◄ Yaouankiz Glaoda Laporte | Urz an Tadou Jezuisted diskaret. | G. L. ne fell ket d’ezan toui eneb e goustians ► |
Ar C’hallaoued o deus eur spered berboellik, douget bepred da heja pe da ziskar (muioc’h avat dre froudenn eget dre gredenn-start) kement tra a zo santel ha meulet. Mar deus bet e peb amzer kristenien birvidik e Bro-C’hall, e peb amzer ive, o deus kavet dirazo enebourien prest da zevi ar pez a zoujent.
Pa rene Loïz pevarzek, ar « Jansenisted » hag ar « C’hallikaned » oa an enebourien-ze ; nemet keit ha ma vevas ar roue bras, n’hellent ket sevel o fenn ; e zourn, evit doare, a oa kalet evel an houarn. P’o deveze c’hoant ingala o gevier etouez an dud, eo dre guz e rankent hen ober. Er c’hiz-se ec’h en em skignas al lizeri, hanvet « Provinciales », skrivet gant Pascal eneb ar Jezuisted, hag o deus lakeat war dal an hini o skrivas eur merk iskis ha mezus, ha n’eo ket prest c’hoaz da veza lamet, kaer a vo.
Pa vankas an dourn kalet ha nerzus, e savas war an trôn eur roue re yaouank evit gouarn dreizan e-unan ha ret d’ezan klask unan bennak d’hen skoazella, ar pez a zo eur gwall abeg enn eur rouelez (royauté), a lavar an aotrou Maurras e-unan. Raktal, enebourien ar feiz a zavas o fenn. Kerkent eun urz leaned a zavas en o eneb, leaned hag a helle dre o gouiziegez hag o furnez harpa outo ha sevel dirazo evel eur voger arem gouest d’o diarbenn. Ar Jansenisted, war o meno, a oa striz meurbet an traou ganto ; ar Jezuisted avat en em harpe muioc’h war Doue hag e drugarez hep muzul ; ar C’hallikaned a oa douget d’en emzistaga diouz ar Pab hag ar Jezuisted a rea le da zenti outan bepred. Eneb an dud o doa en em vodet en eur gemeret an hano lorc’hus a « Filozofed », an Tadou a zavas skolachou dre bevar c’horn Bro-Chall, hag a roas enno eur gelennadurez ha n’he deus ket he far da gement den yaouank eus ar vro, koulz lavaret : « En amzeriou-ze, a lavar eun huguno (protestant), Schell e hano, e voe eun emgleo etre ar Jansenisted hag ar Filozofed, pe da vihana, o veza m’o doa eun hevelep mennad, e labourent gant kement a unvaniez ma voe leac’h da gredi oant en em glevet. Ar Jansenisted, war digarez eur garantez birvidik evid ar Relijion, hag ar Filozofed, d’ezo, war o meno eur garantez birvidik evid an dud, a boanie da ziskar galloud ar Pab… Evit dont a benn eus o zaol e oe dister d’ezo pellaat an Tad Santel diouz ar re n’o doa ken youl « nemet da harpa kador Sant Per, kousto pe gousto, o lamet digantan ar skoazel a hellent da rei d’ezan, da lavaret eo, an Tadou Jezuisted. Setu aze penaos e c’hanas ar gasoni vras o deuz kalz a dud outo atao en hon amzer. Lod anezo e gwirionez, o veza bet re zieves ha re skanv a benn (affer Lavalette) a roas armou da waska an Urz. Gwasoc’h c’hoaz, ar brezel graet d’ezo a blijas d’ar bobl. »
Loïz XV, pa bignas war an trôn a glaskas enebi ; ar prins a ouezas marteze difenn an douarou en doa bet digand e dad-koz, met ne gavas ket an tu eveldan da ren war ar sperejou. Ne gredas ket beza roue e amzer, hag eo Voltair a laeras digantan an hano skedus-se. Voltair, skoliet gand ar Jezuisted, en em blije o rei meuleudi d’ar re a oa bet e vistri gwechall. Biskoaz n’en dije kredet o dilezel evit mont a du gand ar C’houarnamant, hag ar Jansenisted a oa ken rog an tamm anezo, ha ken kalet outo o-unan, ya war o meno, ma lakent anezan da egari. Koulskoude evit tizout ar Pab oa ret bresa korfou e soudarded wella ; hag e tremenas warno en eur deurel a bouez penn ar youc’hadenn spontus : « Ecrasons l’infame ». Kerkent, ha goude ma oe diskaret an Urz, d’Alembert a skrive da Voltair, d’ar patriarch iskis aet da jom da Ferney : « Evidon-me, emezan, pegwir breman e roan liou roz da bep tra, me wel ac’han ar Jansenisted o kaout eur maro kaer er bloaz a zeu, goude beza laket o-unan an Tadou Jezuisted da gaout eur maro kriz er bloaz-man ; gwelet a ran ar spered a frankiz o sevel, an Hugunoded o tistrei, ar veleien dimezet, ar c’hadoriou kofez bruzunet, ar c’hredennou diboell aet gand an avel,(evito, an dra-ze oa ar religion gatolik). Gwelet a reer breman penaos e torras gand ar skuisder, tregont vloaz diwezatoc’h, war chafodou an Dispac’h, ar barr-amzer a oa bet c’hoezet gant Voltair.
