Mont d’an endalc’had

Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/116

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 84 —

dister etouez ar bobl, netra d’ezo da goll, a gavas oa deuet o zro hag a skignas ar spont dre gear. Laket nec’het, ar re a oa e penn ar zoudarded a glaskas miret an urz vat etouez an dud ; ar brud a redas zoken e vije lakeat kanoliou e penn ar ruiou evit tenna war geriz. Raktal e voe savet eur c’hward vroadel (garde nationale), a c’houlennas goudeze digand ar zoudarded hag ar vartoloded en em unani ganto ; ha d’an 28 a viz gouere, eur vandenn anezo a zigoras doriou ti-kear dre nerz hag a yeas ennan en eur youc’hal. Evid ober e giz Paris, e stagchont d’en em guzulia ha kerkent e oe hanvet eur c’houarnamant : kant den a oe dibabet en e benn evit beza kuzul vras ar Gommun (Conseil général de la Commune). Bez oa ennan 19 eus an dud a oa e karg en ti-kear, 21 dilenner, 51 dibabet er c’horfou-micher, 9 gannad eus an arme (4 soudard ha 5 martolod). Kenta tra a glaskas ar re-man eo kemeret skouer penn-da-benn diouz paotred Paris ; met ne deujont a benn, a lavar Levot, nemet da zifrez eun tamm ar Vodadenn Vroadel, en eur embann oa « fallakr, trubard d’e vro, ha da veza lakeat d’ar maro, kement hini a glaskfe kaout abeg e komzou hag e oberou ar guzulerien. » Kear a oe gouarnet epad 8 miz gand ar ganfarted-ze.

An higenn wasa er « C’huzul » nevez oa eur grefier martolod, Siviniant e hano. Bet oa e kaout e vestr, rener bras an dud a vor, an aotrou d’Hector, hag an ofiserien, evit gourc’hemenn d’ezo, « lakizien ar roue m’az oant, emezan », teurel o gwiskamant a oa merk ar slavourien. Tremen a reas dre gazarniou ar zoudarded evid o alia da zougen ar c’hokardennou a dri-liou, « skeudenn o eurusded da zont ». An aotrou d’Hector gand aoun e vije krogou, hag evit miret eun drouk bennag da erruout, a gemeras ar gokardenn hag a lakas e ofiserien da ober gward er porz. D’an 31 a viz gouere e reas zoken le d’en em unani gant tud ar c’heariou all a oa evid an nevezenti ; hag ar mu-