◄ Glaoda Laporte, « kure » Sant-Loïz | Gouel an Unvaniez e Brest. | Ar C’houarnarmant a glask ren Iliz Bro-C’hall ► |
Kear Vrest a aoze pep tra evit lida ar bevarzekvet dervez a viz gouere, deuet da veza gouel an Unvaniez. Aoter ar Vamm-Vro, bet savet en enor d’ar Mear ha d’e guzulerien en dervez m’o doa kroget en o c’harg, a oa savet adarre war Dachenn ar C’hastel ; ha kuzul an Ti-Kear a c’houlennas eun ofern eno, deiz ar gouel. Epad an amzer-ze ar Vodadenn Reizek a beurc’hrae al lezennou nevez eneb an dud a iliz ; ar c’hannaded a oe galvet zoken da rei o mouez evid ar wech diweza, d’an 12 a viz gouere. An Eskibien a oa war c’hed abaoue an dervez kenta m’oa staget ar c’hannaded gand al lezennou. An hano Monseigneur a oa bet lamet diganto, d’an 23 a viz even. Met n’eo ket gand an dra-ze oant nec’het. Distaga Iliz Bro-C’hall diouz Rom eo a glasked dreist holl, evid ober anezi eun Iliz diouz dourn ar c’houarnamant. Eskibien eveziek ha start en o feiz evel m’az oant, lavaret o doa dija : Non possumus, da lavaret eo : n’hellomp ket senti ouz eun hevelep lezenn. Ha setu kuzulerien an Ti-Kear hag i lakat en o fenn e vije dleet toui da zerc’hel start d’al lezenn nevez, a oa enni koulskoude meur a dra eneb ar feiz hag an Iliz ; ha ne vije netra gwelloc’h eged ober al le war an aoter m’oa da lavaret an ofern warni.
Aotrou ’n Eskob Leon a gasas eun urz d’e bersoned evit difenn outo lavaret an ofern er meaz eus an ilizou da genver ar gouel-ze. Kuzulerien an Ti-Kear a c’houlennas terri an difenn-ze evit Brest, hag a lakas aotrou Person Sant-Loïz, a oa unan eus ar pennou bras, da zina ar goulenn en doa da veza kaset d’an aotrou ’n Eskob.
Setu aman ar respont grons en devoe ar paour-keaz Person digand e Eskob :
« Leon, an 9 a viz gouere 1790.
- Aotrou Person,
« A dra zur, ne anavezit netra el lezenn nevez zo graet evit gwaska an Iliz, pegwir e kav deoc’h e c’hellan rei va aotre da ober eun dra hag a ve da zikour al lezenn nevez da gregi. Al lezenn-ze a zo heretik, ha klask a ra ober en Iliz eur schism eus ar re wasa. Ober le a zo eun ober a zevosion e kenver Doue, hogen ober le evel ma c’houlenner diganeomp a zo mont a grenn enep Doue hag ar feiz. Hag eur beleg bennak a ve kavet d’hen ober ? Al lizer a skrivan d’ar bersoned hag a gavoc’h gand an hini a skrivan deoc’h a zigoro deoc’h ho taoulagad.
Va glac’haret ho peus en eur zina al lizer ’zo bet skrivet d’in. Gouzout a ran pegement e tisplijo an difenn am beus graet, daoust m’eo hervez al lealded ; en despet d’an dra-ze, e fell d’in e ve miret.
† J. F. Eskob Leon ».
Al lizer all-man a skrive an aotrou ’n Eskob, war an hevelep tro, da Guzulerien an Ti-Kear :
- « Aotrounez,
Prez am eus bet, ha prez am bo bepred da ober ar prez a blij hag a blijo goulenn diganen kear Vrest hag he renerien, keit ha ma ne c’houlennint diganen netra enep va c’houstians. Gwir eo, aotreet em boa ar pez o poa goulennet diganen pa voe laket e karg ar mear hag e guzulerien ; met allaz ! abaoue an amzer-ze, an traou n’int ken henvel ! N’eus nikun hag a garfe muioc’h egedon ar frankiz edod neuze o klask diazeza ; na nikun muioc’h enebour d’ar gwall giziou a glasked teurel d’an traon. Neuze, galloud an douar a zouge lezennou evit ren mat traou an douar.
