◄ An Aotrou Laporte ne fell ket d’ezan ober le | An aotrou Laporte tennet e garg digantan. | Ar veleien vat heskinet ► |
An Aotrou Laligne hanvet person touer e Sant Loïz.
Expilly e Brest.
Er mare m’en em gave gand an aotrou Laporte al lizer skrivet d’ezan gant kuzulerien an Ti kear, n’oa mui, hervez al lezenn, vikel e Sant Loïz ; rak kement beleg e parrez ha ne falveze ket d’ezan toui, a golle e garg raktal. Al lezenn-ze a c’hourc’hemenne ouspenn dibab ar bersoned dre zilennerez, hag i goudeze a c’helle henvel o-unan o c’hureed.
An aotrou Floc’h, person Sant-Loïz, hag an aotrou de La Rue, person Sant-salver a oa chomet hep toui ; hag oa ret eta henvel re all en o leac’h.
Expilly, hanvet eskob dre votadeg d’an 2 a viz du 1790, ar pez a oa enep lezenn an Iliz, a gredas evelato asanti kemeret ar garg. Sakret e oe gant Talleyrand d’ar 25 a viz c’houevrer 1791. Deuet oa breman ar mare da henvel ar bersoned nevez.
N’oant ket heb aon renerien an Departamant o sonjal er gefridi-man ; rag e pep leac’h an dud fidel a droe kein d’ar veleien o doa touet ; hag ouspenn, niver ar re a helle beza hanvet a oa gwall vihan ; eur guchennig hepken o doa touet. An dilennerez graet e Landerne, d’ar 27 a viz c’houevrer, evit henvel eur person e Sizun hag eun all e Loperhet, a oa bet eun tammig esa ; daou c’hant soudard, gourglezeier ganto, a zikoure kas an traou da benn. A-hend-all, evit lakat al lezenn nevez da gregi, Expilly a dlie beza laket en garg e Iliz Veur Kemper, d’an 12 a viz meurz.
E Brest, e oe lakaet e stagfed gand an dilennerez d’ar zul, l3 a viz meurz. An aotrou Floc’h, daoust ma n’oa ket bet falvezet gantan toui, a gendalc’he da ren parrez Sant-Loïz. Prezegennou ar c’horaiz a oa boulc’het. D’an 9 a viz meurz, Prokuler kear a skrive d’an aotrou person ha ne roe mui d’ezan e hano a berson :
- « Aotrou,
Disul, 13 eus ar miz, e vo da zibab personed er c’hargou deuet da veza diberc’hen dre zilez ar bersoned n’o deus ket touet. Hervez menoz al lezenn, an dilennerez-se n’hell beza graet nemed en iliz parrez penn an District. Ret e vo eta en dervez-se lavaret an ofern da eun eur all. Setu perak ho pedomp da gana an ofern-bred da eiz eur diouz ar mintin, hag ar gousperou raktal goude. Evit ma vo difazi an traou, lavarit d’ho prezeger hen embann goude unan pe unan eus e brezegennou. »
D’ar zul, 13 a veurz, an aotrou Laligne a oe dibabet da berson e Sant-Loïz, hag an aotrou La Goublaye e Sant-Salver. Pemp dervez goude, Expilly a roe e c’halloud d’an aotrou Laligne, war e veno hervez reolennou an Iliz.
Loïz Alexandr Expilly, dre drugarez Doue, ha dre c’halloud ar Pab, eskob ar Finistère, da gement hini a lenno ar c’homzou-man, salud ha bennoz e Jezuz-Krist, Hon Aotrou.
O veza m’he deus Bro-C’hall, dre eul lezenn aotreet gand ar roue, roet galloud da zibab an eskibien hag ar bersoned, dre zilennerez, ha ma fell d’ezi e ve miret start an urz-se er Rouantelez ; o veza m’he deus an hevelep lezenn roet galloud d’in da lakat en o c’harg ar bersoned a zo bet hanvet ; goude beza anavezet va-unan, buhez direbech, ha deskadurez an aotrou Yann Mari Laligne, beleg eus hon eskopti, dre ar responchou en deus graet p’eo bet enklasket euz hor perz, ha dre ar skrid a zoug eo bet hanvet, hor beus roet hag e roomp d’ezan karg ha galloud ; kaset hor beus ha kas a reomp anezan, en hano Jezuz-Krist Hon Aotrou, da ren parrez Sant-Loïz en hon eskopti, ha da ober enni kement labour a zell ouz eur beleg hag ouz eur person, evit brasa gloar Doue ha silvidigez an eneou a zo en e garg.
Graet e Kemper, en Hon ti a Eskob, dindan hor sin hag hor siel, d’an 18 a viz meurz 1791.
