Mont d’an endalc’had

Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/17

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


KENT-SKRID


————


D’ar 17 a viz here 1926, Hon Tad Santel ar Pab Pi XI en deus savet war an aoteriou, evit beza enoret evel merzerien, 191 eus an dud kalonek (beleien an darn vuia anezo) a zo bet lazet e manati Kamez e Pariz, d’an 2 a viz gwengolo 1792 ; hag em beus sonjet oa mat da gement hini a gomz yez Breiz anaout ar skouer kaer a feiz hag a nerz kalon o deus roet d’ar gristenien.

Pevar eus ar verzerien-ze a zo eus eskopti Kemper ha Leon ; ha buhez unan anezo a zo bet skrivet gand an A. Saluden, chaloni a enor. Anavezet eo dija gant meur a hini, her gouzout a ran, buhez an den eurus Glaoda Laporte ; rag al leor (Une figure brestoise au XVIIIe siècle) a zo skignet breman dre gement parrez eus an eskopti ha pelloc’h zoken. Evelato, marteze n’eo ket aet doun awalc’h etouez an dud diwar ar maez ; eur skouer ken kaer ne vezo morse re anavezet ganto. Setu perag, em beus kavet n’oa ket fall trei al leor e brezoneg evid ar re eus hor c’henvroiz a blij ar brezoneg d’ezo muioc’h eged ar galleg.

Tenn eo bet al labour meur a dro, m’hen asur, rag an holl geriou gallek a zo e leor an A. Saluden, n’int ket bet troet alies e brezoneg, ha n’int ket bet laket da dalvezout gant hor gourdadou ; ha dre-ze, en despet d’ar c’hoant em boa da ober implij eus geriou anavezet gand an holl, em beus ranket awechou ober gant geriou all ha n’int ket gwall anavezet, dreist holl gand an dud o deus nebeut a zeskadurez ; en dro