Mont d’an endalc’had

Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/114

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 82 —

mantel ? An Iliz her goar, hag he deus hen embannet, en eur zevel uhelloc’h eged ar gonfesored, uhelloc’h zoken eged ar re anezo a oa eskibien, eul lodenn eus an dud kalonek-se, daoust d’an darn vuia anezo da veza bet tud a renk izel. Hag e guirionez el leoriou sakr, ar verzerien a deu raktal goude an ebestel.

Dre-ze, kristenien hor bro a zere outo kaout anaoudegez vat evito. Abalamour d’ezo, iliz Bro-C’hall zo chomet stag ouz Iliz Rom, « mamm ha mestrez an holl ilizou ». Dreizo eo chomet stag ouz ar c’hef hag he deus kavet ennan ar zeo nerzus en deus laket da zevel bleuniou kaer a zantelez, evel A. Person Ars ha Thereza ar Mabig Jesus.