Mont d’an endalc’had

Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/15

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

e genvreudeur hag ive an holl gristenien kalonek eus an amzer-ze, en o frizoniou, e kreiz o foaniou ha dirag ar maro, d’ar mare ma klever muioc’h mui tud savet diwar an ifern o youc’hal o imor ouz ar veleien hag ouz ar re a zo a du gant Doue, hag a c’houlenn evito adarre prizon, harlu ha maro.

Dre-ze, goude beza lennet al leor-man, ar gristenien, ret eo en esperout, a zalc’ho startoc’h starta d’o feiz, hag a ziskouezo dre o oberou n’o deus aon ebet na rak fallagriez, na rak kasoni enebourien Doue. Hag ouspenn, kompren hag ober a rint gwelloc’h o dever da implija kement doare vat ha galloudek a zo : pedenn, votadeg, emgleo… etc., da harpa ha da zifenn ar relijion, ha war ar memez tro, ar gwir, ar peoc’h, ar frankiz hag an unvaniez a zigas bepred d’he heul d’an dud ha d’ar boblou.

Vad, kalz a vad a raio eta ho leor ; ya, ma ves lennet. Hogen, lennet e vezo zur, ha gand eleiz a dud ; rag ar pez a gont a roio c’hoant bras d’e lenn. N’eus istor ebet ken marvailhus, na ken glac’harus ive, siouaz ! hag hini an darvoudou a erruas e Breiz hag e Bro-C’hall epad an Dispac’h Vras.

An neb, eta, en devezo etre e zaouarn buhez Glaoda Laporte, n’hello ket miret d’he lenn, ha d’he lenn beteg al linenn ziweza, rag en eil hanterenn eman ar vagadurez wella evid ar feiz. Evelse ar beachour a ya atao war araok, heb en em skuiza gand an hent, hag en eur ginnig heb ehan d’e zaoulagad traou nevez ha kaer da welet.

Ouspenn-ze, ho leor a zo skrivet en eur brezoneg yac’h. Henvel ouz ar prad marellet, d’an nevez amzer, gant bleuniou a bep liou etouez ar geot glaz, ho prezoneg a zo marellet eus a gement a ra plijadur e lenn : flour ha dous eo pa gomz eus dousder ar merzer, nerzus pa ziskouez e nerz-kalon dirag ar fallagriez, rust ha kalet pa sko war grisder e vourrevien, klemmus pa gont e boaniou hag e varo ; sklear eo evel ar wirionez a ro atao da welet ; dou-