Hirio, an hevelep galloud, hep beza en em glevet gant pennou an Iliz, a glask dougen lezennou evid an Iliz he-unan, rei evel ma kar, ha muzula o galloud d’an Arc’heskibien, d’an Eskibien ha d’ar Bersoned, terri an ereou a zalc’h holl vinistred an Iliz katolik stag ouz ar penn ; hag an holl draou-ze zo kemennet dindan an hano a lezenn evid an dud a iliz, d’ezi da veza, war eun hevelep tro, unan eus lezennou diazez ar Vro.
Ma ne ve hano nemed da lakat ar zoudarded, karget da viret ar vro eneb enebourien an diabarz, d’en em unani gand ar re zo karget d’he miret eneb re an dianveaz, evit startaat ar peoc’h, kreski ar frankiz, difenn ar madou hag an dud ; ma ve leac’h hepken da lakat tud ar vro d’en em garet muioc’h-mui, e ve eur blijadur evidon beza va-unan ganeoc’h e kement gouel a rit evid enori Doue. Siouaz ! n’eo ket an dra-ze zo c’hoant da ober. Ar pez a glasker eo, ober le d’en em unani evit derc’hel en he zav eul lezenn hag a zo penn da benn eneb an Iliz, en eur rei d’ezi eun diazez dishenvel diouz an hini he deus bet digant Jezuz-Krist.
Hen lavaret a ran deoc’h, n’hellan e doare ebet kemeret perz el le-ze. An Iliz n’hell ket fazia pa gelenn war gwirioneziou ar feiz, pa c’hourc’hemenn petra da ober ha pa gemenn ar pez zo ret evit miret ar peoc’h hag an urz vat etouez ar gristenien. D’an Eskibien hepken e teu barn ha miret an holl draou-ze.
Abeg am eus eta da zinac’h ouzoc’h ho koulenn ha kavet mat hen rei deoc’h da anaout ; ne ven ket dirak ho taoulagad eun diwaller mat ha n’hellfen nemet beza disprizet ganeoc’h ma lakfen dindan va zreid va c’houstians ha va dever, gand ar c’hoant da blijout deoc’h. Ha pa ne vije netra a-zioc’h traou an douar-man o tougen ac’hanon da ober va dever, ar c’hoant da veza prizet ganeoc’h am lakfe d’hen ober.
Me a zo, gand eur garantez leun a zoujans, ho servicher leal.
† Iann Fransez, Eskob Leon ».
En despet d’an dra-ze, e Ti-Kear e fell d’ezo kaout an ofern war aoter ar Vamm-Vro. Mestr ar Gward Vroadel a deu d’e dro da aspedi an aotrou Person da zelaou o goulenn.
An aotrou Floc’h a skriv d’an ofiser-ze, d’an 12 a viz gouere :
- « Aotrou,
An Aotrounez a zo e Ti-Kear a c’hell lavaret d’ar Gward Vroadel e Brest, em beus graet ar pez a c’heller, a unan ganto, evit kaout digant va Eskob aotre da lavaret pe da lakat lavaret an ofern war an aoter savet dirag ar C’hastel. O veza n’em beus ket bet va goulenn, n’hellan ket hep dizenti ha gwasoc’h c’hoaz hep pec’hi, lavaret an ofern-ze. N’em beus gwir ebet da zevel aoteriou ; an Iliz n’he deus ket roet ar c’halloud-ze d’in etouez ar re all am beus bet diganti. Ar c’houec’hvet artikl eus Reolennou an eskopti a lam, epad eiz dervez, e c’halloud digant kement beleg a gredfe lavaret an ofern war eun aoter, araok beza bet aotreet d’hen ober gand an aotrou ’n Eskob.
