◄ Gouel an Unvaniez e Brest | Ar C’houarnarmant a glask ren Iliz Bro-C’hall. | An Aotrou Laporte ne fell ket d’ezan ober le ► |
Glaoda Laporte a stourm eneb al lezenn nevez
Venjans kuzulerien an Ti-kear
En eur zifenn ezansi ar veleien hag an dud fidel epad an ofisou, hag en eur lemel ar skaoniou eus an ilizou, renerien ar vro o doa en em emellet eus traou an Iliz ; ar pez ne zelle ket outo. Gwasoc’h a oe graet en eur rei da Iliz Bro-C’hall a bez lezennou graet e Paris, hep beza bet aotreet gant Rom. Dre-ze e tiskared reizadur ha zoken diazez an Iliz. Pebeuz enkrez evit beleien Bro-C’hall !
Poanius eo gwelet kelaouerien (historiens) hag a oar a-hend-all konta an traou evel m’int digouezet, evel an aotrounez Levot ha Duchâtelier, o tamall ar veleien da veza kavet abeg el lezenn nevez, abalamour n’oa ket hervez o mennoziou er politikerez, hag ive abalamour ma talc’hent re da eur roue hag a oa aet digalon, ha n’oa mui gouest da zifenn e gurunenn. Ha koulskoude, daoust n’hor beus-ni ket gwelet an aotrou ’n Eskob de La Marche e-unan o rei aotre da oferenna en dervez m’oa hanvet ar mear hervez al lezenn nevez ? Neuze e roas d’ezo o goulenn « abalamour neuze, emezan, e welen tud, karget da ren ar vro o tougen lezennou evit lakat an traou da vont en dro, hervez mad ar vro » ; hag e voustras evit mouga en e galon ar pez en defe plijet muioc’h d’ezan, ha « rei da Zesar ar pez a zo da Zesar. » Nemet breman ar Vodadenn Reizek a glaske miret ouz ar veleien « rei da Zoue ar pez a zo da Zoue », en eur lakat Iliz Bro-C’hall da blega dindan eul lezenn hag he dije he distaget diouz Rom hag he zaolet er schism.
Eus a bell, ha dreist holl, abaoue Sened (Concile) ar Vatikan, e c’heller gwelet difazi pegement oa al lezenn nevez enep gwiriou an Iliz. En amzer-ze koulskoude, o veza m’oad douget da zerc’hel d’ar pez a hanved « frankizenn Bro-C’hall » a eneb Rom, n’oa ket ken aez hen gwelet ; hag eo an nec’hamant-se a lake eur barr enkrez da zevel e kalonou ar veleien.
Ret eo beza lennet lizeri ar paour-keaz beleien-ze evit hen anaout ; neuze n’heller mui beza ken kalet ha ken didruez e kenver ar re o deus faziet hag a zo kouezet ; ha n’heller ket rei re a veuleudi d’ar re o deus gwelet an traou evel m’oa dleet hen ober : pe beza katolik, pe drei kein, unan a zaou. Ar re-man, aez eo hen gwelet, a oa beleien hag o doa dalc’het da ouestlou o belegiach en eur ren eur vuhez hervez gourc’hemennou hag aliou an Aviel ; o spered, chomet sklerijennet gant donezoun ar Spered Santel abaoue deiz o c’honfirmasion ha kennerzet c’hoaz da zeiz o belegiach, a welas sklear mennoz dizakr ha fallakr al lezennou nevez ; ha m’o deus enebet eo evit derc’hel Iliz Bro-C’hall hag en em zerc’hel o-unan stag ouz an Iliz Katolik.
Bez e c’heller lavaret da Levot, Duchâtelier ha d’o c’henseurted : nann, ar veleien-ze n’eo ket d’ar roue hepken eo e talc’hent ; klask a reant dreist holl chom stag, kousto pe gousto, ouz an Iliz Katolik ; o enebiez, hag a lame diganto pep tra, o c’hase d’ar prizon, d’an harlu ha d’ar chafod, a zo kaer awalc’h evit talvezout d’ezo ar brud hag ar veuleudi a zo dleet d’ar re ne zelaouont nemet mouez o c’houstians, hag a zalc’h d’o dever penn da benn.
