Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/18

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

bennak eta, ar ger gallek a vo tost ha tost d’ar ger brezonek evit sikour al lenner da gompren gwelloc’h ar p€ez a lenn. Arabad e ve kredi evelato, eo nev€ez ar geriou-ze. Ar brezoneg a zo eur yez koz hag he deus kavet he geriou pell zo. Mar d’int bet dilezet eo abalamour Breiziz n’o deus ket graet o dever. Hag ouspe€nn, arabad beza souezet ma kaver eur ger bennak digunves el leor, (eur gredenn em beus, an holl ne gavint ket int re stank ennan). Ha kalz a C’hallaoued zo hag a zo gouest da gompren an holl geriou gallek a lennont el leoriou ? Rouez int ar re o anavez holl. Perak neuze ober d’ar skrivagner brezonek ar rebech ne reer ket d’ar skrivagner gallek.

Al leor-man, fizians em beus, ouspenn ma lakaio va c’henvroiz da veza startoc’h en o feiz, ha da garet muioc’h an Aotrou Doue, o lakaio ive da garet muioc’h o yez ha da zerc’hel muioc’h d’ezi, en eur ziskouez d’ezo eo ken barrek hag ar galleg da zisplega an darvoudou digouezet epad an Dispac’h, ha doareou an amzer goz. A nebeudou e tilezer ar geriou kaera ha gwella evit lakat geriou gallek en o leac’h. Ret eo en em zevel eneb ar c’hiz fall-ze, hag ober gand ar geriou brezonek pa gomze€r brezoneg. Yez Breiz n’eman ket c’hoaz en dienez.

El leor-man e kavor daou lizer bet skrivet gand an den eurus, epad m’edo e prizon Karmez e Brest, d’en em glemm ouz renerien ar Rann-Vro (département). Al lizeri-ze n’emaint ket e leor gallek an A.Saluden ; kavet int bet gantan e Kemper war dro ar bloaz nevez 1927.

Karet em bije ive lakat penn da benn el leor-man ar c’henteliou kaer a zigas deus Paris da barrisioniz Sant-Loïz Brest. Siouaz ! c’houezek pajenn bennak a zo anezo. Re hîr e ve o lakat el leor-man. Eun diverra anezo a roio da anaout awalc’h pe€gen birvidik oa feiz an den eurus, hag a zesko d’eomp war an hevelep tro petra vo ret d’eomp da ober ma vez goulennet diganeomp eun deiz nac’h hor feiz. Piou oar pe-