Mont d’an endalc’had

Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/101

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


DEKVET PENNAD
————


Glaoda Laporte, beleg-sakrist Sant-Loïz
————


Pa oe serret skol ar Gwardou war vor, an aotrou Laporte a gemeras adarre e renk etouez beleien parrez Sant-Loïz. Karget e oe eus ar sakreteri. An aotrou persou a oa bet Glaoda gantan p’oa beleg yaouank, an aotrou Prudhomme, a oa marvet d’an 28 a viz ebrel 1786. Abaoue ar 16 a viz mae eus an hevelep bloaz, an aotrou Olier ar Floc’h eo a ioa e penn ar barrez. Niveradur ar veleien, er bloaz 1787, (Diellou eskopti Leon) a ro d’eomp hanoiou ar re a ioa e parrez Sant-Loïz. Goude an aotrou Person hag an aotrou Kure, e lenner hanoiou ar veleien all diouz oad :

Olier ar Floc’h, person ;

Eozen-Konstant Picrel, kure ;

Alekzi Lamotte, beleg ;

Per Labiche, kofesour ;

Simon ar Masson, kofesour, kure ar Seiz-Sant ;

Glaoda Laporte, sakrist ;

Per Kermarrec, kofesour ;

Yann-Mari-Loïz Laligne, kofesour ;

Jakes Bechennec, tenzorier ar veleien ha beleg-aluzenner chapel ar roue. (Warlerc’h an hanoiou-ze emanre beleien an dud a vor).

Hervez kaier an tailhou, Glaoda Laporte a zo atao o chom e ru Sant-Loïz en n° 8 ; met, e leac’h derc’hel ar c’henta hag an eil estach evid e vilhard hag e