ret evit miret ar peoc’h hag an urz vat etouez ar gristenien. D’an Eskibien hepken e teu barn ha miret an holl draou-ze.

Abeg am eus eta da zinac’h ouzoc’h ho koulenn ha kavet mat hen rei deoc’h da anaout ; ne ven ket dirak ho taoulagad eun diwaller mat ha n’hellfen nemet beza disprizet ganeoc’h ma lakfen dindan va zreid va c’houstians ha va dever, gand ar c’hoant da blijout deoc’h. Ha pa ne vije netra a-zioc’h traou an douar-man o tougen ac’hanon da ober va dever, ar c’hoant da veza prizet ganeoc’h am lakfe d’hen ober.

Me a zo, gand eur garantez leun a zoujans, ho servicher leal.

† Iann Fransez, Eskob Leon ».

En despet d’an dra-ze, e Ti-Kear e fell d’ezo kaout an ofern war aoter ar Vamm-Vro. Mestr ar Gward Vroadel a deu d’e dro da aspedi an aotrou Person da zelaou o goulenn.

An aotrou Floc’h a skriv d’an ofiser-ze, d’an 12 a viz gouere :

« Aotrou,

An Aotrounez a zo e Ti-Kear a c’hell lavaret d’ar Gward Vroadel e Brest, em beus graet ar pez a c’heller, a unan ganto, evit kaout digant va Eskob aotre da lavaret pe da lakat lavaret an ofern war an aoter savet dirag ar C’hastel. O veza n’em beus ket bet va goulenn, n’hellan ket hep dizenti ha gwasoc’h c’hoaz hep pec’hi, lavaret an ofern-ze. N’em beus gwir ebet da zevel aoteriou ; an Iliz n’he deus ket roet ar c’halloud-ze d’in etouez ar re all am beus bet diganti. Ar c’houec’hvet artikl eus Reolennou an eskopti a lam, epad eiz dervez, e c’halloud digant kement beleg a gredfe lavaret an ofern war eun aoter, araok beza bet aotreet d’hen ober gand an aotrou ’n Eskob.

Pegwir n’hellan ket lavaret an ofern-ze va-unan hep displijout da Zoue, abalamour d’an doujans ha d’ar zentidigez a dlean d’an aotrou ’n Eskob abaoue ar ouestl am beus graet dirag an aoteriou, n’hellan ket muioc’h rei aotre da eun all d’he lavaret, hep kaout perz va-unan er pec’hed a ve graet gantan.

Re e karan an Iliz ha va farrisioniz evit kredi o defe c’hoant d’am gwelet oc’h ober eur pec’hed bras.

Olier Floc’h, Person ».

Koulskoude, d’an 13, diouz an abardaez, Kuzulierien an Ti-Kear a zo laouen bras. Eur paour keaz beleg a bevar-ugent vloaz a zo bet gellet da douella, eur beleg ha n’eo bet morse aotreet (evit kofez) : an aotrou Alexis Lamotte en deus roet e asant da oferenna evid ar gouel a gomzer kement anezan.

« Klasket hor bije en aner etouez holl veleien hon diou barrez, a skrivas d’ar 16 a viz gouere sekretour kuzul an Ti-Kear da gannaded Brest e Paris, eur beleg da lavaret an ofern war aoter ar Vamm-Vro, ha kana an Te Deum. Aon o doa holl da veza dioferennet. Unan hepken, an aotrou Lamotte, oajet a bevar-ugent vloaz, en deus kredet ober fae war difenn an Iliz hag en despet d’e oad, a zo chomet dindan an amzer epad lidou hag o deus padet keit. N’en deus ket bet aon o tiskouez e kar e Vro, ha dre-ze en deus gounezet kalon e genvroïz. »

Hag e gwirionez, an ofis a badas hir amzer ; ar veleien, en eur jom hep kemeret perz ennan a verkas gwelloc’h c’hoaz fazi an aotrou Lamotte. An aotrou d’Hector ne falvezas ket d’ezan rei urz da denna gand ar c’hanoliou, abalamour e-unan n’en doa bet urz ebet digant den.

Antronoz, d’ar 15, ar zoudarded a vicher hag ar gwardou broadel a reas eur varc’hekadenn (cavalcade) evit diskouez oa droug enno. Kalz tud o heulias dre ar ruiou : lod a zouge aroueziou an noblans, skoedou ardamezet, skritellou (pancartes) warno hanoiou duket, markized, hag all…

Lod all o doa mintred e paper kalet, ha krosiou. E kichen ar C’hastel e oe digoret eun toul a oe stlapet ennan ar pez a zalc’he leac’h an noblans, ha war an Dachenn a Vrezel furm eun den (un mannequin), gantan dilhad hag aroueziou eskob ha skrivet war e vruched, evit na vije ket a leac’h da fazia gantan, hano eskob Leon, a oe stlapet en eun tan bras.

An dra-man, eur wech peurc’hraet, e stagchont da ober cholori dindan prenestou aotrou Person Sant-Loïz, ha goudeze dirak ti e « gure » an aotrou Laporte, hag ar veleien all tamallet da veza a du gand an aotrou ’n Eskob. Lizeri skrivet gant tud an Ti-Kear d’ar c’hannaded e Paris a lavar : « Eurus omp n’eus digouezet netra zoanius ebet ; evelato eur zoudard bennak o deus roet taoliou sabrenn an eil d’egile. »

Koulskoude, er « c’huzul bras » ez oa ofiserien, pennou kear, bourc’hizien, en eur ger, eur guchennig tud a zoare hag o dije klasket enebi ouz ar pennou tanet, ma vije bet graet eur gwall dra bennak eneb al lealded pe glasket ober droug en eur skei gand an dud. E Venise dek den a evesae ouz ar c’houarnamant, evit hen lakat da vont war araok ha gourc’hemenn d’ezan petra da ober. E Brest, eun dournadig kanfarted hanvet Mignoned al lezenn nevez, graet ganto eun emgleo nebeudik a oa (21 even), a yea da ober hevelep micher. Eur c’hant hanter a oa anezo, ha bemnoz ec’h en em gavent holl en eul leac’h evit lenn ha klevet displega al lezennou nevez, ha komz diwar-benn keleier an deiz. A du gand ar Vodadenn Reizek e kemeront ive evito, hep gwir ebet, ar garg da welet ha miret striz eo he lezennou. O daoulagad ne ehanont ket da bara war gement tra a dremen dre gear, war an dud, war an Ti-Kear, ha zoken war ar pez a dremen en ilizou. Den n’hell mui finval ganto hep beza gwasket en eun doare tregasus. N’eo ket eur vuhez o doa an dud vat ganto.

Evel-se, lezenn an 23 a viz even 1790 a lavare « Nikun n’hello dougen nemet hano gwirion e familh ; nikun n’hello dougen na lakat dougen na dilhad lakez, nag ardemezou ; an ezans ne vo devet en templou nemed evit renta enor da Zoue, ha ne vo kinniget mui d’an dud. » Neuze meur a hini eus ar « Strollad » (club) a ya da iliz Sant-Loïz, a wel ar veleien evel diagent oc’h ezansi an oferenner teir gwech, an avieler hag an abostoler kenkoulz hag an aotrou Person, diou wech, ar veleien all eur wech hag ar bobl teir gwech.

Raktal ar « Strollad » a zoug klemm dirag ar C’huzul Bras : al lezenn, emezan, n’eo ket miret en iliz Sant-Loïz. — An aotrou Floc’h a oa er C’huzul en dervez-se, o veza m’oa unan eus ar pennou-bras, hag a lavaras n’oa ket graet al lezenn-ze nemed evit miret ezansi hiviziken al laïked o doa renk en iliz araog an dud all, evel pennou-bras kear ha mistri uhella ar zoudarded. Kement hini a lenn ar c’homzou kenta eus lezenn an ardemezou n’hell kaout mar ebed war gement-se ; ezansi zo eul labour iliz ha ne zell nemed ouz an dud a iliz hag ar C’houarnamant ne deu ket d’ean kaout abeg o welet kinnig ezans en ilizou. Evit beza dinec’h war gement-se, an aotrou Floc’h a c’houlennas ali ar re a oa karget da reiza traou an iliz er Vodadenn Vroadel, hag ar re-man a oe a du gantan.

Met ar re falla er C’huzul ne blijas ket d’ezo ar respont-se ; aliet o-unan gant « Mignoned al lezenn nevez », e skrivjont d’o zro d’ar gannaded, d’an 2 a viz eost 1790 : « Nec’het omp laket, emezo, o klask gouzout mat awalc’h petra zifenn al lezenn a vir kinnig d’an den an ezans ha ne dle beza devet nemet dirak Doue. Gouzout a reomp ervat, ar veleien hepken a deu d’ezo beza ezanset. Met eur gredenn hor beus ive ne ve ket divaloaet al lidou epad an ofisou, ma ne ve ezanset nemed ar beleg zo ouz an aoter, ha laosket a gostez ar veleien all zo er c’hor. Roit d’eomp hoc’h ali, ha lavarit d’eomp petra ves graet e Paris war ar poent-se. »

Respont a deuas digand ar gannaded d’an 12 eus ar miz : « Lezenn an 23 a viz even a dle beza miret evel m’eo skrivet. An aoter hepken a dleer da ezansi, pegwir al lidou zo graet evit renta enor da Zoue. Ezansi ar beleg ouz an aoter, kenkoulz hag an avieler, an abostoler ha zoken ar veleien all er c’hor, a zo eur c’hiz hag en deus gwir ar c’houarnamant da reiza ha zoken da lakat da baouez. »

D’an 2 a viz gwengolo, tarzellerien ar C’huzul, deuet da veza sakristed ! a gasas ar Prokuler da gaout personed Sant-Loïz ha Rekouvrans evid embann d’ezo n’oa urz hiviziken da ezansi nemed an aoter.

Ar Vignoned ne gave ket d’ezo o doa graet c’hoaz awalc’h. Lakeat o doa, war o meno, an urz vat, hervez al lezenn da ren er c’hor ; en eur drei warzu traon an iliz e kavont abeg en eun dra all. Arabad e ve kemm etre an dud pa deuont en iliz. Gwelet a reont eno kadoriou evid ar bobl, ha bankou miret evit familhou pe dud a renk uhel !

Ar bankou-ze a zo pinvidigez an iliz ; ar familhou o deus o frenet hag a ro ouspenn, en tu all d’ar pez a bae ar re all evid o c’hadoriou, eur skoed ar bloaz dre zen.

Evit Mignoned al lezenn nevez, an dra-ze zo giziou koz, hag eneb al lezenn. Daoust hag ar giziou-ze n’oant ket bet diskaret holl e nosvez ar 4 a viz eost ?

Ha setu i adarre da glemm d’an Ti-Kear, hag en dro-man eo an aotrou Bechennec, ar beleg, eo a gomz evito, a du ganto.

An Ti-Kear en dro-man a zo ken sentus hag en dro all. Rei ra urz, d’an 8 a viz eost, da deurel ar bankou er maez eus an iliz, a-benn gouel Mikeal kenta. Kerkent an « District » (demdost ar pez a c’halver breman an arrondissement) a en em zao eneb an urz nevez, en eur lavaret n’eo ket da Guzul an Ti-Kear, met d’ezan e-unan oa dougen an urziou-ze.

E miz du, eul lodenn eus ar pennou-bras karget da ren kear a zo da veza nevezet ; tenna reer plouz berr da welet piou a zo da vont er maez, evit beza evelkent hanvet adarre, m’o deus moueziou awalc’h. An aotrou Bechennec zo dalc’het ; an aotrou Person avat zo taolet er meaz. An dilennerien, bodet dirak Ti-Kear, a c’houlenn neuze e ve kaset da benn ar pez a oa bet kemennet d’an 8 a viz eost. D’ar 17 a viz du, an Ti-Kear, en despet d’an « District » a ro urz da deurel ar bankou er maez eus an ilizou, dindan peder eur war-nugent ; hag a laka d’an 19 an dervez da ober foar war an bankou dilezet gand o ferc’hen.

Siouaz ! antronoz, eur vandenn lamponed a ya da iliz Sant-Salver hag a vruzun kement bank a gavont enni. An District, eur wech all c’hoaz, a c’houlenn digant an Ti-Kear beza muioc’h doujus d’al lezenn. Ar C’huzul a glask diarbenn ar bobl. Re ziwezat ! An dilennerien aet o fenn diganto, a ya war an hevelep tro da iliz Sant Loïz, evel tud dirollet, hag a vruzun ive ar bankou beteg an diweza.

« Eur froudenn oa ha n’eus ket bet gellet enebi outi, a skrive ar sekretour d’ar gannaded e Paris, d’an 21 a viz du. N’hellemp ober nemed eun dra : diarbenn enebourien an urz vat (gwelit penaos !), ha miret an tammou koat a vo laket e gwerz evit mad ar barrez. »

An dud fidel a jomas sebezet gand ar spont. Eun den hepken, a lavar an Aotrou de Lorme, a oe kalonek awalc’h evid enebi, en eur welet eur rummad tud ken divez o vac’hagna peadra an nesa. An aotrou de Tredern a zougas klemm en e hano hag en hano e gen-hered. Kuzul an ti Kear a respontas d’ezan : « N’eo ket dereat da eun ene kristen klask trouz, hag oa gwelloc’h d’ezan kinnig da Zoue gant largentez ar sakrifis eus e holl gwiriou. »

Ne zigouezas gantan netra nemed an tammig prezegenn-ze a gavas gwall zivlaz ha c’hoez an drubarderez ganti.

PEMZEKVET PENNAD
————


Ar C’houarnamant a glask ren Iliz Bro-C’hall ;
Glaoda Laporte a stourm eneb al lezenn nevez
Venjans kuzulerien an Ti-kear
————


En eur zifenn ezansi ar veleien hag an dud fidel epad an ofisou, hag en eur lemel ar skaoniou eus an ilizou, renerien ar vro o doa en em emellet eus traou an Iliz ; ar pez ne zelle ket outo. Gwasoc’h a oe graet en eur rei da Iliz Bro-C’hall a bez lezennou graet e Paris, hep beza bet aotreet gant Rom. Dre-ze e tiskared reizadur ha zoken diazez an Iliz. Pebeuz enkrez evit beleien Bro-C’hall !

Poanius eo gwelet kelaouerien (historiens) hag a oar a-hend-all konta an traou evel m’int digouezet, evel an aotrounez Levot ha Duchâtelier, o tamall ar veleien da veza kavet abeg el lezenn nevez, abalamour n’oa ket hervez o mennoziou er politikerez, hag ive abalamour ma talc’hent re da eur roue hag a oa aet digalon, ha n’oa mui gouest da zifenn e gurunenn. Ha koulskoude, daoust n’hor beus-ni ket gwelet an aotrou ’n Eskob de La Marche e-unan o rei aotre da oferenna en dervez m’oa hanvet ar mear hervez al lezenn nevez ? Neuze e roas d’ezo o goulenn « abalamour neuze, emezan, e welen tud, karget da ren ar vro o tougen lezennou evit lakat an traou da vont en dro, hervez mad ar vro » ; hag e voustras evit mouga en e galon ar pez en defe plijet muioc’h d’ezan, ha « rei da Zesar ar pez a zo da Zesar. » Nemet breman ar Vodadenn Reizek a glaske miret ouz ar veleien « rei da Zoue ar pez a zo da Zoue », en eur lakat Iliz Bro-C’hall da blega dindan eul lezenn hag he dije he distaget diouz Rom hag he zaolet er schism.

Eus a bell, ha dreist holl, abaoue Sened (Concile) ar Vatikan, e c’heller gwelet difazi pegement oa al lezenn nevez enep gwiriou an Iliz. En amzer-ze koulskoude, o veza m’oad douget da zerc’hel d’ar pez a hanved « frankizenn Bro-C’hall » a eneb Rom, n’oa ket ken aez hen gwelet ; hag eo an nec’hamant-se a lake eur barr enkrez da zevel e kalonou ar veleien.

Ret eo beza lennet lizeri ar paour-keaz beleien-ze evit hen anaout ; neuze n’heller mui beza ken kalet ha ken didruez e kenver ar re o deus faziet hag a zo kouezet ; ha n’heller ket rei re a veuleudi d’ar re o deus gwelet an traou evel m’oa dleet hen ober : pe beza katolik, pe drei kein, unan a zaou. Ar re-man, aez eo hen gwelet, a oa beleien hag o doa dalc’het da ouestlou o belegiach en eur ren eur vuhez hervez gourc’hemennou hag aliou an Aviel ; o spered, chomet sklerijennet gant donezoun ar Spered Santel abaoue deiz o c’honfirmasion ha kennerzet c’hoaz da zeiz o belegiach, a welas sklear mennoz dizakr ha fallakr al lezennou nevez ; ha m’o deus enebet eo evit derc’hel Iliz Bro-C’hall hag en em zerc’hel o-unan stag ouz an Iliz Katolik.

Bez e c’heller lavaret da Levot, Duchâtelier ha d’o c’henseurted : nann, ar veleien-ze n’eo ket d’ar roue hepken eo e talc’hent ; klask a reant dreist holl chom stag, kousto pe gousto, ouz an Iliz Katolik ; o enebiez, hag a lame diganto pep tra, o c’hase d’ar prizon, d’an harlu ha d’ar chafod, a zo kaer awalc’h evit talvezout d’ezo ar brud hag ar veuleudi a zo dleet d’ar re ne zelaouont nemet mouez o c’houstians, hag a zalc’h d’o dever penn da benn.

Al lezenn nevez, peurc’hraet d’an 12 a viz gouere 1790, e devoe nerz lezenn kerkent ha ma oe aotreet gand ar roue d’ar 24 a viz eost. Maro an aotrou Konen a Zant Luk, eskob Kemper, en em gavet d’an 30 a viz gwengolo, a roas leac’h da gregi gant al lezenn nevez ha da zibab an eskob kenta hanvet, hervez menoz ar c’houarnamant, eskob ar Finistère ; rag al lezenn ne anaveze mui nemed eun eskob dre Rannvro (département). Eur rummad dilennerien hag o doa da baea evit tailhou talvoudegez tri dervez labour a zibabe da genta unan dre gant etouez ar re o doa da baea talvoudegez dek dervez. Ar re-man diweza dibabet eo o doa da rei o mouez d’an eskob nevez. Klask a ranked ive hanoiou ar re a helle beza hanvet da eskibien. Pemzek vloaz belegiach a ranked da gaout. Pep District en doa hanoiou da rei. O veza ne felle ket d’ezo goulenn ali na digand ar gwir eskob na digand ar vikeled vras a oa dianzavet gand al lezenn, tud an District a rankas mont da gaout ar bersoned. District Brest a c’houlennas digand aotrou person Sant Loïz hanoiou beleien arrondisamant Brest a oa ennan Brest, Guypavas, Plabennec, Lannilis, Guytalmeze, Brelez, Konk, Lokournan ha Plouzane. An aotrou person a roas al labour-man da ober d’an aotrou Laporte, evit sklerijenna paotred an District ha netra ken. D’an 12 a viz here, al labour a oa graet ha kaset d’ar re her goulenne, al lizer-man ouz e heul :

« Aotrounez,

Eur blijadur vras hag eun dever eo bet evidon rei deoc’h ar sklerijenn a c’houlennit war an traou o peus komzet d’in anezo. Ar veleien a roan deoc’h o hano n’ouzon ket ha gwir o deus da veza hanvet ha marteze re all o deus kement a wir hag i. Ar skrid a gasan deoc’h a verk a pez a ouzon.

Karout a rafen e c’helfe beza talvoudus deoc’h. Ha kredit en doujans a ra d’in beza ho servicher sentus ha leal.

Laporte, kure Brest. »

Hen gwelet a reer, an aotrou Laporte a zalc’h d’e hano a « gure », pa glask an Ti-Kear rei d’ezan an hano a « vikel ».

Vikeled vras eskopti Kemper o doa savet o mouez da enebi ouz an dilennerez-se edod o vont da ober hag a lakaje ar schism da c’henel en hor bro. An darnvuia eus personed ha kureed eskopti Kemper a glevas ar vouez-se, hag a zavas o hini d’o zro, kerkent hag ar 5 a viz here. D’an 22 eus ar miz-man, beleien eskopti Leon, aliet gand an aotrou ’n Eskob de La Marche, a zinas eun hevelep enebiez :

« Ni, hag hor beus sinet dindan, personed ha beleien all eskopti Leon, o veza bet anaoudegez eus al lezenn nevez graet gand ar c’houarnamant evidomp, hag eus an dilennerez a zo sonj da ober er rann-vro d’an 31 eus ar miz-man, evit dibab eun eskop d’ar Finistère, hervez ar reolennou douget gand ar c’houarnamant, ni, hag a fell d’eomp chom start en hor feiz, ha sentus ouz lezennou an Iliz katolik, apostolik ha romen, a zo a enep kement tra a vo graet, pe evit dismantri parreziou, pe evid unani meur a hini, ha dreist holl enep al lezenn a laka eskopti Kemper ha Leon en unan, hep aotre an Iliz hag hep ma ve heuliet ar reolennou he deus douget war gement-se ; a lavar eta ez omp a eneb an dilennerez a helfe beza graet e Kemper evit henvel eun eskob d’ar Finistère.

An 22 eus ar miz here-man 1790. »

Dindan an enebiez-man e lenner hanoiou 76 person eus eskopti Leon, en o zouez personed Sant-Loïz ha Rekouvrans ha c’hoaz hanoiou 236 beteg all, en o
zouez re an aotrounez Laporte, Kermarrec ha Simon ar Masson. Penaos en deus-ta Levot kredet lavaret, e Brest, da genta, « an aotrou Floc’h a oe koulz lavaret e-unan oc’h enebi ouz lezenn ar c’houarnamant ? »

Daoust hag al lizeri skrivet er mare-ze gand an Ti-Kear ne lavaront ket ar c’homzou-man ? « Hor beleien a en em zao aman evel el leac’h all eneb an doare nevez da henvel an eskibien. An aotrounez Bechennec, La Motte ha Laligne hepken n’eo ket bet falvezet d’ezo sina an enebiez ; evid ar re all, holl e lavaront a vouez uhel, an eskob hanvet er giz-se a vo schismatik, dic’halloud war an eneou, dic’halloud da ober beleien, en eur ger dic’halloud war gement tra en deus eun eskob da ober. »

Neuze eo e stagas paotred Ti-Kear Brest da veza kasaüs evid ar veleien o doa sinet an enebiez ha dreist holl evid an aotrou Laporte. C’hoant o doa venji d’ezo. Gwelet hor beus anezo o daou, koulskoude, e berson hag hen o plega d’al lezenn a c’houlenne diganto anzao o feadra, hag o paea o lodenn tailhou evit sikour ar vro. An darn vuia eus ar re o doa anzavet o madou, ne voe kavet abeg erbed en o lavariou. Ar veleien avat ne c’hoarvezas ket ganto helelep tra hag a oe goulennet diganto paea c’hoaz eun dra bennag ouspenn. An dra-man a zisplijas d’an aotrou Laporte a oa eun den re eün evit kaout eur seurt rebech. Skriva reas da Guzul Bras kommun Brest al lizer dispont-man a zo start ha didroidel :

« Aotrounez,

N’eus ket eun den a zoare hag a c’houzanvfe, hep beza gloazet, e ve taget e vrud vat ha saotret e enor. Ha m’az eo ouspenn eun den e karg, ezomm d’ezan da veza gwelet mat gand an holl evit kas e labour da benn, pegement a vez hag a c’hlac’har n’en devezo ket o welet e vrud vat diskaret gand ar varnerien a dleer kaout hag a zo evito ar brasa doujans ?

Setu aze, Aotrounez, stad truezus an aotrou Laporte, kure Sant-Loïz. Eman o paouez anaout ar zetans ho peus douget en e enep dirag an holl. Dre ar zetans-se ho peus embannet n’en deus ket anzavet e beadra penn da benn evit sikour ar vro ; da lavaret eo, n’eo ket hepken difizians ho peus anezan, n’eo ket hepken tamallet, met barnet eo bet ganeoc’h da veza aet eneb ar wirionez, al lealded hag ar garantez a dle d’ar Vamm-vro.

E galon, e goustians eün, e garg, a ra d’ezan eun dever d’en em zevel eneb ar varnedigez disleal-ze. Dougen a ra testeni evid an eil gwech, n’en deus ken peadra nemed ar pez en deus anzavet hervez al lezenn. Mar deus unan pe unan eus an dud enorabl zo e Kuzul an Ti-Kear gouest d’hen dislavaret, pa lavar eo ar 451 lur en deus anzavet ar bevare eus e c’hounidou, eo prest da c’houzanv ar rusta pinijenn, ar gwasa dismegans. Met ma n’heller ket diskouez en deus lavaret gevier, ha n’en deus ket aon rag an dra-ze, daoust ne ve ket hervez al lealded terri ar zetans mezus zo bet douget en e enep ?

Laoskit-hen ive, Aotrounez, da lavaret deoc’h c’hoaz an dra-man : N’ho peus ket bet digand al lezenn ar c’halloud da lakat kresk nemet d’ar re zo re anat n’o deus ket anzavet o feadra gant lealded. N’ho peus ket gellet eta lakat kresk d’an hini a skriv deoc’h nemet goude beza anavezet mat n’oa ket gwirion e lavarou. Ha penaos ho pije-c’houi hen anavezet ? Marteze dre lavarou goullo, dre gredennou faoz, dre ziskleriadennou eneb ar wirionez. Lavaret eus bet deoc’h marteze, ar beleg-se en deus pevar c’hant lur bae evel sakrist er barrez. Met fallagriez awalc’h zo bet da nac’h ouzoc’h n’eo an arc’hant-ze nag eur zikour evit beva, nag eul leve, met hepken ar bae ’zo ret evit lakat gwenna, empezi ha penselia lienaj ar barrez ; ha c’hoaz, bloaveziennou-zo eo re zister an bae-ze ; n’eus ket bet lavaret deoc’h ken nebeut eman an hini a skriv deoc’h tostik da goll eun dournad mat a arc’hant (12.000 lur), en deus asantet paea hag a ranko da baea dizale. An aotrou Laporte en eur ober e anzao d’an Aotrounez Gillart hag ar Moan en deus lavaret kement-se d’ezo, ha graet ar bromesa neuze evel ma ra breman da greski e dailhou evit sikour ar vro, kerkent ha ma vo dizammet diouz ar beac’h-se. « Plijet ganeoc’h, aotrounez, goude beza klevet ar c’homzou gwirion a lavar, terri ar zetans ho peus douget, hag anzao n’eo ket gevier en deus lavaret an A. Laporte, p’eo bet o tiskleria e beadra dirazoc’h.

