ar manati a voe zoken digoret dre nerz ; ha ma ne voe ket lazet ar veleien a oa eno, eo eun dra vurzudus. Kement a riskl o doa ma rankas District Brest skriva en doare-man d’an Departamant, d’ar 25 a viz eost :
« Kounnar ar bobl a gresk bemdez muioc’h-mui. Ken hegaret eo, ma n’hellomp ken dont a-benn da viret mat ar veleien a zo prizoniet e manati Karmez Brest. Pa zonjor an nebeuta, e c’heller ober d’ezo ar pep gwasa. Setu perag hoc’h espedomp da lamet diwar hon diouskoaz eur beac’h ken pounner. Kasit-i d’an harlu, aotrounez, pellait-i diouz ar vro-man pe diwallit-i dirak ho taoulagad ; met, en han’ Doue, roit d’eomp an diskarg anezo ; arabad o laosker pelloc’h en eur gear hag a zo enni eur bobl ken berbouellik, soudarded ha n’heller ket da c’houarn evel ma karer, tud e karg re veac’hiet gand o labour ; eur gear hag a zo gwelloc’h pellaat diouti kement abeg gouest da lakat reuz da zevel enni.