Mont d’an endalc’had

Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/206

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


UGENTVET PENNAD
————


Eul lezenn graet gand ar Vodadenn Reizek (Constituante) a zigor doriou o frizon d’ar veleien dalc’het e Karmez. — Fallagriez paotred an Ti-Kear. — Urz a deu da brizonia a nevez ar veleien.
— An A. Laporte a dec’h da Baris.
————


Peurc’hraet oa e labour gand ar Vodadenn Vras e Paris ; peurc’hraet al lezennou a dlie beza diazez ar vro. Evit kaout evito aotre ar roue, e oe lezet a gostez ar Reizadur graet evid an dud a iliz. D’ar 14 a viz gwengolo, ar Roue a zisklerias dirag an holl e kave al lezennou diouz e zoare ; ha paotred ar Vodadenn a strakas o daouarn en eur e glevet. O welet ar c’hannaded ken laouen, Loïz XVI a gavas oa deuet ar mare da c’houlenn diganto beza trugarezus e kenver ar re n’o doa ket sentet ouz al lezennou nevez.

« Evit rei dioc’htu he nerz d’al lezenn, hag e lakat da gregi, a lavare, ankounac’haomp holl an amzer dremenet, ra vezo roet ar peoc’h d’ar re zo bet tamallet, pe galvet dirag ar barner evid oberou hag a zell ouz an Dispac’h, ha ra vo an holl mignoned adarre ! » Al lodenn vrasa e€us ar Gannaded a strakas o daouarn en eur glevet lenn ar gemennadunez-se eus perz ar roue ; hag al lezenn a c’houlenne ankounac’haat an amzer dremenet a oe douget raktal.

Kuzulerien Rann-Vro ar Finistère a oe ret d’ezo eta rei frankiz d’ar veleien dastumet e manati Kar-