◄ Perrukennerien Brest | Tad ha mamm Glaoda Laporte. | Yaouankiz Glaoda Laporte ► |
Kenseurted ar mestr-perrukenner nevez ne zalejont ket da gaout ar brasa fizians ennan, rag er bloavez 1738 a oe hanvet « prévôt » ganto, da lavaret eo, e oe roet d’ezan ar garg uhela er gevredigez. Lenn a reomp war gaierou ar c’horf-micher :
« D’an 22 a viz eost 1738, an aotrounez Yann Labbé ha Loïz Laporte, mistri-perrukennerien ha barverien o terc’hel kibell ha stoufailh e kear Vrest, a zo bet hanvet da c’houarn ar gevredigez epad daou vloaz ; graet o deus le da ober ervat o c’harg, hag o deus savet o dourn d’hen toui, an eil goude egile, hervez ar c’hustum. Paet o deus pemp skoed ha tri gwenneg, ha va gopr d’in-me ouspenn. Ha kement-se dirag an aotrou Herve Loïz de Kersauzon, kuzuler ar Roue, senesal, mestr bras e kear hag el lezvarn, ha gantan ive ar reiz (police) e kear Vrest.
Sinet : Ar Grefier. »
Dre ar rollou, eo eas gwelet pegen aketus d’e labour oa ar rener Laporte ; evit doare, e kase alies dirag ar barner, rak c’hoant en doa da viret mat gwiriou ar Gevredigez. Kalz tregas en devoe gand e garg, ha meur a gudenn da zibuna. Eun dervez, en eur dremen dre ar Ru Vras, e welas eur zoudard oc’h ober e varo da eun ofiser. Hag hen en ti raktal, ha goulenn digand ar zoudard e desteni micherour-perrukenner. Met mont a rankas er meaz ken buan ha m’oa deuet ebarz, rag ar zoudard hag an ofiser, hep lavaret grik d’ezan, a dapas peg en e ziouskoaz hag hen lakas prim war ar ru. Klemm a oe douget raktal dirag ar senesal en o eneb ; ha graet e oe prosez d’ezo. Barnet ha kondaonet, an ofiser hag ar zoudard a rankas eun dervez dont dirak bodadeg tud ar vicher evid ober o didamallou (faire des excuses) d’ar gevredigez, glazet dre an dismegans graet da unan eus he renerien, hag evit paea dioc’htu ken etrezo kant lur gaou ha kampi (dommages et intérêts).
An daou rener bras pa rankent dougen klemm a veze skrivet o lavarou gant tud al lez-varn. Awechou zoken eo farsus ar skrid anezo. Gwelit hoc’h-unan o doare en eur lenn an daou-man :
1° « Er bloavez 1738, d’ar 26 a viz du goude kreisteiz, ni, urcher, klasket gand an aotrou Loïz Laporte, rener-bras kevredigez ar vistri-perrukennerien a zoug testeni eus ar wirionez, hag a lavar eo anat, rak gwelet hor beus hon-unan, ez euz meur a hini e kear Vrest ha ne reont ket a forz eus reolennou ar berrukennerien hag eus al lizeri roet d’ezo gand ar Roue d’ar 6 a viz c’houevrer 1725, ha dre-ze, a ra gaou bemdez ouz tud ar vicher-ze o werza perrukennou nevez, o lamet ar baro hag o renka ar bleo… Bet omp hon-unan gant Loïz Laporte e ti eun aotrou hanvet Laforet ; n’oa nemed e c’hreg er gear, ha n’eo ket falvezet d’ezi na diskloza he muzellou, na kemeret he foan da zina ; met kavet hor beus diou aotenn, hano La Palme warno, ha graet gant Thomas, mestr-kounteller e Brest, troad unan anezo e korn gwenn, hag hini eben e koat ; eun tamm mean sklent da lemma aotennou en doa ive ; kavet hor beus ouspenn peder berrukenn goz, unan skoulmet ha teir bourledet, daou damm saoun e giz saounettez, daou blad baro, hag eur pakad bleo asrodellet : Evit gallout lakat an holl draou-ze e tredeok (séquestre) omp aet er maez eus an ti hag hor beus galvet an daou amezeg tosta evit beza ganeomp war al leac’h ; ar pez n’eo ket falvezet d’ezo ober, na rei o hanoiou. Neuze ar « prévôt » ha ni, hor beus laket sesiz war an holl draou-ze, ha da c’hortoz ma vezint laket er gref da eiz eur warc’hoaz, hor beus laket warno gant koar ardemezou ar gevredigez ».