Pegwir n’hellan ket lavaret an ofern-ze va-unan hep displijout da Zoue, abalamour d’an doujans ha d’ar zentidigez a dlean d’an aotrou ’n Eskob abaoue ar ouestl am beus graet dirag an aoteriou, n’hellan ket muioc’h rei aotre da eun all d’he lavaret, hep kaout perz va-unan er pec’hed a ve graet gantan.
Re e karan an Iliz ha va farrisioniz evit kredi o defe c’hoant d’am gwelet oc’h ober eur pec’hed bras.
Olier Floc’h, Person ».
Koulskoude, d’an 13, diouz an abardaez, Kuzulierien an Ti-Kear a zo laouen bras. Eur paour keaz beleg a bevar-ugent vloaz a zo bet gellet da douella, eur beleg ha n’eo bet morse aotreet (evit kofez) : an aotrou Alexis Lamotte en deus roet e asant da oferenna evid ar gouel a gomzer kement anezan.
« Klasket hor bije en aner etouez holl veleien hon diou barrez, a skrivas d’ar 16 a viz gouere sekretour kuzul an Ti-Kear da gannaded Brest e Paris, eur beleg da lavaret an ofern war aoter ar Vamm-Vro, ha kana an Te Deum. Aon o doa holl da veza dioferennet. Unan hepken, an aotrou Lamotte, oajet a bevar-ugent vloaz, en deus kredet ober fae war difenn an Iliz hag en despet d’e oad, a zo chomet dindan an amzer epad lidou hag o deus padet keit. N’en deus ket bet aon o tiskouez e kar e Vro, ha dre-ze en deus gounezet kalon e genvroïz. »
Hag e gwirionez, an ofis a badas hir amzer ; ar veleien, en eur jom hep kemeret perz ennan a verkas gwelloc’h c’hoaz fazi an aotrou Lamotte. An aotrou d’Hector ne falvezas ket d’ezan rei urz da denna gand ar c’hanoliou, abalamour e-unan n’en doa bet urz ebet digant den.
Antronoz, d’ar 15, ar zoudarded a vicher hag ar gwardou broadel a reas eur varc’hekadenn (cavalcade) evit diskouez oa droug enno. Kalz tud o heulias dre ar ruiou : lod a zouge aroueziou an noblans, skoedou ardamezet, skritellou (pancartes) warno hanoiou duket, markized, hag all…
Lod all o doa mintred e paper kalet, ha krosiou. E kichen ar C’hastel e oe digoret eun toul a oe stlapet ennan ar pez a zalc’he leac’h an noblans, ha war an Dachenn a Vrezel furm eun den (un mannequin), gantan dilhad hag aroueziou eskob ha skrivet war e vruched, evit na vije ket a leac’h da fazia gantan, hano eskob Leon, a oe stlapet en eun tan bras.
An dra-man, eur wech peurc’hraet, e stagchont da ober cholori dindan prenestou aotrou Person Sant-Loïz, ha goudeze dirak ti e « gure » an aotrou Laporte, hag ar veleien all tamallet da veza a du gand an aotrou ’n Eskob. Lizeri skrivet gant tud an Ti-Kear d’ar c’hannaded e Paris a lavar : « Eurus omp n’eus digouezet netra zoanius ebet ; evelato eur zoudard bennak o deus roet taoliou sabrenn an eil d’egile. »
Koulskoude, er « c’huzul bras » ez oa ofiserien, pennou kear, bourc’hizien, en eur ger, eur guchennig tud a zoare hag o dije klasket enebi ouz ar pennou tanet, ma vije bet graet eur gwall dra bennak eneb al lealded pe glasket ober droug en eur skei gand an dud. E Venise dek den a evesae ouz ar c’houarnamant, evit hen lakat da vont war araok ha gourc’hemenn d’ezan petra da ober. E Brest, eun dournadig kanfarted hanvet Mignoned al lezenn nevez, graet ganto eun emgleo nebeudik a oa (21 even), a yea da ober hevelep micher. Eur c’hant hanter a oa anezo, ha bemnoz ec’h en em gavent holl en eul leac’h evit lenn ha klevet displega al lezennou nevez, ha komz diwar-benn keleier an deiz. A du gand ar Vodadenn Reizek e kemeront ive evito, hep gwir ebet, ar garg da welet ha miret striz eo he lezennou. O daoulagad ne ehanont ket da bara war gement tra a dremen dre gear, war an dud, war an Ti-Kear, ha zoken war ar pez a dremen en ilizou. Den n’hell mui finval ganto hep beza gwasket en eun doare tregasus. N’eo ket eur vuhez o doa an dud vat ganto.
