Mont d’an endalc’had

Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/186

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


NAONTEKVET PENNAD
————


Ar veleien didou dalc’het a eneb al lezenn e prizon Karmez. — Kaer o deus en em glemm ne reer van. — Lizeri-klemm an A. Laporte — Poaniou ar veleien prizoniet
————


Ar rummou tud e kargou dishenvel a zo boaz d’en em rendael ; ha pa ne vez ket doujet ar re a c’houarn ar vro a-bez, ar re a zo dindano a glask chacha pep hini d’e du,

E Brest, an District hag an Ti-kear n’en em glevent ket. An Departamant, diouz an tu all, a gave diaes gwelet District Brest o tougen urziou evel pa ne vije bet mestr ebet mui e Kemper. Setu perak, prokuler ar Rann-Vro (département), kerkent ha m’ac’h anavezas petra oa bet graet e Brest, a skrivas d’an District eul lizer hag a oa rust awalc’h an tamm anezan ; d’ar prokuler Brichet oa kaset : « An urz ho peus douget, a lavar e berr gomzou, n’eo ket hervez al lezenn ; da genta, prizoniet ho peus « aluzennerien » (aumôniers), n’emaint ket dindan ar c’houarnamant, rak-se n’o deus ket da doui. Ouspenn-ze, lakeat ho peus er prizon kement beleg didou ho peus kavet, hogen n’hor boa karget ac’hanoc’h nemet da deurel evez ouz ar pez a reont. Kalz re ho peus graet. » Hag ar Rann-Vro a gemenne start da baotred an District rei o frankiz d’an aluzennerien. Met ar c’hanfarted a

11