Hag an dra-ze ne vo nemet hervez al lealded !

Laporte, kure Brest. »

E Brest d’ar 26 a viz here 1790. »

Lennet e oe e Kuzul an Ti-Kear, d’an 2 a viz du ar goulenn a rea an A. Laporte. Hervez kaier ar guzulerez e oe graet ar respont-man : « Diwezatoc’h e vo gwelet petra da ober. » Met diwezatoc’h ne oe mui hano eus al lizer. Evelato an Aotrou Laporte a c’hounezas e daol, rak doujet oa gand e enebourien.

Epad an amzer-ze, an eskob hervez al lezenn nevez a oa bet dibabet e Iliz-Veur Kemper d’an 31 a viz here ha d’ar 1 a viz du ; ha da c’houel an anaon e oe embannet an hano en doa ar muia moueziou. Expilly, person Sant-Martin Montroulez, ha kannad er Vodadenn Reizek a oe hanvet gant 233 mouez, a eneb an aotrou ’n Eskob de La Marche en devoe 125. Eun hugunod eo a roas e vouez da genta, hervez an aotrou Boissière, sekretour an Aotrou ’n Eskob Konen a Zant Luk. Pa edod o niveri ar moueziou, e oe kavet meur a hini evit mear Kemper, evid ar grefier, evit diou vestrez leanezed, evit… ki ar skolach. Evit gounit moueziou da Expilly, an hini-krenv a redas, dreist holl evid an dilennerien diwar ar meaz. « Eun eskob hor beus, a lavar eur farser, hag a vevo koz ; en hini krenv eo bet graet. » Hag eur c’huzulier Ti-Kear Brest, lorc’h bras ennan, abalamour m’oa Expilly, eur Brestad, an eskob nevez, a skrive d’an 3 a viz du : « Hiviziken, ne vo mui karget da henvel eskibien na tud hag o deus gouenn, na tud hag o deus galloud, pe a anavez an droidellerez, en eur ger, nikun eus ar re o deus kement a dechou fall… Ni holl aman dreist holl a zo lorc’h bras ennomp o veza m’eo bet graet an dibab diouz hon doare ; skeudenn an eskob nevez a zo dija en Ti-Kear. » An aotrou Floc’h, bet kemennet d’ezan kana an Te Deum e Sant-Loïz en enor d’an eskob nevez, a respontas d’ar 5 a viz du : « Warc’hoaz, da beder eur, eman an ofis diweza en iliz Sant-Loïz, goudeze, an iliz a vo goullonderet evidoc’h. »

C’HOUEZEKVET PENNAD
————


An Aotrou Laporte ne fell ket d’ezan ober le da
zenti ouz lezenn-reizadur an dud a iliz,
douget gand ar c’houarnamant
————


Daoust pe re a fizians o doa en o galloud pe re a zievested o veza m’oant c’hoaz lezennerien yaouank, ar pez zo zur eo, tud ar Vodadenn Reizek o doa savet eul lezenn-reizadur evid an dud a iliz, met ankounac’haet o doa dougen kastiz evit gwaska ar re a zizentche outi.

An eskibien a gendalc’has eta da ren o eskoptiou evel diagent. E meur a leac’h all evel er Finistère, maro eun eskob a lake henvel, hervez menoz al lezenn nevez, an hini en doa da gemeret e leac’h. Hag er Finistère, daoust m’o doa an daou eskopti da veza staget an eil ouz egile dre nerz al lezenn, ar vikeled vras evid eskopti Kemper, hag an aotrou ’n Eskob de La Marche evit hini Leon a gendalc’he da henvel ar bersoned, ha da rei dispans evel m’o doa graet bete neuze.

Al lezenn nevez a oa warnes beza dianavezet gand an holl. Ar Vodadenn Reizek, neuze, evit lakat he miret, a roas urz da c’houlenn digand ar veleien e karg ober le da zenti outi, dindan boan da goll o c’harg, hag ar roue a zinas d’ar 26 a viz kerzu an urz a oa bet douget d’ar 27 a viz du.

D’an 30, ar c’helou a oa e Brest, ha kerkent kuzulerien an Ti-kear a skrive d’o c’hannaded : « A veac’h m’oa anavezet ar c’helou, ma teuas daou eus hor beleien, an aotrounez Lamotte ha Grandjean da lavaret d’eomp emaint a greiz kalon a du gand ar C’houarnamant, ha dare da ober le. Ne gomzomp ket deoc’h eus an Aotrou Bechennec ; hennez, her gouzout a rit, a zo a du ganeomp ha menoziou an aotrou Laligne a anavezomp mat ive. »

Eur bern lidou hag ormidou a oa da ober en enor d’ar re a asante toui ; hag an dra-man n’oa ket fall, tamm ebed, evid ar gristenien vat, a oa aez d’ezo evelse anaout ar bastored vat diouz ar re fall. Ar zul a oe dibabet evit kement-se, raktal goude an ofern-bred ; hag ouspenn, al le a ranked da ober dindan eiz dervez goude embannadurez al lezenn.

En despet d’ar vall direiz o doa da waska, gant nerz al lezenn, ar veleien ne gavent ket sentus awalc’h, paotred Ti-kear Brest a rankas gedal en aner, epad teir zizun, ar c’houarnamant da embann al lezenn. D’ar 14 a viz genver, ec’h en em glemmjont ouz an Departamant.

« Glac’haret omp, a lavarent, o welet pegement e taleer. Ar bersoned a enep, kavet digarez ganto da lavaret e rankont heul mouez o c’houstians, pa n’emaint e gwirionez o stourm ouz al lezenn nemed abalamour ma kavont kalet plega d’ezi, ha ma rankont restaol ar madou bras dirieiz o deus bet digant tud sempl ha re vuan d’o c’hredi, a zo o c’hoeza ar gasoni dre ma tremenont, en eur lakat pennadou en dud. Eur gredenn hor beus, an darn vuia eus ar veleien a jomo heb ober le ; met e kear ne gavint ket a dud da vont a du ganto. Aon hor beus e ve taolet hor person er meaz eus e di en dervez ma ne falvezo ket d’ezan toui. »

Met, evit tremen an amzer, eun dra all a c’hoarvezas hag a roas tro da baotred an Ti-kear da ober fougerez. Ar banniel gwenn a oa bet laket ar banntiel trilivet en e leac’h. Kear a ginnigas lietennou tri-livet (cravates tricolores) da staga ouz bannielou ar gwardou vroadel, ha kement rumm soudarded a oa e kear. An 19 a viz genver l79l a oe an dervez dibabet evid aveli banniel nevez ar vro, an dro genta. Kuzulerien an Ti-kear a bez a yeas da vours al lestr amiral : « Hervez al lezenn, banniel ar vro a dle kemeret leac’h ar banniel gwenn ; ret eo eta kaout eur banniel gwenn, a lavarjont d’an amiral ; hogen, ne welomp banniel wenn ebed aman e nep-leac’h : ar pez a lakas an amiral d’e glask adarre ha d’hen sevel e beg ar vern. Raktal e oe neuze digaset d’an traon ha kerkent an hini tri-livet a gemeras e leac’h. » Ar mear a ginnigas neuze al lietennou a dri-liou ; eun ofern a voe lavaret er bours, hag an Te Deurn kanet.

« An aotrou Bechennec, hervez skridou an amzer a zistagas neuze eun tamm pedenn diouz e c’hiz. Lakat a reas e skerp (tri-livet) war an aoter, ha goude beza he benniget, e lakas anezi war e c’hamps evid oferenna. »

Kuzulerien an ti-kear a yeas goudeze d’ar porz, hag an aotrou Malmanche a stagas ouz ar bannielou al lietennou a dri liou « epad m’edo an holl o tridal gand ar joa. » Eus ar porz e teujont war gompezenn ar C’hastel. Ar Gwardou vroadel ha soudarded al linenn a oa eno gand o armou ouz o gedal. An Aotrou Malmanchre a stagas neuze da gomz d’ezo a vouez uhel ; ha pa baouezas, kement banniel a oa eno a voe laket da stoui dirazan, rag hen a stagas outo al lietennou glas-gwenn-ruz. A veac’h m’en doa ar banniel diweza bet he-hini ma voe klevet eun tenn kanol. An dra-ze a oa bet ententet etrezo ; kerkent ar banniel glas-gwenn-rutz a oe savet war gern tour Sant-Loïz, hag en enor d’an 83 departamant, e voe laosket war eun dro 83 tenn kanol.

Leac’h a oa da gredi n’oa muia netra da ober goude an dra-man ; ar mear hag e vandenn a oa o vont da zistrei d’an Ti-kear pa en em gavas eur gompagnunez a 60 krouadur oajet a zek da zaouzek vloaz : ha setu i dirag ar mear gand ar banniel nevez, warnan ar c’homzou-man : « Esperans ar vro ». Daou dammik paotr, war o diwreac’h galonsou aour, a dosta, hag unan anezo, en €ur gomz ouz ar mear, a lavar d’ezan : « Aotrou, ni gar hor bro kement ha n’eus fors pehini eus ar zoudarded zo aman. N’omp ket ken krenv hag i, met servicha hor mamm-vro a c’hellomp gant kement a nerz-kalon ; hag e c’houlennomp diganeoc’h eul lietenn vroadel evit hor banniel, a virimp hed hor buhez. » An aotrou mear, an dour e€n e zaoulagad a stag neuze al lietenn ouz ar banniel hag a ro eur pok d’an daou gannadig. Ar vugale, eurus meurbed ha lorc’h bras enno a stagas neuze da youc’hal a bouez penn : « Bevet ar vro, bevet al lezenn, bevet ar Roue. »

Erfin, d’an 23 a viz genver l79l, e tigouezas e Brest ar c’helennadureziou iskiz diwarbenn al lezenn. Raktal, paotred an Ti-kear a roas urz d’ar prokuler da skriva eul lizer d’an holl veleien e karg ha da bep hini anezo, evit gourc’hemenn d’ezo beza holl d’ar zul warlerc’h en unan pe unan eus diou iliz kear, goude an ofern-bred, evit toui hervez al lezenn. Muioc’h a c’houlenjont zoken eget na c’houlenne al lezenn digaset d’ezo, pegwir an Tadou Kapusined hag an Tadou Karmez a oe pedet ive, dre o urz, d’en em unani gand ar veleien all. Paotred an Ti-kear a en em ranno neuze e diou lodenn ken bras an eil hag eben : unan anezo, an aotrou Malmanche, ar mear, en he fenn, a yelo da Sant-Loïz ; (an aotrou Beohennec o veza m’eo ive unan eus kuzulerien ti-kear, a vezo el lodenn-man) hag al lodenn all, gand an aotrou Malassis, a yelo da Sant-Salver.

Petra c’hoarvezas ? Gwelomp adarre petra lavar ar skrivagnour karget gand an Ti-kear da gonta darvoudou an deiziou-ze ; skriva ra d’ar gannaded, d’an 31 a viz genver : « Deac’h oa an dervez da doui evid ar veleien… Glac’haret omp bet o welet an darn vuia anezo oc’h en em zevel eneb al lezenn. An aotrounez Bechennec, Lamotte ha Laligne, diouz tu Brest, Le Gendre, La Goublaye, ha Le Nouvel diouz tu Rekouvrans, n’eus bet nemeto oc’h ober o dever. Ha c’hoaz, o veza m’eo an aotrounez Bechennec ha Le Gendre beleien karget eus ar vartoloded, n’hellomp konta nemet pewar beleg touer. N’eus bet trouz ebet ; ar bobl, leun an diou iliz ganto, a oa kounnaret bras eneb ar veleien dizent ha n’en doa ket a druez outo, pell diouz eno. Ranked eus bet ambroug ar person beteg e gear gand aon e vije bet graet d’ezan eun droug bennak. A-hend-all, n’eus ket bet an disterra freuz etouez an dud ; hag hor c’henvroïz a bez, nemet marteze eur vaouez devot bennak hag an tammou noblans, o do plijadur o welet kas kuit ar veleien-ze o deus dre o oberou abegus, laket o farrissioniz da goll ar fizians o doa enno. »

An aotrou Laporte eta ne douas ket d’ar zul diweza a viz genver. N’edo ket e Brest en dervez-se, e Kemper eo e tigouezas gantan lizer ar prokuler. Kanfarted Brest a sonje marteze en divije touet ma vije bet e Brest. Daoust hag ar brud-ze n’oa ket bet laket ganto da redek e kear ? Al lizer-man, skrivet d’ezo gantan kerkent ha ma tistroas eus Kemper a zesk d’eomp, hep mar ebet, petra ’ zonje eus al le goulennet digand ar veleien gand ar c’houarnamant :

Brest, ar 25 a c’houevrer 1791.

« Aotrounez,

Daoust d’in beza o veachi evit kefridiou hag a dlean, evit c’hoaz, kemeret preder ganto, al lizer ho peus laket Prokuler ar Gommun da skriva d’in, a zo digouezet ganen. Rei ra d’in da anaout an dervez merket ganeoc’h evit klevet o toui ar veleien o deus c’hoant d’hen ober. En eur jom sioul, em beus desket deoc’h e man em sonj chom hep toui.

Koulskoude, o veza m’eus lod hag a hellfe kredi eo abalamour m’oun lezirek da ober va deveriou e kenver ar vro, pe abalamour m’am beus c’hoant en em sevel eneb ar vistri karget d’hor gouarn, ne fell ket d’in toui, e kavan mat lavaret deoc’h difazi ar pez a sonjan eus al le a c’houlenner diganen. Eun den, karantez en e galon evid e vro, ha sklerijennet gant ar feiz, n’hell ket, va c’hredit, komz deoc’h en eun doare dishenvel.

Rei rafen va ger dirag an holl da lavaret oun prest da zenti ouz ar vro, al lezenn hag ar roue, ha da zelc’her gwella ma c’hellin da zoare ar vro er giz m’eo bet kavet mat gand ar roue, pa ne glasko ket ar c’houarnamant ren ar pez a zell ouz an eneou, na gourc’hemenn eun dra bennak enep va c’houstians pe va feiz.

Toui war gement-se a rafen gant levenez, n’eo ket avat evit miret ar garg-iliz am eus breman, ha nebeutoc’h c’hoaz evit kaout unan all, met evit senti ouz ar menoziou zo em c’halon hag ober va dever evel eur gall guirion.

Ma plijfe deoc’h digemeret an testeni-ze eus va c’harantez evid ar vro, e yafen hepdale dirazoc’h evid e ginnig deoc’h.

Met, ma ne blij ket deoc’h va divizou diweza, hag eur gredenn am eus ne raint ket, neuze e c’helloc’h ober a garoc’h gand ar garg bet fiziet ennon, rak va divizou a rank chom evel m’emaint. Evelato, n’eus fors petra c’hoarvezo ganen, e c’hellan lavaret deoc’h e vezin bepred leal e kenver ar vro, a blegin d’he galloud, e kenver al lezenn, a virin he gourc’hemennou gand ar brasa aked, e kenver ar roue, am eus evitan ar brasa doujans.

Rei ran ive va ger ne lavarin na ne rin morse netra hag a hellfe lakat an disterra trouz da zevel etre va c’henvroïz, ha ne rin implij eus ar fizians a hellfed da lakat ennon nemed evit kreski an unvaniez, ar peoc’h hag ar garantez.

Gand ar menoziou-ze ganet er gwella karantez evit va bro, ha gand eun doujans eus ar re vrasa eo em eus an enor, aotrounez, da veza ho servicher meurbet doujus ha sentus.

Laporte, vikel Sant-Loïz Brest. »

Al lizer-man a jomas hep respont. An aotrou Laporte a gavas mat eilskriva evit lakat kanfarted an Ti-kear da ziskriva d’o zro. Setu aman an eil lizer a gasas d’ezo d’an 10 a viz meurz :

« Aotrounez,

« En eur jom hep respont d’in, e lakit ac’hanon da sonjal en deus displijet deoc’h al lizer am eus bet an hardisegez da skriva deoc’h, brema ’ zo pemzekdez, pe marteze eo chomet a-dreuz en hent. El lizer-ze e klasken deski d’am c’henvroïz ar menoziou a zoujans hag a zentidigez a dlean d’ar vro, d’al lezenn ha d’ar roue. Rei rean va ger, hag hen rei ran a nevez, ne lakin morse ar freuz da zevel etre va c’henvreudeur na dre va zroiou, na dre va skoueriou.

Kalz a enor ho pije graet d’in, m’am bije anavezet dreizoc’h ho peus bet va lizer. Met marteze, ne ouiec’h ket da be leac’h skriva d’in. E Kemper, e ti an aotrou De Karne, emaoun brernan.

Plijet ganeoc’h kredi en doujans vras am laka, Aotrounez, da veza ho servicher meurbet doujus ha meurbet sentus.

Laporte, beleg.  »

En taol-man, ar respont ne zeleas ket ; d’an 13 a viz meurz, an Ti-kear a skrive d’an Aotrou Laporte :

« Aotrou,

Atao hor beus kredet hoc’h eur c’henvroad mat, ha n’helle birvidigez ho feiz nemet kreski ho toujans evid ar vro, al lezenn hag ar roue.

N’ho tamallimp ket ken nebeut, pell diouz eno, da lakat an trouz etouez ho preudeur.

« Kredi ’ reomp avat e c’hellfec’h, dre hoc’h aliou, c’houi eur c’henvroad gwirion ha ministr eun Doue a beoc’h, lakat da zistrei war an hent mat ar re n’int ket bet sklerijennet awalc’h, pe a zo bet touellet gant tud disleal.

Evid ar pez a zonjit diwarbenn al le goulennet digand ar veleien zo dindan ar c’houarnamant, c’houi zo re sklerijennet hoc’h unan hag a oar mat petra ho peus da ober. Morse n’hor bije klasket rei aliou deoc’h war gement-se.

Gellet ho peus gwelet pe ar Vodadenn vroadel he deus en em emellet eus an traou a zell ouz an eneou, pe he deus hepken renet an traou a zelle outi, en eur ziskar ar gwall-voaziou iskiz hag hep niver o doa en em zilet en o zouez.

Ho koustians he deus ho sklerijennet beteg-hen hag a gendalc’ho d’hen ober, en amzer da zont.

Abalamour d’an dra-ze, hor boa kavet guelloc’h chom hep respont deoc’h ; ha ma skrivomp deoc’h breman, n’eo nemed abalamour m’ho peus goulennet diganeomp hen ober, en hoc’h eil lizer.

Ni zo, gant doujans, Aotrou, ho servicherien.

Izili-Bureo an Ti-kear. »


SEITEKVET PENNAD
————


An Aotrou Laporte tennet e garg digantan.
An Aotrou Laligne hanvet person touer e Sant Loïz.
Expilly e Brest.
————


Er mare m’en em gave gand an aotrou Laporte al lizer skrivet d’ezan gant kuzulerien an Ti kear, n’oa mui, hervez al lezenn, vikel e Sant Loïz ; rak kement beleg e parrez ha ne falveze ket d’ezan toui, a golle e garg raktal. Al lezenn-ze a c’hourc’hemenne ouspenn dibab ar bersoned dre zilennerez, hag i goudeze a c’helle henvel o-unan o c’hureed.

An aotrou Floc’h, person Sant-Loïz, hag an aotrou de La Rue, person Sant-salver a oa chomet hep toui ; hag oa ret eta henvel re all en o leac’h.

Expilly, hanvet eskob dre votadeg d’an 2 a viz du 1790, ar pez a oa enep lezenn an Iliz, a gredas evelato asanti kemeret ar garg. Sakret e oe gant Talleyrand d’ar 25 a viz c’houevrer 1791. Deuet oa breman ar mare da henvel ar bersoned nevez.

N’oant ket heb aon renerien an Departamant o sonjal er gefridi-man ; rag e pep leac’h an dud fidel a droe kein d’ar veleien o doa touet ; hag ouspenn, niver ar re a helle beza hanvet a oa gwall vihan ; eur guchennig hepken o doa touet. An dilennerez graet e Landerne, d’ar 27 a viz c’houevrer, evit henvel eur person e Sizun hag eun all e Loperhet, a oa bet eun tammig esa ; daou c’hant soudard, gourglezeier ganto, a zikoure kas an traou da benn. A-hend-all, evit lakat al lezenn nevez da gregi, Expilly a dlie beza laket en garg e Iliz Veur Kemper, d’an 12 a viz meurz.

E Brest, e oe lakaet e stagfed gand an dilennerez d’ar zul, l3 a viz meurz. An aotrou Floc’h, daoust ma n’oa ket bet falvezet gantan toui, a gendalc’he da ren parrez Sant-Loïz. Prezegennou ar c’horaiz a oa boulc’het. D’an 9 a viz meurz, Prokuler kear a skrive d’an aotrou person ha ne roe mui d’ezan e hano a berson :

« Aotrou,

Disul, 13 eus ar miz, e vo da zibab personed er c’hargou deuet da veza diberc’hen dre zilez ar bersoned n’o deus ket touet. Hervez menoz al lezenn, an dilennerez-se n’hell beza graet nemed en iliz parrez penn an District. Ret e vo eta en dervez-se lavaret an ofern da eun eur all. Setu perak ho pedomp da gana an ofern-bred da eiz eur diouz ar mintin, hag ar gousperou raktal goude. Evit ma vo difazi an traou, lavarit d’ho prezeger hen embann goude unan pe unan eus e brezegennou. »

D’ar zul, 13 a veurz, an aotrou Laligne a oe dibabet da berson e Sant-Loïz, hag an aotrou La Goublaye e Sant-Salver. Pemp dervez goude, Expilly a roe e c’halloud d’an aotrou Laligne, war e veno hervez reolennou an Iliz.

Loïz Alexandr Expilly, dre drugarez Doue, ha dre c’halloud ar Pab, eskob ar Finistère, da gement hini a lenno ar c’homzou-man, salud ha bennoz e Jezuz-Krist, Hon Aotrou.

O veza m’he deus Bro-C’hall, dre eul lezenn aotreet gand ar roue, roet galloud da zibab an eskibien hag ar bersoned, dre zilennerez, ha ma fell d’ezi e ve miret start an urz-se er Rouantelez ; o veza m’he deus an hevelep lezenn roet galloud d’in da lakat en o c’harg ar bersoned a zo bet hanvet ; goude beza anavezet va-unan, buhez direbech, ha deskadurez an aotrou Yann Mari Laligne, beleg eus hon eskopti, dre ar responchou en deus graet p’eo bet enklasket euz hor perz, ha dre ar skrid a zoug eo bet hanvet, hor beus roet hag e roomp d’ezan karg ha galloud ; kaset hor beus ha kas a reomp anezan, en hano Jezuz-Krist Hon Aotrou, da ren parrez Sant-Loïz en hon eskopti, ha da ober enni kement labour a zell ouz eur beleg hag ouz eur person, evit brasa gloar Doue ha silvidigez an eneou a zo en e garg.

Graet e Kemper, en Hon ti a Eskob, dindan hor sin hag hor siel, d’an 18 a viz meurz 1791.

Expilly, Eskob ar Finistère. »

D’ar zul, 20 a viz meurz, an daou berson enep-gwir Laligne ha La Goublaye a en em lake, unan e penn iliz Sant-Loïz hag egile e penn iliz Sant-Salver. Paotred an Ti-kear a skrivas ar c’homzou-man diwar-benn ar pez a oa tremenet en diou iliz.

« An 20 a viz meurz 1791. — O veza klevet gand an dud a zo e bureo Ti-kear, oa bet an Aotrou Laligne person hanvet e parrez Sant-Loïz, hag an aotrou La Goublaye person hanvet e parrez Sant-Salver, en ti kear o c’houlenn beza laket en o c’harg, hor beus en em glevet ganto da lakat an ofern-bred da 9 eur e Sant-Loïz hirio, hag hini Sant-Salver da 10 eur-hanter.

Holl a unan omp aet, war dro 9 eur, da iliz parrez Sant-Loïz dre zor ar sekreteri ; eno hor beus kavet meur a veleg en dro d’an aotrou Laligne ar person nevez. Da heman an aotrou Malassis en deus lavaret, eus perz Kuzul an Ti-kear, pegement a lorc’h a oa ennan abalamour m’oa bet karget da lakat e penn e barrez e-unan, eur person ken din da veza prizet ha doujet gand e genvroïz. Ar respont a reas an aotrou Laligne a greskas c’hoaz ar vrud vat en deus dre e vertuziou kristen hag e venoziou e kenver ar vro. Diskouezet en deus d’eomp neuze skrid aotrou ’n eskob ar Finistère, en deus hen savet en e garg.

P’hor beus kuitaet ar sekreteri gand an aotrou person hag ar veleien, hag eur wech digouezet er c’hor, eo bet kanet ar Veni Creator ; goudeze, war goulenn kannad ar c’houarnamant hor beus laket ar sekretour-grefier da lenn skrid an aotrou ’n eskob Expilly a roe d’ezan pep galloud evid e garg. An aotrou Laligne eur wech pignet ouz an aoter, en deus touet. An ofern zo bet kanet gand ar person nevez ha goude an ofern omp digouezet holl er sekreteri ; hag eno, hor beus testeniet dre skrid eo bet laket ar person nevez en e garg. »

En dervez-se ivez diouz an abardaez, an aotrou Laligne a yeas da jom d’ar presbytal a oa bet dilezet tri dervez araok gand an Aotrou Floc’h.

