gen a ra d’ar zantelez ne ehan da gelenn penn da benn.
O staga da gonta istor ar boan hag an enkrez a bouezas ive gwechall war pobl Israel, pobl Doue, aberz enebourien kriz hag a felle d’ezo dismantra o bro ha distruja o c’hredennou, ar skrivagner zantel a lavare : « Al labour, emezan, am eus c’hoantaet ober a zo bet evidon tenn meurbet. Evid e lakat e doare da blijout ha da ober vad d’an neb e lenno, em eus ranket studia a zevri, beilla alies pell epad an noz, hag ar c’houezenn he deus diruilhet awechou eus va zal : Non facilem laborem, imo vero, negotium plenum vigiliarum et sudoris assumpsimus (Mach. II. 27).
Ho labour da drei e brezoneg istor an den eurus Glaoda Laporte, skrivet gant ho kenvreur beleg, ha ken gouiziek, an A. Chaloni Saluden, n’eo ket bet eas ive da ober, dreist oll pa zonjer en implij amzer a c’houlenn diganeoc’h, heb ehan, koulz lavaret, ho karg a gure kenta e parrez vras St-Martin Brest. Koustet en deus deoc’h ive moarvat eleiz a skuisder hag a veilhadennou noz. E gaset ho peus da benn, hag an holl lennerien a zonjo hag a lavaro ho peus graet mat ho labour. Heman eo ho skrid kenta, a sonj d’in. Na jomit ket a zav. Skrivit c’hoaz. Ha dre leoriou all evel henman, grit d’ar feiz beza miret ha bevet ; d’ar zent koz ha nevez beza anavezet, enoret ha pedet, da Zoue beza servichet hag adoret, hag ive d’ar brezoneg beza prizet ha kaozeet muioc’h mui en hor bro garet Breiz-Izel. Doue ho paeo !
Person Sant-Martin Brest.