◄ An Dispac’h o tifenn an Tadou Jezuisted | Glaoda Laporte, « kure » Sant-Loïz. | Gouel an Unvaniez e Brest ► |
E miz ebrel 1790, an aotrou Picrel, « kure » Sant-Loïz a oe hanvet person e Guypavas ; d’an 30 eus ar miz, e sine war gaierou ar barrez ; Picrel, person Guypavas. Ar « c’hure » a veze hanvet gant an aotrou ’n Eskob. Alies person ar barrez a veze goulennet e ali digantan, hag alies ive an aotrou ’n Eskob hen heulie. Evelato ma ne blije ket d’ezan an hini kinniget gand an aotrou person, e c’helle henvel unan all. Pa zeas an aotrou Picrel d’e barrrez, aotrou person Sant-Loïz, an aotrou Floc’h a skrivas eta d’an aotrou ’n Eskob de La Marche evit goulenn da « gure » unan pe unan eus ar veleien a roe skoazel d’ezan en e barrez. Piou a c’houlennas ? N’ouzomp ket. Kredi reomp hepken e fazias an aotrou ’n Eskob, en eur gemeret hano unan evit hano eun all.
Hag e gwirionez, er mare-ze, en eskopti Leon ez oa daou veleg, hanvet o daou : Simon ar Masson ; unan a oa kofesour e Sant Loïz, ha genidik eus a Vrest, hag egile « kure » Lanhouarne. Pa oe anavezet piou a oa hanvet, ar barrisioniz a yeas e kounnar ; koulskoude, n’oa ket ezomm eus kement-man, rag an dud a oa aet dija o fenn diganto en eur glevet petra dremene e Paris.
D’ar 15 a viz mae 1790, e Kuzul bras ar Gommun, ar prokuler a reas eur brezegenn hag a ziskouez d’eomp penaos oa troet ar sperejou en amzer-ze :
« Aotrounez, emezan, epad ma man ar Vodadenn Vroadel o kemeret kement a boan da zisc’hrizienna gwall c’hiziou an amzer goz, daoust ha ni a en em roio da gousket hag a jomo kroaziet hon divreac’h epad ma man an dud a iliz o klask lakat nevezentiou direiz da staga en hon touez ?
« Her gouzout a rit, aotrounez, diou ouenn giziou ’ zo : ar re vat hag ar re fall ; ar re vat hervez reolennou ar feiz, lezennou ar vro, hag an deveriou e kenver ar vro, giziou hag o deus plijet d’ar Boblou abalamour ma savent diwar ar virionez ha m’oant bet graet evit mad an holl. A viskoaz int bet kemeret evit traou sakr hag o deus bet kement a nerz hag al lezennou.
« Ar giziou fall avat, savet diwar ar gaou hag ar fallagriez, ha maget gand an nerz, ar vuanegez ha galloud an duchentil, eo ar re zo gouest da douella an dud eün hag a ra fae war al lezenn, war digarez m’eo al lezenn eneb ar religion.
« Goude beza diskouezet deoc’h ar c’hemm a zo etre ar giziou-ze, va laoskit, Aotrounez, da lavaret deoc’h petra zo bet graet eus ar giziou mat en derveziou-man ; eun enor eo d’in hel lavaret deoc’h.
« Eur wirionez eo, ha ne gavin den d’am dislavaret, en deus bet aotrou Person Brest a holl viskoaz ar gwir da zibab an hini a blije d’ezan ar muia evit beza kure e Sant-Loïz, goude beza bet evelato grad-vat Eskob Leon ; ha ker gwir all eo, eo bet atao ar c’hiz da ober an dibab-ze etouez beleien Brest hemiken. Siouaz ! pep tra ’vez taget gand an amzer, ha dre-ze n’eus chomet eus e zilerc’h merk anat ebed eus ar pez a lavaran ; hag ar re gosa ac’hanomp n’o deus dalc’het envor nemed eus an amzer m’oa an aotrou Desfontaines-Le Moygne, person ar barrez, eur beleg brestad hag a zo maro war dro tri-ugent voaz-zo. Pegwir n’hellomp ket pignat uhelloc’h e lignez kureed Brest, gwelomp neuze pere o deus bet ar garg an eil goude egile warlerc’h an aotrou-ze.