Met abaoue m’oa bet laket ar person fall e penn ar barrez, ar gristenien vat ne deant mui war dro iliz Sant-Loïz ; heul a reant ar veleien leal a oferenne pe er Gouent-Vihan, e chapel Itronezed an Unvaniez kristen, pe e iliz an Tadou Karmez. Ouz ar veleien-man e troas neuze kounnar paotred an Ti-kear. « Ar veleien-ze, a skriv ar sekretour, a zo hegaret ; nebeut a druez ’ zo da gaout outo ; ha n’int ket bet kastizet awalc’h p’eo bet lamet o farreziou diganto ; ne deuont mui wardro an iliz parrez, ha ne ehanont da lavaret n’eo nemet heretiked ar veleien a lavar an ofern enni, hag e kerz war an hent fall ar gristenien a zelaou an oferennou lavaret ganto. » Ar veleien didou hag ar gristenien leal a zente ouz o eskob gwirion. An aotrou ’n Eskob de La Marche ive n’en doa ket manket da lavaret d’an aotrou Laligne n’en doa galloud ebet : « Al le ho peus graet hag a verk hoc’h kouezet er falz kredennou, a ziskouezo d’an holl ez oc’h schismatik. A vreman, n’ho peus mui an disterra galloud evid ober eur vad bennak d’an eneou. An Iliz hen tenn diganeoc’h. »

Euz o zu, Breudeur ar Skoliou kristen ne falvezas mui d’ezo kas o bugale da zelaou oferennou ar veleien
o doa touet. Ar pez a lakeas paotred an Ti-kear da hegari. Peadra ’ vije bet da c’hoarzin o welet pegen dallet oant gand ar gounnar, ma n’o dije ket klasket en em venji. « Morse, n’hor bije kredet, a skriv adarre ar sekretour, o dije Breudeur ar Skoliou kristen, tud ken diouiziek, en em zavet en hon enep, rak n’o deus ket a skiant awalc’h da anaout mat an darvoudou a zigouez. Evelato, an dud kuzet m’az int o deus laket en o fenn n’eo ket dereat mont da eun ofern lavaret gand eur beleg touer ; setu perak, ne fell mui d’ezo kas d’an oferennou-ze ar vugale fiziet enno… Kuzul an Ti-kear o kredi n’eo ar skolaerien dizesk-se nemet sorc’hennerien gouest da noazout d’ar yaouankiz en deus gourc’hemennet tenna ar skoliou diganto. » Ha neuze, dianaoudek e kenver ar vistri a gemere kement a boan gand ar vugale hag a rea kement a vad d’ezo, hag ouspenn hep gouzout piou a lakjent da skolia ar vugale war o lerc’h, Kuzul an Ti-kear a brennas o ziez-skol.

Koulskoude, er mare-ze, hor c’hanfarted a zigouezas ganto eur c’helou hag a lakeas laouenedigez en o c’halon. N’oa ket re abred, a gave d’ezo, rag evit c’hoaz n’o doa bet nemet poan o klask kas an traou hervez al lezenn. O eskob schismatik a deue da welet kear Vrest ; e-unan e tigasas ar c’helou d’an Ti-kear. Kemennadurez a oe roet d’an aotrou Laligne eus a gement-man en eur gas d’ezan ar reizadur a dlie beza heuliet evit digemer an eskob. Ar person a-enep-gwir a lavaras n’oa ket graet mat ar reizadur, o veza m’oa bet ankounac’haet ennan an digemer da ober d’an aotrou ’n eskob en iliz ; hag e skrivas eul lizer hir evit lavaret oa ret ober an digemer-ze d’ezan. Graet e oe ar pez a c’houlenne ; met kuzul an Ti-kear a c’hourc’hemennas ne vije digemeret an eskob en iliz nemet goude beza bet digemeret da genta en Ti-kear.

Erfin d’an 3l a viz meurz, Expilly gant 120 gward bet e Landerne ouz hen diambroug, a erruas er PontNevez. Kannaded a Vrest a zo eno ouz e c’hortoz, a ra d’ezan eun tamm prezegenn, hag a deu war e lerc’h gant re all, betek dor Landerne (Leur an Doriou). Eno, ar pennou bras eus kement rummad tud a oa e kear, ganto ar veleien o doa touet, hen digemeras en eur lavaret d’ezan eun bern komzou flour, epad m’edo ar c’hleier e bole, ar c’hanoliou o krozal hag ar zoudarded o tenna gand o fuzuliou. Ha neuze an eskob a gemeras hent an Ti-kear, a bep tu d’ezan diou c’hae soudarded war varc’h ha war droad.

Eno, ar mear, prokuler kear, an aotrou Laligne a brezegas adarre. Expilly a respontas, a lavar kaier al Liziri « gand eur furnez helavar, hag eun deneredigez, savet en e galon en eur welet ar gear m’oa ganet enni. » An holl a gemeras neuze hent an iliz ; an aotrou Laligne gwisket gantan ar chap, a zigemer an eskob enep-gwir dindan ar porched ; hag o veza n’helle mui kinnig ezans d’ezan pegwir al lezenn a vire kinnig ezans d’an dud hiviziken, e roas d’ezan sparf an dour benniget. Goude ar bedenn graet er c’hor, an eskob a bignas er gador brezek ; meuli reas lezenn reizadur an dud a iliz gand ar c’houarnamant ; hag al lidou a oe peurc’hraet dre vennoz ar Zakramant hag an Te Deum.

Aet er maez eus an iliz, an eskob a oe kaset dirag eur bern keuneud uhel savet e kreiz plasenn Sant-Loïz hag a oa dija en dro d’ezan eur c’helc’had gwardou vroadel, soudarded war droad ha war varc’h, ha kompagnuneziou martoloded. Raktal an dud a youc’has abouez penn : « Bevet Expilly ! bevet ar feiz ! » ha leac’h a oa da gredi oa levenez e kalonou an holl ; ar mear, eur c’hef-tan en e zourn, a oa o vont da enaoui an tantad pa zavas eun tamm c’hoari etrezan ha mestr an District. Heman, droug ennan, abalamour n’oa ket bet roet d’ezan ar c’hef-tan a gavas n’oa ket graet enor d’e renk hag a en em gemeras ouz ar mear ; ha neuze an taoliou teod a yeas en dro etre paotred Ti-Kear ha re an District. Ar re-man, evit diskouez pegen gloazet oant, a guiteas an dachenn. Expilly, mantret holl, a jome da zellet ouz an tantad ; ha pa oe peurzevet, paotred Ti-Kear a gasas o eskob d’e lojeiz ; ha da dibiou !! Da di leanezed ar Gouent-Vihan. En o fallagriez, hi eo a gargont da zigemer an eskob fall.

Expilly a dremenas pevar dervez e Brest. Mont a reas da welet Tadou Karmez, Itronezed Sant-Thomas ar Gernevez, Merc’hed ar Furnez : e pep leac’h e oe digemeret en eun doare dereat, nemed e veze roet ive d’ezan da entent n’oa ket an eskob gwirion.

An ofern a lavaras er Gouent-Vihan. Itronezed an Unvaniez kristen ne falvezas ket d’ezo dont d’he zelaou hag a lavaras ne anavezent nemed eun eskob : an aotrou de La Marche. Gloazet, a dra zur, gand eur seurt digemer, bez e rankas tremen e Ti-kear eur maread euriou a gavas hir meurbet « evid en em glevet ganeomp war ar reolennou da ober evid ar veleien didou hag evit gouzout piou da lakat e leac’h ar Breudeur dizesk », a lavar paotred an Ti-kear en o liziri.

TRIOUEC’HVET PENNAD
————


Ar veleien vat heskinet. — An aotrou Laporte prizoniet ar wech kenta
————


Edod e deiziou kenta ebrel, nevez digoret an amzer Fask. Met paotred ar c’houarnamant o doa muioc’h a aked da lakat heul al lezennou nevez graet evit gwaska ar veleien, eget n’o doa da heul gourc’hemennou an Iliz ; ha dre-ze n’oa ket diaes niveri an dud a yea da ober o Fask da iliz Sant-Loïz.

Ar gwir gristenien avat a zirede buan ha niverus da vanati Karmez pe d’ar Gouent-Vihan e leac’h m’edo Itronezed an Unvaniez kristen ; eno e kofesea an aotrou Floc’h, an aotrou Laporte hag unan bennak all c’hoaz eus ar veleien vat, hag e roent ar gommunion. O welet o iliz dilezet, paotred an Ti-kear a hegare.

Dre lezenn an 22 a viz meurz, ar Vodadenn Vroadel a c’hourc’hemenne ive da vistri ha mestrezed ar skoliou ober le. E Brest, al lodenn vrasa anezo a nac’has hen ober ; hag evelse al lezenn a reas eur blijadur vras d’ar vugale a zo dibreder dre natur, ha bepred laouen pa ne vez ket a skol. Ar re-man, evel bugale ar Breudeur, a jomo eur pennad mat hep skol, rak paotred an Ti-kear a stago dizale gand ar veleien vat.

Itronezed an Unvaniez kristen a nac’h ober le : o skoliou a zo serret ; an ti o doa savet evit rei magadurez ha lojeiz d’ar merc’hed a zo ive serret. An dispac’herien o devoe c’hoaz ouspenn, ar fallagriez da lavaret « oant glac’haret abalamour Itronezed an Unvaniez, en eur enebi ouz al lezenn, o lake da lamet digant kear eun ti ken talvoudus hag eur goudor a ioa kement a ezomm anezan evit digemeret an intanvezed ha merc’hed yaouank reuzeudik ha dizanvez. » D’ar 17, war eun hevelep digarez, leanezed Sant-Thomas ar Gernevez a zo ive taolet er meaz eus klanvdiou kear, ha laket en o leac’h merc’hed lik war dro ar re glanv. Ar vestrez kenta karget d’o gouarn, an itron Rogé he doa da gaout 150 lur er bloaz, he dilhad gwalc’het, hag he boued war ar marc’had. Leanezed ar Furnez a oe klasket ive rendael outo d’o zro, met Ministr an Dud a Vor a viras o stlepel er meaz. Tra souezusoc’h, an Urz leanezed-man a dreuzas amzer an Dispac’h, ha zoken ar Spont-Bras, hep ma oe klasket noazout d’ezo. N’o devoe nemet da zioueret o beleg-aluzenner. Hag unan bennak anezo abalamour d’o hano nobl a rankas kuitaat o c’houent evel an hini a oa mestrez vras ganto, an dimezell De Sapinaud de Bois-Huguet, Theresa ar Spered-Santel he hano leanez. Houman a guiteas Breist er bloaz 1792, evit heul arme ar Vendee hag entent ouz ar re glanv ; mervel a eure e Dol er bloaz 1795. Breudeur ar skoliou kristen a oa bet difennet outo ober skol araok m’oa bet Expilly e Brest ; hag eus ar vistri hag ar vestrezed a zalc’he ar skoliou bihan a oa ken niverus e Brest, al lodenn vrasa a gavas gwelloc’h gounid o bara en eun doare all bennak ha chom, hep toui. Hag evelse, an holl skoliou evit netra a oe serret.

Dispac’herien Brest a gounnare o welet kement a dud oc’h enebi ouz al lezenn. Kaout a rea d’ezo oa ar veleien hanvet ganto « pennou fall » eo a lake an dud d’en em zevel evel ma reant. Hag e klaskchont an tu da zont a benn anezo : en eur zerri an holl ilizou ha chapeliou nemed ar re a oa renet gant beleien a du gand ar c’houarnamant ; hag en eur bellaat diouz o farreziou koz ar veleien didou. Kemenn a rejont o c’havadenn da renerien an Departamant.

Met penaos gellout beza ken kasaüs e kenver an dud hag embann beza mignoned d’ar frankiz ? rak, war o meno al lezenn zo graet evit rei frankiz d’an holl. An aotrou Capitaine, prokuler an Departamant, a welas buan pegement oa ar menoziou-ze eneb ar furnez : « Eun hevelep tra a ve eul lezenn da waska an dud, a skrivas hen d’an 13 a viz ebrel, hag a zo pell da veza hervez ar gourc’hemennou nevez… Noazus e ve ive da wiriou an den a c’houlenn frankiz da denna e alan e kement leac’h ma plij gantan beva. » Evelkent, d’an 2l a viz ebrel, an Departamant, aliet gand Expilly, a c’hourc’hemennas « d’ar bersoned ha d’ar gureed, taolet er maez eus o farreziou, kuitaat dindan eiz dervez goude beza bet anaoudegez eus an urz-man, ar parreziou-ze m’edont e karg enno pa en em zavchont eneb al lezenn, ha chom hiviziken peder leo diouto da nebeuta, dindan boan da veza tamallet da vont eneb an urz vat, ha da veza galvet dirag ar barner. » An District a oe karget da lakat senti ouz an urz-man. Met e Brest, hen gwelet hor beus c’hroaz, dreist holl pa deuas Expilly da ober e dro, paotred an District ha re an Ti-kear n’en em glevont ket ; awalc’h oa d’ar re-man lavaret eun dra evit lakat ar re all kerkent da ginnig eun dra bennak all. P’o deus paotred Ti-kear lavaret pellaat diouz o farreziou ar veleien « dizent », kerkent paotred an District a skriv d’an Departamant da lavaret n’eo ket hervez al lezenn an urz douget gant kuzul Brest.

An Departamant n’hellas respont nemed an dra-man : « N’emaomp ket hep gouzout eo dreist hor galloud ar gourc’hemenn roet ganeomp ; met c’houi ne anavezit ket an darvoudou a zigouez er c’hantoniou… Ar gwad en do redet araok m’ho po graet netra evit hen diarbenn. » An Ti-kear d’he dro a asped an District da lakat senti ouz an urz a oa bet douget d’an 21 a viz ebrel. Awalc’h oa evit lakat an District da glask troïdellerez ha da gemeret e amzer. En eur rendael an eil ouz egile e laoskent amzer gand ar veleien vat da gendelc’her da ober o labour e kenver an eneou ; n’hellent ken hen ober a wel d’an holl evel diagent, gwir eo, rag an holl japeliou a oa serret ; met evelkent, hen ober a reant evid ar gwella, rak karantez an eneou a ro ijin d’ar beleg.

Evelato, pa glozas amzer Fask, an aotrou Floc’h, person ar barrez, skuiz maro, ha poan d’ezan o kaout eul lojeiz didrouz, abaoue m’en doa kuiteat e brespytal, a laoskas gand e gure, an aotrou Laporte, ar garg eus e barrisioniz chomet leal d’o feiz, hag a yeas da Rosko da glask eul lestr evit Bro-Zaoz. Diwar neuze, an aotrou Laporte a oa dre wir e penn parrez Sant-Loïz ; eur garg pounner oa hag a dennas warnan kounnar enebourien ar feiz.

O veza m’oa bet laeret al leve a deue d’an dud a iliz diouz o c’harg, ar re o doa kollet o c’hargou a oe pedet da ziskouez o gwiriou evit beza digollet. Abaoue ar bloaz 1788, an aotrou Laporte a oa d’ezan Kernoas ha Penfrat e Guypavas, met gand ar garg da lavaret evito 107 ofern ar bloaz, e chapel Itron-Varia ar Reun. An tiez a oa gwall dirapar, ha dre-ze en doa bet mil lur evid o c’hempenn. Kerkent ha miz gwengolo 1790, an aotrou Laporte en doa diskouezet e baperiou, ha d’an 10 a viz here, an District a skrive d’an Departamant :« En em gavet eo ganeomp war an hevelep tro, ho lizer enorus eus ar 6 eus ar miz-man, hag ar skrid eus an urziou o peus roet diwar benn lizer an aotrou Laporte, beleg, kure e Sant-Loïz, perc’hen leveou iliz Kernoaz ha Penfrat e Guypavas. » Met abaoue neuze, an aotrou Laporte a oa chomet hep toui ha dre-ze, chapel Itron-Yaria ar Reun a oa bet serret ; hag ouspenn, evit gwaska ar beleg a ouient ervat beza ken kizidik e kenver al lealded (hen diskouezet en doa diagent pa roas e lod arc’hant evit sikour ar vro), paotred an District a c’houlennas digantan testenia war baper penaos en doa dispignet ar mil lur roet d’ezan evit kempenn tiez Kernoaz ha Penfrat.

An aotrou Laporte a respontas d’ezo d’an 18 a vizmae 1791 :

« Aotrounez,

An aotrou Laporte, beleg, karget eus chapel Kernoas e Guypavas, hag eus ar madou war he zro, en deus an enor da lavaret ha da destenia deoc’h eo dispignet gantan, ha c’hoaz n’en deus ket bet awalc’h, ar mil lur roet d’ezan evit kempenn eun ti stag ouz madou ar japel, hag a oa o vont da goeza en e boull. An treustou aet da netra a zo re nevez en o leac’h. Ouspenn tregont vloaz a oa, an ti a oa dilezet a grenn, ha breman eo kempennet en eun doare dispar. Laket en deus nevezi doriou ar porz, re an ti hag ar prenestou. Al labouriou-ze, o veza m’int bet graet abaoue miz eost 1788, a zo atao en o fez. An aotrou Laporte n’helle ket anaout an amzer da zont, hag o veza paet micherounien diouz an deiz, prenet raz ha plench, pourchaset ar c’hoad-teo, n’en deus ket gellet, pa n’oa ket dleet d’ezan, kaout testeniou war baper evit diskouez an implij graet gantan eus an arc’hant. N’en deus mui etre e zaouarn nemed ar skrid eus marc’had an doenn a zo aet da 264 lur hag a zo paet. Evelato pegwir eus goulennet digantan testeniou war baper e c’houlenn e-unan, m’ar deo ret, henvel eun den gouiziek da welet ha n’eo ket bet kempennet c’hoaz muioc’h, gwelloc’h ha kaeroc’h eget m’eo douget war ar skrid a gasan deoc’h gant va lizer.

Goulenn a ra ouspenn an aotrou Laporte beza laosket da lavaret ar 107 ofern stag ouz ar garg.

Brest, an 13 a vae 1791.

Laporte, beleg. »


Rendael, tregaserez fall ha netra ken.

Gwasoc’h a oa o vont da c’hoarvezout. Eur brezel yud ha kounnaret a oa o vont da ziroll war ar veleien didou.

D’an 28 a viz even, e teu ar c’helou da Vrest en deus ar Roue kemeret an teac’h. An dud a oe strafuilhet holl. Ar c’heleier dibaota a en em skignas dre gear. Lod a lavare oa bet sammet ar roue en despet d’ezan evit beza laket e penn an divroidi (émigrés) ; hervez lod all, en doa kavet gwelloc’h tec’het, kentoc’h eged ober brezel d’ar feiz. Tud e-leiz a deue war dro an Ti-kear da glevet ar grefier o lenn al lizeri-keleier dre ma tigouezent.

Eur c’helou ken enkrezus a beurc’hreas d’o diroll. Ar brud a rede o doa tuchentil divroet diskennet en douar war dro Sant-Malo hag oa re all dare da ziskenn e Konk-Leon.

An dud a golle o fenn. Unvaniez Mignoned al lezenn nevez, kuzulerien an Ti-kear ha kement hini o doa eur garg bennak e kear en em vodas e sal ar C’huzul, hag hep gedal urziou Paris na re Gemper, o-unan e tougchont buan ha buan an urz-man :

« O veza ma klever lavaret a bep tu o deus beleien « dizent » District Brest, re ar c’heariou evel ar re diwar ar maez, abaoue m’o deus klevet oa tec’het ar roue eus a Baris, labouret muioc’h-mui da lakat an dud d’en em zevel eneb al lezenn, redet dre ar vro en eur lavaret eman ar feiz o vont d’an traon, ha skignet a bep tu skridou entanus ! evel lizer ar Pab ; o veza m’o deus siouaz ! dre o doareou kuzet, troet menoziou o farrisioniz, hag evel m’eo ar re-man laket nec’het maro ganto o klask gouzout petra dleont d’al lezennou, ha petra dleont d’o c’hredennou (rak lavaret a reer d’ezo ar feiz a zo gwall gaset, hag eo abalamour da ze en deus ar Roue kemeret an teac’h en eur zilezel e gurunenn), n’eo ket souez e ve ar bobl tost d’en em zevel a bez.

Setu perak, kuzul ar pennou-bras, ha kuzul an Ti-kear unanet, o kredi start e ranker klask mad ar bobl araok pep tra, hag eo an dra-ze al lezenn genta, o deus sonjet n’o doa ket brasoc’h dever er mare-man eget miret ouz o breudeur da glevet an aliou fall-ze gouest da lakat ar gwasa darvoudou da goueza warno ha warnomp hon-unan, da lakat ar brezel da ziroll etre tud ar vro ha da ziskar evelse al Lezenn hag ar Frankiz.

A-hend-all, o veza m’eman ar brud ez eus pemp pe c’houec’h mil forban diskennet en douar war dro Sant-Malo.

Ar C’huzul a ro urz da brizonia evid eur pennad ar veleien « dizent » ; da waska dreist holl ar re ’zo brudet da veza ar muia hegaret hag ar muia douget da ober reuz ; da lezel e peoc’h ar veleien a zo e penn ar parreziou, gand aon da lakat an dud d’en em zevel, ma ne ve beleg ebet mui war o zro.

Ar veleien a vo gellet kregi enno a vo dalc’het e manati Karmez ; hag eno e vezint maget, hag e vezor mat outo egiz m’eo dereat.

Evit miret na c’hoarvesfe droug ganto, e vezo lakeat soudarded awalc’h d’o dioual.

An archerien ha kompagnunez an Dragoned broadel a zo karget da gregi enno evit o digas d’ar prizon. »

Met e manati Karmez ez eus menec’h ha n’o deus ket touet ken nebeut ; daoust hag ar re-man ne zikourint ket ar brizonerien da gaout darempred gand an diaveaz ? Diaez ebet ; ne vo nemed o derc’hel mat egiz prizonerien en o zi o-unan. Hag en dervez-se zoken e oe douget an urz-man :

« Mestr bras gwardou ar vro a roio urz d’an ofiser a zo e Karmez e penn ar zoudarded da zerc’hel evel prizonerien ar venec’h zo er manati ha ganto ar breur Fabian, rener ar skoliou kristen ; ar veleien a hello kas ganto o gweleou ha kement tra all o do ezomm da gaout. Priol Karmez en deus aotre da glask eun den lik evit mont da brena peadra da vaga tud e vanati. »

An holl gourc’hemennou-ze a oe embannet gand ar grefier dirak dor an Ti-kear. Epad an amzer-ze, an trompilhou a oe klevet o sini : archerien, dragoned, gwardou vroadel a zirede e bep tu.

Eus ar gemennadurez hir-ze en deus bet ar grefier poan awalc’h o lenn, an dud n’o doa ententet nemed eun dra : oa eun arme dudjentil divroet diskennet en douar, dare da zailha warno. Ar c’helou n’oa ket gwir, met mat oa da lakat an youlou fall da zihuna ha da rei da gredi edo ar brezel o vont da ziroll. Awalc’h oa evit lakat ar bobl da gaout kasoni ouz ar veleien « dizent », ha da c’houlenn o lakat d’ar maro. Pa za an archerien en hent evit o frizonia, lakipoted kear o heulie en eur youc’hal abouez penn : « Ar veleien « dizent » d’ar maro ! Laporte ouz ar groug ! »

Ru Sant-Loïz a zo tost d’an Ti-kear ; karget e oe buan gand eur vandenn dud kollet o fenn ganto, rag an archerien zo war al leac’h ; pignet int e ti ar c’hure. An n° 8, an ti koz graet gant benerez, ha n’en deus gwelet betek-hen o tremen dirazan nemet tud a zoare, bet rodellet o bleo d’ezo, ha taolet war o beg eun tamm poultr c’hoez vat gant Le Bret pe Laporte, ha gwardou war vor ken laouen o c’hoarzin leiz o c’hornailhen, a rank breman skrija o klevet ar goaperez hag o welet ar vein stlapet outan gand eur bobl kounnaret. Pa zistroas an archerien, ganto an aotrou Laporte, an dud a oa eno a strakas o daouarn hag a c’houlennas ar maro evitan ; ar gwardou vroadel o devoe mil boan o tiwal na ve diframmet ar paour keas beleg eus a dre o daouarn, gant tud dirollet.

An archerien a gendalc’has da ober o c’hefridi, atao war o lerc’h eur bobl tud o yudal. Beleien Sant-Loïz, an aotrounez Kermarrec, Labous, Bernicot ha Plessis a oe sammet ganto ive ha kaset d’ar prizon. N’eo ket dismegans a vankas d’al lodennig beleien a en em gavas da genta dirak chapel Karmez evit beza prizoniet enni.

Diwezatoc’h, e voe digaset di ive, hag atao an hevelep tud ouz o heul, an aotrou Kermorgant, beleg-aluzenner ar Gouent-Vihan, an aotrou Duchesne, beleg-aluzenner Merc’hed ar Furnez, ha beleien karget eus an dud e vor, an tad Maillard, kapusin ; an aotrou de Pentrez, a leveront a zo bet en tadou Jesuisted gwechall, an tad Durand eus a urz sant Beneat.

Diouz an abardaez ec’h eruas ive aotrou person Lambezellec, an aotrou Mocaer, aotrou person Sant-Salver, an aotrou De La Rue, hag an aotrou Scouarnec, kure e Ker-Ber. Heman a oa bet darbet d’ezan chom en hent ; kaset oa bet dindan eul letern, eur gordenn stag ouz e c’houzoug evit beza krouget outan. Eur gward a deuas a benn d’hen diframma eus a dre zaouarn an dud fallakr a oa en dro d’ezan. Leun c’hwad oa hag e zoutanenn a dammou pa voe taolet e chapel Karmez etouez e genvreudeur.

D’an 28 a viz even diouz an noz, ez oa trizek beleg er prizon, hag hano an aotrou Laporte oa an hini kenta war ar c’haier. En eur niveri ganto nao manac’h Karmez hag ar Breur Fabian, ez oa 23 prizonier.

Antronoz 29, unnek beleg all a errue e Karmez, en o zouez an aotrou Goret, person Guytalmeze ; hag e kendalc’hed da glask re all ; hep dale niver ar brizonerien a zavas da 81. Kement lakipod a oa pedet d’o c’hlask ; abenn nebeut, ar veleien a veze prizoniet gant fors piou. Ar skrid a deu aman warlerc’h a zesk d’eomp penaos e veze graet ar chase tud-ze. Ar skrid a zo eus ar 27 hag an 28 a viz gouere 1791 :

« O deus en em glevet evit mont da glask beleien da brizonia, an dek o deus sinet ar paper-man. Loc’het da 3 eur goude lein, int en em gavet el leac’h merket d’ezo e kichen ar peder vilin avel diouz tu Rekouvrans. Tremenet dre vourc’h Plouzane oamp digouezet abenn nav eur hanter noz e Kermorvan, e parrez Trebabu, hag omp aet da di an aotrou de Koataudon, a oa o tibri e goan gand e ziou verc’h, an aotrou de Beaumont hag itronezed. An aotrounez hag an itronezed hon digemeras en eun doare dereat ; o deus roet d’eomp o ger n’oa ket er maner, an Tad Elisée, bet gwech all rener menec’h Karmez evit Breiz, hag a zonje d’eomp kaout eno. Omp bet ive oc’h ober eun hevelep kefridi e ti an aotrou Hamelin, chomet person e Trebabu abalamour n’oa nikun da lakat en e leac’h ; hag hor beus graet eno ive tro venn.

Ac’hano omp aet da vaner Keryann-Moll, el leac’h ma chom an aotrou de Kersauzon, hag hon deus ive kollet hon amzer.

