◄ Kent-skrid | Brest er bloaz 1726. — Dimezi kerent Glaoda Laporte. | Perrukennerien Brest ► |
Evit gouzout petra oa Brest, e-kreiz ar seitekvet kantved, lakit e ve digaset izeloc’h mogeriou kear a ya breman azalek penn uhela Baliou Ajot betek Leur an Doriou, hag e vent tostaet d’ar C’hastel, eur penn anezo da gregi adarre war ar Baliou ha da vont ac’hano da baka dor Tourvill goude beza tremenet dre ru « Traverse ». Kear Vrest a oa kluchet etre ar mogeriou-ze hag ar Penfeld, war ribl ar ster, en tu kleiz, a-is ar C’hastel. Pevar c’hant tiegez, c’houec’h ru vihan o rei darempred etrezo, a oa enket el leac’h striz-se. Evid ezommou an eneou, ouspenn chapel ar C’hastel, n’oa nemed iliz vihan ar Seiz Sant. Houman a ioa savet war gern an dorgennig a zo breman penn uhela ru « Amiral Linois », hag ar beleg en doa ar garg anezi a oa hanvet, en hevelep amzer, kure da viken (vicaire perpétuel) ar Seiz Sant ha priol Brest.
Setu aze doare Brest p’en em gavas enni merc’h ar roue Herri IV « Henriette de France » tec’het eus a Vro-Zaoz, dirag an Dispac’h. Eul lestr he digasas er porz d’ar 25 a viz gouere 1644 ; hag he vevas a c’houdevez war douar Bro-C’hall n’eo ket avat evel eur gwir rouanez, met kentoc’h evel eur rouanez reuzeudik. Bossuet en eur brezeg diwar he fenn goude he maro, a gomz eus an dervez ma tigouezas e porz Brest, hag a lavar : « Koulskoude en em gaout a reas e Brest ; ha goude kement a boaniou, he c’hellas beva dienkrez epad eur pennadig ».
Richelieu, c’hoant dezan da rei da Vro-C’hall eur renk uhel war vor, o veza ma c’houie ervat n’oa leac’h all par da Vrest, ken gouest da rei goudor d’al listri, a lakeas ar roue Loïz XIII da zina eun urz hag a save porz Brest e renk an porziou brezel (an trede). Ar C’hardinal ne deuas ket a benn da beurober al labour war e dro. Ne voe peurc’hraet al labour-ze nemed er bloaz 1681, en amzer ar roue bras ha galloudus Loiz XIV, gand e vinistred Colbert ha Vauban, a lakeas en dro da gear ar c’helc’h mogeriou a welomp c’hoaz breman en dro dezi. Pa zigoras an triouac’hvet kantved, war dro dek mil den a veve etre ar Penfeld hag ar mogeriou nevez-se.
Iliz vihan ar Seiz Sant, goude beza bet e karg eur c’hure, a oe roet neuze da eur person, dre eur skrid sinet d’an 18 a viz genver 1686 gant Per (Le Neboux de la Brosse), eskob ha kount Leon ; met deuet oa da veza re vihan ; pevar c’hant den a en em gave re enk enni. Setu perak, d’an 10 a viz meurz 1688, e voe diazezet mean kenta eun iliz nevez, a voe roet d’ezi hano sant Loïz ha sant Fransez Xavier ; ha neuze priol-person iliz ar Seiz Sant, an aotrou Roignant, a gemeras an hano a berson Sant-Loïz ha priol Brest ; hag an hano-ze o deus dalc’het holl bersoned Sant-Loïz beteg an Dispac’h e Bro-C’hall.
An douarou a oa bet staget ouz kear Vrest, klozet diabarz ar mogeriou nevez, a oa bet kemeret diwar goust parrez Lambezellec. Dre-ze, aotrou person Sant-Loïz a rankas digoll aotrou person Lambezellec en eur baea evito daou c’hant lur ar bloaz. D’ar c’henta a viz du 1792, an aotrou ’n Eskob de la Bourdonnaie a vennige iliz Sant-Loïz ; ha raktal e oe graet al lidou sakr enni gand ar veleien karget eus ar barrez, hag ive gand ar veleien a oa o peurober o deskadurez evit beza aluzennerien (aumôniers) war al listri brezel, hag a oa o c’hloerdi reizet a-berz ar Roue gand an Tadou Jezuisted.
En amzer-ze ive, kear Vrest a wele kreski he gwiriou. Lizeri, bet er bloavez 1681 digant Loiz XIV, a roe dezi « an diskargou hag ar gwiriou o doa bet diagent ar re gosa hag ar re wella eus keariou Breiz-Izel ». Rekouvrans, d’ar mare-ze eun tammig bourc’h a oe staget ouz parrez Sant-Loïz. Unanet, ne rejont mui nemed eur gear, eur rummad tud reizet gand eur mear, daou zen karget eus reiz-kear, eur prokuler-syndik hag eur grefier, holl hanvet dre votadeg. Al lez-varn, bete neuze e Lokournan a deuas da Vrest. Marc’hajou a oe graet bep sizun da veurz ha da wener, hag eur foar bep lun kenta ar miz. Hag abaoue neuze, kear Vrest he deus an ardemezou (armoiries) a zalc’h atao breman : eul lilien hag eun herminig, war eur skoed daou hanteret e liou glaz hag e liou arc’hantet, ar c’henta : liou Bro-C’hall, hag an eil : liou Breiz-lzel.