« Goude an aotrou Lemoyne, e teuas an aotrou Perrot, eur beleg ha n’oa nemet meuleudi da ober anezan, hag a deuas war e lerc’h an aotrou De La Rue, bet hanvet goudeze Person e Sant-Salver ; hag e teuas an aotrou Mocaër, breman Person e Lambezellek. Evel a welit, holl gureed Brest a zo bet dibabet etouez beleien Sant-LoÏz, hag ar c’hiz da bellaat atao diouz ar garg-se ar veleien n’oant ket eus Brest a zo bet miret bepred, abalamour m’oa kavet mat ha talvoudek d’an holl.
« Evit lavaret ar wirionez, pa zonjer e mad an Iliz, daoust piou a c’hell anaout gwelloc’h gouliou an eneou hag o farea buanoc’h eged eur beleg ganet hag o poania e-unan er barrez, gouest eta da anaout buhez pep hini er familhou.
« Ha pa zonjer e mad an dud, daoust piou zo gouest da anaout gwelloc’h klenvejou ha trubuilhou hor breudeur eged eur beleg eus ar vro. Pa vez galvet da vont d’o gwelet evid o frealzi hag o diboania, daoust ne vo ket digemeret gwelloc’h ganto ? Hag ar re binvidik, daoust ne vezint ket laouennoc’h o rei da eun den, hag a anavezont mat, an aluzenn evid ar beorien geiz ? Daoust hag eur beleg doujet abalamour d’e furnez, hag a anavez mat ezommou dishenvel ar familhou, ne vo ket aesoc’h d’ezan mouga an trouz etouez an dud, terri ar gasoni hag an droug etrezo, lakat ar re zo dizunanet da veza adarre mignoned gwirion, pellaat an droukrans ha lakat ar peoc’h da ren ? Setu perak kureed Brest zo bet bepred anavezet o gouiziegez hag o deus bet goudeze parreziou eus ar re wella.
« Evit doare, an aotrou de La Marche eo a deue d’ezan terri ar c’hiz vat-se. Glac’haret en deus beleien Sant-Loïz en eur henvel eur beleg digunves en eur garg hag a deue dre wir da unan pe unan anezo. Gloazet int bet, rak sonjal o deus graet ez oa marteze difizians anezo pe abalamour d’o buhez, hag o buhez a zo koulskoude didamal, hag a skouer vat zoken, pe abalamour d’o c’helennadurez, hag a zo ive yac’h ha sklear. Beleien ar parreziou all o do ive tro da zonjal eo evid unan pe unan eus an daou abeg-se eo c’hoarvezet ganto ar pez a zo. Ha kear a bez a zo chomet mantret o welet an aotrou ’n Eskob o vont a eneb eur c’hiz vat ha fur evid ober eun dra direiz ha disleal.
« Eur wech all c’hoaz, beleien Brest ha General ar barrez o deus bet douget klemm diwar benn ar renk a gemer ar gureed er c’hor pe er prosesionou. Goulenn a reont e kemerfent o renk hervez o oad belegiach ; ar c’hiz-se a vez heuliet e pep leac’h nemed aman.
« Plijet ganeoc’h, Aotrounez, evesaat petra zo mat da ober. Ho furnez hag ho lealded ho sklerijenno da rei an urziou a zo red evit na vo mui, en amzer da zont, klasket lamet o gwiriou digant beleien Sant-Loïz. »
Met evit doare, n’oa bet en holl abadenn-ze nemed eur fazi a-berz sekretour an eskopti ; rak goude beza bet eul lizer digand aotrou Person Sant-Loïz, an aotrou ’n Eskob de La Marche a skrivas buan da lavaret eo Simon ar Masson, beleg e Sant-Loïz eo en doa hanvet. Ar c’hure nevez a oa diagent kure en iliz-treo ar Seiz-Sant ; daou vloaz hag hanter kant en doa, eiz vloaz war-nugent belegiach, hag abaoue m’oa beleget oa stag ouz parrez Sant-Loïz. Eur beleg oa eus ar re wella : hen kennebeut, ne zento ket ouz al lezennou graet gand ar c’houarnarnant evid ar veleien. Abalamour da ze, e vezo harluet hag e varvo gand an dienez, d’an 9 a viz c’houevrer 1791 war listri koz ar Rochelle. Met pa oe hanvet kure, en doa poan daoulagad hag a viskoaz oa berwelet.