Goudeze hon deus kerzet warzu Lokrist. Eno hon -deus kavet an aotrou ar Gall, bet diagent kure Treo-Lokrist, hag hon deus kemennet d’ezan hon heul. Hanter-noz oa neuze, hag omp aet betek bourc’h Sant-Vaze. Eno, goude beza kelc’het ti an aotrou Carluer, chomet ive en e garg, hon deus goulennet digor ; ha n’eus bet digoret d’eomp nemet goude beza skoet meur a wech war an nor. Evelato, eur wech en ti, hon deus klasket piz, ha kavet an Tad Elisée kousket mat. Gourc’hemennet hon deus d’ezan dont d’hon heul. War dro div eur oa diouz ar mintin p’hon deus kuitaet Sant-Vaze. En em gavet e Konk, hon deus laosket e ti ar mear, Thomas e hano, an aotrou Gall hag an Tad Elisée ; n’oamp mui gouest d’o miret ; goude beza redet kement, oa ret d’eomp kousket evit diskuiza.

Da nav eur hanter, setu ni en hent evit mont da Blonger ; aman ec’h en em gavchomp war dro dek eur hanter. Meur a hini en em glemmas eus ar c’hure, an aotrou Lemoyne a rea kalz a zroug dre e gomzou direiz, hag e lavarjomp d’ezan dont d’hon heul. Da unnek eur hanter oamp war hent Plouarzel, an aotrounez Elisée, ar Gall ha Lemoyne war hon lerc’h, met aman n’hon deus kavet den…

Neuze omp distroet warzu Plougonvelin, hag aet da di an aotrou Kermergant, bet person er barrez. Gwelet en doa ac’hanomp o tont, hag e pignas buan d’ar zolier ; eno, e c’hourvezas var an trap a stanke an toul da bignat ebarz. Pignet en estach kenta, hon deus goulennet digeri d’eomp ar solier ; unan eus ar merc’hed a lavaras d’eomp krenn ne raje ket, abalamour war he meno oa eur bern ed war an trap. Kaout a reas d’eomp edo oc’h ober goap ; setu perag unan ac’hanomp a bignas dre an dereziou evit sevel an trap. Ne rankas ket rei re a veac’h evit he loc’h ; hag e lavaras kerkent n’eo ket ed eo a oa o lakat beac’h warni, met eur bern kig. Pa voe klevet kement-man, buan e voe laket beac’h var an trap evit an eil gwech, hag e voe gellet pignat er solier. An aotrou person a oe tapet, a reas eun tarnm pakadenn hag a deuas ganeomp war ar ger. En eur guitaat an ti, hon deus kavet eur renkad merc’hed ha paotrezed, o douarn savet ganto warzu an nenv evid e gemeret da dest eus o glac’har hag hor c’hrisder.

Distrei da Vrest a rejomp neuze. En em gavet war bont ar C’hlanvdi a zo war hent Lokournan, omp chomet a za da gemeret peb a vanne. Darn ac’hanomp araog eva a zavas o banne, en eur lavaret : « da yec’hed ar vro » ; hag hon deus pedet ar pevar zu da ober eveldomp. An Tad Elisée, an aotrounez ar Gall ha Lemoyne ne oent ket nec’het evit hen ober, met evit doare, ar ger « bro » a oa eul le-douet e ginou ar C’hermergant ; respont a reas oa awalc’h lavaret d’ho yec’hed…

Da eiz eur diouz an noz, oamp distro da Vrest. Goude beza kontet da ofiserien an Ti-kear ar pez hor boa graet, hon deus heuliet betek Karmez pevar enebour al lezenn nevez, a dreuz eur bobl tud, hag hon deus sinet. »

Ar pez ne lavar ket ar skrid, hag a zo aes da zivinout pa gomz eus ar bobl tud, eo, oa bet laket pennadou en dud dister-ze ha n’eo ket sellet hepken a reant ouz ar chaseerien hag ar brizonerien. Ar paour keaz Tad Elisée, hon deus lennet en eul lizer, a erruas en e gouent koz en eur stad truezus, e zae vanac’h a dammou hag e gorf a bez bronduet gand an taoliou.

NAONTEKVET PENNAD
————


Ar veleien didou dalc’het a eneb al lezenn e prizon Karmez. — Kaer o deus en em glemm ne reer van. — Lizeri-klemm an A. Laporte — Poaniou ar veleien prizoniet
————


Ar rummou tud e kargou dishenvel a zo boaz d’en em rendael ; ha pa ne vez ket doujet ar re a c’houarn ar vro a-bez, ar re a zo dindano a glask chacha pep hini d’e du,

E Brest, an District hag an Ti-kear n’en em glevent ket. An Departamant, diouz an tu all, a gave diaes gwelet District Brest o tougen urziou evel pa ne vije bet mestr ebet mui e Kemper. Setu perak, prokuler ar Rann-Vro (département), kerkent ha m’ac’h anavezas petra oa bet graet e Brest, a skrivas d’an District eul lizer hag a oa rust awalc’h an tamm anezan ; d’ar prokuler Brichet oa kaset : « An urz ho peus douget, a lavar e berr gomzou, n’eo ket hervez al lezenn ; da genta, prizoniet ho peus « aluzennerien » (aumôniers), n’emaint ket dindan ar c’houarnamant, rak-se n’o deus ket da doui. Ouspenn-ze, lakeat ho peus er prizon kement beleg didou ho peus kavet, hogen n’hor boa karget ac’hanoc’h nemet da deurel evez ouz ar pez a reont. Kalz re ho peus graet. » Hag ar Rann-Vro a gemenne start da baotred an District rei o frankiz d’an aluzennerien. Met ar c’hanfarted a reas skouarn vouzar. Neuze ec’h en em gavas ganto eul lizer all, sinet en taol-man gant rener ar Rann-Vro.

Kemper, an 22 a viz gouere 1791.

« P’eo bet falvezet d’eomp dibab kear Vrest, evit dastum enni ar veleien a oa leac’h da zifiziout anezo hag a oa tamallet da veza diskouezet n’oant ket a du gant lezenn Reizadur an dud a iliz, n’hor boa ket ar menoz d’o dastum na d’o derc’hel er prizon. Dibabet hon deus Brest abalamour d’ar mogeriou a zo en dro d’ezi ha m’eo diaes tec’het ac’hano pa vez difennet mont er maez,

Lavaret a rit d’eomp ho peus ranket o dastum e Karmez evid o diouall diouz droug, ha zoken karga soudarded da viret na ve gwall-gomzet d’ezo, ar pez a vije bet c’hoarvezet ma vije bet o lojeiz e kear, ha ma vijent bet gwelet o vont hag o tont.

Mar d’eman an traou evel ma livirit, eo ret deoc’h da vihana, ober gwella ma helloc’h evit n’o do ket re da c’houzanv. Mar deus unan pe unan anezo hag en defe c’hoant mont da jom e kear, ne dlefec’h ket hen diarbenn. Ar pez a glaskomp en eur bellaat anezo diouz o farreziou oa lakat da devel ar c’heleier entanus a veze laket da redek gand ar re a oa kounnaret ouzomp, hag o dije c’hoezet tan ar brezel war zigarez difenn ar feiz. O veza n’eus mui da gaout aon abaoue m’int aet pell diouz ar gear, e fell d’eomp e ved mat outo. »

Met an District ne ra van, hag a gendalc’h da lavaret eo evid o diwall e talc’h ar brizonerien er goudor ha n’hell ket senti ouz menoziou ar Rann-Vro. Respont a ra d’an 28 a viz gouere :

« Goulenn a rit diganeomp perak hor beus dastumet ar veleien e Karmez, e leac’h o lezel da loja e kear, evel ma falveze ganeoc’h, ha beza miret outo hepken mont dianvaez kear. Abeg hor beus bet d’hen ober ; evelse n’en em gavo droug ebet ganto ; o miret a hellimp gwelloc’h ; ne glaskint ket en em zic’hiza, ha gouzout mat a raimp evelse ne rint ket a implij fall euz ar frankiz a glaskont da gaout, evit touella ar merc’hed hag an dud kredik. Ma rofemp d’ezo ar frankiz-se, e lakfemp kounnar hor c’henvroiz da ziroll, hag e leac’h ober vad d’ar brizonerien, e c’heller kredi, e rafemp o gwaleur.

Nag a breder a gemer an District gand e brizonerien. Ya, war e veno… Trubarderez ha netra ken ! D’an ampoent e lakea 50 anezo da loja en iliz Karmez !

Ar re anezo a oa genidik eus Brest a hellas kaout dilhad wele. Eur plac’h koz, Soaz Paris, hag a oa o servicha e familh an Aotrou Laporte abaoue hanter kant vloaz, a deuas a-benn, ken aketus oa, da zigas d’ezan peadra awalc’h evit rei sikour d’e genvreudeur. Ya, met niver ar brizonerien a greske dalc’h mat, ha meur a hini a jomas ouspenn eiz dervez en dienez a bep tra. Koulskoude d’ar 7 a viz gouere, Pennou-bras kear a c’houlennas digant Mestr-pourvez (Intendant) an arme vor tenna eus grinolou ar C’houarnamant : hanter-krant koad gwele, hanter-kant golc’hed gloan, hanter-kant penn-wele, hanter-kant re liseriou, hanter-kant pallenn, evid ar veleien didou a zo dalc’het er prizon en iliz Karmez ; evid ober kement-se e plijo gantan ive rei urz da lezel eun niver bras awalc’h a c’hedourien evit dougen an holl draou-ze, d’ar manati. »

Koulskoude, e c’hellit kredi ; ar veleien baour n’o doa ket kalz a anaoudegez vat evit beza diwallet kenkoulz ; frankiz eo a fell d’ezo ; ar frankiz a deu d’ezo hervez al lezenn.

« Al lezenn, a lavarent, ne c’hourc’hemenn ket d’eomp ober le ; kinnig a ra d’eomp unan a zaou : pe doui, pe goll ar garg. Kavet hon deus gwelloc’h dilezel hor c’harg ; n’hon deus graet nemet senti ouz al lezenn, hag ho peus hon taolet er prizon hep barnedigez. Mar d’omp kablus, hor barnit, ha mar d’omp didamall, roit d’eomp frankiz. »

Digas a reont da sonj ive e « Gwiriou an den » (Droits de lhomme) a oa bet embannet e 1789 : « Nikun n’hell beza tamallet, kroget ennan, na prizoniet nemet hervez urziou al lezenn hag en doare gourc’hemennet ganti. » Hogen pehini eo al lezenn a ro urz deoc’h da gregi ennomp ? Hor c’hredennou a vir ouzomp ober le. Daoust ha « Gwiriou an den » ne lavaront ket : « Nikun n’hello beza kavet abeg ennan abalamour d’e gredennou, na zoken abalamour d’e feiz ? » Hag etouez diellou ar Rann-Vro e kaver eur bern paperiou warno an diou lizerenn veur L L hag a zo enno skridou ha goulennou bet kaset gand ar veleion prizoniet, d’an Ti-kear, d’an District, d’ar Rann-Vro, ha zoken d’ar Roue. Met « Ebestel ar frankiz » a gendalc’has da ober skouarn vouzar.

An Aotrou Laporte a zougas klemm dre skrid evel ar re all.

Setu aman daou lizer skrivet gantan e-unan da renerien Rann-Vro ar Finistère. (Al lizeri-man n’emaint ket e leor gallek an A. Saluden : Une figure brestoise au XVIII° siècle ; met gantan eo int bet kavet, abaoue m’en deus skrivet e leor, etouez ar paperiou koz a zo e Diellou an Departamant, hag en deus bet ar vadelez d’o rei d’eomp da lakat el leor-man).

« Da Renerien Rann-Vro ar Finistère an A. Glaoda-Anton-Raoull Laporte, beleg, gwechall kenta kure e Sant-Loïz Brest, a gemenn gant doujans :

Eus bet, d’an 28 eus mezeven diweza, soudarded en e di o tigas an urz d’ezan da vont da brizon Karmez e Brest ; — eo bet kelc’het gant tud armet, kerkent ha m’eo en em gavet eno ; — eus bet roet da anaout d’ezan raktal n’hellje ket hiviziken darempredi den ; — eus bet furchet hag e ves furchet atao kement tra a vez digaset d’ezan eus ar maez ; — eus bet digoret ha lennet, hep m’her gouie, kement lizer a deue d’ezan, hag e kendalc’her d’en ober, etc…, en eur ger, e vez graet d’ezan gwasoc’h eged da eun torfetour eus ar re vrasa.

En despet d’an dra-ze, sentet en deus heb enebi hag hep klemm ouz an urziou striz roet d’ezan ; hirio evelato, n’hell mui tevel ; sevel a ra e vouez da lavaret pegement eo eneb al lezenn, eneb al lealded hag eneb ar frankiz ar pez a reer d’ezan.

Eneb al lezenn. — Kement tra n’eo ket hervez al lezenn a zo direol ; hogen, nag al lezenn goz, nag an hini nevez, nag al lezenn merket gant Doue e kalon an dud ne roont galloud da waska en doare-ze eun den direbech. Daoust hag an artiklou 7 hag 8 eus Guiriou an den (Droits de l’homme) ne lavaront ket : « N’hello nikun beza diarbennet na prizoniet nemet dre berz al lezenn ; nikun n’hello beza heget abalamour d’e gredennou. » N’heller eta kastiza eun den nemed evid eur gwall-ober bennak. Livirit d’in petra am beus graet pe a damaller d’in.

Eneb al lealded. Ha n’eo ket beza disleal e kenver eun den, lamet digantan e frankiz war zigarez m’eo ret hen diwall diouz droug ? N’eo ket en eur ober dislealded d’an dud eo e tiwaller anezo, met en eur derri kounnar ar bobl dre lezennou leun a furnez, en eur waska unan pe unan pa vez ret, hag en eur zeski d’an dud karet o bro.

Eneb ar frankiz. — Ha gwelet ’zo bet morse gwaska tud en doare-ze ? O lakat er prizon, hep diskouez d’ezo o gaou ha zoken heb o zamall ? Biskoaz kement all ! Youc’hal zo bet graet, ha n’eo ket hep gwir, eneb al lizeri sinet gand ar roue evit teurel tud er prizon hep barnedigez. N’oa ket an dra-ze gwasoc’h eged ar pez a vez graet breman.

Piou en dije kredet ? Hor c’henvroïz, hor mignoned, hor c’herent, ar re marteze o deus ar muia dle en hor c’henver eo o deus hor barnet d’an harlu, ni, o breudeur, o madoberourien, hag an dra-ze enep pep gwir hag eneb urziou ar Vodadenn Vroadel a fell d’ezo skoazella war o meno.

Aon ’zo, a lavarer, na lakjemp an dud d’en em zevel ; na rajemp eun dra bennak eneb eurusted ar bobl. Met diagent, n’eo ket tud a vanke da welet petra ’reamp ; n’hellemp ket ober eur c’hammed hep kaout raktal unan bennak war hor seuliou. Ma n’oa ket c’hoaz awalc’h an dra-ze, n’oa nemet hon diwall gwelloc’h c’hoaz ; ha ma’z oa leac’h da damall unan pe unan ac’hanomp, n’oa nemed e gastiza hervez al lezenn. Met n’oa gwir ebet da gastiza tud ha n’o doa graet netra. Setu aze petra lavar ar skiant vat, al lealded hag al lezenn.

M’o dije an Departamant, an District, an Ti-kear, ha Mignoned al lezenn nevez diskleriet freaz ha grons e kemerent a zindan o skoazel, pe da vihana e falveze d’ezo diwall diouz pep droug ar veleien n’o deus ket touet, en eur ziarbenn dreist pep tra ma ve gwall gomzet d’ezo hag en eur ginnig kastiza rust kement hini a glaskfe ober droug d’ezo, evel ar veleien a lakafe trouz etre an dud, neuze e vemp dinec’h, hor befe ar frankiz n’eus gwir ebet da lamet diganeomp, ha ne ve ket graet a zislealded en hor c’henver.

Evesait mat, Aotrounez, n’eo ket hon diwall eo a rit ; o veza hoc’h-unan ken kriz ouzomp, e lakit ive kounnar ar bobl da greski ; rag ar Bobl, douget da veza eün dreizan e-unan, a dle sonjal, o welet kastiza tud en eun doare ken rust, e tleont beza graet eun torfed bras bennak, pe veza gouest d’hen ober. Ar pez a rit d’eomp n’hello nemed e lakat da gaout muioc’h a zroug ouzomp, ha netra n’hello diarbenn e gounnar ma tigouez eur gwall darvoud bennak.

Kement-ze, anat eo, zo re wir. Setu perag, e sonjan e kavoc’h mat lakat rei d’in ar frankiz-ze ne dlefe beza lamet diganeomp nemed eun torfed bras hor befe graet, pe e vemp tamallet da veza graet ; — e pedoc’h va c’henvroïz da lakat evez d’am diwall a zroug, hervez ar furnez, mar kirit, met ive hep va c’hastiza evel-hen, pegwir ez oun direbech ; — hag erfin e lezoc’h ganen gwiriou keit ha ma vezin dellezek anezo.

Goude holl, setu aman al le a ran a greiz va c’halon. Leac’h zo da gredi eo gwirion, ha seul vui a fizians a dlefet da gaout ennan, pa ’m beus dalc’het mat da nac’h an hini ne gaven ket hervez va feiz ha va c’houstians :

Va c’halon leun a garantez birvidik evit va bro, ec’h embannan eo eun dever santel evidon senti ouz va bro, ouz al lezenn hag ouz ar roue, ha kasaat enebourien ar Vro ; rei a ran va ger, ne glaskin ket lakat trouz etre an dud na dre va oberou, na dre va aliou ; toui a ran d’en em unani gant va c’henvroïz evel pa vent va breudeur, evit miret ar peoc’h, gwella ma c’hellin ; ha ne zikourin ober netra eneb ar C’houarnamant nevez.

« Laporte, beleg. »

« Aotrounez, petra ’ heller da glask muioc’h diouz eun den ? Al le a zo goulennet gant lezenn ar 27 a viz du ? (al lezenn-ze a c’hourc’hemenne toui senti ouz Reizadur an dud a Iliz, aozet gand ar c’houarnamant). Met ar Vodadenn Vroadel he-unan n’her goulenn ket diganen. Gourc’hemenn a ra d’in hepken dilezel va c’harg (ma ne fell ket d’in toui). Dilezet eo ganen. Hag ouspenn, kemenn a ra ne vo graet droug ebet d’ar beleg en do dinac’het toui. An hevelep Bodadenn Vroadel a embann en deus an den kement a frankiz da gaout kredennou ha da gaout madou ; ha n’int ket dizent oun al lezenn ar veleien ne fell ket d’ezo toui.

Skei a rit breman, aotrounez, ar veleien n’eo ket falvezet d’ezo plega d’an urz o poa douget e miz ebrel diweza. Met ne dlean ket beza lakaet etouez ar veleien-ze. Dare oan da zenti ouz ho kouro’hemenn ha sentet am bije heb enebi, ma vije bet plijet gand an District e rei d’eomp da anaout ; miret en deus e embann, hag e gas da bep hini ac’hanomp. Hirio, e lavarer eo ret senti outan. Gouest oun da rei deoc’h dioc’htu eun testeni eus va zentidigez, en eur vont da jom ker pell ha ma plijo ganeoc’h diouz va farrez.

Mar deus unan bennak da skei abalamour n’eus ket bet sentet ouz hoc’h urziou, eo, a dra zur, ar re n’eo ket bet falvezet d’ezo o rei d’eomp da anaout.

Graet e manati Karmez Brest, d’an 9 a viz gouere 1791. »

D’an 19 a viz gouere, Glaoda a skrive adarre da Gemper :

« Aotrounez,

Glac’haret oun o klevet n’o deus ket aotrounez an District hag an Ti-kear kaset deoc’h disul ar respont d’am goulenn, a hellent beza kaset kerkent ha disadorn. Siouaz ! Pa vezer digabestr an-unan e sonjer nebeut e poaniou ar brizonerien. An dervez-man eo an eil war-nugent abaoue m’oun prizoniet. Ha pa vijen bet kablus, oan breman kastizet awalc’h, gwall-gaset evel m’az omp ! N’eo ket hep gwir e lavaren deoc’h em goulenn, e laker kounnar ar bobl da greski en eur veza ken kriz ouzomp. Al labour a c’houlenner digant hon diwallourien a zo tenn, diaes, ha kasaüs evito. 48 den armet hon diwall hep paouez, hag an darn vuiacanezo ne reont nemet lavaret gwall-gomzou d’eomp ha diskouez d’eomp an dourn. Deuet omp da gaout aon rag ar re zo karget d’hon diwall. Deac’h, unan anezo en eur penn euz ar pondalez, (rak bez ez eus anezo e pep leac’h) a youc’he da 8 eur hanter diouz an noz « oamp holl penn-abeg eus e boan, hag e lakje e zabrenn e bouzellou an hini kenta a dremenje dirazan. » Setu aze, aotrounez, ar c’homzou a zistan poaniou ar brizonerien.

En hano an drugarez, en hano al lealded, n’o peus morse dianavezet o mouez, gourc’hemennit, me ho ped, ma vin lezet da guitaat va bro gand aon na ven gwasket ganti goude beza he zervichet gwella ma c’hellen.

Glaoda Laporte, beleg. »

D’an 21 a viz gouere 1791, an District a skrive daGemper : « An henor hon deus da gas deoc’h ar goulenn graet gand an aotrou Laporte, bet vikel e Sant-Loïz Brest ; daou baper all a ya d’e heul : respont an Ti-kear hag hon ali hon-unan. Laoskit ac’hanomp, aotrouned, da lavaret d’eoc’h n’eus marteze nikun eus ar veleien dalc’het er prizon hag e ve e gomzou ken bilimus ha re an aotrou Laporte. A-hend-all, e riskl e vuhez e ve, hag ar peoc’h e kear a ve peurc’hraet gantan ma ve roet frankiz d’ezan, breman dreist holl, p’eo ken bervet an dud. »

D’ar 7 a viz eost 1791, an District a respont da Gemper en doa roet aotre da zerc’hel an aotrou Laporte e prizon Karmez : « En em gavet eo ganeomp, gand al lizer ho peus graet an enor da skriva d’eomp d’an 3 eus ar miz-man, ar skrid eus an urz roet ganeoc’h d’ar 1a a viz eost, da zerc’hel er prizon an Aotrou Laporte, beleg, bet vikel e Sant-Loïz Brest. Anaoudegez en deus bet eus ar c’helou dre hor perz, ha ni raio ar pez a vo ret evit heul ho kourc’hemennou. »

Setu aman an urz-se euz ar 1a a viz eost diwarbenn Laporte :

« Goude beza bet gwelet ar goulenn bet skrivet, d’an 9 a viz gouere gand an aotrou Laporte, beleg, bet vikel e Sant-Loïz, evit kaout aotre da guitaat manati Karmez e Brest, distroet d’an District d’an 12 a viz gouere ha bet roet da anaout d’an Ti-kear d’ar 16 eus an hevelep miz ; goude beza gwelet an digemer graet gand an Ti-kear d’ar goulenn d’an 19, hag anavezet war gement-se holl an ali roet d’ar 26 a viz gouere, gant renerien District Brest.

Goude beza klevet aliou ar Prokuler-Bras, warlerc’h an enklask graet evid anaout doareou an aotrou Laporte, e c’heller lavaret n’eo ket ken bras doujans ar beleg-man evid lezenn nevez e vro, ha m’en deus c’hoant rei da gredi, hag e vije risklus zoken chench eun dra bennag er pez a zo bet graet en e genver.

Ar Blenerez (Directoire) a varn n’eus ket a leac’h d’en em guzulia pelloc’h diwar-benn e c’houlenn.

Hen gwelet a reer, pa deu ar c’haz d’ar raz, Kemper a zo koll gant District Brest ; heman a bleg d’an Ti-Kear, hag an Ti-kear d’e dro a rank soubla d’ar c’hanfarted o deus kemeret an hano a Vignoned al lezenn nevez. Ar veleien prizoniet a jomo prizoniet. Met da vihana, daoust ha mat e vezor outo ? Goulennou ha klemmou ar veleien prizoniet hen lavaro d’eomp. E kement klemm a zougont e kaver ar pez a skriv en e c’houlenn an tad Molliard : « P’en em glemmomp an distera eus an traou kasaüs a vez graet d’eomp e lavaront : « N’ho peus nemed ober le hag ho po frankiz. » Hag evit dont a-benn d’o lakat da doui, paotred ar « C’helc’h » (club) a ra gwasa ma c’hellont. Evid o digaloni, e c’houlennont o c’has eus Karmez d’ar galeou. An aotrou Borgn a Germorvan hen lavar el lizer a skrivas da baotred Kemper d’an 29 a viz gouere : « C’hoant zo d’hon gwaska muioc’h-mui ; lavaret a reer zoken eus goulennet e vemp kaset ac’hanen d’ar galeou. »

Karout a rafent, int-i war o meno diwallourien ar frankiz, lakat en eur gichen beleg ha laer, pe weleg ha muntrer skoaz ha skoaz, hervez grevusded o dizentidigez ouz al lezenn. Petra zonjont-ta neuze eus ar frankiz, eus al liberté a deu ganto leiz o ginou ? Moarvat, ar pez a zonje diwezatoc’h bourreo an aotrou ’n arc’heskob Darboy a gomze d’ezan eus ar frankiz : « Ho frankiz-c’houi, n’eo ket va hini me eo. » Hag abalamour nikun eus ar veleien-ze ne fell d’ezan ober le, da lavaret eo, ober eun dra eneb ar feiz ha sakrilaj hervez komzou Hon Tad Santel ar Pab, embannet dre Lizeri, d’an 10 a viz meurz ha d’an 13 a viz ebrel 1791, ne gaver netra re galet evid o c’hastiza hag o gwallgas. « Lavaret eus bet d’in, a lavar an aotrou de Pentrez, pa zoug klemm da Gemper, n’oun dalc’het en ti-man, nemed evit va miret diouz an teodou flemmus. Mar d’eo gwir an dra-ze, an nep a gemer kement a breder d’am diwall a goll e boan, rak kerkent ha ma tigouezomp er jardin evid ober eun tamm tro-vale, ha keit ha ma chomomp enni, eus ar prenester tro-var-dro e kouez warnomp gwall-gomzou e-leiz, ha n’hor bije ket bet klevet marteze war ar ruiou. Ne welomp war hon tro nemet sabrinier ha gourglezeier evel pa vijemp gwall torfetourien ; ha ne vezer ket nec’het zoken evit digeri hol lizeri. » D’ar 5 a viz eost an Departamant a zifenn ouz paotred an Ti-kear digeri lizeri ar brizonerien. D’an 12, paotred an Ti-kear, ha n’o doa bet netra da welet warno, an dra-ze a zelle ouz an District, a gas d’ezan ar respont trubard-man :

« Aotrounez, kerkent ha m’hon deus bet anaoudegez eus lizer an Departamant, skrivet d’ar 5 eus ar miz, hon deus roet an urziou a oa ret da Vestr ar Gward Vroadel evit na vo mui digoret al lizeri skrivet gand ar veleien « dizent » prizoniet e Karmez, nag al lizeri skrivet d’ezo.

