◄ G. L. beleg-sakrist Sant-Loïz | An Dispac’h e Brest. | An Dispac’h o tifenn an Tadou Jezuisted ► |
— Glaoda Laporte a ro e lod-arc’hant evit
sikour ar Vro.
« Mennoz ar roue, setu al lezenn », a veze lavaret bete neuze e Bro-C’hall. Met deuet oa an amzer ma ’zoa mennoz ar roue nebeut awalc’h a dra. En despet d’ezan, kannaded an Trede-Stad aet da Baris evit Breujou ar Vro a-bez, a zisklerias ez oant eur Vodadenn Vroadel « Assemblée nationale », hag a zifennas sevel tailhou ha ne vijent ket bet breuteet (discuté) hag aotreet ganti. Ha dre-ze e tigore an Dispac’h. Gwasoc’h c’hoaz : toui a rejont goudeze n’en em zispartijent nemet goude beza roet d’ar rouantelez eun diazez ha lezennou nevez (Serment du Jeu de Paume). Mirabeau a respontas grons d’ar markiz Dreux-Brézé deuet da gemenn d’ezo en em zispartia ; ha d’ar 17 aviz gouere 1789, ar Bastilh, ar prizon a oa evel ar merk eus galloud divent ar rouanez, a goezas etre daouarn an dispac’herien.
E Brest, ar mear oa an aotrou Branda. Pa oe anavezet an darvoudou tremenet e Paris d’ar 14 a viz gouere, an dud e kear a stagas ar gwad da virvi en o gwazied ; ofiserien ha soudarded, noblans ha bourc’hizien, a zavas trouz hag emgann etrezo. An dud dister etouez ar bobl, netra d’ezo da goll, a gavas oa deuet o zro hag a skignas ar spont dre gear. Laket nec’het, ar re a oa e penn ar zoudarded a glaskas miret an urz vat etouez an dud ; ar brud a redas zoken e vije lakeat kanoliou e penn ar ruiou evit tenna war geriz. Raktal e voe savet eur c’hward vroadel (garde nationale), a c’houlennas goudeze digand ar zoudarded hag ar vartoloded en em unani ganto ; ha d’an 28 a viz gouere, eur vandenn anezo a zigoras doriou ti-kear dre nerz hag a yeas ennan en eur youc’hal. Evid ober e giz Paris, e stagchont d’en em guzulia ha kerkent e oe hanvet eur c’houarnamant : kant den a oe dibabet en e benn evit beza kuzul vras ar Gommun (Conseil général de la Commune). Bez oa ennan 19 eus an dud a oa e karg en ti-kear, 21 dilenner, 51 dibabet er c’horfou-micher, 9 gannad eus an arme (4 soudard ha 5 martolod). Kenta tra a glaskas ar re-man eo kemeret skouer penn-da-benn diouz paotred Paris ; met ne deujont a benn, a lavar Levot, nemet da zifrez eun tamm ar Vodadenn Vroadel, en eur embann oa « fallakr, trubard d’e vro, ha da veza lakeat d’ar maro, kement hini a glaskfe kaout abeg e komzou hag e oberou ar guzulerien. » Kear a oe gouarnet epad 8 miz gand ar ganfarted-ze.
An higenn wasa er « C’huzul » nevez oa eur grefier martolod, Siviniant e hano. Bet oa e kaout e vestr, rener bras an dud a vor, an aotrou d’Hector, hag an ofiserien, evit gourc’hemenn d’ezo, « lakizien ar roue m’az oant, emezan », teurel o gwiskamant a oa merk ar slavourien. Tremen a reas dre gazarniou ar zoudarded evid o alia da zougen ar c’hokardennou a dri-liou, « skeudenn o eurusded da zont ». An aotrou d’Hector gand aoun e vije krogou, hag evit miret eun drouk bennag da erruout, a gemeras ar gokardenn hag a lakas e ofiserien da ober gward er porz. D’an 31 a viz gouere e reas zoken le d’en em unani gant tud ar c’heariou all a oa evid an nevezenti ; hag ar muzik a voe laket da sini ar zoun nevez tennet eus ar pez c’hoari Lucile (E pe leac’h e ved gwelloc’h…) a oa da veza soun ar vro, abaoue m’oa bet youc’het dirag Loïz XVI, en deiz ma oe kemeret ar Bastilh.