Al lezenn nevez, peurc’hraet d’an 12 a viz gouere 1790, e devoe nerz lezenn kerkent ha ma oe aotreet gand ar roue d’ar 24 a viz eost. Maro an aotrou Konen a Zant Luk, eskob Kemper, en em gavet d’an 30 a viz gwengolo, a roas leac’h da gregi gant al lezenn nevez ha da zibab an eskob kenta hanvet, hervez menoz ar c’houarnamant, eskob ar Finistère ; rag al lezenn ne anaveze mui nemed eun eskob dre Rannvro (département). Eur rummad dilennerien hag o doa da baea evit tailhou talvoudegez tri dervez labour a zibabe da genta unan dre gant etouez ar re o doa da baea talvoudegez dek dervez. Ar re-man diweza dibabet eo o doa da rei o mouez d’an eskob nevez. Klask a ranked ive hanoiou ar re a helle beza hanvet da eskibien. Pemzek vloaz belegiach a ranked da gaout. Pep District en doa hanoiou da rei. O veza ne felle ket d’ezo goulenn ali na digand ar gwir eskob na digand ar vikeled vras a oa dianzavet gand al lezenn, tud an District a rankas mont da gaout ar bersoned. District Brest a c’houlennas digand aotrou person Sant Loïz hanoiou beleien arrondisamant Brest a oa ennan Brest, Guypavas, Plabennec, Lannilis, Guytalmeze, Brelez, Konk, Lokournan ha Plouzane. An aotrou person a roas al labour-man da ober d’an aotrou Laporte, evit sklerijenna paotred an District ha netra ken. D’an 12 a viz here, al labour a oa graet ha kaset d’ar re her goulenne, al lizer-man ouz e heul :
- « Aotrounez,
Eur blijadur vras hag eun dever eo bet evidon rei deoc’h ar sklerijenn a c’houlennit war an traou o peus komzet d’in anezo. Ar veleien a roan deoc’h o hano n’ouzon ket ha gwir o deus da veza hanvet ha marteze re all o deus kement a wir hag i. Ar skrid a gasan deoc’h a verk a pez a ouzon.
Karout a rafen e c’helfe beza talvoudus deoc’h. Ha kredit en doujans a ra d’in beza ho servicher sentus ha leal.
Laporte, kure Brest. »
Hen gwelet a reer, an aotrou Laporte a zalc’h d’e hano a « gure », pa glask an Ti-Kear rei d’ezan an hano a « vikel ».
Vikeled vras eskopti Kemper o doa savet o mouez da enebi ouz an dilennerez-se edod o vont da ober hag a lakaje ar schism da c’henel en hor bro. An darnvuia eus personed ha kureed eskopti Kemper a glevas ar vouez-se, hag a zavas o hini d’o zro, kerkent hag ar 5 a viz here. D’an 22 eus ar miz-man, beleien eskopti Leon, aliet gand an aotrou ’n Eskob de La Marche, a zinas eun hevelep enebiez :
« Ni, hag hor beus sinet dindan, personed ha beleien all eskopti Leon, o veza bet anaoudegez eus al lezenn nevez graet gand ar c’houarnamant evidomp, hag eus an dilennerez a zo sonj da ober er rann-vro d’an 31 eus ar miz-man, evit dibab eun eskop d’ar Finistère, hervez ar reolennou douget gand ar c’houarnamant, ni, hag a fell d’eomp chom start en hor feiz, ha sentus ouz lezennou an Iliz katolik, apostolik ha romen, a zo a enep kement tra a vo graet, pe evit dismantri parreziou, pe evid unani meur a hini, ha dreist holl enep al lezenn a laka eskopti Kemper ha Leon en unan, hep aotre an Iliz hag hep ma ve heuliet ar reolennou he deus douget war gement-se ; a lavar eta ez omp a eneb an dilennerez a helfe beza graet e Kemper evit henvel eun eskob d’ar Finistère.