Evel-se, lezenn an 23 a viz even 1790 a lavare « Nikun n’hello dougen nemet hano gwirion e familh ; nikun n’hello dougen na lakat dougen na dilhad lakez, nag ardemezou ; an ezans ne vo devet en templou nemed evit renta enor da Zoue, ha ne vo kinniget mui d’an dud. » Neuze meur a hini eus ar « Strollad » (club) a ya da iliz Sant-Loïz, a wel ar veleien evel diagent oc’h ezansi an oferenner teir gwech, an avieler hag an abostoler kenkoulz hag an aotrou Person, diou wech, ar veleien all eur wech hag ar bobl teir gwech.
Raktal ar « Strollad » a zoug klemm dirag ar C’huzul Bras : al lezenn, emezan, n’eo ket miret en iliz Sant-Loïz. — An aotrou Floc’h a oa er C’huzul en dervez-se, o veza m’oa unan eus ar pennou-bras, hag a lavaras n’oa ket graet al lezenn-ze nemed evit miret ezansi hiviziken al laïked o doa renk en iliz araog an dud all, evel pennou-bras kear ha mistri uhella ar zoudarded. Kement hini a lenn ar c’homzou kenta eus lezenn an ardemezou n’hell kaout mar ebed war gement-se ; ezansi zo eul labour iliz ha ne zell nemed ouz an dud a iliz hag ar C’houarnamant ne deu ket d’ean kaout abeg o welet kinnig ezans en ilizou. Evit beza dinec’h war gement-se, an aotrou Floc’h a c’houlennas ali ar re a oa karget da reiza traou an iliz er Vodadenn Vroadel, hag ar re-man a oe a du gantan.
Met ar re falla er C’huzul ne blijas ket d’ezo ar respont-se ; aliet o-unan gant « Mignoned al lezenn nevez », e skrivjont d’o zro d’ar gannaded, d’an 2 a viz eost 1790 : « Nec’het omp laket, emezo, o klask gouzout mat awalc’h petra zifenn al lezenn a vir kinnig d’an den an ezans ha ne dle beza devet nemet dirak Doue. Gouzout a reomp ervat, ar veleien hepken a deu d’ezo beza ezanset. Met eur gredenn hor beus ive ne ve ket divaloaet al lidou epad an ofisou, ma ne ve ezanset nemed ar beleg zo ouz an aoter, ha laosket a gostez ar veleien all zo er c’hor. Roit d’eomp hoc’h ali, ha lavarit d’eomp petra ves graet e Paris war ar poent-se. »
Respont a deuas digand ar gannaded d’an 12 eus ar miz : « Lezenn an 23 a viz even a dle beza miret evel m’eo skrivet. An aoter hepken a dleer da ezansi, pegwir al lidou zo graet evit renta enor da Zoue. Ezansi ar beleg ouz an aoter, kenkoulz hag an avieler, an abostoler ha zoken ar veleien all er c’hor, a zo eur c’hiz hag en deus gwir ar c’houarnamant da reiza ha zoken da lakat da baouez. »
D’an 2 a viz gwengolo, tarzellerien ar C’huzul, deuet da veza sakristed ! a gasas ar Prokuler da gaout personed Sant-Loïz ha Rekouvrans evid embann d’ezo n’oa urz hiviziken da ezansi nemed an aoter.