Ne gredomp ket evelato, hen lavaret deoc’h a rankomp, e ve bet morse digoret lizer ebet d’ezo ; nemed eus bet miret outo o ziella gand aon o dije skrivet enep-gwir da unan bennak.

N’hellomp ket ken nebeut chom hep lavaret d’eoc’h, n’eus netra falloc’h eget rei re a frankiz da skriva, da veleien ken direiz ha ken hegaret eneb al lezenn nevez. Gouest int da lakat an darvoudou gwasa da ziroll ; ha kredi a heller unan bennak en do keuz bras diwezatoc’h ma laosk ganto re a aezamant da skigna o gevier, da lakat pennadou er re a zo a du ganto, a deuio da veza henvel outo dre o dizentidigez ouz gouarnerien ar vro hag ouz ar Reizadur roet d’ezo… »

Evelse eman an traou ? ar brizonerien o deus bet an hardisegez d’en em glemm eus an drouk-komzou o deus klevet ? Mat netra aesoc’h. Difennet e vo outo mont da ober troiou-bale er porziou pe e jardin ar manati. En em glemm a reont eo bet digoret o lizeri ? hag e vo miret kas ha kaout lizeri. Ouspenn-ze, nikun hiviziken n’en do mui aotre da gomz ouz ar brizonerien ; hag evelse ne vo mui kaset klemm d’ar Rann-Vro, rag ar c’hlemmou a deu nebeut a nebeut da lakat paotred al liberte da hegari. Ya met, ar brizonerien o deus mignoned ha zoken etouez o gwardou. Da gaout unan anezo eo e yelo an aotrou Laporte. Mar gellfe lavaret, nann, youc’hal a bouez-penn evit rei da anaout da renerien ar Rann-Vro pegen digalon e vezer outan, hag ouz e genvreudeur prizoniet ! Met allaz ! n’hell ket e-unan dougen klemm ; kaout a raio evelkent eur mignon, hag a zo war eul lestr e Brest, an A. de Carné de Carnavalet. Dre heman, pa yelo da dremen eun dervez bennak en e familh, a zo anavezet evel a ouzor gand an A. Laporte, eo e kaso kelou d’ar Renerien e Kemper eus ar pez a dremen er prizon, ha ne vo ket nec’het evid ober d’ezo ar goulenn-man :

« Kemper, d’ar 7 a viz gwengolo 1791.

Loiz-Mari Carnavalet, major a lestr, karget da zougen klemm d’ar Rann-Vro, en hano ar veleien dalc’het e prizon Karmez Brest.

An aotrounez beleien prizoniet e Karmez Brest, re zammet dindan beac’h o foaniou, o deus sonjet e vije laouen va c’halon o sikour tud er boan, hag en eur gonta deoc’h o zrubuilhou.

Ar gwardou a zo alies gand ar re genta hag ar re c’hwassa o lavaret d’ezo gwall-gomzou. Kalz a ziskouez an dourn d’ezo en eur lavaret : Ma vemp-ni bet ho mistri, n’o pije ket daleet da vont ouz ar groug.

Miret e vez outo komz ouz an dud a zigas dilhad d’ezo. Na pegen kasaüs eo an dra-ze evito ; hag ouspenn, kalz zo hag a hellfe en em glemm eo bet kollet o dilhad d’ezo. Kement-se zo kreski labour ar gwardou, a stag neuze da hegari ha da lavaret d’ezo komzou kalet ha flemmus.

Eun den koz, din a zoujans, tad da unan eus ar veleien prizoniet, a reas dek leo evit dont da welet e vab ha d’e starda war boul e galon. Kaer en devoe skei war an or, hag e vab goulenn en han ’ Doue kaout truez ouz e dad, an tad paour n’e oe ket selaouet hag a rankas distrei d’ar gear hep beza bet an tamm frealzldigez a c’hoantea.

Eun dimezell goz, a bevar ugent vloaz pe wardro, a zo bet ive o klask gwelet he breur ; ar joa-ze ne oe ket roet d’ezi ; glac’haret holl, n’hell ket miret da skuilh daelou c’hoero. Ar c’haporal teneraet a ya da lavaret d’he breur en em ziskouez er prenestr, evit ma vo gwelet gand e c’hoar. En em welet a reont, ha merkou a garantez a roont an eil d’egile. Siouaz ! paket int gand an ofiser zo e gward ; ar c’haporal a gleo rebechou, hag a zo difennet outan hiviziken beza ken madelezus e kenver an dud.

Unan eus ar veleien-ze, person e Leon, klanv gant droug-ar moug (apoplectique) n’en deus ket bet aotre da vont da ober eun tamm tro-vale dre ar jardin.

Eun all, etre dek ha daouzek vloaz ha tri ugent a c’houlenn aotre da vont da ambroug beteg ar vered korf e c’hoar nevez maro. Ar respont d’e c’houlenn a zo digoret gand an ofiser ; heman ’ro d’ezan e lizer en eur lavaret : morse n’ho pije bet anezan ma vije bet ennan eur c’helou bennak da ober plijadur d’eoc’h.

Laket o deus en o fenn e c’helle priol ha mevelien ar manati, karget da bourchas ar boued e kear, aesaat d’ar brizonerien kaout keleier dre skrid eus an diaveaz ; hag eo difennet outo breman kuitaat ar manati hep kaout eur gward ouz o heul.

En diwez, aotrounez, va c’harget o deus da lavaret d’eoc’h, n’eo ket ar c’habestr a lakit d’ezo eo o brasa gwaleur. Gwasoc’h e kavont e ve laket bep mare dirag o spered skeudenn spontus ar maro. Hag heb abeg o deus aon ? rak n’emaint ket hep gouzout en deus redet ar gwad e meur a leac’h en despet zoken da renerien ar vro a glaske hen miret ? An aotrou Patris, bet lazet e Brest en eun doare ken didruez, livirit d’in ha n’eo ket evito eur skouer eus ar re spontusa ?

Listri, epad an noz a hell digouezout war ar rad, ober fall o aroueziou evid en em rei da anaout, pe an dud en douar a hell fazia ganto, ha setu ar brizonerien kemeret evid enebourien ; raktal an taboulinou, an trompilhou, hag an toksin a ya en dro. Ar bobl a zired ; ar c’hloc’h o sini a hell beza evito glaz ar maro ; hag int-i, an darn vuia anezo, bet dastumet er prizon ganeoc’h, aotrounez, evit beza pellaet diouz kounnar an dud ha taol ar maro ! Rag ar veleien-ze o veza m’eus bet lavaret d’ar bobl oant enebourien ar vro, a vo staget ganto da genta, eun dra eo hag a zo anat, da vihana m’en deus ar bobl ar gredenn eo deuet an enebourien evit hen taga. Kement-se zo bet digouezet p’en em gavas dirak Brest ar skouadrenn sturiet gand an aotrou Dugoy. Mac’h errufe kement all, eo skrijus sonjal er gwaleuriou a deuio da heul. Setu perag o deus va c’harget da c’houlenn diganeoc’h o frizonia en eur gear all bennak ma n’hellit ket rei frankiz d’ezo breman. »

An aotrou De Carné a gollas e boan hag e amzer. Ne voe ket muioc’h selaouet eged ar re a zougas klemmt en e raok ; ar veleien brizoniet n’o doa madelez ebet da c’hedal eus perz ar re a c’houarne er c’horn douar-man.

Goude gouzanv evel ma reant, ne gave ket d’ezo e vijer bet ken digalon outo ; evelato, arabad kredi e vije bet atao tenval o fenn ; hag e choment eno mantret holl. Pa glaskomp mont betek goueled o c’halon, ec’h en em gavomp frealzet o welet pegement oant tud a galon ha Bretoned a zoujans Doue. Evel ar verzerien a hed ar c’hantvejou, gouzanv a reont gant levenez dre garantez evit Jezuz-Krist : Eveldo e kavont ive o nerz e sakramant an Aoter : an eur vat o deus, e gwirionez, da hellout oferenna. Al leanez o ren Itronezed an Unvaniez kristen eo he deus roet d’eomp da anaout kement-man dre eul lizer a skrivas evit goulenn beleg-aluzenner he c’houent ; e lenn a heller e leor an aotrou chaloni Peyron : Documents pour servir : « Daoust ne ve ket gellet, emezi, digas an aotrou Kermorgant da lararet an ofern d’eomp disul da bemp eur diouz ar mintin ? Pegwir o deus aotre da oferenna el leac’h m’emaint, e ve gellet marteze gourc’hemenn da eur gward hen diambroug beteg aman, eur gward hag a jomo gantan hed e veach ? Hor c’hlanvourezed, hor merc’hed koz dinerzet a hello en em sacha gant poan beteg al letrin ; a-hend-all, na pegen risklus e ve evidomp-ni darempredi ar ruiou en amzer-man, rag al lamponed ne rafent alies nemet lavaret d’eomp bepseurt traou divalo. »

Hen lavaret hon deus, ar brizonerien a zo o ene e peoc’h ; ha laouen int o c’houzanv evit Jezuz-Krist. O lizeri, kaset dre guz, a zo eun testeni eus ar pez a lavaromp. Setu aman eur ger bennak tennet eus lizer an aotrou Borgn a Germorvan, chaloni a Gemper, skrivet gantan d’an 29 a viz here :

« Ar boan a glaskont ober d’eomp ne ra nemet kreski hon nerz kalon ha ne ra ket a c’haou e doare ebet ouz al levenez hag ar peoc’h a ren el leac’h santel-man. Daou dra hepken a hell miret ouzomp da veza laouen awalc’h : ar boan galon o deus hor c’herent ouz hor gwelet prizoniet, hag ar boan hon deus hon-unan o welet n’hellomp ket ober vat d’hon nesa. » Ha koulskoude, an aotrou chaloni a skriv ar c’homzou-ze a zo eun den koz, ha dister awalc’h e yec’hed. An aotrou Laporte a skrivas zoken d’an District evit goulenn aotre da vihana d’e genvreur koz oajet a bevar ugent vloaz da ziskenn er porziou hag er jardin. Aotre a voe roet ; met ar chaloni a respontas : « Nann, ne glaskan ket beza truezet, ha ne c’houlennan ket e ve graet d’in gwelloc’h eget d’ar re all. M’am befe truez da c’houlenn evid unan bennag, eo dreist holl, evid ar beleg seizet a zo en hon touez. » Siouaz ! an aotrou chaloni a gouezas ken klanv, ma oe ranket digeri dor ar prizon d’ezan d’an 20 a viz eost. Kement-se a ziskouez awalc’h d’eomp pegen e€urus oant o c’houzanv evit Doue, pegement a nerz kalon ha pegement a aked o doa da anzao o feiz.

Evelato, hervez skrid an aotrou de Carné, lamponed kear a oa gwall gounnaret.

D’an 23 a viz even, eun ofiser eus rejimant ar Poitou, Patris e hano, tamallet da veza graet war voger eun ti-kafe, eun daolenn goapaüs da baotred an dispac’h, a oe lazet gand ar bobl, hag e benn a reas tro kear e beg eur pik.

D’ar 14 a viz gouere, e voe sevenet gouel an Unvaniez ; eun aoter a voe savet war gern ar gompezenn zo dirag ar C’hastel ; an ofern a voe lavaret gant beleg ar Gward Vroadel. Araog e oe benniget arouez (guidon) an Dragoned Broadel. Eur gurunenn a oe laket da eur zoudard hanvet Cousonnière, fuzilier er genta kompagnunez ar Baotred yaouank, abalamour m’en doa, e riskl e vuhez, diframmet digand ar mor tri eus e genvrendeur. Dont a reas an eur da doui beza leal e kenver ar vro, al lezenn hag ar roue, hag embannet e oe an dra-man dre 21 taol kanol, a oe respontet d’ezo gand al listri a oa war ar rad, a laoskas o-unan eun hevelep niver a daoliou kanol. An ofiserien, en eur doui, a zistage mat o geriou, a vouez uhel. Met p’en em gavchont gand ar c’homzou « hag ar roue », youc’hadennou a zavas a bep tu etouez ar bobl, hag e oe klevet ar c’homzou-man : « Nann, nann, roue ebet ! » An dispac’h hag ar freuz a oa o tiroll.

Hag e teuas neuze tro ar Gward Vroadel. Ar
c’hommandant a youc’has, hag e zoudarded a strake o daouarn d’ezan evel tud diboellet : « Ober a ran le da veza leal e kenver ar vro hag al lezenn ; met ne fell ket d’in beza leal e kenver eur roue hag en deus torret e le ha dilezet e garg ! » Goudeze e oe kanet an Te Deum, a lavar d’eomp kaier ar C’huzulerez, epad ma kroze ar c’hanoliou.

Ma ne falvezas ket d’ar Gward Vroadel ober le da veza leal e kenver ar roue, Mignoned al lezenn nevez eo a oe penn-abeg a gement-se. Ar re-man a lakeas kement a gounnar er bobl, ma rankas kuzulerien an Ti-kear o-unan miret outo d’en em voda en teatr epad an noz. Eno ec’h en em glevent da ober o zroiou kamm ha da ziskar an urz vat e kear. Poan gollet ; an traou a gendalc’has da vont en dro evel diagent. En aner eo e roas an aotrou de Marigny, a zalc’he leac’h an hotrou d’Hector, hag a oa mestr bras an dud a vor e Brest, micherourien evit kompeza an dachenn a oa bet savet warni aoter ar vro, d’ar 14 a viz gouere ; en aner e krogas e-unan er garigel hag e stagas da bigellat. Ar pik m’oa krog ennan n’helle ket dont abenn da deurel d’an traon ar voger savet bemdez uhelloc’h uhella gand ar gasoni etre ar bobl hag ar re hon gouarne diagent. Evid an disterra digarez, kear a veze sklerijennet ha pep hini a ranke kaout e c’houlou. Evit rei muioc’h a sked d’ar goueliou noz, ar zoudarded, bugale ha merc’hed war o lerc’h, a yea da bedi an ofiser general d’o ambroug dre ar ruiou steredennet gand ar goulou. Hag en despet d’e garg uhel, e leac’h pellaat dioutan an tregaserien hanter vezo a deue d’e gerc’hat d’e di, en doa plijadur o vont da gemeret perz en o levenez.

An holl a ranke argila dirag ar C’helc’h (club). Mignoned ar Reizadur a gendalc’he da zastum an dud en teatr epad an noz. Ha pa en em guitaent goude ar vodadenn, bep tro, lamponed kear a yea da youc’hal dirak manati Karmez. Ouspenn eur wech, dor ar manati a voe zoken digoret dre nerz ; ha ma ne voe ket lazet ar veleien a oa eno, eo eun dra vurzudus. Kement a riskl o doa ma rankas District Brest skriva en doare-man d’an Departamant, d’ar 25 a viz eost :

« Kounnar ar bobl a gresk bemdez muioc’h-mui. Ken hegaret eo, ma n’hellomp ken dont a-benn da viret mat ar veleien a zo prizoniet e manati Karmez Brest. Pa zonjor an nebeuta, e c’heller ober d’ezo ar pep gwasa. Setu perag hoc’h espedomp da lamet diwar hon diouskoaz eur beac’h ken pounner. Kasit-i d’an harlu, aotrounez, pellait-i diouz ar vro-man pe diwallit-i dirak ho taoulagad ; met, en han’ Doue, roit d’eomp an diskarg anezo ; arabad o laosker pelloc’h en eur gear hag a zo enni eur bobl ken berbouellik, soudarded ha n’heller ket da c’houarn evel ma karer, tud e karg re veac’hiet gand o labour ; eur gear hag a zo gwelloc’h pellaat diouti kement abeg gouest da lakat reuz da zevel enni.

UGENTVET PENNAD
————


Eul lezenn graet gand ar Vodadenn Reizek (Constituante) a zigor doriou o frizon d’ar veleien dalc’het e Karmez. — Fallagriez paotred an Ti-Kear. — Urz a deu da brizonia a nevez ar veleien.
— An A. Laporte a dec’h da Baris.
————


Peurc’hraet oa e labour gand ar Vodadenn Vras e Paris ; peurc’hraet al lezennou a dlie beza diazez ar vro. Evit kaout evito aotre ar roue, e oe lezet a gostez ar Reizadur graet evid an dud a iliz. D’ar 14 a viz gwengolo, ar Roue a zisklerias dirag an holl e kave al lezennou diouz e zoare ; ha paotred ar Vodadenn a strakas o daouarn en eur e glevet. O welet ar c’hannaded ken laouen, Loïz XVI a gavas oa deuet ar mare da c’houlenn diganto beza trugarezus e kenver ar re n’o doa ket sentet ouz al lezennou nevez.

« Evit rei dioc’htu he nerz d’al lezenn, hag e lakat da gregi, a lavare, ankounac’haomp holl an amzer dremenet, ra vezo roet ar peoc’h d’ar re zo bet tamallet, pe galvet dirag ar barner evid oberou hag a zell ouz an Dispac’h, ha ra vo an holl mignoned adarre ! » Al lodenn vrasa e€us ar Gannaded a strakas o daouarn en eur glevet lenn ar gemennadunez-se eus perz ar roue ; hag al lezenn a c’houlenne ankounac’haat an amzer dremenet a oe douget raktal.

Kuzulerien Rann-Vro ar Finistère a oe ret d’ezo eta rei frankiz d’ar veleien dastumet e manati Karmez ; met pegen kalet oa evito ! An urz roet ganto d’an 22 a viz gwengolo, evid embann al lezenn a zo eun testeni a gement-se : derc’hel a reont atao, en despet d’al lezenn, d’an urz o doa douget d’an 21 a viz ebrel a c’hourc’hemenne d’ar veleien didou a oa bet laket re all en o leac’h, chom pell diouz o farreziou koz, da nebeuta peder leo ;

Setu aman o gourc’hemenn ger evit ger :

« Goude beza gwelet lizer ar Roue kaset gant Ministr ar Justis d’ar Vodadenn Vroadel, d’an 13 a viz gwengolo 1791,

« Ha lezenn ar 15 a viz gwengolo ;

« O welet ar vall hag ar galon vat o deus bet ar gannaded e Bodadenn Paris d’en em lakat a du gand ar Roue pa c’houlenne lezel e peoc’h ar re doa savet o fenn enep an Dispac’h, ha beza holl mignoned adarre,

« O welet n’heller ket miret ar veleien « dizent » da gaout perz e madelez hor c’hannaded, evel n’hon doa o frizoniet nemet gand aon o dije graet gaou ouz mad an holl,

« O welet, mar d’eo kaer ha leal ankounac’haat enebiez, klemmou ha troiou-kamm graet ganto evid en em zevel enep gourc’hemennou ar Vodadenn Vroadel, n’heller ket evelkent, hep noazout da vad an holl, rei d’ezo eur frankiz hep muzul gand aon e lakjent adarre an trouz etouez an dud,

« O welet o deus betek-hen dalc’het mat da c’hiziou hag a zo enep lezennou ar c’houarnamant ; ar pez ne ro ket leac’h da gredi emaint o vont da drei kein dizale da voaziou hag a starta bemdez dre ma welont a du ganto niver an dud didroidel ha kredik,

« O welet e c’hellfent, en eur zistrei d’o farreziou koz, gand an youlou-ze en o c’halon, pe drei an dud diwar an ilizou bet roet gand ar vro evid ober an ofisou enno : pe zalla sperejou an dud, (ar pez a ve gwasoc’h) en eur o lakat da gredi int bet, i enebourien d’al lezenn, merzerien abalamour d’o feiz.

« O welet kement-se holl, Kuzul ar Rann-Vro a c’hourc’hemenn : 1° rei frankiz da gement beleg a zo bet prizoniet e Brest goude an urziou roet d’an 2 a viz gouere ;

2° Hervez an urziou roet d’an 2l a viz ebrel, ar veleien hag o deus re all kemeret o leac’h, pe o deus pae o-unan, a ranko chom peder leo da nebeuta diouz o farreziou koz.

3° An difenn-ze a zo graet evid an holl veleien a zo bet roet urz d’ezo da zigouezout e Brest, ha pa n’o defe ket bet sentet ouz an urz-se.

4° Ar frankiz roet breman n’eo na leun nag evid atao, nemed evid ar veleien n’emaint nag e servich ar c’houarnamant, na paet gantan.

« A bed an dud vat da deurel evez war ar veleien n’o deus ket sentet ouz al lezenn. »

Evel a weler, paotred Kemper ne zentent nemed en eur c’hina ouz an urziou deuet eus Paris hag a strisea al lezenn en eun doare iskis. Anat eo d’an holl, pa weler pegement e talejont da rei frankiz d’ar brizonerien. Gwasoc’h c’hoaz. D’an 20 a viz gwengolo, oa anavezet e Brest ar c’helou a roe frankiz d’ezo, ha d’an 23 e taolent eur beleg all er prizon : an aotrou Thual, « kure » Eusa. Koulskoude neuze mouez ar gerent hag an dud a feiz a gare ar brizonerien a zavas krenv hag a yeas betek diouskouarn an dud e karg. D’ar 27 a viz gwengolo, prokuler District Brest a skriv da Gemper :

« Ar merc’hed devot ne baouezont ket da druezi prizonerien Karmez ; o c’hedal emaint, evel ar Mesias, komiserien an Departamant, a dle, war a gonter, dont da zigeri d’ezo doriou ar prizon ; hag e lavaront eo dre berz hon eskob nevez int dalc’het pelloc’h ennan. E gwirionrez, ne gredan ket e ve gellet o derc’hel pelloc’h. Al lezenn a ro ar frankiz d’ezo, ha ni hon-unan a zo dereat d’eomp beza da genta o rei ar skouer vat en eur zenti ouz al lezenn. Eun dra bennag adreuz a c’hoarvezo, a dra zur, pa vezint laket er maez ; met neuze e vo gwelet petra da ober ; ac’han di, sentomp ouz al lezenn.

En dervez-se zoken, diouz an abardaez e tigouezas e Brest unan eus renerien an Departamant, an aotrou Veller, karget da zeveni al lezenn. Antronoz e tremen dre an « District » hag an Ti-kear. Kerent ha mignoned ar brizonerien, bodet holl dirak manati Karmez, evit gellout o digemeret kentoc’h, a ioa poanius d’ezo hen gwelet o vont hag o tont heb ober netra. Evelato goude kreisteiz ez eas er manati. Gantan edo an aotrou Brichet, prokuler an « District » hag an aotrou Berthomme, eus a berz an Ti-kear. Eun taol kloc’h bennak a c’halvas ar brizonerien er c’hloastr. Pedet int da vont ac’hano d’an iliz ; an aotrou Veller a bignas er gador evit lenn urz an Departamant, henvel war e veno, ouz lezenn ar c’houarnamant ; met e gwirionez, e strisa ar frankiz a entente al lezenn rei dezo.

Pa baouezas da lenn, an aotrou Laporte a c’houlennas beza lezet da gomz en hano e genvreudeur. E gwirionez, en e barrez eman, ha pegwir e berson n’eman ket war al leac’h, hen eo en deus gwir da gomz. Trugarekaat a ra ar gomiserien, pedi ra an aotrou Veller da drugarekaat renerien ar Rann Vro en hano ar veleien, ha da lavaret d’ezo e vezint sentus outo war gement tra ne zell ket ouz ar feiz. Kemeret a ra evelato an hardisegez da lavaret d’ezo o deus dreizo o-unan krennaet ar gwiriou roet gand al lezenn d’ar brizonerien, ha douget urziou d’an 21 a viz ebrel ha d’an 2 aviz gouere diweza hag a zo enep d’al lezenn. An aotrou Veller a respont, « o deus an dud e karg gwir da viret an urz vat el leac’hiou a zell outo, ha da gas en dro dreizo o-unan an traou ne c’hellont ket gedal, evel pa vez leac’h da viret ar peoc’h hag an urz vat er vro. Setu aze petra ’n deus hentchet Kemper en amzer-ze a gomzer anezan ; ha mar deus eun dra bennag hag a ziskouez en deus graet mat eo ar peoc’h evid an holl a zo deuet da heul an urziou, eun dra gaer hag a hell an holl da welet, dreist holl pa daoler eur zell war an Departamanchou all a zo trouz ha reuz enno, dre ar pennadou a zo bet laket en dud gand ar veleien « dizent ».

Anzao ran, a lavaras c’hoaz, n’int ket hervez al lezenn urziou an 21 a viz ebrel hag an 2 a viz gouere. Dougit klemm, mar kirit ; ni, evelato, n’o zorrimp ket evit kement-se.

Warc’hoaz eta, a lavaras araok paouez, e vezoc’h prest da vont er maez ; kaset e viot d’an Ti-kear, hag eno, c’houi lavaro da be leac’h ho peus sonj mont ; n’helloc’h ket chom tostoc’h eget peder leo diouz ho parreziou koz ; roet vo deoc’h eur paper tremen-hent hag e viot kaset d’al leac’h ez it da jom ennan. »

Ar beleg, pell diouz e barrez, a zo demdost evel eun den pell diouz e vro, evel eun den harluet. Ar frankiz n’oa ket eta hervez o c’hoant ; hag ar veleien er maez eus o frizon a gendalc’he da veza touellet gand an eneou o doa bet karg da hentcha warzu ar baradoz. Ne gave ket d’ezo o dije bet ar groaz nevez-man da zougen. Hag o mignoned, o c’hortoz tro war dro d’ar manati, mall ganto gwelet an doriou o tigeri, a oe ive diskaret o levenez, dreist holl, pa weljont an aotrou Veller deuet er maez ha doriou ar prizon o serra adarre war e lerc’h.