- An 22 eus ar miz here-man 1790. »
Dindan an enebiez-man e lenner hanoiou 76 person eus eskopti Leon, en o zouez personed Sant-Loïz ha Rekouvrans ha c’hoaz hanoiou 236 beteg all, en o zouez re an aotrounez Laporte, Kermarrec ha Simon ar Masson. Penaos en deus-ta Levot kredet lavaret, e Brest, da genta, « an aotrou Floc’h a oe koulz lavaret e-unan oc’h enebi ouz lezenn ar c’houarnamant ? »
Daoust hag al lizeri skrivet er mare-ze gand an Ti-Kear ne lavaront ket ar c’homzou-man ? « Hor beleien a en em zao aman evel el leac’h all eneb an doare nevez da henvel an eskibien. An aotrounez Bechennec, La Motte ha Laligne hepken n’eo ket bet falvezet d’ezo sina an enebiez ; evid ar re all, holl e lavaront a vouez uhel, an eskob hanvet er giz-se a vo schismatik, dic’halloud war an eneou, dic’halloud da ober beleien, en eur ger dic’halloud war gement tra en deus eun eskob da ober. »
Neuze eo e stagas paotred Ti-Kear Brest da veza kasaüs evid ar veleien o doa sinet an enebiez ha dreist holl evid an aotrou Laporte. C’hoant o doa venji d’ezo. Gwelet hor beus anezo o daou, koulskoude, e berson hag hen o plega d’al lezenn a c’houlenne diganto anzao o feadra, hag o paea o lodenn tailhou evit sikour ar vro. An darn vuia eus ar re o doa anzavet o madou, ne voe kavet abeg erbed en o lavariou. Ar veleien avat ne c’hoarvezas ket ganto helelep tra hag a oe goulennet diganto paea c’hoaz eun dra bennag ouspenn. An dra-man a zisplijas d’an aotrou Laporte a oa eun den re eün evit kaout eur seurt rebech. Skriva reas da Guzul Bras kommun Brest al lizer dispont-man a zo start ha didroidel :
- « Aotrounez,
N’eus ket eun den a zoare hag a c’houzanvfe, hep beza gloazet, e ve taget e vrud vat ha saotret e enor. Ha m’az eo ouspenn eun den e karg, ezomm d’ezan da veza gwelet mat gand an holl evit kas e labour da benn, pegement a vez hag a c’hlac’har n’en devezo ket o welet e vrud vat diskaret gand ar varnerien a dleer kaout hag a zo evito ar brasa doujans ?
Setu aze, Aotrounez, stad truezus an aotrou Laporte, kure Sant-Loïz. Eman o paouez anaout ar zetans ho peus douget en e enep dirag an holl. Dre ar zetans-se ho peus embannet n’en deus ket anzavet e beadra penn da benn evit sikour ar vro ; da lavaret eo, n’eo ket hepken difizians ho peus anezan, n’eo ket hepken tamallet, met barnet eo bet ganeoc’h da veza aet eneb ar wirionez, al lealded hag ar garantez a dle d’ar Vamm-vro.
E galon, e goustians eün, e garg, a ra d’ezan eun dever d’en em zevel eneb ar varnedigez disleal-ze. Dougen a ra testeni evid an eil gwech, n’en deus ken peadra nemed ar pez en deus anzavet hervez al lezenn. Mar deus unan pe unan eus an dud enorabl zo e Kuzul an Ti-Kear gouest d’hen dislavaret, pa lavar eo ar 451 lur en deus anzavet ar bevare eus e c’hounidou, eo prest da c’houzanv ar rusta pinijenn, ar gwasa dismegans. Met ma n’heller ket diskouez en deus lavaret gevier, ha n’en deus ket aon rag an dra-ze, daoust ne ve ket hervez al lealded terri ar zetans mezus zo bet douget en e enep ?
