vez laket enni lienaj-ofern ar veleien dianvaez, a lakaio da c’houllonder ; hag ar veleien-man n’hellint oferenna nemet gand aotre an aotrou Person, ha goude beza bet oc’h en em ziskouez d’ezan ;
9° Da zul ha da c’houel-berz, ar beleg karget da oferenna hag ar re a vo ouz an aoter gantan a vo dalc’het prest o gwiskamanchou ofern gand ar sakrist ; gwiska rai ar c’halir, ha d’an eil bole o c’haso war ar gredans, e tisplego an teir gamps hag e lakaio ar chap d’ar beleg en deus da oferenna ;
10° Goude an ofern-bred, e tastumo kempenn ar gwiskamanchou sakr, hag e roio d’ezo bepred an hevelep plegou ; evelse, araok kreisteiz, taol ar sakreteri ne jomo netra warni ;
11° Bep pemzek dervez ar siboeriou a vo goullonderet gantan, hag e viro ouz an hostiou da goza, en eur gommunia ganto epad e ofern. Kemeret a rai preder gand an holl listri sakr hag e ranko o zaouna da nebeuta eur wech ar bloaz epad ar zizun zantel ;
12° P’o devezo al listri sakr ezomm da veza kempennet, hen lavaro d’an aotrou Person. Neuze an aotrou Person a gemenno da aotrounez kuzulerien kear petra ’zo da ober, d’e sonj ; hag i a en em glevo evit lakat ober ar pez zo ret ; hag evid ar pez a zell ouz al lienaj hag ar gwiskamanchou sakr, e vezo graet hevelep tra.
Sinet : Ar person hag ar fablik.
Etouez ar paperiou kemeret e Sant-Loïz er mare ma oe niveret dre skrid arrebeuri an ilizou e miz meurz 1791, eus bet kavet skridou graet gand an aotrou Laporte.
Ha da genta roll dispignou ar sakreteri epad ar bloaz 1788.
Setu aman penaos oant ingalet :
- Gwin ofern400 lur