2° « D’ar 27 a viz gouere 1739, en eur vont e ti Boismon, an daou rener-bras Laporte ha Labbé o deus kavet eur c’hos tamm paotr o klask korda bleo war diaraog eur berrukenn. Labour dister ! Ne ouie ket zoken lakat dereat an tammouigou paper ouz ar bleo evid ober d’ezo rodella. Pa oe goulennet e hano digantan, en deus respontet oa an Nair e hano, ha genidik eus Lannion. Boismon galvet a an em gav war al leac’h. Goulennet eus bet digantan ha gouest oa da rei an testeni oa ar paotrig-yaouank e teski e vicher gantan, hag en deus respontet : « Evit c’hoaz, an testeni (certificat) n’eman ket etre va daouarn, met ouz hen gortoz emaoun ». Eun nebeut derveziou goude, a lavar Laporte, e roas d’eomp eun testeni sinet gant eur perrukenner. Ar pez ne dalv netra ; rag an testeniou a dle knout sinatur ar gevredigez. Gwasoc’h c’hoaz, goude eun enklask graet mat, omp deuet da anaout n’eo ket perrukenner an hini en deus sinet an testeni ; n’eo ket zoken oberour. Tud ar vicher hepken zo gouest da anaout gouiziegez eun deskard. An hini hor beus kavet e ti Boismon n’eo nemed eur c’hrouadur, daouzek vloaz hanter bennak d’ezan, ha ne oar ket zoken penaos kregi en eun aotenn. Boismon, hervez lavarou an daou rener, a glask lakat freuz er c’horf-micher ». Koustout a reas da Voismon ober e benn-fall 20 lur gwanerez (amende), ha kant lur gaou ha kampi.
Taolit ive eur zell war an diskarg-man bet digant sakrist Karmez : « Anzao ran em beus bet digand an aotrounez Laporte ha Labbé, o daou penn ar vistri perrukennerien, pevar skoed evit an ofern-bred hag evid ar servich zo bet kanet ganeomp d’ar 26 a viz eost 1739.
Ar breur Mikael zant Joseph, sakrist e Karmez Brest ».
Deuet mat oa eta Loïz Laporte d’e genseurted pegwir e voe hanvet ganto e penn o c’hevredigez. Diskouez a rejont d’ezan eur wech all c’hoaz ar fizians o doa ennan, pa zigouezas ar mare da henvel ar mear. D’an ampoent, ar mear ne veze ket hanvet gand an holl evel en amzer hirio ; dibabet e veze kentoc’h evel breman ar senatourien gand eun nebeugig dilennerien (électeurs). Pep korf-micher a hanve eun dilenner pe zaou, hervez niver ar genseurted. Evelse ar vinterien (chaudronniers) ha pilligerien, kenkoulz hag ar varichaled, ar c’hountellerien (ha kement hini ra binviou da drouc’ha, evel ar sizailhou…), ar baraerien, an tavarnerien (traiteurs), ar c’hereourien, ar c’hilvizien, ar goulaouerien, ar c’hemenerien, ar perrukennerien, ar poderien stean, an orfeberien, ar varc’hadourien mezer ha seiz, o doa diou vouez dre gorf-micher ; e leac’h ar gweraerien, an embregerien (entrepreneurs), ar re a zalc’h diankachou (épiceries), ar vezeien, ar varc’hadourien gwin a vras, ar voulerien, hag ar gwerzerien leoriou n’o doa nemed eur vouez, da vihana er bloavez 1740, hervez skridou an amzer.