Laoskit-hen ive, Aotrounez, da lavaret deoc’h c’hoaz an dra-man : N’ho peus ket bet digand al lezenn ar c’halloud da lakat kresk nemet d’ar re zo re anat n’o deus ket anzavet o feadra gant lealded. N’ho peus ket gellet eta lakat kresk d’an hini a skriv deoc’h nemet goude beza anavezet mat n’oa ket gwirion e lavarou. Ha penaos ho pije-c’houi hen anavezet ? Marteze dre lavarou goullo, dre gredennou faoz, dre ziskleriadennou eneb ar wirionez. Lavaret eus bet deoc’h marteze, ar beleg-se en deus pevar c’hant lur bae evel sakrist er barrez. Met fallagriez awalc’h zo bet da nac’h ouzoc’h n’eo an arc’hant-ze nag eur zikour evit beva, nag eul leve, met hepken ar bae ’zo ret evit lakat gwenna, empezi ha penselia lienaj ar barrez ; ha c’hoaz, bloaveziennou-zo eo re zister an bae-ze ; n’eus ket bet lavaret deoc’h ken nebeut eman an hini a skriv deoc’h tostik da goll eun dournad mat a arc’hant (12.000 lur), en deus asantet paea hag a ranko da baea dizale. An aotrou Laporte en eur ober e anzao d’an Aotrounez Gillart hag ar Moan en deus lavaret kement-se d’ezo, ha graet ar bromesa neuze evel ma ra breman da greski e dailhou evit sikour ar vro, kerkent ha ma vo dizammet diouz ar beac’h-se. « Plijet ganeoc’h, aotrounez, goude beza klevet ar c’homzou gwirion a lavar, terri ar zetans ho peus douget, hag anzao n’eo ket gevier en deus lavaret an A. Laporte, p’eo bet o tiskleria e beadra dirazoc’h.
Hag an dra-ze ne vo nemet hervez al lealded !
Laporte, kure Brest. »
- E Brest d’ar 26 a viz here 1790. »
Lennet e oe e Kuzul an Ti-Kear, d’an 2 a viz du ar goulenn a rea an A. Laporte. Hervez kaier ar guzulerez e oe graet ar respont-man : « Diwezatoc’h e vo gwelet petra da ober. » Met diwezatoc’h ne oe mui hano eus al lizer. Evelato an Aotrou Laporte a c’hounezas e daol, rak doujet oa gand e enebourien.
Epad an amzer-ze, an eskob hervez al lezenn nevez a oa bet dibabet e Iliz-Veur Kemper d’an 31 a viz here ha d’ar 1 a viz du ; ha da c’houel an anaon e oe embannet an hano en doa ar muia moueziou. Expilly, person Sant-Martin Montroulez, ha kannad er Vodadenn Reizek a oe hanvet gant 233 mouez, a eneb an aotrou ’n Eskob de La Marche en devoe 125. Eun hugunod eo a roas e vouez da genta, hervez an aotrou Boissière, sekretour an Aotrou ’n Eskob Konen a Zant Luk. Pa edod o niveri ar moueziou, e oe kavet meur a hini evit mear Kemper, evid ar grefier, evit diou vestrez leanezed, evit… ki ar skolach. Evit gounit moueziou da Expilly, an hini-krenv a redas, dreist holl evid an dilennerien diwar ar meaz. « Eun eskob hor beus, a lavar eur farser, hag a vevo koz ; en hini krenv eo bet graet. » Hag eur c’huzulier Ti-Kear Brest, lorc’h bras ennan, abalamour m’oa Expilly, eur Brestad, an eskob nevez, a skrive d’an 3 a viz du : « Hiviziken, ne vo mui karget da henvel eskibien na tud hag o deus gouenn, na tud hag o deus galloud, pe a anavez an droidellerez, en eur ger, nikun eus ar re o deus kement a dechou fall… Ni holl aman dreist holl a zo lorc’h bras ennomp o veza m’eo bet graet an dibab diouz hon doare ; skeudenn an eskob nevez a zo dija en Ti-Kear. » An aotrou Floc’h, bet kemennet d’ezan kana an Te Deum e Sant-Loïz en enor d’an eskob nevez, a respontas d’ar 5 a viz du : « Warc’hoaz, da beder eur, eman an ofis diweza en iliz Sant-Loïz, goudeze, an iliz a vo goullonderet evidoc’h. »