mez ; met pegen kalet oa evito ! An urz roet ganto d’an 22 a viz gwengolo, evid embann al lezenn a zo eun testeni a gement-se : derc’hel a reont atao, en despet d’al lezenn, d’an urz o doa douget d’an 21 a viz ebrel a c’hourc’hemenne d’ar veleien didou a oa bet laket re all en o leac’h, chom pell diouz o farreziou koz, da nebeuta peder leo ;
Setu aman o gourc’hemenn ger evit ger :
« Goude beza gwelet lizer ar Roue kaset gant Ministr ar Justis d’ar Vodadenn Vroadel, d’an 13 a viz gwengolo 1791,
« Ha lezenn ar 15 a viz gwengolo ;
« O welet ar vall hag ar galon vat o deus bet ar gannaded e Bodadenn Paris d’en em lakat a du gand ar Roue pa c’houlenne lezel e peoc’h ar re doa savet o fenn enep an Dispac’h, ha beza holl mignoned adarre,
« O welet n’heller ket miret ar veleien « dizent » da gaout perz e madelez hor c’hannaded, evel n’hon doa o frizoniet nemet gand aon o dije graet gaou ouz mad an holl,
« O welet, mar d’eo kaer ha leal ankounac’haat enebiez, klemmou ha troiou-kamm graet ganto evid en em zevel enep gourc’hemennou ar Vodadenn Vroadel, n’heller ket evelkent, hep noazout da vad an holl, rei d’ezo eur frankiz hep muzul gand aon e lakjent adarre an trouz etouez an dud,
« O welet o deus betek-hen dalc’het mat da c’hiziou hag a zo enep lezennou ar c’houarnamant ; ar pez ne ro ket leac’h da gredi emaint o vont da drei kein dizale da voaziou hag a starta bemdez dre ma welont a du ganto niver an dud didroidel ha kredik,
« O welet e c’hellfent, en eur zistrei d’o farreziou koz, gand an youlou-ze en o c’halon, pe drei an dud diwar an ilizou bet roet gand ar vro evid ober an ofisou enno : pe zalla sperejou an dud, (ar pez a ve