Kenta mear Brest a oe an aotrou Lestobec, hanvet da zeiz kenta ar bloaz 1682. Er bloaz warlerc’h e c’helle mont da Stadou Breiz, eur c’hleze ouz e gostez, ha lavaret eno e zonj, met hep gwir da rei e vouez. E garg a vear ne roe ket d’ezan renk e-touez an noblans, met hepken gwiriou eur « bourc’hiz hag a vev evel an noblans ». Gwir en doa da gaout ardemezou ha da lakat ar gerig gallek « de » dirak hano e zouarou pe e di, evel an aotrounez Marion « de Penanrue », Lars « de » Poulrinou. Pa n’en deze na douarou na leve, ar pez a c’hoarvezas, a lavar an A. Delourmel, gand an A. Le Guen, e veze direnket lizerennou an hano, a deuas er giz-se da veza Le Guen de Neguel. Ar mear a jome e karg epad tri bloaz. Hervez eun emgleo, diou wech war deir, e tlie beza dibabet e-touez kêriz Sant-Loïz, hag ar wech all en tu all d’ar ster, e Rekouvrans. Keit ha ma chomas iliz Sant-Loïz daouhanteret etre beleien ar barrez ha beleien ar c’hloerdi, eo en iliz vihan ar Seiz Sant e veze laket ar mear e karg. Er bloavez 1725, evit prosesion ar Zakramant, meulet ra vezo, renerien kear a gavas an amzer re fall da dreuzi ar Penfeld evit diambrouk ar mear, a ioa en dro-ze eus Rekourans. Ar pez a voe awalc’h evit lakat klask eun ti-kear e tu Brest. Er bloavez warlerc’h e voe fermet evid an dra-ze kenta estach eun ti savet war kae Brest « dirag ar Bloumenn ». Eno, er gampr vrasa, pennou-kear Brest a en em rento epad tregont vloaz evid en em guzuliat, en dro da eun daol goloet gand eur pallenn glaz, gwen an dro anezan, ka skouedou kear broudet warnan. (Histor Doareou Brest, L. Delourmel).
Hogen, d’ar bloavez-se 1726, an A. Roignant, kenta person Sant-Loïz, a oa maro c’houezek vloaz bennag a oa, hag an A. Yvon de Kerret, laket en e leac’h. Bez en devoa evid e zikour eur c’hure, galloud d’ezan da ober pep labour en e leac’h, eun eil beleg karget eus ar sakreteri, ha seiz beleg all, lod galloud dezo da gofez, ha lod all hep galloud n’o devoa ken karg nemet da lavaret an ofern pe da ober avielerien pe abostolerien evid an ofisou.
Er ru a zoug breman hano Marcelin Berthelot, hag a zouge n’eus ket pell c’hoaz hini Sant-Loïz, hanvet er bloavez 1726 ru ar Gordennerez koz (la Vieille Corderie), ez oa e chom en numero 8, eun intanvez Le Bret, Anna Macé he hano plac’h yaouank. Merc’h oa da Raoul Macé aotrou Dubois, ha da Helena Le Forestier, o daou ganet e Brest. D’ar 4 a viz gouere 1712, e timezas d’he zriouac’h vloaz d’an A. Julian Le Bret, mestr-perrukenner, mab da Herve Le Bret, aet d’an anaoun, ha da Soaz Bechennec, ganet e Sant-Melani Montroulez, en eskopti Treger, hag e chome Brest abaoue eur pennad mat. Pemp krouadur, daou baotr ha teir merc’h a c’hanas eus an dimezi-ze. An daou baotr a varvas, unan d’an oad a dri bloaz, hag egile d’an oad a drizek vloaz. Chomet intanvez gant teir merc’h, an itron Le Bret a zalc’has perrukennerez he goaz, hag a gasas al labour en dro gant mevelien. Marteze oa ganti e labourat eur perrukenner yaouank, Loïz Laporte, a ioa bet e dad o terc’hel stal win en numero 2 eus an hevelep ru, hag a varvas en hevelep bloavez gant Le Bret. Ar pez ’zo sklear eo, Loïz Laporte a c’houlennas an intanvez yaouank da bried. D’ar mare-ze en doa eiz vloaz war-nugent, hag hi, daou ha tregont. Ar skrid eus o eured a lennomp e kaier parrez Sant-Loïz.
« D’ar 15 a viz mae 1726, an A. Loïz Laporte, « mab major da Loïz Laporte, aet d’an anaoun, ha da Vari Riou, e dad hag e vamm, o chom er barrez-man hag an dimezell Anna Macé, intanvez d’an A. Julian Le Bret, a zo bet eurejet dirag an iliz. O emgleo a zo bet kemeret gant an A. person en deus sinet aman warlerc’h ; o eurejet en deus goude eur re embannou e pron an ofern-bred, ha dispans a zaou re all bet digand aotrou ’n Eskob Leon.
A oa war al leac’h : an A. Raoul Macé, tad an intanvez Le Bret, an A. Chef du Bois Guillou he breur-kaer, ha Mari Nicole Macé, he c’hoar. Mari Riou ha Per Laporte mamm ha breur Loïz Laporte, hag o deus sinet :
Person St-Loïz ha priol Brest. »
Hervez leor an tailhou, Loïz Laporte a deuas da jom d’an n° 8, e ru ar Gordennerez-Koz, hag a laoskas an n° 2 gand e vreur. Met derc’hel a reant ar stal win daou hanter etrezo. Hep dale zoken e kreske o c’henwerz hag e teuent da veza marc’hadourien a vras. E konchou ar vartoloded ez eus hano alies eus dournadou mat a arc’hant paet da Loïz Laporte evit barrikennadou gwin.
Doue a roas e vennoz d’an dud nevez, rak Loïz Laporte hag Anna Macé o devoe dek krouadur, pemp paotr ha pemp merc’h.