Araok Richelieu, al listri a vrezel n’oant ket d’ar C’houarnamant evel breman. Ar C’hardinal eo a stagas d’o reiza er giz m’emaint en hon amzer ; ha dre e urz, ar C’houarnamant a deuas da veza perc’hen d’ezo ; an ofiserien, kapitened ha letananted, galvet da zervicha war listri ar roue, a oe dalc’het er zervich ha paet eus an eil penn d’egile d’ar bloaz, en douar evel er mor. Evit gellout sevel an niver a oa ret, Richelieu a lakeas en e benn ober evito eur skol, a oe hanvet Skol ar Gwardou war vor. Graet e voe ar skol-ze e bourz lestr an amiral. Met ar C’hardinal a vankas amzer d’ezan da beurober e labour ; evelato, er pez a jomas war e lerc’h eo aes anaout ar reolennou a hentchas Colbert diwezatoc’h.
Heman, den gouiziek hag ijinus, a beurc’hreas labour Richelieu en eur rei d’hor bro he skouadrennou listri a vrezel gant reolennou, meulet abaoue eus an eil rumm d’egile, a lavar Herri Martin. E tri bloaz, etre 1661 ha 1665, Colbert a lakeas ober eun arme vor a 196 lestr ; klasiou a oe merket evid ar vartoloded a veze galvet dioc’h oad, hag a veze dibabet etouez ar re a oa o hano war roll ar bigi pesketerez pe a genwerz ; reizet e oe kement a zelle ouz ober hag implij ar c’hanoliou ; ha pevar rejimant soudarded a oe sa-