c’hoariou, e pignas an traou-ze er c’hrignol ha ne zalc’has mui nemed an eil estach ; e lojeiz a-hend-all a oa aez dre ma zoa tost awalc’h d’an iliz.
Eur paper dibaot, tennet eus diellou parrez koz Sant-Loïz a zesk d’eomp sklearoc’h ar pez en doa an aotrou Laporte da ober en e garg nevez. Ar paper-ze eo reolenn ar beleg-sakrist graet gand an aotrou Person a-unan gand ar fabliked. Setu hen aman, ger evit ger :
Reolenn ar beleg-sakrist :
1° Ar garg uhel-man a vezo roet da eur beleg aotreet evit kofez ;
2° Ar beleg-sakrist a ranko beza en iliz adalek seiz eur diouz ar mintin betek kreisteiz, nemet galvet e ve da vont buan da welet tud klanv evit rei d’ezo o zakramanchou diweza ;
3° D’ezan ha d’ezan hepken e teu rei ar gommunion er maez eus an ofern (extra missam), d’an dud devot a zeuio d’he goulenn, pa n’hell ket an aotrou Person pe an aotrou Kure he rei.
4° Holl lienaj ar sakreteri a zo en e garg ; aketus e vezo da oalc’hi al lienaj sakr bep pemzek dervez ; bep daou viz e roio eur gamps hag eun amid d’ar veleien, hag ive eur c’houriz venn ; teurel a rai evez ouspenn da c’houlenn digand ar veleien o lienaj da jench ;
5° Beb eiz dez e roio da bep beleg eur purifikator ha bep daou viz, eur c’horporal fresk ;
6° Aketus e vo da zerc’hel an aoteriou dilastes ha dreist holl al lienennou aoter ; diou wech er zizun e rai eun tammig tro evid o diboultrenna hag o c’hempenn. Bep daou viz e vo gwalc’het al lienennou aoter ; purifikator aoter ar gommunion a vo troket bep sadorn ouz unan neat ; ar pinsin a vo kempennet hag ar spoue gwalc’het ha soubet en dour fresk ;
7° Kemenn a raio d’ar patounier ha d’ar c’hloc’her skuba ha kempenn ar sakreteri bemdez ;
8° Kement diretenn vihan a zo er sakreteri, hag a