Ilizou Sant-Loïz ha Rekouvrans o doa eur vouez pep hini. Renerien ar c’hlanvdiou, an urcherlen, analvokaded, noterien ar roue, prokulerien lez ar roue, personed Sant-Loïz ha Rekouvrans, ar varnerien hag ar senesal o doa dre wir eur vouez pep hini.
Ar zul araok henvel ar mear, ar gevredigez a lake embann an nevezenti e pron an ofern-bred. Neuze ar c’horfou-micher a en em vode evit dibab ar c’hannaded ha rei d’ezo o c’hemennadurez. Tri oa c’hoantek da veza mear er bloaz 1740 : an aotrounez Labbé, Lamothe ha Rabby. Hogen, hervez rollou korf-micher ar berrukennerien, en dervez-se « 10 a viz even 1740 », ar gevredigez pedet d’en em voda, dre urz al letanand, an aotrou Lefaour bet « prévôt » gwechall, o veza n’edo ket al letanand war al leac’h, he deus, he-unan roet da anaout eo an aotrounez Lamothe, Labbé ha Rabby a zo o zri war ar renk evit mont da vear e kear Vrest ; roet he deus ive ar muia moueziou da Laporte ha da Hervieux Lafosse a zo bet karget ganti da vont da deir eur d’an ti-kear, ganto an askrid-man, evit rei o mouez en hano ar gevredigez d’an aotrou Labbé ; ar pez o deus sinet ». Laporte a roas eta e vouez, evel m’oa lavaret d’ezan, d’an aotrou Labbé ; hag heman a oe hanvet mear gant 57 mouez ; Lamothe en devoe 14 ha Rabby 27.
Ar mear nevez araok kemeret e garg a ranke kaout aotre an Evesiad (Intendant), ha diskouez d’ezan eun testeni eus e feiz. D’an aotrou Person e teue rei an testeni-ze. « Ar beleg, e zourn war e galon, goude beta anzavet n’oa ket kar d’ar mear nevez, a ranke toui ec’h heulie heman ar relijion gatolik, apostolik ha romen, oa aketus d’e zeveriou kristen, mat da vont d’an ofern ha da dostaat ouz ar zakramanchou ».
En amzer-ze, her gwelet a reomp dre ar skridou prosez graet gant renerien kevredigez ar berrukennerien, n’helle ket renka bleo an neb a gare. Er vicher-man evel er re all, oa ret deski al labour e doare, ha ne ket diwar fae. Hag ouspenn, labour ar perrukenner, diouz a lavarer, n’oa ket ken aez neuze evel breman. Piou n’en deus ket dalc’het sonj eus skeudennou Loïz XIV, Colbert, Louvois, Racine ? An aotrounez-man a zouge perrukennou a oa bet digaset ar c’hiz anezo gant Binet, barver ar Roue. Daou lur bouez a oa enno, ha graet oant gant bleo melen rodellet en dro d’an tal, a goeze da c’helei ar choug, an diouskoaz hag ar vruched. Ar baro n’oa ket ar c’hiz d’o derc’hel. Eur pouchadik hepken, hanvet « kelienenn ar roue », stag ouz ar vuzel dindan, hag eun netraik a voustachenn, soun an tamm anezi, setu aze ar baro a veze dalc’het ha netra ken.