Ar c’hant den a zo mistri kear. Reiza a reont ar c’hward vroadel a gasont da 6.000 den ; gourc’hemenn a reont ive e vo roet ar galonsou enni d’ar muia moueziou. Eno ar c’hant den a oe tost d’ezo mont d’an traon, rak gwiskamanchou skedus an ofiserien hag ar planson lugernus a zougent war o skoaz a rea avi da veur a hini. Evelato an ofiserien a oe dibabet a zalc’has mat, hag a viras ouz an dizurz.
An arme nevez a vanke d’ezi taboulinou ha bannielou. Evid o faea an Itron Siviniant a reas eur gest, ha d’ar 1a a viz gwengolo, e roas « eus a berz mammou hag intanvezed Brest » an arc’hant a oa bet dastumet.
Ar plac’hed yaouank n’hellent ket ober nebeutoc’h eget o mammou ; en em glevet a rejont evit kinnig eur banniel da baotred yaouank ar vrigadenn skanv. O welet ar mammou hag ar plac’hed yaouank ken douget evid ar zoudarded, an tadou hag ar baotred yaouank a zonjas sevel gwerziou en o enor : ar gwerziou-ze avat, hervez Levot, a ziskoueze muioc’h a garantez evid ar vro hag he arme nevez eget a c’houiziegez er varzoniez. Gwelloc’h a reas aotrou Person Sant-Loïz, d’an 13 a wengolo, pa oe pedet da venniga ar bannielou, en eur brezeg ar peoc’h hag en eur rei da glevet mouez ar skiant vat. Amzer gollet ! Ar C’hant den a reas an neuz da estlammi en eur glevet e aliou mat.
Goude ar 14 a c’houere e tigouezas ar 4 a eost. Eun nosvez, kannaded ar Vodadenn Vroadel e Paris, evel pa vije aet o fenn diganto, a dorras gwiriou an noblans, an deog (pe an dekvet, dleet d’an Iliz), gwiriou ar c’horfou-micher. En eur glevet kement-se, pep hini a zonjas oa dizle e kenver an holl. Paea tailhou a oa eur gefridi ha n’oa mui anavezet. Met allaz ! araok m’oa tremenet miz eost, Necker, ministr an arc’hant a roas da glevet son an dienez. Ar Vodadenn, bet graet evit skanvaat beac’h an tailhou, o greas kalz pounnerroc’h eget araok (6 a viz here 1789). Eus ar pez a deue d’ezan a c’hounidou pe a leve dreist pevar c’hant lur, pep hini en doa da rei ar bevare ; ouspenn e tleed rei 2 hanter dre gant eus talvoudegez an traou arc’hant. An tailhou-ze a oe roet d’ezo an hano koant a « zonezoun d’ar vro ». Pep hini a oa eta pedet da ziskleria e leve hag e c’hounidou ha dioc’h an dra-ze e verked d’ezan ar pez en doa da baea.
Ar veleien a oe gand ar re genta o senti ouz al lezenn nevez ; war gaier Diellou an ti-kear, hanvet « Don patriotique », e lenner ar c’homzou-man :
« D’an 29 a viz du 1789, me Glaoda-Anton-Raoul Laporte, hag a zin aman warlerc’h, a lavar eo e gwirionez 451 lur ar gont am beus da rei evid ezommou ar vro, hervez ar gemennadurez douget gand ar Vodadenn Vroadel d’ar 6 a viz here 1789, diwar benn an tailhou da zevel evit sikour ar vro. — Er gont-se eman an 2 hanter dre gant eus va arc’hanterez.
En em garga a ran da baea ar 451 lur e teir gwech araog an trede termenn merket gand an artikl X eus lezenn ar Vodadenn Vroadel. Ne roan galloud da zen da gemeret va lod, ma ve eun dervez bennak restaolet an arc’hant kinniget d’ar vro, hervez an artikl XVI eus lezenn ar Vodadenn Vroadel.