Koulskoude, an Tadou Jezuisted a oa tud da harpa ouz eun taol amzer. Siouaz d’ezo ; Daoust m’oant bet tamallet gant Pascal da nevezi lezenn ar furnez ha d’he lezel da laoskaat, ne oent ket laosk awalc’h c’hoaz evid ar roue hag an itron Pompadour, d’ar mare-ze holl-c’halloudek er palez. E leac’h klask tremen diouto, en eur rei ar peoc’h d’o c’houstians, an tadou Pérusseau ha Desmaretz o devoe zoken an hardisegez da bellaat Loïz XV diouz ar zakramanchou.
An tad de Sacy, dreist holl, ne fellas ket d’ezan rei an absolvenn d’an itron Pompadour hag a lavaras d’ezi distrei da gaout he fried. (Hi he-unan he deus diskleriet kement-man en eul lizer skrivet ganti d’ar Pab evid en em glem !). Lez ar roue a yeas neuze a du gand enebourien ar Jezuisted ; ha d’ar c’henta a viz ebrel 1762, daoust d’an ali roet gand eskibien Bro-C’hall o doa embannet holl nemet c’houec’h anezo, oa Urz ar Jezuisted direbech e pep tra, Lezvarn Veur Paris, evid ar pez a zelle outan, a lakeas serra kement skolach dalc’het ganto. La Chalotais a reas da Lezvarn Veur Breiz kemeret skouer diouz hini Paris ; Dudon e Bourdel, Monclar er Provans en em gargas eus eun hevelep kefridi. D’ar 6 a viz eost 1762, Urz an Tadou Jezuisted a oa dismantret e Bro-C’hall. Ar broiou all, kristenien enno ive koulskoude, aliet gant Voltair a gerzas war roudou ar Frans ; hag ar Pab Clement XIV, d’ar 16 a viz eost 1773 a gavas ive oa mat ar pez a oa bet graet eneb ar Jezuisted ; ar pez a embannas dre ar skrid-berr Dominus ac Redemptor. Koulskoude an Urz, ma oa torret er broiou-ze evid eur pennad, n’oa ket kondaonet evid an dra-ze.
Diou Vro hepken, en o fenn daou heretik hag a oa brudet gant tud fall en amzer-ze da veza ive tud a skiant, o devoe aotre ar Pab da zelc’her an Tadou Jezuisted.
Nebeut bloaveziou goude, Frederik II, roue Prus, en eur skriva d’ar 7 a viz gouere 1770 d’ar filozof d’Alembert, a lavare, an ear d’ezan da c’hoapaat : « An den mat a zo o chom er Vatikan, eur c’houriz endro d’e groaz-lez, en deus lezet ganen va Jezuisted karet, gwall gaset en holl broiou all. Anaout a ran o zalvoudegez ; setu perag, e talc’hin an had anezo evit gellout o c’hinnig eun deiz, da gement hini o do c’hoant kaout ar ouenn euz eul louzaouenn ken rouez. » — Rak-se ta, roue ar Prus Frederik II ha Katell II, impalaerez ar Rusi a zalc’has ar Jezuisted en o bro ; ha d’ar 7 a viz eost 1814, Pi VII en eur embann e lizer « Sollicitudo omnium Ecclesiarum » a zavas a nevez ar Gompagnunez en he zav, hag a lavaras : « Tamallet e vemp gant Doue da veza graet eun torfed eus ar re vrasa… en amzer m’eo bag sant Per hejet ha taget gand ar gwall amzer, ma laoskfemp en douar (si nous n’embarquions pas) tud ken krenv ha ken gouiziek da rouenvat, tud hag a deu d’en em ginnig evit terri nerz tarziou eur mor dirollet, gouest da gas ar vag da ober pense hag ar vartoloded da strad ar mor. »