An triouac’hvet kantved, evel ar c’hantved bras (XVIIet) a zalc’has d’ar gwiskamanchou skedus ha zoken o dougas en eun doare dudiusoc’h. Eur pennadig c’hoaz e padas giz ar perrukennou. Perkukenn ar veleien hag an noblans a oa par da hini Sartine, eur ministr eus an amzer. Ar vedesined a zouge ar berrukenn hanvet « an tri morzol » ; ar zoudarded a oa o hini evel re ar pennou-bagad (brigadier), hag hini ar vourc’hizien he doa henveledigez ouz eur wadegenn. Giz ar perrukennou a dremenas gant Loiz XV. Neuze ar bleo a oe lezet da hiraat ha rannet e teir lodenn : al lostad, ar c’hosteziou, hag ar pouchad. Ret e oe neuze d’ar re o doa bleo rouez ampresti bleo all. Wardro ar bloaz 1740, e kendalc’her da zougen bleo hirlabezet gant poultr. Al lostou zo berr, plansonet e « Katogan » hag eur ruban skoulmet en o beg. Epad an Dispac’h-Vras, ar c’hiz a zo adarre nevezet gant Brissot ha Marat, mistri an dispac’herien. Ar re-man, e leac’h ar bleo rodellet, a zalc’has bleo kompez, ha da c’houdevez, kement hini en deus c’hoant tremen evid eun den a gar e vro a gompezo e vleo war e benn. Setu perag, an holl koulz lavaret, muioc’h avat gand aon eget gant plijadur, a zalc’ho bleo kompez. Unan bennag evelato, tud dispont evel Ance, bourreo Brest, ha Maximilian Robespierre a gendalc’ho da zerc’hel eul lostad bleo war o choug ; « lost bleo Robespierre » a verk, evel a ouzor, kabel (coiffure) ar spontailh m’az oa, hag ive hini an nebeudik mignoned chomet a du gantan beteg ar penn-diveza. Ar Spout-bras (la Terreur) a zigasas d’e dro eur c’hiz nevez : an dud a drouc’he o bleo evel p’o dije bet d’en em aoza da vont d’ar maro, ha da ginnig o gouzoug d’an Aotenn-Vras (guillotine) a yea kement en dro d’an ampoent. War an araok, ar bleo a oa hir, hag a goueze war an daoulagad ; a hend-all, berr oant war ar choug ; evelse ar bourreo en doa nebeutoc’h da drouc’ha araok lakat ar penn da vont el lunedenn.
Bleo ar merc’hed, pa zigoras an triouac’hvet kantved, a veze laket muioc’h da blada eget da zevel uhel, met fuilhet ha kordigellet oant en eun doare farsus da welet. Pouchadou, rodellou, pandorailhou, skoulmou rubanou evel kistinennou da welet, a oa n’eus fors pegement war o fenn. War dro ar bloar 1730 evelkent n’eo ken an traou henvel. Ar paour keas merc’hed a zo deuet ar c’hiz d’ezo da gaout war o fenn kabellou ken uhel ma n’hellont chom asezet dres en o c’harronsiou (carrosses), hag e rankont beza daoulinet enno. Goudeze e teuas adarre eur c’hiz all, giz an « tapé ». Bleo ar c’houg e leac’h koueza war an diouskoaz a zo lakeat da sevel war an empenn evel eur gribenn, hag ar bleo-araok tortizet munut war an tal a oa par da gurunenn eur roue. Evit peurober ar pez labour, e veze neuze ingalet eun tammik poultr melen war gorre.
Er bloavez 1772, giz nevez adarre. En taol-man ar bleo zo laket da bignat uhel, pegwir eus ar c’hronch beteg ar gern, o deus 72 meutad uhelder (1 m.944) ; ar c’hiz-man oa giz an teatr ; er bloavez 1774, ec’h en em gav tro ar « pouf », savet uhel war ar penn gant tammou mezer skanv ha tano kemmesket etouez ar bleo. Evit doare, e ranked implija eur maread troatajou mezer araok dont a benn da ober mat al labour-man.
