da barrisioniz Sant Loïz Brest.
Koueza ra etre daouarn an Dispac’herien.
Kaset eo da brizon Karmez.
Lazerez an 2 a viz gwengolo 1792.
An A. Laporte, en eur vont da Baris evel meur a hini all eus e genvreudeur savet beac’h warno, a glaske lakat ar chas da goll an tres hag en em guzet gwella ma c’hellfe. Ar Gear-benn a anaveze ; e « noviciat » en doa graet enni gwechall, ha bet oa oc’h ober skol epad tri bloaz e skolach « Louis Le Grand ». — Mont a reas eus an eil ti d’egile evid en em guzet gwelloc’h ; rak kannaded Brest e Paris a oa bet lavaret d’ezo petra dremene e Brest. Marteze e oe kavet ganto ; testeniou dre skrid a zo hag a zesk d’eomp edo e miz even 1792 e kichen Koc’hi an Edeier. Diwezatoc’h, e miz goure, e tec’has da vont — war dro al Luxembourg, en eur ru vihan distro ha didrous a zo c’hoaz anezi breman ; hanvet eo ru ar Roue alaouret (rue du Roi doré), tostik da iliz Sant-Denis ar Zakramant ha dirak kouent leanezed ar Zakramant eus a urz Sant-Beneat. E lojeiz a rea en eun ti d’an A. Grison. War an hevelep pondalez gantan oa o chom unan eus e genvroïz, an a. Hyasint al Livec, beleg genidik eus Kemper, bet kelenner e skolach Gwened, hag abaoue, deuet da veza