◄ Lizer bet digand an Aotrou ’n Eskob | Kent-skrid. | Brest er bloaz 1726, — Dimezi kerent Glaoda Laporte ► |
D’ar 17 a viz here 1926, Hon Tad Santel ar Pab Pi XI en deus savet war an aoteriou, evit beza enoret evel merzerien, 191 eus an dud kalonek (beleien an darn vuia anezo) a zo bet lazet e manati Kamez e Pariz, d’an 2 a viz gwengolo 1792 ; hag em beus sonjet oa mat da gement hini a gomz yez Breiz anaout ar skouer kaer a feiz hag a nerz kalon o deus roet d’ar gristenien.
Pevar eus ar verzerien-ze a zo eus eskopti Kemper ha Leon ; ha buhez unan anezo a zo bet skrivet gand an A. Saluden, chaloni a enor. Anavezet eo dija gant meur a hini, her gouzout a ran, buhez an den eurus Glaoda Laporte ; rag al leor (Une figure brestoise au XVIIIe siècle) a zo skignet breman dre gement parrez eus an eskopti ha pelloc’h zoken. Evelato, marteze n’eo ket aet doun awalc’h etouez an dud diwar ar maez ; eur skouer ken kaer ne vezo morse re anavezet ganto. Setu perag, em beus kavet n’oa ket fall trei al leor e brezoneg evid ar re eus hor c’henvroiz a blij ar brezoneg d’ezo muioc’h eged ar galleg.
Tenn eo bet al labour meur a dro, m’hen asur, rag an holl geriou gallek a zo e leor an A. Saluden, n’int ket bet troet alies e brezoneg, ha n’int ket bet laket da dalvezout gant hor gourdadou ; ha dre-ze, en despet d’ar c’hoant em boa da ober implij eus geriou anavezet gand an holl, em beus ranket awechou ober gant geriou all ha n’int ket gwall anavezet, dreist holl gand an dud o deus nebeut a zeskadurez ; en dro bennak eta, ar ger gallek a vo tost ha tost d’ar ger brezonek evit sikour al lenner da gompren gwelloc’h ar pez a lenn. Arabad e ve kredi evelato, eo nevez ar geriou-ze. Ar brezoneg a zo eur yez koz hag he deus kavet he geriou pell zo. Mar d’int bet dilezet eo abalamour Breiziz n’o deus ket graet o dever. Hag ouspenn, arabad beza souezet ma kaver eur ger bennak digunves el leor, (eur gredenn em beus, an holl ne gavint ket int re stank ennan). Ha kalz a C’hallaoued zo hag a zo gouest da gompren an holl geriou gallek a lennont el leoriou ? Rouez int ar re o anavez holl. Perak neuze ober d’ar skrivagner brezonek ar rebech ne reer ket d’ar skrivagner gallek.
Al leor-man, fizians em beus, ouspenn ma lakaio va c’henvroiz da veza startoc’h en o feiz, ha da garet muioc’h an Aotrou Doue, o lakaio ive da garet muioc’h o yez ha da zerc’hel muioc’h d’ezi, en eur ziskouez d’ezo eo ken barrek hag ar galleg da zisplega an darvoudou digouezet epad an Dispac’h, ha doareou an amzer goz. A nebeudou e tilezer ar geriou kaera ha gwella evit lakat geriou gallek en o leac’h. Ret eo en em zevel eneb ar c’hiz fall-ze, hag ober gand ar geriou brezonek pa gomzer brezoneg. Yez Breiz n’eman ket c’hoaz en dienez.
El leor-man e kavor daou lizer bet skrivet gand an den eurus, epad m’edo e prizon Karmez e Brest, d’en em glemm ouz renerien ar Rann-Vro (département). Al lizeri-ze n’emaint ket e leor gallek an A. Saluden ; kavet int bet gantan e Kemper war dro ar bloaz nevez 1927.
Karet em bije ive lakat penn da benn el leor-man ar c’henteliou kaer a zigas deus Paris da barrisioniz Sant-Loïz Brest. Siouaz ! c’houezek pajenn bennak a zo anezo. Re hîr e ve o lakat el leor-man. Eun diverra anezo a roio da anaout awalc’h pegen birvidik oa feiz an den eurus, hag a zesko d’eomp war an hevelep tro petra vo ret d’eomp da ober ma vez goulennet diganeomp eun deiz nac’h hor feiz. Piou oar petra c’hoarvezo ganeomp araok hor maro, ha penaos e varvimp-ni ?
Ra zeuio feiz kement hini a lenno al leor-man hag e garantez evit Doue hag an Iliz da grenvaat ; ha ra zeuio war an hevelep tro, ar youl a dlie kaout da zerc’hel yez Breiz en he zav, da greski muioc’h mui en e galon !