Kear Vrest a aoze pep tra evit lida ar bevarzekvet dervez a viz gouere, deuet da veza gouel an Unvaniez. Aoter ar Vamm-Vro, bet savet en enor d’ar Mear ha d’e guzulerien en dervez m’o doa kroget en o c’harg, a oa savet adarre war Dachenn ar C’hastel ; ha kuzul an Ti-Kear a c’houlennas eun ofern eno, deiz ar gouel. Epad an amzer-ze ar Vodadenn Reizek a beurc’hrae al lezennou nevez eneb an dud a iliz ; ar c’hannaded a oe galvet zoken da rei o mouez evid ar wech diweza, d’an 12 a viz gouere. An Eskibien a oa war c’hed abaoue an dervez kenta m’oa staget ar c’hannaded gand al lezennou. An hano Monseigneur a oa bet lamet diganto, d’an 23 a viz even. Met n’eo ket gand an dra-ze oant nec’het. Distaga Iliz Bro-C’hall diouz Rom eo a glasked dreist holl, evid ober anezi eun Iliz diouz dourn ar c’houarnamant. Eskibien eveziek ha start en o feiz evel m’az oant, lavaret o doa dija : Non possumus, da lavaret eo : n’hellomp ket senti ouz eun hevelep lezenn. Ha setu kuzulerien an Ti-Kear hag i lakat en o fenn e vije dleet toui da zerc’hel start d’al lezenn nevez, a oa enni koulskoude meur a dra eneb ar feiz hag an Iliz ; ha ne vije netra gwelloc’h eged ober al le war an aoter m’oa da lavaret an ofern warni.