O veza m’oa dreist holl e karg eur c’hure mont da welet ar re glanv en noz, n’en em gavas ket krenv awalc’h evid al labour-ze, hag e pedas an aotrou ’n Eskop da lamet ar beac’h diwar e ziouskoaz ha da henvel en e leac’h unan all krenvoc’h.
Koulskoude en eur henvel anezan er garg-se an aotrou ’n Eskob en doa heuliet ar c’hiz. Kuzulerien ti-kear n’o doa mui leac’h da glemm ; met skriva rejont evelato d’an eskopti evit goulenn adarre heul ar c’hiz pa vije hanvet eur c’hure all e leac’h an aotrou Masson :
« Brest, ar 27 a viz mae 1790.
- Aotrou ’n Eskob,
« Plijadur hon deus bet o klevet oa hanvet an aotrou Masson kure e Sant-Loïz. Karet eo gand e genvroïz ha plijet en dije d’ezo. Siouaz ! oajet (ouspenn hanter kant vloaz en deus) ha berwelet eo, daou abeg hag o deus miret outan kemeret ar garg. A hend-all n’oa nikun ken barrek hag hen da gregi enni.
« Parrez Sant-Loïz, bras evel m’az eo, ha tud enni e-leiz, n’hell ket chom pell hep kure ; kalz labour zo, ha tenn eo ouspenn. Brestiz a welfe gant plijadur henvel kure en o farrez eur c’henvroad yaouank bennak.
« Ho pedi reomp eta en o hano hag en hon hano hon-unan da rei d’eomp unan pe unan eus ar veleien zo breman e Brest. »
Ti-kear a bedas an aotrou Floc’h, hag an dra-man n’eman ket el lizer, da c’houlenn digant an aotrou ’n Eskob henvel kure, an aotrou Laligne, eur beleg a spered, hag ouspenn e kreiz e nerz (43 vloaz). War gaierou an aotrou ’n Eskob de la Marche eo douget eus ar c’henta klas, nemed e klask re a c’hargou uhel. Marteze an aotrou ’n Eskob en doa difizians anezan, pe a anaveze an troidellou a rea evit lakat hen henvel ? Ar pez zo sur eo, n’eo ket hen a oe hanvet ; rak d’ar 1a viz even 1790, eo d’an aotrou Glaoda Laporte e oe roet ar garg.
En dro man, kuzulerien Ti-kear n’hellont ket en emglemm ; ar c’hure nevez zo eur brestad, unan eus o beleien ; met Laporte en deus ouspenn hanter-kant vloaz ha n’eo ket hen o doa c’hoant da gaout ; ha dreze e kouezas o meudig en o dourn. Er mare-ze ar Vodadenn Reizek (Constituante) a oa oc’h aoza reolennou nevez evid ar veleien. Er parreziou, n’e anavezer mui nemet kureet ha vikeled : mestr ar barrez zo hanvet kure (evel breman ar bersoned kanton zo hanvet Monsieur le Curé), hag e skoazellourien holl zo hanvet vikeled (hanvet ganeomp breman : kureed, an aotrou kure).
An aotrou Laligne a oe mall gantan sina war gaierou an iliz, vikel e Sant-Loïz, epad ma ’man kuzulerien an Ti-Kear o skriva d’ar c’hannaded kaset ganto da Baris : « Al lezenn a zell ouz hanoiou ar bersoned hag ar gureed a zo dies da heul er vro-man, dreist holl evid an dud diwar ar meaz. An hano a « recteur » a roont d’an hini ho peus c’hoant henvel « curé » ; hag e hanvont « curé » an hini o peus c’hoant a ve hanvet « vicaire ». Ha ne gafec’h ket e ve mat e tifennfe ar Vodadenn Vroadel ober implij e Breiz eus ar ger « recteur » hag e rofe urz da henvel ar beleg zo e penn ar barrez « curé » hag ar re all « vicaires » evel a vez graet e parreziou all ar rouantelez ? » Hag evit lakat an holl henvel, kuzulerien an Ti-Kear a bedas an holl veleien a oa o skoazella ar bersoned er parreziou, da zina ha da lakat rei d’ezo an hano a vikel (vicaire). Evelse, Glaoda Laporte a oe ar vikel diweza hanvet e galleg : « curé » Sant-Loïz.