kofesour e ti ar Brinsez de Lamballe, hag aluzenner e Kalvar ar Wern (Calvaire du Marais). En estach all a zioutan oa eur c’hure eus Sant-Gervais Paris, an A. Mikael de la Gardette ; eul lizer skrivet gand an aotrou-man, hag a roimp anaoudegez anezan diwezatoc’h eo a zesk d’eomp an traou-ze.
— Harluet, an A. Laporte ne ankounac’ha ket parrisioniz Sant-Loïz Brest. O veza n’hell ket kas e lizeri d’ezo war eün e karg eur merour d’ezan, e hano Job Labbé, o chom e Plabennec war dro stank al Luand, d’o c’has d’ezo. Heman d’e dro a zo diskuliet d’ar 7 aviz gwengolo 1792. Eun enklask a zo graet en e di, hag e kaver eur bern lizeri bet digand an A. Laporte. Kavet e oe dreist holl eur c’haier reolennou bet skrivet e galleg gand an A. Laporte evit parrisionniz Sant-Loïz ha bet troet e brezoneg gant Job Labbé evit beza skignet dre vro Leon, kenkoulz e kave anezo. Ar c’homzou-man a zo e penn ar c’haier.
« Maximou a reolennou a gonportamant evit an dud catholic eus a Franç er circonstanç presant. »
Ha setu aman unan bennag eus an aliou a gaver ennan. Goude beza embannet eo pec’hejou an dud a zo penn-abeg eus ar gwaleuriou a sko Bro-C’hall, e kendalc’her evelhen : « Beva a raimp en eun disposition continuel d’ar verzerenti ; quen aliez gwech ma hellimp, caout offeren beleyen pere n’ho deus quet great ho serment, cofessi a communia.
Ne deus obligation ebet da assista er sakrifiç santel quen nebeut a da goffess ha da gommunia, quen a vezo cascet beleyen fidel.
Ho veza privet eus hor beleyen fidel, arabat eo deomp en em digourachi e nep feçon ebet. Ar christenien so er bet pere ne velont beleyen catholic nemet eur veach er bloaz pe nebeutoc’h hag a so coulscoude christen ferfent meurbed. »
Aliet oad neuze da ober eun akt a gontrision d’ar zul ha d’ar goueliou, hag aliesoc’h zoken ; da ober bep