Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/217

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 174 —

Piou ’ta en doa bet araok kear Vrest anaoudegez eus urziou Kemper ? Daoust piou en doa gellet dont a-benn da lavaret d’ar veleien didou beza war evez ? Nebeut deiziou goude, oad deuet a-benn eus an divinadenn hag ec’h anavezed an hini en doa lakeat c’hoarzin goap d’ar chaseerien-veleien : an aotrou Laporte oa.

« Aman, an holl a gred, hep mar ebet, a lavar an District da baotred Kemper eo an A. Laporte, bet kure e Sant-Loïz Brest hag o chom breman e ti an itron de Carné, eo en deus skignet ar c’helou dre ar vro. Anaout a rea hoc’h urziou, war a gonter, hag amzer en deus bet da gas kannaded d’e genseurted evit lavaret d’ezo tec’het buan hag en em guzet. » Familh de Carné, eus Guytalmeze, he doa kerent e Kemper ; gouzout a reomp oa an A. Laporte en o zi e miz genver. Eus o ferz eo digaset d’ezan ar c’helou hag hen en deus sklerijennet e genvreudeur. O veza n’helle ket dont da Vrest, n’hellas ket tizout beteg ar re a oa e kear. Setu aman hanoiou ar c’houec’h beleg bet taolet da genta er prizon : an aotrounez Plessis, Labous eus Sant-Loïz, Quemeneur kure Sant-Mark, ha tri aluzenner : An Tad Moillard, kapusin, an Tad Durand de Linois eus urz Sant Beneat hag an aotrou Hervet.

« Ar c’houec’h beleg prizoniet, a skriv an District, a zo dalc’het e kastel ar gear-man, e sal ar c’hlanvdi. Eno e vezint diwallet gwelloc’h eget n’eus fors e peleac’h ; evelse ive hor c’henvroiz n’o do ket ar boan d’o diwall. »

Evid an A. Laporte, n’helle ket sonjal distrei d’e di da Vrest, zoken dic’hizet ; re anavezet oa ; a-hend-all, o veza ma c’houie ervat an arne n’oa nemed o kregi, hag oa risklus bras evid an dud vat hen digemeret en o zi, e kavas gwelloc’h tec’het. Mont a reas da Baris.