Antronoz hepken, da 8 eur, e kuiteas ar veleien prizon Karmez ; met penaos ! Kerkent ha goulou deiz, kelc’h Mignoned al lezenn nevez o doa dastumet endro d’ar manati ar re a du ganto, hag ar brizonerien, laouen evelkent en eur zonjal oant dare da vont er maez, a gleve ar youc’hadennou a zirolle warno. Neuze, war zigarez m’oa ret difenn ar veleien pa deujent er maez eus ar prizon, paotred an Ti-kear a lakas digas ar Gward Vroadel, hag evelse eo etre diou renkad soudarded e rankjont kuitaat o frizon. N’helljont ket lavaret eur ger d’ar vignoned a oa ouz o gortoz ; kaset e oent war-eün betek an Ti-kear. Dre ma tremenent, ar malloziou hag ar goaperez a goeze warno ken druz ha glao ; hag o doare oa ken truezus ! Darn o doa dalc’het o gwiskamant beleg, met e pebez stad oant ! Darn all o doa kemeret gwiskamant lik : meur a hini n’o doa ket gellet kaout eur roched fresk tri miz bennak a oa ; al lodenn vrasa anezo n’o doa ket gellet na lamet o baro, na kribat o bleo ; ha kalz, goloet a druilhou, n’o doa mui doare tud. Na pegen doanius oa evito en em welet er stad-se, dirag an holl ! Digouezet dirag ar prokuler-syndik e rankchont diskleria da be leac’h o doa sonj mont da jom. Kerkent ha m’o deveze komzet, e veze sellet ouz ar gartenn : hag ouspenn eur wech, evid eun abeg pe evid eun all, e veze roet d’ezo eur paper tremen-hent evid eur geriadenn pell diouz an hini o doa lavaret. Ha neuze e vezent kaset di gand Dragoned.

An A. Laporte a guiteas Brest er giz-se, hag a yeas da Witalmeze hep beza bet urz da lakat e dreid en e di e ru Sant-Loïz ; aotreet e oe hepken da gemeret ar bakadenn zilhad hag an arc’hant a zigasas d’ezan Soaz Paris, e blac’h koz. Kaout a reas dor-zigor en eur familh hag a oa bet he faotred e skol gantan e skolach ar Roue e Orléans, familh an aotrou de Carné.

Paotred an Ti-kear n’o doa mui eta a veleien « dizent » da waska. Met al labour ne vankas ket d’ezo da c’hedal staga adarre ganto evid an eil gwech.

Eur gouel bras a oa da veza evid embann en eun doare skedus al lezennou nevez graet, hag e rankjont staga d’al labour. Laket e oe d’ar zul, 9 a viz here.

Kerkent hag 1 eur goude kreisteiz, ar Gward Vroadel en he c’haera a en em vodas dirak Ti-Kear ; eno ec’h en em gavas ive ar c’huzulerien, ar pennou huela, an District, holl gand ar skerb a dri-liou. Da 2 eur e eo klevet eun tenn kanol, ar mear a deuas er maez eus an Ti-kear ; ha pa oe roet peoc’h, e lavaras d’ar bobl edod o vont da lenn dirag an holl « ar Reizadur nevez peurc’hraet, bet d’ezi asant ar Roue. »

Ar grefier a lennas ; hag e oe klevet youc’hal : Bevet ar vro, epad m’az ea ar muzig en dro ha m’edo kleier Sant-Loïz e bole. Hag e teujod gand eur bobl tud oc’h heul, da Leurenn an Drouk-prezeg (place Médisance), goudeze war kae Rekouvrans, hag ac’hano da ru an Or, hag e pep leac’h e oe graet an hevelep lid a oa bet sevenet dirag an Ti-Kear ; hag araog en em guitaat e tigoueschont holl war Dachenn ar C’hastel, hanvet Park an Unvaniez. Ar mear, savet ouz aoter ar Vro, a brezegas ac’hano, hag a lakas ar grefier da lenn adarre ar Reizadur. Pa baouezas da lenn, beleg-aluzenner ar Gward Vroadel a voulc’has an Te Deum, hag epad m’edo ar c’hanoliou o krozal, ar mear a ziskennas da enaoui an tantad bet savet dirag an aoter. Diouz an noz, an tiez a oe sklerijennet, dre urz, kerkent ha seiz eur hanter.

Mall bras oa ive ober eun dra bennag evid ar skoliou. Abaoue miz ebrel, ar vugale n’o doa mui a skol. N’eo ket i, a c’hellit kredi, eo a en em glemme ; met o veva war ar ru, ne oent ket pell o teski petra eo al « liberte ». En em ganna reant ; mat oant da skrapa en tu-man hag en tu-hont, ha gwall-gomzou o doa evid an holl ha zoken evit paotred an dispac’h. Dre-ze e tigoueze en Ti-kear klemm war glemm en o enep. D’an 10 a viz here, Ti-kear a embannas e c’helle ar re a blijfe d’ezo skolia ar yaouankiz, dont da rei o hano. Eiz eus an hanoiou a oe dalc’het, ha d’an 20 a viz here, « Kuzul general ar gommun » a zibabas pemp en o zouez.

Setu aman ar pemp a oe dibabet, diouz renk, hervez ar moueziou o devoe : an aotrounez Bourson, Renaud, Morel, Julien ha Le Lièvre. Gourc’hemennet e oe d’an aotrounez Bourson ha Renaud ober skol diouztu Sant-Loïz, unan er c’hlas kenta hag egile en eil ; ha d’an aotrounez Morel ha Julien kemeret skol Rekouvrans. An aotrou Lelièvre en doa da zerc’hel leac’h ar re all pa deuje d’ezo koueza klanv. Mil lur bae o doa da gaout an aotrounez Bourson ha Renaud, eiz kant lur an aotrounez Morel ha Julien, ha c’houec’h kant an aotrou Lelièvre. Ar skol a oa da veza graet en tiez m’edo ar Breudeur enno diagent, hag ar vistri-skol a helle kemeret lojeiz en o leac’h. D’ar zadorn, 12 a viz du, ar vugale a oe dastumet er c’hlasiou, da eiz eur diouz ar mintin. Ar mear gand e guzulerien a deuas neuze da lakat ar vistri en o c’harg ; eur brezegenn a oe graet, nemed ar vugale a oe laosket da redek goudeze, beteg an noz, ha lorc’h enno e stagchont da youc’hal a bouez penn : Bevet ar vro ! D’al lun, 14 a viz du, e tigoras neuze ar skol evit mat. Ar « C’huzul general » a zibabas e-unan al leoriou da rei d’ar vugale. Setu pere oant :

Katekiz eskopti Leon, hag hini lezennou Bro-C’hall.
Kenteliou kenta war ar skianchou natural.
Diverra ar yezadur, Wailly.
Diverra eus skiant an douar (abrégé de géographie) graet gant de Lenglet-Dufresnoy, hag al leoriou latin oad boazet da gaout.

En-diwez, en em glevet a rejont da brena 10 kroaz arc’hant evit lakat ar vugale da labourat gwelloc’h ; eul lodenn a oe evit pep skol.

Pa deuas miz du, e oe adarre da henvel eul lodenn eus kuzulerien an Ti-kear hag eus ar pennou-bras ; ar mear e-unan a oa peurc’hraet e amzer.

En dilennerez kenta, d’ar 15 a viz du, an aotrou Malmanche en devoe adarre ar muia moueziou ; met ne falvezas ket d’ezan kemeret an Ti-kear eur wechall. D’ar 16, an aotrou Berthomme a oe hanvet gant 1002 mouez war 1827 dilenner ; hag ar votadegou all a oe graet ive el lodenn ziweza eus ar miz.

Koulskoude, Dispac’herien Brest o doa keuz atao da veza digoret doriou ar prizon d’ar veleien didou ; ha p’en em vodas e Kemper, vel bep bloaz, kuzulerien ar Rann-Vro, District Brest a niveras klemmou ar veleien « intrus », a oa dilezet o ilizou war aliou ar veleien « dizent ». Konta reas e teue an dud diwar ar maez a vandennadou da c’houlenn ar veleien o doa gwechall, ha tamall a reas an dijentil a oa eskob e Leon da veza bet kaset d’ar bersoned ha d’ar gureed o doa touet, ha zoken d’an Tiez-kear, eul lizer all enep d’al lezenn ; hag araok paouez, e lavarjont, oawar o meno, an trouz etre an dud a iliz o vont da lakatar vrezel en Departamant. Petra da ober evit hen miret ? N’oa ket ezomm da veza nec’het : « Ar gwella doare da ziarbenn ar reuz ? Dastum ar veleien-ze hag a zo penn-abeg a drouz, hag o c’has holl d’an harlu. »

Met kas tud d’an harlu, ar zorc’henn-ze hag a raio he hent eus ar Finistère beteg ar Vodadenn Vroadel, n’oa ket deuet c’hoaz e spered ar gannaded e Paris. Koulskoude klemmou kanfarted Brest a zougas frouez, rag Kemper a c’hourc’hemennas d’an 29 a viz du :

« 1°) Kement beleg pe vanac’h eus nao District ar Rann Vro, hag o do, dre o doareou-kuz, o skridou, o c’homzou, o aliou hag o oberou, roet tro da zifiziout e int a enep Reizadur ar vro hag a vezo bet penn-abeg a drouz hag a zizurz, pe en eur zinerza an doujans hag ar zentidigez o deus an dud evid al lezennou, pe en eur gaout abeg el labour a ra ar veleien o deus touet, pe en eur zizalia ar gristenien da heul ar veleien paet gand ar vro, pe, erfin, en eur alia ar bobl d’en em zevel, ha n’eus fors evit pe seurt abeg, a vezo dastumet raktal, ha digaset da Vrest evit beza prizoniet epad eur pennad.

2°) Kement beleg hag a zo bet dija er prizon e Brest pe en deus bet urz da vont di ha n’eo ket aet, a vo, war an digarez-se hepken, laket e renk ar re o deus sikouret ober reuz, hag a vo kroget enno e kement leac’h ma vezint kavet, ha digaset da Vrest evit beza taolet er prizon epad eur pennad.

An Departamant a garg ar Prokulerien syndik, ha Renerien pep District, kerkent ha ma tigouezo an urz-man etre o daouarn, da ober niveradur ar veleien a ve leac’h da brizonia, ha da ober kement tra ret evid o dastum, ar buanna ma vo gellet, hag o ambroug betek Brest.

A ro urz da Zistrict Brest da glask eul leac’h dereat ha brao awalc’h evid o digemer. »

Antronoz, paotred Kemper a garge an A. Belval da skriva d’ar Vodadenn Vroadel ha d’ar Roue evit rei d’ezo da anaout an urziou striz o doa ranket da gemeret a eneb ar veleien a glaske lakat an trouz da zevel en dro d’ezo. Fizians o doa e vije aotreet ar pez o doa graet. Daoust da vihana ha chom a raint da c’hedal aotreadur ar Gear-Benn, araok staga da glask ar veleien ? E Brest e kavont re hir an amzer ; ne c’hedont nemed e ve embannet an urziou deuet eus Kemper. Dija, paotred an Ti-kear ha kanfarted Kelc’h Mignoned ar Reizadur o deus rannet Leon etrezo evit mont da redek warlerc’h ar veleien.

En dro-man, a zonjont, ar chase a vo puilh, rak n’eus mui ezomm da welet hag ar veleien dizent a zo re all en o leac’h pe n’eus ket. Gand ar re zo bet roet frankiz d’ezo e miz gwengolo eo sklear an traou ; roll an tremen-hentchou, roet d’ezo neuze, a lavar e peleac’h emaint. D’an 2 a viz kerzu, diouz an abardaez, e tigouez erfin urziou Kemper. D’an 3, abred diouz ar mintin, ar chaseeerien a zo en hent, en o zonj, e vo a-benn an noz kutuilhet da nebeuta teir dousen veleien dizent da lakat e kastel Brest, ar prizon nevez. Ar C’hastel a zo bet dibabet dre m’az oa brasoc’h hag aesoc’h miret ar brizonerien ennan eged e manati Karmez… Met diouz an abardaez, n’oa kavet nemet c’houec’h paour keaz beleg a oe kroget enno kerkent hag ar beure, o veza m’oant o chom e Brest. Ar chaseerien a oa bet war ar maez a zistroas d’ar gear, o meudig kouezet en o dourn. Ha setu an District da en em glemm ouz Kemper goude ar c’henta dervez chase : « Kaout a rea d’eomp hon doa en em gemeret ken buan ha ma helled hag aozet pep tra gand eun ijin dispar, hervez an urziou bet diganeoc’h d’an 29 a viz du ; hag en despet d’an dra-ze n’hon deus gellet tapa nemet c’houec’h hag a oa e kear ! Hano zo e ouie ar veleien diwar ar maez pe seurt taol a zonjed ober d’ezo, araok zoken m’oa digouezet hoc’h urziou ganeomp. » Piou ’ta en deus gellet hen lavaret d’ezo ? An aotrou Brichet e-unan, prokuler an District, m’oarvat, hervez Unvaniez Mignoned ar Reizadur. O klevet eo tamallet, an District a zo kounnaret hag a zifenne Brokuler :

« Anaoudegez hon deus, emezan, en deus eur c’herad lavaret da Unvaniez Mignoned ar Reizadur n’eus ket bet gellet prizonia nemeur a veleien « dizent » abalamour meur a hini anezo o doa klevet edod adarre ouz o c’hlask da vont d’ar prizon, ha dreist holl, eo dre an aotrou Brichet, prokuler-syndik, o deus anavezet ar c’helou.

N’eus nikun hag a hellfe tamall hep rei merkou sklear eo gwir e gomzou. Gouest omp da rei testeni n’en deus ket an A. Brichet, abaoue m’eo en em gavet urziou Kemper, paouezet da skriva an urziou a oa ret evit prizonia ar veleien.

Doaniet omp, hag an dud vat zo ive ganeomp, o welet n’o deus ket urziou Kemper gellet kaout muioc’h a grog, rak buan ha didrouz oa bet kaset an traou en dro. Gouzout a reomp o deus ar veleien anavezet an urziou graet evito, pegwir eo anat o deus meur a hini anezo kemeret an teac’h, araok zoken m’oa en emgavet an urziou e penn o beach ; met n’ouzomp ket penaoz int deuet a-benn d’o anaout. Eun dever e vezo evidomp klask ar re zo kablus hag o diskuilh d’an Departamant ; met araog e vo ret d’eomp kaout testeniou, rak n’hon deus ket a c’hoant da ober evel an hini en deus tamallet an A. Brichet. »

Piou ’ta en doa bet araok kear Vrest anaoudegez eus urziou Kemper ? Daoust piou en doa gellet dont a-benn da lavaret d’ar veleien didou beza war evez ? Nebeut deiziou goude, oad deuet a-benn eus an divinadenn hag ec’h anavezed an hini en doa lakeat c’hoarzin goap d’ar chaseerien-veleien : an aotrou Laporte oa.

« Aman, an holl a gred, hep mar ebet, a lavar an District da baotred Kemper eo an A. Laporte, bet kure e Sant-Loïz Brest hag o chom breman e ti an itron de Carné, eo en deus skignet ar c’helou dre ar vro. Anaout a rea hoc’h urziou, war a gonter, hag amzer en deus bet da gas kannaded d’e genseurted evit lavaret d’ezo tec’het buan hag en em guzet. » Familh de Carné, eus Guytalmeze, he doa kerent e Kemper ; gouzout a reomp oa an A. Laporte en o zi e miz genver. Eus o ferz eo digaset d’ezan ar c’helou hag hen en deus sklerijennet e genvreudeur. O veza n’helle ket dont da Vrest, n’hellas ket tizout beteg ar re a oa e kear. Setu aman hanoiou ar c’houec’h beleg bet taolet da genta er prizon : an aotrounez Plessis, Labous eus Sant-Loïz, Quemeneur kure Sant-Mark, ha tri aluzenner : An Tad Moillard, kapusin, an Tad Durand de Linois eus urz Sant Beneat hag an aotrou Hervet.

Ar c’houec’h beleg prizoniet, a skriv an District, a zo dalc’het e kastel ar gear-man, e sal ar c’hlanvdi. Eno e vezint diwallet gwelloc’h eget n’eus fors e peleac’h ; evelse ive hor c’henvroiz n’o do ket ar boan d’o diwall. »

Evid an A. Laporte, n’helle ket sonjal distrei d’e di da Vrest, zoken dic’hizet ; re anavezet oa ; a-hend-all, o veza ma c’houie ervat an arne n’oa nemed o kregi, hag oa risklus bras evid an dud vat hen digemeret en o zi, e kavas gwelloc’h tec’het. Mont a reas da Baris.

KENTA PENNNAD WAR-NUGENT
————


An A. Laporte a zigas eus Paris kuzuliou mat
da barrisioniz Sant Loïz Brest.
Koueza ra etre daouarn an Dispac’herien.
Kaset eo da brizon Karmez.
Lazerez an 2 a viz gwengolo 1792.
————


An A. Laporte, en eur vont da Baris evel meur a hini all eus e genvreudeur savet beac’h warno, a glaske lakat ar chas da goll an tres hag en em guzet gwella ma c’hellfe. Ar Gear-benn a anaveze ; e « noviciat » en doa graet enni gwechall, ha bet oa oc’h ober skol epad tri bloaz e skolach « Louis Le Grand ». — Mont a reas eus an eil ti d’egile evid en em guzet gwelloc’h ; rak kannaded Brest e Paris a oa bet lavaret d’ezo petra dremene e Brest. Marteze e oe kavet ganto ; testeniou dre skrid a zo hag a zesk d’eomp edo e miz even 1792 e kichen Koc’hi an Edeier. Diwezatoc’h, e miz gou€re, e tec’has da vont — war dro al Luxembourg, en eur ru vihan distro ha didrous a zo c’hoaz anezi breman ; hanvet eo ru ar Roue alaouret (rue du Roi doré), tostik da iliz Sant-Denis ar Zakramant ha dirak kouent leanezed ar Zakramant eus a urz Sant-Beneat. E lojeiz a rea en eun ti d’an A. Grison. War an hevelep pondalez gantan oa o chom unan eus e genvroïz, an a. Hyasint al Livec, beleg genidik eus Kemper, bet kelenner e skolach Gwened, hag abaoue, deuet da veza kofesour e ti ar Brinsez de Lamballe, hag aluzenner e Kalvar ar Wern (Calvaire du Marais). En estach all a zioutan oa eur c’hure eus Sant-Gervais Paris, an A. Mikael de la Gardette ; eul lizer skrivet gand an aotrou-man, hag a roimp anaoudegez anezan diwezatoc’h eo a zesk d’eomp an traou-ze.

— Harluet, an A. Laporte ne ankounac’ha ket parrisioniz Sant-Loïz Brest. O veza n’hell ket kas e lizeri d’ezo war eün e karg eur merour d’ezan, e hano Job Labbé, o chom e Plabennec war dro stank al Luand, d’o c’has d’ezo. Heman d’e dro a zo diskuliet d’ar 7 aviz gwengolo 1792. Eun enklask a zo graet en e di, hag e kaver eur bern lizeri bet digand an A. Laporte. Kavet e oe dreist holl eur c’haier reolennou bet skrivet e galleg gand an A. Laporte evit parrisionniz Sant-Loïz ha bet troet e brezoneg gant Job Labbé evit beza skignet dre vro Leon, kenkoulz e kave anezo. Ar c’homzou-man a zo e penn ar c’haier.

« Maximou a reolennou a gonportamant evit an dud catholic eus a Franç er circonstanç presant. »

Ha setu aman unan bennag eus an aliou a gaver ennan. Goude beza embannet eo pec’hejou an dud a zo penn-abeg eus ar gwaleuriou a sko Bro-C’hall, e kendalc’her evelhen : « Beva a raimp en eun disposition continuel d’ar verzerenti ; quen aliez gwech ma hellimp, caout offeren beleyen pere n’ho deus quet great ho serment, cofessi a communia.

Ne deus obligation ebet da assista er sakrifiç santel quen nebeut a da goffess ha da gommunia, quen a vezo cascet beleyen fidel.

Ho veza privet eus hor beleyen fidel, arabat eo deomp en em digourachi e nep feçon ebet. Ar christenien so er bet pere ne velont beleyen catholic nemet eur veach er bloaz pe nebeutoc’h hag a so coulscoude christen ferfent meurbed. »

Aliet oad neuze da ober eun akt a gontrision d’ar zul ha d’ar goueliou, hag aliesoc’h zoken ; da ober bep
sul ar gommunion a spere€d ; da dremen dirag ar grusifi, da zul ha da c’houel, an amzer a dlefer beza tremenet en iliz. Hag e peurc’hraed, en eur alia lenn meur a wech ar reolennou-ze evid o lakat da vont doun er spered.

Ar skrid-ze a oe kaset d’an District e Brest, d’ar 7 a viz gwengolo 1792, ar gomz-man ouz e heul :

« Job Labbé, merour d’an A. Laporte, o chom tost da stank Luand e parrez Plabennec, a zo bet lavaret d’eomp, en deus en e di kalz a lizeri bet digand an A. Laporte, hag en deus troet e brezoneg eun embannadur eneb an Dispac’h evid ar pennou-bras en e barrez. » (An aliou-man, ha n’emaint ket e leor gallek an A. Saluden, a zo bet roet gantan da lakat el leor-man).

E Paris d’an 29 a viz du 1791, ar Vodadenn Lezennerez (Assemblée Législative) he doa gourc’hemennet harlui kement beleg enebour d’al lezenn. Met ar Roue ne roas ket e aotreadur d’an urz-man ; ar pez a lakeas ar brasa kounnar er baotred hanvet « sans-culottes ». Meur a rann-vro, evel ar Finistère, a reas o fenn, heb ober van eus ar roue. Met e Paris, Kelc’h ar Jakobined n’en doa ket c’hoaz ar c’halloud en devoe diwezatoc’h, hag ar veleien n’o doa ket touet a oa c’hoaz e frankiz.

E gwirionez, pennadou a vezo lakaet er bobl gand ar re c’hwasa etouez an dispac’herien : an darvoudou a c’hoarvezas e mae hag even 1792 hen lavar d’eomp : hag hiviziken ar veleien ne dremenint mui dre Baris nemet gant gwiskamant lik ; ne vo ket kement a riskl evito en doare-ze. Diouz ar mintin, e lavarent o ofern, pe e kouenchou merc’hed a oa c’hoaz lezet e peoc’h, pe e kloerdi ar Misionou diawez. Pa greskas ar beac’h warno, he lavarjont en o c’hampr. An A. Laporte en doa eun aoter, rag er paper eus e arrebeuri a oe graet en e di, antronoz e varo, eus merket « eur c’halir arc’hant, alaouret e ziabars hag a boueze 7 ons, eur voest vihan arc’hant : 1 ons, (a dlie beza al lestr sakr da gas an Aotrou Doue d’ar re glanv) ; daou bod kafe (evelse oa hanvet moarvat buredou an dour hag ar gwin), diou c’houlaouenn goar hag o c’hantoloriou. » Epad an deiz, ar veleien ne deant er maez nemet nebeuta ma c’hellent, hepken evit klevet ar c’heleier.

Eus al leac’hiou distro m’oant kuzet enno, ar paourkeaz beleien, en doa ar c’houarnamant kement a zifizians anezo, a glevas d’an 9 a viz eost 1792, diouz an abardaez, kloc’h an tan o seni en holl ilizou Paris, hag antronoz vintin, a bell, an tennou fuzul o strakal. Strafuilhet holl gand an enkrez, ar re anezo a oa ar muia dispont o devoe an hardisegez da vont da welet petra oa a nevez. Gwelet a rejont bandennadou tud, o fenn en noaz, pikou ganto ha Suissed (da lavaret eo, ar zoudarded karget da viret ar Roue) deuet er maez eus palez an « Tuileries » hag o tec’het en o raok ; gwelet a rejont ive paotred ar bragezeier hir hanvet « sans-culottos » o terri hag o tiskar aroueziou ar rouelez e kement leac’h m’o c’havent. En em hardisaat a rejont da c’houlenn digand ar re a gave d’ezo a oa tud vat petra dremene. Hag e veze kontet d’ezo al lazerez a oa bet en « Tuileries », penaos ar Roue en doa klasket eur goudor e Bodadenn ar gannaded, e leac’h ma oe diskleriet n’oa mui e karg. N’oa eta roue ebet mui. Mil bloaz bennag a oa n’oa ket bet gwelet eun hevelep tra. Daoust ha deuet oa fin ar bed ?

An tron a oa bruzunet ; en e leac’h e savas eur c’houarnamant spontus ne glaske nemet lakat ar gwad da redek, ken gwas hag hini Neron guechall, ar « Gommun » a read anezan. E penn ar « Gommun » eman Huguenin, eul laer divezet ; ar sekretour eo Billaud Varenne, eun den ginet hag eur penn tenval ; hag eman c’hoaz ar prokuler Manuel, an hini en doa laeret, falzet ha gwerzet lizeri Mirabeau ; Robespierre ar c’homzer helavar ; Danton ar bourreo ; Marat ar c’helaouenner, a embanne e kelaouenn Mignon ar bobl oa ret, evid eurusded an dud, diskar 260.000 penn.

E c’hellit kredi, pa deuas an noz, d’an 10 a viz eost, an enkrez a oa bras en tiez a oa beleien kuzet enno ! Hag e gwirionez, n’oa ket heb abeg, rag antronoz, tud, gant pikou, sabrinier ha fuzuliou a yea dre ar ruiou en eur furcha en tiez. Deuet da veza ar vistri dre eun taol-nerz, paotred ar « Gommun » n’hellent derc’hel o galloud nemet dre ar spont : « Savet omp eus ar c’houer, a lavar Danton, dre-ze n’hellomp gouarn nemed en eur ober aon ; ret eo d’eomp lakat eur ster gwad da redek etre ar Barizianed hag ar re o deus tec’het d’ar broiou estren. » Ha raktal e stagchont da laza tud a strop.

Ret eo da genta dastum tud da laza war-hed taol. Roue ebet, diarbenn ebet mui ; beac’h d’ar veleien « dizent » ; ar re-man a vezo kroget enno da genta.

Kerkent hag an 11 a viz eost, — bloavez pevare al liberte, a lavar o skridou, — e oe prizoniet an aotrou du Lau de la Coste, arc’heskob Arles, an daou vreur de La Rochefoucauld, unan eskob e Saintes hag egile e Beauvais. En dervez-ze ive, diouz an noz, war dro hanter-kant beleg a oa prizoniet gand an aotrounez Eskibien e manati Karmez deuet da veza eur prizon. Kendalc’het e oe, en deiziou warlerc’h, da glask beleien ; hag o veza n’oa ket manati Karmez bras awalc’h e oe kaset lod anezo da Zant Firmin. D’ar 17 a viz eost ec’h en em gavas tro an aotrou Laporte, rag antronoz edo e Karmez, hervez lizer e amezeg bet dastumet war an hevelep tro, an aotrou de la Gardette. Al lizer-man embannet e Kelaouenn eskopti Clermont (21 a viz even 1879) ha skrivet gantan da unan eus e vignoned a zo eus an 21 a viz eost 1792 :

« Mignon ker…, Dirgwener diweza 17, diouz ar mintin, goude beza lavaret va ofern ha me dare da guitaat va c’hampr gant gwiskamant lik, p’edon war dreuzou va dor, em beus klevet trouz, ha kerkent em beus gwelet eun ofiser eus an Ti-kear, eur zeizenn c’hlas gwenn ha ruz gantan war e gov, ouz e heul eur sekretour hag eur gward broadel gand e armou. Komzet en deus ouzin en eur lavaret : « Deuet omp da ober an enklask en ho ti. » Kerkent e tec’has, goude beza laosket eur zoudard dirag an or.