War gern ar zavadenn e veze lakeat ouspen, laboused, bokedou, pastored ha pastorezed denved : ar pez a oe hanvet ar « pouf » lorc’hus pe ma kavit gwelloc’h ar « pouf a ya d’ar galon ». Gwasoc’h-gwaz, er bloavez 1777, eo eul lestr evel eur garavellen, a weler pignet war benn ar merc’hed. Ar c’hiz-man, hanvet ar Yar Vrao « à la Belle Poule », a deuas war-lerc’h an dra burzudus a reas an aotrou De la Glocheterie hag a vezo komz anezi diwezatoc’h el leor-man, rak lakat a reas Brest ha Tud al Lez en eul levenez dispar. Trec’het ha diskaret epad ar brezel Seiz-Vloaz, Bro-C’hall a oe fouge enni o welet he martoloded dispont dirak martoloded Bro-Saoz. — Mari-Antonetta a gollas he bleo er bloaz 1780, gouda beta ganet eur c’hrouadur, hag abalamour d’an dra-ze n’hellas mui lakat eur gabel uhel ; douget e voe neuze kabel « ar bugel », eur c’hiz all hag a ziskaras an touriou a oa diagent. An tokou avat a jomas galloudus meurbed. Bez e oe gwelet an tog diguruner (paratonnerre), stag outan eur jadennig arc’hant hag a ziskenne beteg ar zeuliou hag ive an tog a oa henvel ouz eur mell (ballon).
An Dispac’h Vras a roas d’an dud kabellou nevez : hini ar Vro (à la nation), hag hini Dervenn al « liberté ». Ar berrukenn a deuas adarre ar c’hiz anezi epad ar Blenerez (Directoire). An itron Tallien he doa tregont perrukenn dishenvel a dale pemp pez aour pephini. En dansou ec’h en em gave mesk ha mesk aotrounien trouc’het o bleo evel pa vijent bet o vont d’ar guilhotin ; ha da zansal ganto itronezed o bleo renket e giz « ar vaouez dilezet ». Ma n’oa ket truezus traou evelse !
Buan em beus kontet istor ar c’habellou epad an triouac’hvet kantved. Awalc’h koulskoude a gredan beza lavaret evit deski d’al lennerien petra oa micher ar perrukenner e kear Vrest. Aes eo gwelet n’oa ket awalc’h kaout ijin da drouc’ha bleo, da lammet ar baro ha da zelc’her an houarn rodeller etre ar bizied evid ober dereat al labour ; ret oa ouspenn anaout skianchou all, ha da neheuta gouzout penaoz lakat kompez eul lestrig var gern eur zavadenn vleo.
Marteze ho pefe c’hoant anaout ha paet mat oa ar perrukennerien en amzer-ze ? Pa gouste ar c’hig eiz gwenneg al lur, hag an eog daou wenneg, ar perrukenner brestat a gemere eur skoed evit kempenn ha renka ar bleo, nemet rei a rea war ar marc’had ar ruban d’o skoulma. Lakomp neuze e c’halle Laporte kempenn o fenn da dri epad e zervez, an dra-ze rea bemdez talvoudegez ugent lur gig pe bevar ugent lur eog, goude tenna er meaz priz ar ruban a veze roet war ar marc’had, peadra da vaga aes eun tiegez ha pa vefe trizek krouadur ennan evel a oa enn hini Laporte.
Ouspenn-ze, gounit a rea ive gand e genwerz gwin a zalc’hent daou-hanter e vreur hag hen. An dud zoken a greskas da zont da brena d’e di rag er bloavez 1750, war baperiou an amzer, eo douget evel marc’hadour gwin a vras. Gouarnet ervat evel ma ’z oa, e genwerz a roas d’ezan gounidegez bras ha zoken… priejou d’e verc’hed yaouank. Dre ganol ar C’hreisteiz, kleuzet gant Riquet er bloavez 1681, e oe gellet digas betek Brest gwin al Languedoc kavet ken mat gand ar vartoloded. War Diellou (archives) an amiraled, eo douget ec’h en em gavas gwin da Laporte eus Narbonne.
Marc’hadourien ar vro-ze a deuas niverus da Vrest, ha setu aze penaos Laporte a reas anaoudegez gant gwinierien Castelnaudary, ha dreist holl gant familh an Anthony. Ar re-man a oa ar ouenn anezo genidik eus eskopti Sant-Papoul, hirio stag ouz eskopti Carcassonne. Daou baotr yaouank eus ar familh a deuas da Vrest war dro ar bloaz 1739. Ar c’hosa, Papoul Anthony, a zimezas da hanter-c’hoar Glaoda Laporte, Anna-Maria Le Bret ; hag ar yaouanka, Alexandr, d’e c’hoar Helena Laporte, er bloavez 1758. Alexandr Anthony hag Helena Laporte a zo deuet da c’houdevez da veza tad kun ha mammgun d’an aotrou Anthony, hirio skoazellour ar mear (adjoint au maire) e Kastellin, ha tad d’an doktor Raoul Anthony, hirio kelenner gouiziek ar Museum e Paris.
