Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/113

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 81 —

na dimezelled lorc’hus gant kabellou uhel ha gwiskamant pinvidik, na bourc’hizien habask gwisket gant mezer liou kanel ha lerou marellet. En derveziou-ze ne vo gwelet nemet kokardehnou livet e doare iskiz, gwazed diskramailh o youc’hal, tud hanvet « sans-culottes », pikou ganto ; e kador-brezek Sant-Loïz an hugunod Yann Bon « ministr an Aviel zantel », a nac’h ar feiz en deus prezeget gwechall, hag a c’hoez ar gasoni e kalon an dud ; war dachenn an Emgan, eus savet skeudenn eur menez graet gant kartons livet, (evit tostennat ouz Robespierre hag e genseurted a oa hanvet « La Montagne ») ; war dachenn ar C’hastel, eman ar c’hilhotin a zo dindan eur zac’h lienn begok livet e ruz, da zigemer gwad an dud dibennet. Ar benveg spontus-se a gasas betek c’houec’h den war’ugent d’ar bed all war an hevelep tro, heb ehana ! Na pegen skrijus ! na pegen heuzus ! Met e kreiz an denvalijenn-ze e welomp o sevel, gand ar re zo marvet evid o roue, rumm kalz niverusoc’h ha kalz kaeroc’h an dud kalonek a varvas evid o feiz. Beleien hag a oa goulennet diganto toui eneb ar feiz, o deus lavaret : « nann ». Daoust ha n’eo ket an dra-ze ken kaer hag ar pez a reas ar c’habiten de la Clocheterie pa ne falvezas ket d’ezan diskar e vanniel dirag al lestr saoz ? E gwirionez, n’int ket marvet en emgann e-kreiz an tennou kanol ; lod zo bet diskaret a daoliou pik pe a daoliou penn-baz evel Glaoda Laporte ; lod all zo marvet war ar chafod evel Yann Drevez, kure Sant-Salver Brest ; lod all, war listri koz flerius ar Rochelle, a zo aet dre uz evel Simon ar Masson, kenvroad ha kenvreur Glaoda Laporte ; ha perag int marvet ar re-ze holl, nemed abalamour n’eo ket bet falvezet d’ezo diskar banniel o feiz ?

Ar pez a ra gened an Iliz en amzeriou kenta, eo ar vantel ruz, bet nezet d’ezi gant he merzerien. Daoust ha pa dremen an triouac’hvet kantved, iliz Bro-C’hall ne zoug ket ive war he diouskoaz eun hevelep