Laporte, beleg. »
D’ar 1a a viz kerzu, an aotrou Floc’h, neuze Person ar barrez, a lakea e hano evit paea 600 lur ; d’an 2, an aotrou de La Rue, person Rekouvrans, evit hanter kant skoed ; an aotrou Picrel, kure, evit 200 lur…, an aotrou d’Hector evit 10.200 lur.
D’ar 14 eus an hevelep miz, ar Vodadenn Vroadel a c’hourc’hemennas lakat urz vat en tiez-kear, hag a roas gwir da voti d’ar re a roe evit tailhou talvoudegez tri dervez labour. An urz-se a oe aotreet gand ar roue d’an 28 a viz kerzu. Ar C’hant den a rankas neuze plega d’al lezenn, hag o galloud a goezas diganto, pa oe dibabet kuzulerien an ti-kear, hervez al lezenn nevez. E Brest, araok staga da zibaba ar guzulerien e oe hanvet ar mear. War 1.554 mouez, an aotrou Malmanche en devoe 996 hag a oe hanvet mear a eneb an aotrou Duplessis, en devoa 558. En dervez-se ive, an aotrou Cuvellier a voe hanvet prokuler-syndik hag an aotrou Maret da vont en e leac’h pa deuje eun dra bennak d’hen diarbenn da ober e labour. D’an 9 a viz meurz, e oe hanvet 14 kuzulier evid an ti-kear ; en o zouez edo an aotrou Bechennec, beleg e Sant-Loïz. D’ar 16, e oe adarre da rei ar moueziou evlt dibab tregont eus ar pennou brasa, (ar re-ze a helle beza galvet da rei o ali, ha sikour evelse ar guzulerien da reiza kear ervat). An aotrou Floc’h, person Sant-Loïz, a oe etouez ar re hanvet. Pep dervez dilennerez a echue dre youc’hadennou a joa, troiou-bale musik, bole gleier ha Te Deum.
D’an 21, gouel bras e kear en enor d’ar mear o kregi en e garg. Evelato, en dro-man ar gouel ne dremen mui en iliz, met war Dachenn ar C’hastel. Savet oa eno eun aoter, karre war bep lec’hed ; ha n’oa war he zro nemet eur groaz ha diou c’houlaouenn o tevi ; setu aze doare an aoteriou a hanved neuze : « aoteriou ar vro. » Dirag an aoter ez oa eiz hordenn goafou (lances) ha war bep hini eur boned ruz, merk ar frankiz. Da 9 eur diouz ar mintin, etre ar gwardou renket a bep tu a-hed an hent, azaleg an ti kear, e teu an dud a gemer perz er gouel. Er penn kenta eman beleien an diou barrez ; warlerc’h : archerien war varc’h, ha goudeze ar mear, kuzulerien an ti-kear ar pennou-bras hag eleiz a geriz. Setu i a zav dirag an aoter. An aotrou Floc’h a ra eur brezegenn d’ar mear nevez ha goudeze e stag gand ar Veni Creator. Ar musik a ya en dro hag ar c’hanoliou a vez klevet o krozal. An aotrou person a lavar eun ofern blean, ha goude an aviel diweza, e laka al leor ofern war eun daol. An aotrou Malmanche a dosta, hag e zourn astennet war al leor santel e sao e vouez da doui al le gourc’hemennet gand ar Vodadenn Vroadel. Pa baouezas, kanoliou, kleier ha taboulinou a reas trouz ; ha neuze pep kuzulier an ti-kear a deuas d’e dro da zevel e zourn war al leor santel ha da doui evel ar mear. Pa oe echu ganto, an aotrou Person a voulc’has an Te Deum ; hag ar c’han a gendalc’has, skoazellet gant musikou kement rummad soudarded a oa eno. Mouez pounner ar c’hanoliou a oe klevet adarre, hag evit peurober ar gouel, ar zoudarded a voe lakeat da dremen a renkajou, kinklet en o c’haera.