Kelou eus al lazerez a oa bet e Paris a deuas buan da Vrest. E c’hellit kredi, kerent ha mignoned an aotrou Laporte a oa bras o enkrez. Ha n’oa ket heb abeg. Evel a ouzor, an aotrou Grison a en em gargas da rei da anaout da Loïz-Glaoda Laporte maro kalonek e vreur ; ha nebeut goude, kelou ar maro a berz ar c’houarnamant a erruas en Ti-kear. Anzao a reant, hep mez ebed, ar vuntrerez o doa graet dre urz ar « Gommun » hag a oa war o meno eun enor eviti : 7.000 den diskaret gand eur c’houarnamant hag en doa evit ger : « Liberté, Egalité, Fraternité ! »
Tapet d’an 28 a viz even 1791, en e di, ru Sant-Loïz (8, ru Marcelin Berthelot), an aotrou Laporte ne zistroas mui d’ar gear. E lojeiz, peder gampr en eil estach, a oe diwallet gand e c’houarnourez, Soaz Paris ; rag, e gwirionez, gedal meur a viz a oe ranket, digand o gerent, ar c’halloud a oa ret evit lakat e gwerz ar pez a jome war e lerc’h. An hered, lod anezo, a oa o chom e Brest, ha zoken e ti an aotrou Laporte, Glaoda-Raoul Anthony, karget eus ar bevans e porz Brest, mab da Alexandr Anthony ha da Helena Laporte, a jome en estach uhela, dindan an doenn ; familh Papoul Anthony a oa er c’henta estach, (an ti-berrukennerez a oa e rez an douar, n’oa mui da familh Laporte ; prenet oa bet er bloaz 1769 gand an aotrou
14