Hervez reolenn ar c’horf-micher, Loïz Laporte, pegwir oa mestr perrukenner, a ranke beza eus ar religion apostolik ha roman. Hag e gwirionez, start oa en e feiz, rag e hano a lennomp war gaierou Breuriez ar vicherourien, a oa bet savet gand an Tadou Jezuisted evid ezommou an eneou ha netra ken. Chapel ar Vreuriez a oa el leac’h m’eman breman chapel Sant-Joseph, e penn uhela ar ru Duquesne. Eur beleg hanvet « rener eneou » (directeur d’âmes) a deue d’ezan prezeg enni, kofez ha kas ar c’horfou maro d’ar vered. Ar vered a oa stag ouz ar japel ha ne veze beziet enni nemed ar genvreudeur. Gouel ar Vreuriez a veze graet d’an 8 a viz gwengolo, deiz ginivelez ar Werc’hez. Pep hini a roe eun dra bennag evid ezommou ar japel, paea kant hanker kant lur d’ar rener, ha lakat servichou gand ar genvreudeur aet d’an anaoun. Bloaz goude ar goulenn a ranked da c’hedal araok beza digemeret evit mat er Vreuriez. Kement hini a vanke d’ar vodadeg pa veze galvet da zont a veze skoet gand eur « zetans » a gondaone ar fazier pe da rankout mont e pinijenn war ar chantele, disparti diouz ar re all, pe da baea eur gwanerez. Evit doare, er mare m’oa klouar ar genvreudeur, n’eo ket arc’hant a vanke er c’hef ; gant kest ar zetansou ne zalee ket da garga.
Eur wech ar miz e ranked kofez. E kichen pep kador gofez, oa diou skabel, unan evid ar re wellaa yea da genta da gaout a c’hovesour ; hag eben, evid ar re o doa bet eur « zetans ». An dud a renk uhel a glaskas ive dor zigor evit mont er Vreuriez. O amzer golljont. Nebeut a nebeut, a laver eur skrid eus an amzer, ar Vreuriez a yafe war he fenn, ma ve graet eun dra evelse, rag ar vicherourien ne gredfent biken dougen eur « zetans » a enep tud savet ken uhel ; chom a reas eta an traou evel diagent.
Evid ar pez a zell ouz mamm Glaoda, an dimezell Anna Macé, pried d’an aotrou Laporte, (evelse eo hanvet war an holl baperiou), awalc’h eo anaout e oe mamm da bemzek krouadur evit gouzout pegen aketus oa d’he deveriou, ha pegen bras oa he fizians e Doue. Unan eus he faotred a roas d’an Iliz, ar pez a zesk sklear oa eur vamm kalonek ha start en he feiz.
Ar veleien a hell rei testeni eus a gement-man. Pegen aliez n’eo ket bet taolet had ar velegiach en o c’halon gand eur vamm leun a zoujans Doue. Mat da bedi evit he bugale dirag ar Werc’hez, mamm Jesus ar Beleg eternel, ar vamm gristen a anavez brasder ar velegiach ; klevet a ra mouez Doue, mouez an Iliz o c’houlenn diganti unan eus he hugale, hag evel Mari e ro he asant en eur lavaret : Ra vezo graet bolontez Doue.
Nebeut awalc’h a dra hor beus da lavaret diwar benn Anna Macé. He ziegez a c’houarnas, hag he bugale a gelennas gand ar brasa aked. Evelse e kasas an traou da vat egiz ar vaouez « krenv » a gomzer anezi el Leoriou santel.