Mont d’an endalc’had

Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/69

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


SEIZVET PENNAD
————


Glaoda Laporte beleget a stag gand e labour beleg
————


Er mare ma tougas Lezvarn Veur Paris an urz a daolas d’an traon Urz an Tadou Jezuisted, Glaoda Laporte a oa tostik da veza galvet da ober e dri bloaz « teoloji » a ranked da ober araog ar velegiach. Distro da di e dad, atao o chom e Brest, a veac’h m’oa digor miz ebrel 1762, Glaoda, goude beza goulennet aotre e dud, a stagas da zeski skianchou Doue hag ar feiz, evit beza kavet din eus ar velegiach. O veza n’en doa ket touet, n’helle ket kaout eur « garg-gounidegez » (bénéfice). Koulskoude, araok beza beleget, ar c’hloareg yaouank, dre urz ar roue, a ranke kaout da nebeuta kant lur leve. Setu perak, kerent Glaoda Laporte a rankas ober paper evit rei d’ezan peadra da hellout beza beleg diwezatoc’h ; hen ober a rejont, hep mar ebed, a greiz o c’haloun. Eur paper, graet dirag an noter goude maro an tad hag ar vamm, a niver e mesk ar madou all a deue da C’hlaoda diouz e dud, maner Coatriou e Sant-Nouga. Eur wech ar maner-man en e hano, Glaoda n’oa mui netra o viret outan da vale war hent ar velegiach. Laket e voe en e hano, d’ar 7 a viz ebrel 1762, dre eur skrid graet gand ar C’hoat, noter ar roue e Brest, evesaet (contrôlé) gant Robiou, ha laket da veza diwallet d’an 10 a viz c’houevreur 1768 etouez diellou Lesneven : « Dre ar skrid-ze, a lenner warnan, an aotrou