Mont d’an endalc’had

An den eurus Glaoda Laporte/Pennad 22

Eus Wikimammenn
Louis Saluden, troet gant Jean Louis Chapalain
Moulerez ru ar C'hastell Brest, 1927
◄   An Dispac’h e Brest An Dispac’h o tifenn an Tadou Jezuisted. Glaoda Laporte, « kure » Sant-Loïz   ►



DAOUZEKVET PENNAD
————


An Dispac’h o tifenn an Tadou Jezuisted
————


Abaoue ar 27 a viz even 1789, Breujou Hollek (Etats généraux) Bro-C’hall a ioa d’an traon ; deuet oant da veza an « Assemblée Constituante » da lavaret eo e kemerent ar garg da adsevel ar vro war eun diazez nevez, ha dre-ze, gwir da zougen lezennou. Enni ez oa « filozofed » hag « huvreerien » a bep seurt, fouge bras enno o welet an traou o vont ken brao en dro er penn kenta. Broudet gant kazetennou ha tud an dispac’h, ar vodadenn nevez (Constituante) a en em lakeas da aoza lezennou, noz-deiz koulz lavaret, hag adreuz peurliesa. Madou an ilizou, an dud a iliz hag ar pez a zell outo, setu aze gant petra oant touellet, hag e c’hellit kredi n’eo ket evit klask ober vad d’ezo. Klask a reant dreist holl sevel e Bro-C’hall eun Iliz distak diouz an Tad Santel ar Pab. D’ar 14 a viz eost, ar gwir d’an deog (dîme) a oe lamet digand an Iliz, hag ive gwiriou all he doa beteg eno ; d’an 12 a viz du, madou an ilizou a oe diskleriet madou ar vro, hag e miz c’houevrer 1790, an dispac’herien a lakas en o fenn e vije mat marteze diskar an urziou menec’h.

Ne jomchont ket pell da varc’hata ganto. Ar vodadenn ne devoe truez ouz nikun anezo : holl e rankent mont d’an traon, holl nemed unan, ha pehini ?… Urz an Tadou Jezuisted ; piou en dije kredet !… Gwir eo, diskaret oa dija. Evelkent eo souezus gwelet pegement edo e grad-vat an dispac’herien.

« Kalz zo bet gwall gaset gand ar c’houarnamant koz, a lavare Gregoire d’an 19 a viz c’houevrer, ha dreist ar re all eun urz brudet meurbet, hini an Tadou Jezuisted ; roit d’ezo breman perz en ho madelez ha dic’haouit-i eus ar boan o deus bet da c’houzanv. »

« An dud reuzeudik-se, a lavar d’e dro ar c’hannad Lapie, a zo bet gwasket, n’eo ket avat abalamour d’ar wirionez na da vad ar vro, met abalamour ne blijent ket da eur rummad tud o doa kasoni outo, hag o deus venjet d’ezo en eun doare kris. »

An hugunod Barnave a embanne d’e dro : « Kenta tra a dle eur c’houarnamant nevez da ober eo dic’haoui ar re zo bet gwasket gand eur c’houarnamant direis ; d’am sonj eo mat e ve adsavet urz an Tadou Jezuisted. »

« Ar Jezuisted, a lavar c’hoaz de Montesquiou, o deus gwir e vefec’h mat outo ; ne viot ket didruez e kenver Tadou ken brudet a zo bet meur a hini ac’hanoc’h skoliet ganto ; ouz an dud reuzeudik-se a zo bet marteze eun dra bennak da damall d’ezo, met a zo, a dra zur, en eur stad reuzeudik… »

Setu perag, ar Vodadenn Kenreizek (Constituante) a-bez, koulz lavaret, a embannas oa didamaall an Tadou Jezuisted, a aotreas adarre an Urz, hag her c’hemeras dindan he skoazel.

Urz an Tadou Jezuisted a oa bet dismantret gant Rom ; o veza m’oant bugale sentus ouz an Iliz, an Tadou n’hellent adsevel o urz nemet gand aotre Hon Tad Santel ar Pab. Daoust hag eun tammig fizians da welet adarre an urz en e zav e ziwanas e kalon Glaoda Laporte hag e genvreudeur ! N’ouzomp ket. Hag ouspenn, en despet d’ar skoazel a roe d’ezo tud ar Vodadenn Kenreizek, ar re man o divije abred goulennet ive diganto, evel digand ar veleien all, plega d’al lezennou direiz oant dare da aoza evit gwaska an Iliz e Bro-C’hall ; hen goulenn a rejont zoken grons diwezatoc’h ; hag e voent ken didruez outo eged ouz ar re all ; ar pez a c’hoarvezas gant Glaoda Laporte hen diskouez d’eomp.

Evelato, etouez an urziou eus an amzer-ze, hini an Tadou Jezuisted hepken a blijas d’ar re a hanver « gourdadou bras an amzer nevez », hag a oe aotreet ganto. Ret mat eo digas sonj a gement-se, rag o bugale vihan, en hon amzer, a ve lavaret o deus hen ankounac’haet a grenn.