Mont d’an endalc’had

Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/115

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


UNNEKVET PENNAD
————


An Dispac’h e Brest. — Kant den e penn kear.
— Glaoda Laporte a ro e lod-arc’hant evit
sikour ar Vro.
————


« Mennoz ar roue, setu al lezenn », a veze lavaret bete neuze e Bro-C’hall. Met deuet oa an amzer ma ’zoa mennoz ar roue nebeut awalc’h a dra. En despet d’ezan, kannaded an Trede-Stad aet da Baris evit Breujou ar Vro a-bez, a zisklerias ez oant eur Vodadenn Vroadel « Assemblée nationale », hag a zifennas sevel tailhou ha ne vijent ket bet breuteet (discuté) hag aotreet ganti. Ha dre-ze e tigore an Dispac’h. Gwasoc’h c’hoaz : toui a rejont goudeze n’en em zispartijent nemet goude beza roet d’ar rouantelez eun diazez ha lezennou nevez (Serment du Jeu de Paume). Mirabeau a respontas grons d’ar markiz Dreux-Brézé deuet da gemenn d’ezo en em zispartia ; ha d’ar 17 aviz gouere 1789, ar Bastilh, ar prizon a oa evel ar merk eus galloud divent ar rouanez, a goezas etre daouarn an dispac’herien.

E Brest, ar mear oa an aotrou Branda. Pa oe anavezet an darvoudou tremenet e Paris d’ar 14 a viz gouere, an dud e kear a stagas ar gwad da virvi en o gwazied ; ofiserien ha soudarded, noblans ha bourc’hizien, a zavas trouz hag emgann etrezo. An dud