Ar Vignoned ne gave ket d’ezo o doa graet c’hoaz awalc’h. Lakeat o doa, war o meno, an urz vat, hervez al lezenn da ren er c’hor ; en eur drei warzu traon an iliz e kavont abeg en eun dra all. Arabad e ve kemm etre an dud pa deuont en iliz. Gwelet a reont eno kadoriou evid ar bobl, ha bankou miret evit familhou pe dud a renk uhel !
Ar bankou-ze a zo pinvidigez an iliz ; ar familhou o deus o frenet hag a ro ouspenn, en tu all d’ar pez a bae ar re all evid o c’hadoriou, eur skoed ar bloaz dre zen.
Evit Mignoned al lezenn nevez, an dra-ze zo giziou koz, hag eneb al lezenn. Daoust hag ar giziou-ze n’oant ket bet diskaret holl e nosvez ar 4 a viz eost ?
Ha setu i adarre da glemm d’an Ti-Kear, hag en dro-man eo an aotrou Bechennec, ar beleg, eo a gomz evito, a du ganto.
An Ti-Kear en dro-man a zo ken sentus hag en dro all. Rei ra urz, d’an 8 a viz eost, da deurel ar bankou er maez eus an iliz, a-benn gouel Mikeal kenta. Kerkent an « District » (demdost ar pez a c’halver breman an arrondissement) a en em zao eneb an urz nevez, en eur lavaret n’eo ket da Guzul an Ti-Kear, met d’ezan e-unan oa dougen an urziou-ze.
E miz du, eul lodenn eus ar pennou-bras karget da ren kear a zo da veza nevezet ; tenna reer plouz berr da welet piou a zo da vont er maez, evit beza evelkent hanvet adarre, m’o deus moueziou awalc’h. An aotrou Bechennec zo dalc’het ; an aotrou Person avat zo taolet er meaz. An dilennerien, bodet dirak Ti-Kear, a c’houlenn neuze e ve kaset da benn ar pez a oa bet kemennet d’an 8 a viz eost. D’ar 17 a viz du, an Ti-Kear, en despet d’an « District » a ro urz da deurel ar bankou er maez eus an ilizou, dindan peder eur war-nugent ; hag a laka d’an 19 an dervez da ober foar war an bankou dilezet gand o ferc’hen.
Siouaz ! antronoz, eur vandenn lamponed a ya da iliz Sant-Salver hag a vruzun kement bank a gavont enni. An District, eur wech all c’hoaz, a c’houlenn digant an Ti-Kear beza muioc’h doujus d’al lezenn. Ar C’huzul a glask diarbenn ar bobl. Re ziwezat ! An dilennerien aet o fenn diganto, a ya war an hevelep tro da iliz Sant Loïz, evel tud dirollet, hag a vruzun ive ar bankou beteg an diweza.
« Eur froudenn oa ha n’eus ket bet gellet enebi outi, a skrive ar sekretour d’ar gannaded e Paris, d’an 21 a viz du. N’hellemp ober nemed eun dra : diarbenn enebourien an urz vat (gwelit penaos !), ha miret an tammou koat a vo laket e gwerz evit mad ar barrez. »
An dud fidel a jomas sebezet gand ar spont. Eun den hepken, a lavar an Aotrou de Lorme, a oe kalonek awalc’h evid enebi, en eur welet eur rummad tud ken divez o vac’hagna peadra an nesa. An aotrou de Tredern a zougas klemm en e hano hag en hano e gen-hered. Kuzul an ti Kear a respontas d’ezan : « N’eo ket dereat da eun ene kristen klask trouz, hag oa gwelloc’h d’ezan kinnig da Zoue gant largentez ar sakrifis eus e holl gwiriou. »
Ne zigouezas gantan netra nemed an tammig prezegenn-ze a gavas gwall zivlaz ha c’hoez an drubarderez ganti.