Glaoda Laporte a stourm eneb al lezenn nevez
Venjans kuzulerien an Ti-kear
En eur zifenn ezansi ar veleien hag an dud fidel epad an ofisou, hag en eur lemel ar skaoniou eus an ilizou, renerien ar vro o doa en em emellet eus traou an Iliz ; ar pez ne zelle ket outo. Gwasoc’h a oe graet en eur rei da Iliz Bro-C’hall a bez lezennou graet e Paris, hep beza bet aotreet gant Rom. Dre-ze e tiskared reizadur ha zoken diazez an Iliz. Pebeuz enkrez evit beleien Bro-C’hall !
Poanius eo gwelet kelaouerien (historiens) hag a oar a-hend-all konta an traou evel m’int digouezet, evel an aotrounez Levot ha Duchâtelier, o tamall ar veleien da veza kavet abeg el lezenn nevez, abalamour n’oa ket hervez o mennoziou er politikerez, hag ive abalamour ma talc’hent re da eur roue hag a oa aet digalon, ha n’oa mui gouest da zifenn e gurunenn. Ha koulskoude, daoust n’hor beus-ni ket gwelet an aotrou ’n Eskob de La Marche e-unan o rei aotre da oferenna en dervez m’oa hanvet ar mear hervez al lezenn nevez ? Neuze e roas d’ezo o goulenn « abalamour neuze, emezan, e welen tud, karget da ren ar vro o tougen lezennou evit lakat an traou da vont en dro, hervez mad ar vro » ; hag e voustras evit mouga en e ga-