Heman a zo chomet d’am diwall beteg unneg eur noz ha n’am beus gwelet nikun all nemetan bete neuze. Kousket en deus gellet evel ma kare ha doaniet bras oa o welet ar pez a glasked da ober d’in, rak va amezeg eo, hag unan eus va farrisioniz.

Epad an amzer-ze n’em beus drebet nemed eun tamm bara hag eur zaladennig vihan, abalamour ma c’heden va ofiser da zistrei. P’oan enouet ouz hen gedal, hag o vont da gousket, eo en em gavet gant c’houec’h fuzulier ; laket em beus dirazan eun daol da c’hoari ha warni diou c’houlaouenn ; hag en deus graet e zanevel dre skrid « verbaliser ».

Epad ma skrive, en deus lavaret d’in o doa va amezeien kalz a zifizians ac’hanon, hag e vijen bet krouget ganto pell-zo ouz eul letern, ma ne vijent ket bet diarbennet gantan d’hen ober… Goulennet en deus diganen gant petra e veven ha piou zarempreden…

Pa baouezas da skriva, e lavaras d’in mont d’e heul. Kerkent eun dalm-gurun a strakas ken krenv ma spontas kement hini a oa en ti. An ofiser e-unan a gave d’ezan klevet kanol an evez (canon d’alarme) ; hag e teuas da veza gwenn, kement a aon en doa.

Daou veleg all hag a oa en estach dindanon a zo bet roet urz d’ezo ive d’hon heul ; unan anezo a zo kure e Brest, o chom em zi hag egile beleg Itronezed ar C’halvar (Hyasint al Livec).

Neuze hon deus heuliet, beteg an Ti-kear, an ofiser hag ar pemp fuzulier. Eno, eo bet lennet dirazomp an tri zanevel graet en hon enep. Pep hini ac’hanomp en deus goulennet lavaret eur ger hag omp bet aotreet d’hen ober an eil goude egile. An aotrou Manuel, prokuler ar « Gommun », eo en deus lennet d’eomp ar skrid hon tamalle.

Eus an Ti-kear, omp bet kaset da eul leac’h hanvet « La Force », d’ar zadorn, 18 eus ar miz-man, war dro div eur diouz ar mintin. Eno, hor beus en em daolet da c’hourvez war eur c’holc’hed-kolo, en eul leac’h hag a zo hanvet ar « Souricière » ; eno e tremen o nosvez kenta ar re nevez digouezet.

Diouz ar mintin omp bet dispartiet an eil diouz egile, hervez an urz a oa bet roet d’hen ober… »

An aotrou de la Gardette a oe kaset da Zant-Firmin, an aotrounez Le Livec ha Laporte da Garmez.

E Karmez, ar brizonerien genta a oa bet dastumet en iliz ar manati, hag o veza n’oa bet klasket netra evid o digemer, e rankchont tremen an nosveziennou kenta war leur an iliz. Nebeut goude, e oe roet aotre d’ezo da lakat digas traou-wele eus an diaveaz. Eul lizer skrivet gand an aotrou Grison da vreur an aotrou Laporte o chom e Brest, en deus hon sklerijennet war gement-man : « Meur a wech oun bet el Luxembourg o c’houlenn va golc’hedou gloan ; rag an traou-man zo ker, o veza m’o deus pevar droatad hanter, ha m’int bet nevezet ganen evit plijout d’an aotrou ho preur… ». Rak-se an aotrou Laporte n’eo ket ennan e-unan hepken eo e sonj ; al lizer-man a zesk d’eomp e lakeas digas c’houec’h golc’hed c’hloan ; c’hoant en doa diboania ha skoazella kenvreudeur paouroc’h egetan. Daoust e pe leac’h e oe lakaet er manati ? Paper ar maro, tennet diwar gaier ar prizon, hen laka da veza amezek d’an aotrou arc’heskob Du Lau, bet prizoniet koulskoude seiz dervez en e raok.

O veza ne deuent ket holl eus an hevelep leac’h, ar brizonerien n’en em anavezent ket, koulz lavaret.

En em voda rejont tostik d’an tri eskob prizoniet eveldo, hag a oa an aotrounez Du Lan, arc’heskob Arles, hag an daou vreur eskob de la Rochefoucauld. Marteze ne ouient ket oa tost ar maro d’e€zo ; anaout a reant evelkent e c’houzanvent hag o doa da c’houzanv evit Doue hag e Iliz. Ar zonj-se o c’hennerze hag a roe levenez dezo.

El lizeri, o deus skrivet epad m’edont er prizon, e lenner atao ar c’homzou-man a gaver er Skritur Sakr : « Ibant gaudentes… quoniam digni habiti sunt pronomine Jesu contimeliam pati (Act., V, 41), laouen e kerzent, abalamour m’oant bet kavet mat da c’houzanv dismegans evit hano Jezus. »

N’o doa ket an eurvad da hellout lavaret an ofern ; met unan anezo, chomet beo, en deus lavaret e lakent o spered da vont bep mintin betek Rom, keit ha ma pade ofern Hon Tad Santel ar Pab, hag e kinnigent o foaniou da Zoue en eur o lakat mesk ha mesk gant re Hor Zalver Jezuz-Krist. War an deiz, e c’hellent awechou gwelet unan bennak eus an diaveaz ; hag evelse ec’h anavezent an darvoudou dre o mignoned. Anaout a rejont dreizo oa bet gourc’hemennet d’an holl, gand ar Vodadenn, ober al le hanvet « liberté-égalité ». Daoust hag al le-man a c’hellent da ober ?

Ma vez goulennet diganto eun deiz, petra raint ? Hag hen ober a hellont gand eur goustians direbech, evit gellout kuitaat ar prizon, pe jom a raint hep hen ober ha neuze beza laket d’ar maro ? Setu aze an dra ankenius a douelle ar sperejou e prizon Karmez, a lavar an A. P. de la Gorce ; diwarbenn-hi ec’h en em guzuliont epad ar zizun ziweza a viz eost.

Chapel Karmez a deuas neuze da veza henvel ouz sal ar sened en eun eskopti, da lavaret eo, ar zal a vez dastumet enni ar chalonied hag ar bersoned kanton pa vezont da rei o ali war ar pez a zell ouz mad an eskopti. An aotrou Arc’heskob Arles eo a vleine an divizadeg, an daou eskob unan a bep tu d’ezan. Dalc’hmat e veze teir zastumadenn bemdez, ha dervechennou e veze betek seiz. Alies, gwir eo, e veze trouc’het o c’homzou d’ezo gant mouez an diwallerien karget da ober ar galv. Koulskoude, met ar brizonerien n’her gouient ket, paotred an dispac’h, ma c’houlennent al le « liberté-egalité » digand an holl war o meno, o doa diskleriet araok, ne vije ket goulennet na digant ar re o doa da zifiziout anezo, na digand ar veleien « dizent ». « Aon hon deus, a lavarent, an trubarded m’az oant, e kredfend ober al le-ze evit klask hon dalla muioc’h-mui, ha gellout en doare-ze, dre zindan, dont a-benn da ober o zroiou-kamm. » N’her gouient ket ; met ar menoz a rejont a ziskouez o nerz-kalon. D’ar zadorn, ar 1a a viz gwengolo, e voe graet ar menoz start, gant moueziou an darn vrasa a galz, ne zigorjent ket o ginou da ober al le nevez, ha pa ve goulennet diganto a zindan boan da veza dalc’het er prizon. Kofez o doa graet an eil d’egile araok rei o ali, ha goulennet skerijenn ar Spered-Santel eur wech all c’hoaz, en eur gana ar eni Creator. Evelse e peurc’hraent, leun a nerz kalon, beilhadenn ar verzerenti.

Prest int breman da vervel. Koulskoude eun digarez bennak a ranked da gaout evid o lakat d’ar maro. Kavet e oe. Brunswick a oa mestr e Longwy, ha dare da vale war Verdun ; hag ar Vodadenn a c’halv ar re a gar o bro evid o c’has d’an harzou da ziarbenn an enebourien. N’helle digouezout netra gwelloc’h evid an Dispac’herien. Raktal, Marat en e gelaouenn, ha kant all eveldan, da youc’hal d’ar bobl edod oc’h en em glevet dre guz er prizoniou a eneb ar vro. Ha mat e ve laosker trubarded war hon lerc’h ? Nann, hep mar ebet. Ret eo eta skarza ar prizoniou, rak, mignoned ar vro eur wech aet eus ar gear, raktal an noblans a deuio gant lakepoted da zigeri ar prizoniou, da laza, ha da lakat an tan e pep leac’h.

D’ar zul vintin, 2 a viz gwengolo, Danton a stagas da brezeg d’ar C’hannaded : « Ar vro, a lavar, a vezo saveteet, ar gwad zo o virvi, ha mall zo da vont d’an emgann. Verdun n’eo ket c’hoaz kouezet etre daouarn an enebourien. » Setu ma klever neuze kloc’h an tangwall : Danton a gendalc’h : « Ma soun breman kloc’han tan, n’eo ket e ve leac’h da gaout aon ; ho kervel a ra da ziskar enebourien ar vro. » En eur lavaret ar c’homzou-ze, gand e zivreac’h e ra an neuz da baka daou enebour : hini an diavaez, a ziskoueze sklear, hag hini an diabarz, ne fell ket d’ezan henvel. Ar re-man en dije karet marteze diwall diouz droug, hag eman o teurel anezo da zrailha da eur vandenn tud gouez. « Evit dont abenn eus enebourien ar vro, emezan c’hoaz, evit rei douar d’ezo petra zo ret ? Hardiziegez, hardiziegez c’hoaz, hardiziegez atao. »

Kloc’h an tan a zo o seni e kement iliz zo e Paris. En eur e glevet, hag epad ma man ar re o deus eur gwir garantez evid o bro, o kimiada diouz o c’herent hag o mignoned evit mont d’an armeou, eur vandenn diskolperien, paet gand ar « Gommun » a en em daol war ar prizoniou.

E Karmez, e kave d’ezo e vije ar zul henvel ouz ar zadorn. Epad lein, drebet da greisteiz, e oe zoken eur gomzig bennak da farsal. Koulskoude, goude ar pred, e voe graet eur galv nevez ouspenn ar re oad boaz da gaout, evel pa vije bet aon na ve bet unan bennak tec’het er maez. Eur gward nevez a oa bet laket. Eleac’h soudarded ar gward vroadel gand o fuzuliou, e oe gwelet o tont keriz gant pikou, war o fenn eur boned ruz. Goude holl, n’oa ket kement-ze a leac’h da veza souezet, pegwir ar zoudarded a oa aet d’an harzou evit diarbenn an enebourien. Difennet e oe ouz ar veleien diskenn er jardin evel m’oant boaz d’hen ober. Eur froudenn eus perz ar gwardou nevez deuet, a zonje d’ar brizonerien. Met setu en eun taol kont da deir eur, m’eus roet urz d’ezo holl, ha zoken d’ar re dinerz ha klanv, da ziskenn er jardin. Holl e sentont.

Ar jardin-man a oa e tu an hanternoz da vanati Karmez ; eur garrezenn vras oa, rannet e peder lodenn kement ha kement ; e kreiz oa eur poull dour a-dro ; a-hed ar mogerou, baliou hir ha ledan disheoliet gant fao-put (charmilles) ha gwez koz ; hag e traon ar jardin oa eur japelig gouestlet d’ar Werc’hez. Al lodenn vrasa eus ar veleien a oa tost d’ezi hag a lavare o gousperou. Eur manac’h bennak o doa da lavaret eur breviel dishenvel diouz hini ar re all, a yea hag a deue dre ar baliou a-gostez. An aotrou Girault, beleg-aluzenner leanezed Sant-Fransez, a oa e-unan o lavaret e vreviel e kichen ar poull, e kreiz ar jardin.

A greiz holl, e klever youc’hadennou a dreuz an tennou kanol a veze klevet abaoue ar mintin. Ar re hanvet « sans culOttes » a oa eur vandennad anezo o tostaat d’ar manati. Dont a reont eus iliz Sant-Sulpis, el leac’h m’edo bodadenn o c’hevren (section). Eur marc’hadour gwin, hanvet Prière, en doa bet goulennet lakat ar brizonerien d’ar maro araok kimiad ar zoudarded a youl vat a yea d’an armeou ; ar pez a oe kavet mat gand an holl. Setu i er manati ; ha dizale e weler er prenestier tud diskramailh o sevel o zabrinier hag o fikou da sponta ar veleien. Strafuilhet holl, ar brizonerien a baouez da lavaret o breviel. Aotrou arc’heskob Arles o fed da gaout nerz kalon : « Mar d’eo digouezet evidomp eur ar sakrifis, emezan, trugarekaomp Doue da veza roet tro d’eomp da skuilh hor gwad evid ar feiz. »

Evelkent, al lakepoted evit c’hoaz ne reont nemet gourdrouz ha diskouez an dourn ; lavaret e ve emaint o c’hedal eun dra bennak ; hag ar veleien a stag adarre gand o breviel. Ar C’homplijou zo lavaret eur pennad zo, hag emaint breman gant Matinezou ofis an deiz warlerc’h. Er baradoz eo e lavarint al lodenn ziweza ! Setu eur youc’hadenn all ; muntrerien an abbati a zo o tont. Lazet o doa kenvredeur an aotrou Sicard, pa youc’haz unan eus o mistri, Maillard : « Aman n’eus mui netra da ober, d’eomp da Garmez ! » O youc’hadennou a lavar emaint o tostaat : « Bevet ar Vro ! emezo hag ar veleien « dizent » d’ar maro ! »

Daoust hag ar re-man eo a c’heded ? Ar re digouezet da genta a zilez neuze o frenestier evit mont d’an em unani gand an eil rummad ; dor ar jardin zo torret, hag holl ec’h e€n em daolont war ar brizonerien. Tostik d’ar poull dour, zo e kreiz, e kavont an aotrou Girault. Eun taol sabrenn hen diskar ha daou forban a lamm warnan gand o fikou hag a dreuz e gorf d’ezan. An aotrou de Salin, chaloni Sant-Lizier, a zired da glask rei sikour d’ezan ; eun tenn fuzul hen astenn maro a stog e gorf war an dachenn. Ar vandennad tud yud a gerz neuze warzu traon ar jardin ; eno eman an darn vuia eus ar brizonerien bodet dirak skeudenn ar Werc’hez. « E pe leac’h eman arc’heskob Arles ? »a c’houlenn unan eus ar forbaned digand an aotrou de la Panonie. Heman a laka e zaou zorn stog ha stog, a soubl e zaoulagad, ha ne lavar grik. « Ha te eo arc’heskob Arles ? a lavar eun all, en eur gomz ouz an aotrou arc’heskob Du Lau. » — « Ya, aotrounez, emezan, me eo. » — « Fallakr m’az out, a lavar ar « sans culottes », te eo eta an hini en deus laket kement a c’hwad tud vat da redek e kear Arles? » — « Aotrounez, a lavaras an aotrou arc’heskob ne c’houfenn ket beza graet droug da zen ebet morse ! » — « Mat neuze, me zo vont da ober droug d’it », a lavar ar forban, en eur rei eun taol sabrenn d’ezan war e benn ; kerkent eur forban all a ro eun taol all d’ezan. An aotrou arc’heskob Du Lau, atao en e sav a gas e zaou zourn d’e benn, met eun trede taol a ziskar anezan d’an douar. Neuze e c’hoarvezas eun dra griz meurbed. Unan eus ar vuntrerien a lamm gantan, a laka e droad war e vruched hag a zank ar pik en e galon. Kemeret a ra e vountr goudeze hag e tiskouez anezan d’ar vuntrerien all evel pa vije bet gounezet gantan war eun enebour. Ar re-man a stagas neuze da gana evel tud gouez. Ar veleien kroget ar spont enno a dosta muioc’h-mui ouz skeudenn ar Werc’hez, hag en em daol d’an daoulin d’he fedi. Epad an amzer-ze al lakepoted, dre brenestr ar japel vihan, a gemer o flijadur o tenna warno gand o fistolennou hag o fuzuliou. Aotrou ’n Eskob Beauvais a zo bruzunet e c’har, hag an douar a zo ruziet dindannan gand ar gwad. Evelato ne blij ket d’an holl gwelet evelse ar veleien a vern en eul leac’h hepken ; pep hini a garfe kaout perz el lazerez. Paouez a reont neuze da denna ; mont a reont da gaout ar veleien er japelig, ha gant taoliou pik o lakeont da vont er maez. Siouaz ! an holl n’hellont ket senti ; meur a hini a oa maro ! Neuze e redont warlerc’h ar re all a dreuz ar jardin evel pa vijent bet o chaseal anevaled gouez. Ar paour keaz beleien a veze lakeat herr enno gant taoliou sabrenn ha taoliou pik, ha miret outo chom a zav da gaout taol ar maro ; ma kouezont d’an daoulin, gant taoliou pik o lakear adarre da zevel en o zav.

A greiz-holl, eur vouez a youc’h er jardin : « Awalc’h, paouezit ! re abred eo c’hoaz ; n’eo ket er giz-se e tleomp en em generet ganto. » Violette, kommiser an dispac’herien, eo a gomz en doare-ze. Ar forbaned a jom a zav epad ma lavar an hevelep mouez d’ar veleien mont en iliz. Eno n’o do ket ezomm da gaout aon, rak war e veno, nikun ne glasko ober droug d’ezo. Ar re o deus gellet tec’het betek-hen a ya eta d’an iliz ; holl int dastumet er c’hor hag ar c’hael a zo prennet warno. Kounnaret holl, ar forbaned, o kredi edod o klask tenna ar brizonerien diganto, a zired a lamm dre greiz an iliz betek gael ar c’hor. Ar c’hommiser Violette a zigouez neuze er penn kenta hag a lavar : « Venjans ar bobl zo hervez ar gwir ; evelato marteze ez eus unan bennak direbech en o zouez, hag e ve mat ober eur varnedigez e doare. » Er mare ma paouezas ar forbaned da youc’hal evit klevet ar c’hommiser, dor ar japel a zigoras. Aotrou ’n Eskob Beauvais eo a zo e tigouezout, gloazet e c’har ha douget gand e vuntrerien o-unan, an neuz d’ezo da gaout truez outan ha da veza leun a zoujans en e genver ; astennet e oe ganto war eur c’holc’hed gloan tost da c’hael ar c’hor. Aotrou ’n Eskob Saintes ne ouie ket petra ’ioa bet c’hoarvezet gand e vreur ; en eur e welet, ec’h en em daol etre e zivreac’h hag e klask e ziboania. Pellaet e oe dioutan dichek. Gourc’hemennet e oe neuze d’ar veleien a oa daoulinet, o kofez an eil d’egile, sevel en o zav. Senti reont. « Ha touet ho peus c’houi beza sentus ouz al lezennou graet gand ar vro evid ar veleien ? » a c’houlennas diganto unan eus an dispac’herien. « Nann, n’hon deus ket. » a respontjont holl a-unan. Raktal, eun daol a zo savet war ar pondalez a gas eus an iliz d’ar jardin. Maillard, a lavarer, a azezas outi. Ar veleien a zo galvet daou ha daou dirazan. An neuz a ra da ober labour eur barner, met henvelloc’h eo ouz eur bourreo a ra hepken eun tamm enklask evit gwelet piou int, en eur zellet ouz kaier ar prizon, ha gouzout hag i a zinac’h atao ober le da zenti ouz al lezenn. Kerkent goude, ar brizonerien, pe gentoc’h ar re varnet d’ar maro a zo buntet beteg an dereziou diaveaz a ziskenn er jardin. An dispac’herien o deus ive kuitaet an iliz hag a zo o c’hortoz ar veleien baour e traon an dereziou. O digemeret a reont gant taoliou pik ha taoliou sabrenn, ha goude beza o mac’hagnet en eun doare spontus hag heuzus, e peurc’hreont outo en eur lezel youc’hadennou skrijus.

En eur glevet ar youc’h, ar veleien chomet en iliz a oar ervat petra emaor oc’h ober d’o breudeur paour, ha petra o deus da c’hedal o-unan. Gouzout a reont n’o deus mui a zikour da gaout diouz an douar, hag eo deuet o eur diweza. Kana reont litaniou an dremenvan, hag ar ganaouenn a bado keit ha ma vevo an hini diweza. Ne zinerzo nemet dre ma vihanaio niver ar re veo.

En diwez, setu ar veleien diskaret holl ; ne jom mui nemed an daou eskob ; galvet int. Aotrou ’n Eskob Saintes a bok d’e vreur, hag a zao en e zav : « Setu me aman ive, a lavar neuze aotrou ’n Eskob Beauvais, nemet n’hellan ket bale ; o pedi ran, m’ho peus ar vadelez, d’am zikour da vont d’al leac’h m’am galvit. » Daou eus ar forbaned a zo da dosta da Vaillard a zeu buan da gaout an Eskob ; lavaret e ve o deus truez outan hag int leun a zoujans evitan ; hen dibrada reont diwar e c’holc’hed, hag hen digasont da gaout Maillard ha goudeze d’ar vourrevien. Pa gouezas, da ziweza, e ruilhas en eur poull gwad, e kichen eur bern korfou maro. Da seiz eur, diouz an abardaez, an dispac’herien o doa lazet 160 beleg !

Penaos e weljont o tostaat ar maro kriz a ouient o doa da c’houzanv ? Unan eus an testou, pell da veza a du ganto, pegwir oa unan eus lez-varn Maillard, ar c’hommiser Violette, a lavar : « N’oun ket evit kompren ar veleien-ze : mont a reant d’ar maro, evel pa vent bet o vont d’eun eured. »

E gwirionez, skrijal ha krena a dlient beza graet en o c’horf ; met hervez ar gomz kaer lavaret gant Bossuet, « an ene eo mestr ar c’horf en deus enaouet. » En diskouez o deus graet e prizon doanius Karmez, an eskibien hag ar veleien geiz lazet e miz gwengolo, sklerijennet ha kennerzet gand ar Spered Santel. D’an holl o deus roet eur skouer dispar a nerz kalon en eur c’houzanv evid o feiz poaniou a bep seurt hag eur maro kriz.

An aotrou Glaoda-Anton-Raoul Laporte a oa etouez an dud kalonek-ze. Unan bennak anezo o deus bet gellet, n’oar den penaos, en em sacha ha kemeret an teac’h ; evelato, ne gaver e lizeri nikun anezo e pe boent hag e pe leac’h e manati Karmez e kouezas hor c’henvroad santel. Ne anavezomp diwarbenn e verzerenti nemet daou dra : e oe prizoniet e Karmez, hag e oe lazet eno d’an 2 a viz gwengolo.

Eul lizer, skrivet e Paris d’ar 4 a viz gwengolo 1792 gand an A. Grison, an hini a roe lojeiz da C’hlaoda Laporte e ru ar Roue Alaouret, a gas ar c’helou doanius d’e vreur Loiz-Glaoda Laporte, mezeg : « Anavezet em beus e vountr e « kevrenn » (section) al Luxembourg ; ar pez a oa eur merk oa maro, ha war-ze eo bet roet d’in paper-maro an aotrou, ho Preur ; hag em beus lakaet testenia ez eo gwirion. »

Leor ar re varo e Ti-kear al Luxembourg a zo skrivet warnan ar c’homzou-man : « Taolenn ar veleien hag ar brizonerien all, dalc’het e manati Karmez d’an 2 a viz gwengolo 1797, hag a ro da anaout pere zo bet lazet, ha pere zo bet tennet eus a dre zaouarn ar bobl kounnaret :

« War roll ar re varo bet anavezet goude al lazerez e lenner hano an aotrou Laporte. An trede ha triugent eo hag an tosta da hini an aotrou arc’heskob Du Lau…

Peurc’hraet, testeniet leal ha gwirion gant sekretour-grefier barnedigez a beoc’h kevrenn al Luxembourg, hag ar c’hommiser hanvet gant bodadenn ar gevrenn evit bezia ar re varo hanvet diagent.

Paris, an 18 a viz here 1792, bloavez 1a ar Republik.

Daubanel. »

Eul lizer skrivet eus Paris gant Le Bronsort da vear ha da ofiserien Ti-kear Brest, da embann d’ezo maro an aotrou Laporte, a zo ken kriz ha ken digalon, ma stag ar gwad da virvi en eur e lenn.

« Paris, 8 a viz gwengolo 1792, pevare bloaz al liberté ha kenta bloaz an égalité.

Klevet ho peus en deus ar bobl graet e labour a varner e prizoniou Paris. Al laeron, ar skraperien, paotred ar c’hontilli-laz, ar veleien dizuj a oa anezo holl ouspenn 7.000, a zo bet diskaret kement hini anezo, didrous ha gant doareou al lealded.

Kommiserien a evesae mat ouz kaierou ar prizoniou, a rea buan goulennou ouz ar brizonerien, o c’hase er maez, ha kerkent ha ma veze graet an arouez anavezet gand ar vourrevien, ar maro a skoe. Ar brizonerien evit dle… a zo bet roet frankiz d’ezo.

Lavaret eus bet d’in eman ar beleg Laporte etouez ar re varo. Ma n’eus na Doue na diaoul e tlie beza eurus breman ; rak neuze Doue n’en do ket a gasoni outan, ha ne vo ket kastizet gand an diaoul.

