Mont d’an endalc’had

Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/204

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 161 —

mandant a youc’has, hag e zoudarded a strake o daouarn d’ezan evel tud diboellet : « Ober a ran le da veza leal e kenver ar vro hag al lezenn ; met ne fell ket d’in beza leal e kenver eur roue hag en deus torret e le ha dilezet e garg ! » Goudeze e oe kanet an Te Deum, a lavar d’eomp kaier ar C’huzulerez, epad ma kroze ar c’hanoliou.

Ma ne falvezas ket d’ar Gward Vroadel ober le da veza leal e kenver ar roue, Mignoned al lezenn nevez eo a oe penn-abeg a gement-se. Ar re-man a lakeas kement a gounnar er bobl, ma rankas kuzulerien an Ti-kear o-unan miret outo d’en em voda en teatr epad an noz. Eno ec’h en em glevent da ober o zroiou kamm ha da ziskar an urz vat e kear. Poan gollet ; an traou a gendalc’has da vont en dro evel diagent. En aner eo e roas an aotrou de Marigny, a zalc’he leac’h an hotrou d’Hector, hag a oa mestr bras an dud a vor e Brest, micherourien evit kompeza an dachenn a oa bet savet warni aoter ar vro, d’ar 14 a viz gouere ; en aner e krogas e-unan er garigel hag e stagas da bigellat. Ar pik m’oa krog ennan n’helle ket dont abenn da deurel d’an traon ar voger savet bemdez uhelloc’h uhella gand ar gasoni etre ar bobl hag ar re hon gouarne diagent. Evid an disterra digarez, kear a veze sklerijennet ha pep hini a ranke kaout e c’houlou. Evit rei muioc’h a sked d’ar goueliou noz, ar zoudarded, bugale ha merc’hed war o lerc’h, a yea da bedi an ofiser general d’o ambroug dre ar ruiou steredennet gand ar goulou. Hag en despet d’e garg uhel, e leac’h pellaat dioutan an tregaserien hanter vezo a deue d’e gerc’hat d’e di, en doa plijadur o vont da gemeret perz en o levenez.

An holl a ranke argila dirag ar C’helc’h (club). Mignoned ar Reizadur a gendalc’he da zastum an dud en teatr epad an noz. Ha pa en em guitaent goude ar vodadenn, bep tro, lamponed kear a yea da youc’hal dirak manati Karmez. Ouspenn eur wech, dor

12