Mont d’an endalc’had

Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/35

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


TREDE PENNAD
————


Tad ha mamm Glaoda Laporte
————


Kenseurted ar mestr-perrukenner nevez ne zalejont ket da gaout ar brasa fizians ennan, rag er bloavez 1738 a oe hanvet « prévôt » ganto, da lavaret eo, e oe roet d’ezan ar garg uhela er gevredigez. Lenn a reomp war gaierou ar c’horf-micher :

« D’an 22 a viz eost 1738, an aotrounez Yann Labbé ha Loïz Laporte, mistri-perrukennerien ha barverien o terc’hel kibell ha stoufailh e kear Vrest, a zo bet hanvet da c’houarn ar gevredigez epad daou vloaz ; graet o deus le da ober ervat o c’harg, hag o deus savet o dourn d’hen toui, an eil goude egile, hervez ar c’hustum. Paet o deus pemp skoed ha tri gwenneg, ha va gopr d’in-me ouspenn. Ha kement-se dirag an aotrou Herve Loïz de Kersauzon, kuzuler ar Roue, senesal, mestr bras e kear hag el lezvarn, ha gantan ive ar reiz (police) e kear Vrest.

Sinet : Ar Grefier. »


Dre ar rollou, eo eas gwelet pegen aketus d’e labour oa ar rener Laporte ; evit doare, e kase alies dirag ar barner, rak c’hoant en doa da viret mat gwiriou ar Gevredigez. Kalz tregas en devoe gand e garg, ha meur a gudenn da zibuna. Eun dervez, en eur