Al lazerez a oa peurc’hraet deac’h da greisteiz hag ar Vodadenn Vroadel n’he deus ket gellet he diarbenn. »

Etouez paperiou an A. Vaillant, noter e Brest, hon deus kavet « niveradenn arrebeuri ha madou Glaoda Laporte, beleg, maro e Paris d’an 2 a viz gwengolo 1792 », skrivet gand an A. Delacroix, noter e Brest ; hag ive skrid-gwerz e arrebeuri graet e gwengolo 1793, hag a zo warnan komzou sklearroc’h c’hoaz warlerc’h hano an aotrou Laporte : « Glaoda Laporte, beleg, maro e manati Karmez d’an 2 a viz gwengolo 1792. »

Glaoda Laporte a zo eta etouez an dud kalonek a zo hanvet en Istor « Merzerien gwengolo ». An Iliz a ro an hano-ze d’ezo ive breman. Nebeut goude o maro, er bloavez 1798, ar Pab Pi VI a lavare : « Ar brezel kounnaret graet d’ar gristenien en amzeriou diweza-man e Paris ha tro war dro, en deus kresket e Bro-C’hall niver ar verzerien. » Er bloavez 1900, eskopti Paris a stagas da ober an enklask diwar-benn ar veleien bet lazet e Karmez, Sant-Firmin, an « Abbaye » ha « La Force », en derveziou-ze eus miz gwengolo 1792. Er bloavez 1916, Breuriez al Lidou (Congrégation des Rites) he deus kavet oa mat digas o c’haoz, dirak Lesvarn Rom, dre eur gemennadurez douget d’an 18 a viz genver, ha sinet gand ar Pab Beneat XV, d’ar 26 eus an hevelep miz. Dek vloaz goude, Hon Tad santel ar Pab Pi XI a gasas al labour da benn en eur lakat e renk ar verzerien ha war roll an dud eurus 191 anezo. En o zouez eman Glaoda Laporte ha tri veleg all eus eskopti Kemper, o hano : Nikolas Verron, eus Kemperle ; Hyasint al Livec, eus Kemper, ha Visant ar Rousseau, eus Kastelnevez-ar-Faou.

An aotrou ’n Eskob Duparc, dre eul lizer a bastor skrivet d’an 8 a viz kerzu 1926, a gemennas o enori e pep parrez eus an eskopti, d’ar 6 a viz c’houevrer 1927, hag ober goueliou kaeroc’h er parreziou m’int ganet enno.

Daubanel, an hini a oe karget da lakat bezia korfou ar veleien lazet e Karmez, en deus roet dre skrid d’ar c’houarnamant testeni diwar-benn e labour ; kaset e oe o relegou, emezan, da vered Vaugirard. Evelato goude beza bet o furcha en unan eus punziou ar manati, rak hervez ar brud, eno oa bet taolet relegou meur a hini anezo, eus bet dizoloet eskern e-leiz. Kalz anezo a zo, hep mar ebet, eskern « Merzerien gwengolo ». Merk an taoliou a heller da welet c’hoaz breman war ar relegou a zo miret e krypt iliz Karmez, el leac’h m’int bet dastumet. Atao breman e c’heller gwelet ive ar skalier a oe stlapet ar verzerien anezan d’an traon war pikou an « dispac’herien didruez » ha war ar pondalez e lenner ar c’homzou : Hic ceciderunt, (aman int kouezet).

EILVET PENNNAD WAR-NUGENT
————


Klozadur
————


Kelou eus al lazerez a oa bet e Paris a deuas buan da Vrest. E c’hellit kredi, kerent ha mignoned an aotrou Laporte a oa bras o enkrez. Ha n’oa ket heb abeg. Evel a ouzor, an aotrou Grison a en em gargas da rei da anaout da Loïz-Glaoda Laporte maro kalonek e vreur ; ha nebeut goude, kelou ar maro a berz ar c’houarnamant a erruas en Ti-kear. Anzao a reant, hep mez ebed, ar vuntrerez o doa graet dre urz ar « Gommun » hag a oa war o meno eun enor eviti : 7.000 den diskaret gand eur c’houarnamant hag en doa evit ger : « Liberté, Egalité, Fraternité ! »

Tapet d’an 28 a viz even 1791, en e di, ru Sant-Loïz (8, ru Marcelin Berthelot), an aotrou Laporte ne zistroas mui d’ar gear. E lojeiz, peder gampr en eil estach, a oe diwallet gand e c’houarnourez, Soaz Paris ; rag, e gwirionez, gedal meur a viz a oe ranket, digand o gerent, ar c’halloud a oa ret evit lakat e gwerz ar pez a jome war e lerc’h. An hered, lod anezo, a oa o chom e Brest, ha zoken e ti an aotrou Laporte, Glaoda-Raoul Anthony, karget eus ar bevans e porz Brest, mab da Alexandr Anthony ha da Helena Laporte, a jome en estach uhela, dindan an doenn ; familh Papoul Anthony a oa er c’henta estach, (an ti-berrukennerez a oa e rez an douar, n’oa mui da familh Laporte ; prenet oa bet er bloaz 1769 gand an aotrou Couvert, evit 1.050 lur). Met re all a oa aet da veva pell diouz Brest : Helena Laporte hag he goaz Alexandr Antony a oa e Departamant an Aude e Kastelnaudary ; August Prévost, goaz Jann Bechennec, a oa er Sables d’Olonne, karget gand ar vro da evesaat ouz ar varc’hadourez a deu a zianvaez-bro ; ha re all c’hoaz a oa aet da bell-bro.

D’an 20 a viz genver hepken e teuas an aotrou Delacroix, galloud gantan eus perz ar re n’oant ket war a reer unan bennak eus leoriou an aotrou Laporte. Gantan e teuas ive Loïz Lafforgue, marc’hadour traou koz, bet dibabet gand ar familh, abalamour d’ar fizians he doa ennan evit « lakat e priz an traou a helle kaout eun tamm talvoudegez ». Evid anaout talvoudegez al leoriou, e teuas eun all, hanvet Julian-Georges Goulard, leorier ha marc’hadour leoriou o chom er ru Vras. Arrebeuri ha leoriou a oe laket e priz 5.040 lur 19 gwenneg ha nao diner.

Ar werzidigez ne oe graet nemet d’ar 7 a viz gwengolo warlerc’h, en ekant evel ar c’hustum hag el leac’h m’oa ar c’hiz d’hen ober, da lavaret eo, war an dachenn a zo hanvet Leur an Droug-Prezeg (place Médisance). Hervez ar paperiou, Anthony ha Laporte-hena a brenas al lodenn vrasa eus an arrebeuri. Kaout a reer unan bennak eus leoriou an aotrou Laporte etouez ar re a zo bet roet diwezatoc’h da gear Vrest gand an aotrou Bechennec. Ar re-ze a zo bet al lodenn genta eus an niver a zo breman e Leordi an Ti-kear (Bibliothèque municipale).

Pell bras eman diouzomp, a dra zur, ar Brest koz a veve ennan an den eurus Glaoda Laporte : Brest en eil hanterenn eus an XVIIIet kantved. Evelato, dellezout a ra beza anavezet, rag en amzer goz, n’en deus marteze pennad ebet ken skedus. An amzer-ze ne oe e gwirionez, nag eun amzer a zienez, nag eun amzer hep deskadurez.

Glaoda Laporte a oe savet en eur familh niverus ha mat d’al labour. Ar micheriou a oa renket e doare ha kaset en dro gant mistri-micherourien gouiziek, bodet e kevredigeziou. Ma teuas o reolennou da veza re stris ha kasaüs ganto, n’heller ket nac’h e oent talvoudus bras d’ar vistri, d’ar vicherourien gouiziek ha fur, ha d’ar re o goulenne da labourat. Kalz preder a veze kemeret da zeski o micher d’ar yaouankizou, ha ne ve ket a zizenor o kemeret skouer diouz ar re goz, en hon amzer, pegwir eus kement a boan o kaout hag o teski micherourien yaouank.

Daoust hag ar pez-labour a ranke ar paotr micherour da ober evit beza hanvet mestr d’e dro ne roe ket a dro d’an tiez labour da glask labourat an eil gwelloc’h eged egile, ha d’ar vicherourien o-unan, da zeski o micher gwella ma hellent ? D’an dervez merket, mistri bet dibabet etouez ar re gouizieka a verke eur pez-labour da ober d’an hini a c’hoantea beza mestr ; hag heman a ranke ober al labour-ze war al leac’h, dirag an daou vestr karget da evesaat outan, eus a zeiz eur diouz ar mintin betek seiz eur diouz an noz ; hag ar pez labour a veze barnet gand ar Gevredigez-a-bez.

Mar d’oa ar vicherourien gouiziek en o labour, kaout a read ive deskadurez vat etouez an dud. Ar skoliou a oa niverus, ha ne goustent gwenneg d’ar c’houarnamant. Skol a veze graet zoken evit netra ; n’oa ket evel breman daou villiard da baea evid ar skoliou, ar pez a laka an tailhou da veza eur gwalldamm pounnerroc’h. Ar beorien ne baent gwenneg. Ha petra helled da gaout gwelloc’h ? Kear Vrest, er bloaz 1749, a c’halvas Breudeur sant Yann-Vadezour de la Salle, hag o c’hargas da ober skol d’ar vugale baour, evit netra.

Aes oa ive beva en amzer-ze. Al labourerien divicher, koulz lavaret, dockerien an amzer a oa hanvet dougerien-kadoriou (ar c’hadoriou da zougen a oa ar c’hiz anezo d’an ampoent) ; war dro ar bloaz 1740, ez oa e Brest tost da 500 douger kadoriou. Gounit a reant da nebeuta c’houec’h real bemdez, ha n’oa pae ebet bihannoc’h en amzer-ze,

Hogen, a-hend-all, konchou kommisserien al listri-brezel a zesk d’eomp priz an traou da zibri. Eur c’houblad killeien Indez (dindes) a gouste 10 lur ; eur c’houblad goazi 20 real ; eur c’houblad yer, 7 real nemed unan, eur warrikennad gwin ruz Medok, 100 lur ; eur voutailhad gwin eus ar gwella, 10 gwenneg ; eul lur kig (489 grammes), eus a 6 da 8 gwenneg, hervez an tamm ; an dousenn viou, 6 da 8 gwenneg ; ar bleud gwiniz, daou wenneg al lur ; eul loan da labourat epad eun dervez, heb e gar, daou wenneg warnugent…, etc.

Erfin, n’oa ket ret da bep den yaouank mont da zoudard ; hag an dra-man a oa eun dra vat, rag ar familhou a yea gwelloc’h an traou en dro ganto, ha pep hini a oa aketusoc’h da labourat war e vicher. Ar vicherourien yaouank a zimeze abred, hag evelse oa kalz nebeutoc’h a zizurz e kear. Neuze ’ta komz Talleyrand n’eo ket eur ger diboell pa lavar : « An nep n’en deus ket bevet araog an Dispac’h, n’oar ket pegenn brao oa beva. »

Met evid eur c’hristen katolik, buhez an den eurus Glaoda Laporte a zo eur gentel talvoudusoc’h. E blanedenn (destinée) a oe souezus. En eur renta kont eus eur brezegenn diwar-benn Glaoda Laporte, an A. chaloni Cardaliaguet a rea brao dispar eun diverra eus e vuhez pa lavare : « Mab eur perrukenner a dremen dre Urz an Tadou Jezuisted, a zo a-benn nebeut diskaret gand ar Pab ; hanvet eo aluzenner skol an ofiserien war vor, hag ar skol a zo serret gand ar roue ; rei a rear d’ezan ar garg a veleg-sakrist e Sant-Loïz, hag hanvet eo kenta kure ar barrez, hag ar barrez zo dismantret gand an Dispac’h… » Met e kement leac’h m’eo tremenet Glaoda Laporte en deus bepred diskouezet eun nerz kalon dispar.

C’hoant en deus en em ouestla da Zoue, hag e c’houlenn digor e ti an Tadou Jezuisted. Lean eo p’eo dismantret e Urz ; ma kar her goulenn e-unan, e vo torret e ouestlou bihan ; gwelloc’h e kav chom evel m’eman ; hag e tinac’h ober eul le a enep d’e Urz. N’hell mui beva evel eul lean, abalamour d’an darvoudou a zigouez, hag e c’houlenn ar velegiach evit gellout kendelc’her da labourat evit mad an eneou. Netra n’hen diarbenno p’eo galvet gant Doue.

O veza m’oa pinvidik e dud ha ma tarempredas e-unan tud a renk uhel pa oa beleg ar gwardou warvor, a oa en o zouez tud yaouank eus familhou gwella Bro-C’hall, en dije gellet kaout da nebeuta eul leve-iliz eus ar re gaera. Nann, p’eo serret skol ar gwardou war vor, e tigemer ar garg izel a zakrist e Sant-Loïz. N’eo tamm ebet touellet gand an enoriou. Koulskoude an deskadurez ne vank ket d’ezan ; skol en deus graet ha leoriou lennegez (littérature) eus ar re wella a zo en e armel. Met goudeze eo war ar skianchou sakr ec’h en em dro. War e lerc’h eus chomet kalz leoriou war an Teoloji, ar Skritur Sakr. Lezennou an Iliz, hag an doare da gelenn ar gristenien ha da hentcha an eneou warzu ar zantelez.

Eur prezeger helavar oa ive ; ar skrid sinet gant Bergevin a zo eun testeni eus e ouiziegez war ar poent-man ; hag e prezegas evit brasa mad an eneou. Araok beza aotreet evit kofez e prezegas d’ar vicherourien, goudeze e kouenchou leanezed. Ar gwardou war vor ha soudarded kear a glevas ive e brezegennou. Hag e gwirionez an aotrou Roull, arc’hbeleg enoret Sant-Loïz Brest, en deus kavet n’eus ket pell, e galatrez presbytal Trebabu eul leor, bet kinniget gwechall, gant soudarded 77et rejimant ar Rouanez, d’o frezeger karet, an aotrou Laporte.

Ar paper kavet e diellou Lesneven hag a zesk d’eomp edo war al leac’h pa gemeras eun Ursulinez genidik eus Brest he dilhad leanez, a ro d’eomp ive da anaout e ouie lakat an eneou da bignat buan e pazennou ar zantelez. Kaer eo labourat evit delc’her war hent ar zilvidigez an eneou a jom er bed, hag ar beleg a ra al labour-ze gant plijadur ; kaeroc’h eo, hag e levenez a zo neuze hep muzul, pa hell lakat unan pe unan eus an eneou-ze da guitaat ar bed ha d’en em rei holl da Zoue ; ar gwella bleuniou int en e jardin hag e wel anezo gant karantez o kreski evid e Jezuz a gar dreist pep tra. Gwechall an aotrou Laporte a glevas e-unan mouez Doue ouz hen gervel, hag ec’h anavez ar vouez-se a c’halv breman ar re all da ren eur vuhez distag diouz traou an douar.

En eur ger, Glaoda Laporte a zo eur skouer eus ar veleien a gar an izelded a galon, a rea ato gwella ma c’helle al labour fiziet ennan gand ar re o doa galloud warnan.

Ha dreist holl, an den eurus a zo evit pep hini eur skouer eus ar re gaera, pa zinac’h a grenn toui eneb d’e goustians, ha pa ro e vuhez kentoc’h eget nac’h e feiz. War ar poent-se eo evid ar gristenien gatolik evel eur sklerijenn skedus, a ziskouez d’ezo an hent da gemeret, pa glask ar c’houarnamant o lakat da zouja da lezennou disleal. Hogen a beb amzer o deus bet da enebi, ha breman kement a biskoaz.

Ar c’hristen a zo eun dever evitan senti ouz ar re a c’houarn ar vro, non propter iram sed propter conscientiam, da lavaret eo, ne dle ket senti gand aon da veza kastizet, met gand aon da zizenti ouz Doue ha da ober eur pec’hed : « N’eus galloud ebet ha ne deufe ket digant Doue, a lavar an Abostol, hag ar re a c’houarn o deus o galloud digantan. » Doue hepken en deus galloud da lakat harzou da frankiz an den ; na gounidegez, na gwir gaouiad diazezet war ar muia moueziou, na bolontez an holl, netra nemet Doue n’hell lakat an den da zouja d’an den. An den a zo savet ken uhel ma na dle daoulina nemet dirag Doue.

Pa zent ar c’hristen ouz lezennou e vro, eo abalamour ma wel Doue en tu all d’ar re zo e c’houarn. Galloud an Aotrou Doue gwelet dreizo a zo evel ar sklerijenn a dreuz ar gwer-a-liou zo en hon Ilizou-Meur hag a ro buhez d’ar skeudennou livet warno, skeudennou hag a vije bet anez disliv ha tenval.

Met ma teu an den a c’houarn da vouga ar sklerijenn lugernus a zeu d’ezan aberz Doue en eur ober lezennou disleal, rag ar re-ze n’hellont ket, anat eo, beza aberz Doue, neuze ar c’hristen ne vo ket buan d’en em zevel, ne glasko ket c’houeza an dispac’h, met ne vo ket dalc’het e koustians da zenti outo ; ha ma za an dislealded betek klask taga gwiriou Doue, ar c’hristen a zo e zever gouzanv pep tra kentoc’h eget lezel hen ober.

Hor skiant a zeu da harpa war ar poent-man ive ar gelennadurez kristen. An den n’hell ket beva evel m’eo dleet, ma ne vev ket gand an den. Ezommou ar c’horf, ar spered hag ar galon a ra d’an dud ranna al labourou etrezo hag en em zikour. Met penaos beva an eil gand egile ma n’eus ket unan bennak da hentcha pep hini ha d’e lakat da ober al labour evit mad an holl ? En eur zouja da c’halloud unan hag a vo ar penn, gouest da gas an traou en dro, da lakat pep hini da dizout al leac’h m’en deus da vont. An den ne glask an den nemet evit digouezout aesoc’h en termen a rank da dizout. Met mar d’eo ret d’ezan rei ha kaout sikour, e talc’h atao ar gwiriou en deus evel den hag a rank beza miret hag anavezet gand ar re a zo e penn, ma n’o deus ket a c’hoant o-unan da goll pep gwir da c’houarn. Evelse lezennou eur vro ne dlefent nemed eila ar gwiriou-ze, o renta sklearoc’h hag o lakat da veza miret. Ar gwir eo tad al lezenn ; houman zo dinerz ma n’e zao ket diwarnan, ha ma n’eo ket skoret gantan. Ma teufe d’ezi pellaat dioutan, pe enebi outan e kollfe raktal he nerz gourc’hemenn ken buan ha ma tizec’h ar wazenn-zour pa baouez an eienen da redek. Al lezenn e leac’h beza eur benveg da zikour an dud ne rafe nemed o gwaska. Diskleriadur Gwiriou an den, embannet er bloaz 1789, hen lavar mat : « Ar pez a dle da glask mistri eur vro eo miret ar gwiriou a deu da bep den dre natur ha ne c’hell ket koll morse. Pere ? Ar frankiz, ar berc’hentiez, ar peoc’h hag ar gwir da enebi ouz al lezennou fall. »

Rak-se, d’ar re ne baouezont da lavaret : « bepred, e pep leac’h eo ret senti ouz al lezenn n’eus fors pehini eo », e€ c’heller respont difazi : « Ret eo senti ouz al lezenn, ya m’ar d’eo hervez al lealded ha mad an holl. » N’hon deus ket da blega hor penn dirag al lezenn evel ar baganed dirag o doueou faoz. Uhelloc’h eget al lezennou graet gand an den ez eus gwiriou all : gwiriou natural an den ha guiriou Doue ; hag i hepken ne c’heller ket terri, i hepken a zo intangibles, evel ma lavarer breman. Ha ma teufe ar Gwir, an dra gaer-ze, hag a c’han d’he zro an Dever, da veza eun dervez bennak henvel ouz paour keaz lezennou an dud, a vez aozet ha freuzet, skoulmet ha diskoulmet, evel ma lavare en amzeriou diweza-man, an aotrou kardinal Charost, en eur brezegenn da baotred yaouank skoliou-meur Lille, neuze an dud a gouezfe izelloc’h eget n’int bet biskoaz.

Met ar bed ne gouezo ket ken izel ; er bloaz 1790, ar C’houarnamant a c’hourc’hemennas senti ouz lezennou disleal ha mouga ar frankiz en deus an den da zervicha Doue en doare ma c’houlenn Doue beza servichet. Kristenien dispont, anaoudek eus o gwiriou, o deus savet o fenn da lavaret : nann. Chomet int start en o zav ; an dispac’herien n’o deus ket gellet o lakaat da blega ; skuilhet o deus o gwad kentoc’h eget nac’h o feiz. I o defe gellet ive lavaret d’ar re a oa an nerz a du ganto, ar c’homzou kaer a lavaras goudeze an Tad Monsabré en unan eus e brezegennou : « Gouarnamant, piou bennag out, republik, impalaer pe roue, ma peus ezomm eus va amzer evit mad an holl, kemer va amzer ; euz va arc’hant kemer va arc’hant ; e€us va labour, kemer va labour ; eus va gwad, kemer va gwad ; eus va buhez zoken, kemer va buhez. Met, ma c’houlennes diganen gwerza d’it va c’houstians, nann, nann, ne po anezi biken. Pa vo da c’hourc’hemennou hervez ar gwir hag al lealded, e plegin va fenn hag e lavarin d’it : fiat voluntas tua, ra vezo graet da volontez ; met pa vo ret d’in bresa va c’houstians, biken, birviken ne blegin va fenn, pe m’her plegan, n’her grin nemed eur wech… dindan bouc’hal ar bourreo. »

An den eurus Glaoda Laporte a oa eus gouenn an dud kalonek-ze. Ne voe ket e-unan ; kalz re all o deus difennet ar gwir gand eun hevelep kalon hag a dleer d’ezo eun hevelep meuleudi. Setu perak, hon deus kavet mat, araok peurgloza al leor-man, dastum hanoiou beleien an eskopti, (siouaz ! n’int ket bet kavet holl), a zo bet lazet evel an den eurus Glaoda Laporte, abalamour n’oa ket bet falvezet d’ezo ober le. Marvet int evit Doue hag an Iliz, ha dre o maro o deus diskaret lezennou, a lavared d’an ampoent o doa da badout da viken.


Beleien lazet e Karmez Paris d’an 2 a viz gwengolo 1792


Glaoda Laporte, eus Brest.
Nikolaz Verron, eus Kemperle.
Visant ar Rousseau, eus Kastelnevez-ar-Faou.
Hyasint al Livec, eus Kemper.


Beleien maro war ar chafod :


Fransez ar C’hoz, person Poullaouen.
Yann-Stefann Riou, Person Lababan.
Yann Habasque, kure Plourin.

Yann-Mari Branellec, kure Kastel-Paol.
Yann Dreves, kure Sant-Salver Brest.
Eozen Mevel, kapusin e Rosko.
Guilhou Péton, beleg eus Kerlouan.
Tanguy Jacob, beleg eus Sant-Pabu.
Yann-Bastian Rolland, person Trebivan.
Chapalain, beleg eus Plouguin.
Raguénès, kure e Landudec.


Beleien marvet war al listri koz e Rochefort (goude beza gouzanvet poaniou ha ne gaver ket gwasoc’h egeto e buez ar Verzerien) :


Yann Calvez, person Tregwennec.
Job-Mari Corvaisier, person Irvillac.
Charles Le Clerc, person Ploare.
Guilhou ar Bis, person ar Fouillez.
Eozen ar Saoult, person Trelaouenan.
Loïz Alexandr, breur kapusin eus Montroulez.
Guilhou Cajan, breur kapusin eus Kremper.
Jerom Yvenat, mestr-kelenner e kloerdi bras Kemper.
Per Kerlen, person Daoulas.
Julian Collobert, eus Arzanao, beleg-aluzenner.
Charles Fercocq, eus Guikourvest, person Guifurr.
Simon ar Masson, kure Sant-Loïz Brest.
Gatian Le Lièvre, lean Karmez e Poun-Abbad.
Jermenn Plassard, kure Pleyben.
Bernard Caroff, kure Plouziry (Pont-Krist).
Yann Piclet, kure Locronan.
Fransez Le Coënt, eus Spezet, kure Burthulet.
Yann Julien, kure Glomel.


Beleien harluet maro er Guyane


Yann Combot, kure Sant-Martin, Montroulez.
Andre Lepape, eus Poun-Abbad, kure Santez-Triphina.

Guyon Kericoff, beleg eus Kemper.
Polit du Laurent-Labarre, vikel vras Kemper.
Loïz Gillard de Larc’hantel, vikel vras Kemper.


Beleien marvet er prizon (an niveradenn-man a vank meur a hano enni)


Grall, person Lanhouarne, maro e Brest.
Reneok ar Borgn, person Goulc’hen, maro e Landerne.
Charles-Mari Pen, person Plouzeniel, maro e Landerne.
Loiz Bernetz, person Kerrien, maro e Landerne.
Nikolaz-Jamin Buré, eus Brest, bet Jezuist, maro e Landerne.
Yann Guedon, chaloni e Kemper, maro e Landerne.
Guilhou Bothuau, chaloni e Tremazan, maro e Landerne.
Yann-Loiz Roussel, beleg eus Rosko, maro e Landerne.
Cessou, beleg e Landerne, 85 bloaz, maro e Brest.
Marchand, person Kameled, 80 bloaz, maro e Kemper.


Beleien maro er Spagn (en harlu)


Dilthuit, person Combrit.
Bourillon, person Hanvec.
Chevalier, person Briec.
Compagnon, person Bodivit.
De Pennanros, beleg-aluzenner ar Bot.
Fournis, person Plouyé.
Loédon, person Gourin.
Hasooët, kure Sant-Evarzec.
Renot, beleg eus Pluguen.
Keruel, beleg-sagrist e Sant-Kaourentin.
Guifant, kure Tregunc.
Urvoas, beleg eus Plouyé.

Calves, kure Nevet.
Dulau, beleg eus Konk-Kerne.
Severac, eus beleien Iliz veur Kemper.

Lavaromp c’hoaz, o deus, ouspenn da nebeuta daou c’hant beleg eus an eskopti, gouzanvet epad pevar bloaz, e prizoniou Brest, Gwaien, Kemper, Landerne, Kastel-an-Taro, an dienez, ar yenien hag an naoun zoken. Ya, an naoun, rak e Diellou Landerne e lennomp eur skrid graet gant 81 beleg prizoniet e manati ar Gapusined ha deiziet eus ar la a viz meurz 1794 (10 ventôse eus ar bloaz 2) « evit rei da anaouto dienez a bep tra, pegwir n’o deus ket zoken eun tamm bara. »

« Breiz, setu aze petra reas da vugale en amzer goz ! Va c’halon a drid en eur o c’hlevet o lavaret : « Uhel-uhel, emezo, ho Panniel santel, ha bezit kristenien vat pa ya pep tra war fallaat ! Skuilhet hon deus hor gwad evit ar feiz… Deoc’houi breman miret leor al lezenn ! »

(Ar c’homzou diweza-man zo tennet eus al leor « Martyrs Crozonnais », skrivet gand an aotrou Kerbiriou, bet person e Eskibien, ha maro er bloaz 1894.)

TAOLENN


————


Eil pennad.Perrukennerien Brest 
 7
Trede pennad.Tad ha mamm Glaoda Laporte 
 13
Pevare pennad.Yaouankiz Glaoda Laporte 
 25
Pempet pennad.Urz an Tadou Jezuisted diskaret 
 33
Eilvet pennad war-nugent.Klozadur 
 195



————