Mont d’an endalc’had

Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/145

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 110 —

lon ar pez en defe plijet muioc’h d’ezan, ha « rei da Zesar ar pez a zo da Zesar. » Nemet breman ar Vodadenn Reizek a glaske miret ouz ar veleien « rei da Zoue ar pez a zo da Zoue », en eur lakat Iliz Bro-C’hall da blega dindan eul lezenn hag he dije he distaget diouz Rom hag he zaolet er schism.

Eus a bell, ha dreist holl, abaoue Sened (Concile) ar Vatikan, e c’heller gwelet difazi pegement oa al lezenn nevez enep gwiriou an Iliz. En amzer-ze koulskoude, o veza m’oad douget da zerc’hel d’ar pez a hanved « frankizenn Bro-C’hall » a eneb Rom, n’oa ket ken aez hen gwelet ; hag eo an nec’hamant-se a lake eur barr enkrez da zevel e kalonou ar veleien.

Ret eo beza lennet lizeri ar paour-keaz beleien-ze evit hen anaout ; neuze n’heller mui beza ken kalet ha ken didruez e kenver ar re o deus faziet hag a zo kouezet ; ha n’heller ket rei re a veuleudi d’ar re o deus gwelet an traou evel m’oa dleet hen ober : pe beza katolik, pe drei kein, unan a zaou. Ar re-man, aez eo hen gwelet, a oa beleien hag o doa dalc’het da ouestlou o belegiach en eur ren eur vuhez hervez gourc’hemennou hag aliou an Aviel ; o spered, chomet sklerijennet gant donezoun ar Spered Santel abaoue deiz o c’honfirmasion ha kennerzet c’hoaz da zeiz o belegiach, a welas sklear mennoz dizakr ha fallakr al lezennou nevez ; ha m’o deus enebet eo evit derc’hel Iliz Bro-C’hall hag en em zerc’hel o-unan stag ouz an Iliz Katolik.

Bez e c’heller lavaret da Levot, Duchâtelier ha d’o c’henseurted : nann, ar veleien-ze n’eo ket d’ar roue hepken eo e talc’hent ; klask a reant dreist holl chom stag, kousto pe gousto, ouz an Iliz Katolik ; o enebiez, hag a lame diganto pep tra, o c’hase d’ar prizon, d’an harlu ha d’ar chafod, a zo kaer awalc’h evit talvezout d’ezo ar brud hag ar veuleudi a zo dleet d’ar re ne zelaouont nemet mouez o c’houstians, hag a zalc’h d’o dever penn da benn.