† Expilly, Eskob ar Finistère. »
D’ar zul, 20 a viz meurz, an daou berson enep-gwir Laligne ha La Goublaye a en em lake, unan e penn iliz Sant-Loïz hag egile e penn iliz Sant-Salver. Paotred an Ti-kear a skrivas ar c’homzou-man diwar-benn ar pez a oa tremenet en diou iliz.
« An 20 a viz meurz 1791. — O veza klevet gand an dud a zo e bureo Ti-kear, oa bet an Aotrou Laligne person hanvet e parrez Sant-Loïz, hag an aotrou La Goublaye person hanvet e parrez Sant-Salver, en ti kear o c’houlenn beza laket en o c’harg, hor beus en em glevet ganto da lakat an ofern-bred da 9 eur e Sant-Loïz hirio, hag hini Sant-Salver da 10 eur-hanter.
Holl a unan omp aet, war dro 9 eur, da iliz parrez Sant-Loïz dre zor ar sekreteri ; eno hor beus kavet meur a veleg en dro d’an aotrou Laligne ar person nevez. Da heman an aotrou Malassis en deus lavaret, eus perz Kuzul an Ti-kear, pegement a lorc’h a oa ennan abalamour m’oa bet karget da lakat e penn e barrez e-unan, eur person ken din da veza prizet ha doujet gand e genvroïz. Ar respont a reas an aotrou Laligne a greskas c’hoaz ar vrud vat en deus dre e vertuziou kristen hag e venoziou e kenver ar vro. Diskouezet en deus d’eomp neuze skrid aotrou ’n eskob ar Finistère, en deus hen savet en e garg.
P’hor beus kuitaet ar sekreteri gand an aotrou person hag ar veleien, hag eur wech digouezet er c’hor, eo bet kanet ar Veni Creator ; goudeze, war goulenn kannad ar c’houarnamant hor beus laket ar sekretour-grefier da lenn skrid an aotrou ’n eskob Expilly a roe d’ezan pep galloud evid e garg. An aotrou Laligne eur wech pignet ouz an aoter, en deus touet. An ofern zo bet kanet gand ar person nevez ha goude an ofern omp digouezet holl er sekreteri ; hag eno, hor beus testeniet dre skrid eo bet laket ar person nevez en e garg. »
En dervez-se ivez diouz an abardaez, an aotrou Laligne a yeas da jom d’ar presbytal a oa bet dilezet tri dervez araok gand an Aotrou Floc’h.
Met abaoue m’oa bet laket ar person fall e penn ar barrez, ar gristenien vat ne deant mui war dro iliz Sant-Loïz ; heul a reant ar veleien leal a oferenne pe er Gouent-Vihan, e chapel Itronezed an Unvaniez kristen, pe e iliz an Tadou Karmez. Ouz ar veleien-man e troas neuze kounnar paotred an Ti-kear. « Ar veleien-ze, a skriv ar sekretour, a zo hegaret ; nebeut a druez ’ zo da gaout outo ; ha n’int ket bet kastizet awalc’h p’eo bet lamet o farreziou diganto ; ne deuont mui wardro an iliz parrez, ha ne ehanont da lavaret n’eo nemet heretiked ar veleien a lavar an ofern enni, hag e kerz war an hent fall ar gristenien a zelaou an oferennou lavaret ganto. » Ar veleien didou hag ar gristenien leal a zente ouz o eskob gwirion. An aotrou ’n Eskob de La Marche ive n’en doa ket manket da lavaret d’an aotrou Laligne n’en doa galloud ebet : « Al le ho peus graet hag a verk hoc’h kouezet er falz kredennou, a ziskouezo d’an holl ez oc’h schismatik. A vreman, n’ho peus mui an disterra galloud evid ober eur vad bennak d’an eneou. An Iliz hen tenn diganeoc’h. »
Euz o zu, Breudeur ar Skoliou kristen ne falvezas mui d’ezo kas o bugale da zelaou oferennou ar veleien o doa touet. Ar pez a lakeas paotred an Ti-kear da hegari. Peadra ’ vije bet da c’hoarzin o welet pegen dallet oant gand ar gounnar, ma n’o dije ket klasket en em venji. « Morse, n’hor bije kredet, a skriv adarre ar sekretour, o dije Breudeur ar Skoliou kristen, tud ken diouiziek, en em zavet en hon enep, rak n’o deus ket a skiant awalc’h da anaout mat an darvoudou a zigouez. Evelato, an dud kuzet m’az int o deus laket en o fenn n’eo ket dereat mont da eun ofern lavaret gand eur beleg touer ; setu perak, ne fell mui d’ezo kas d’an oferennou-ze ar vugale fiziet enno… Kuzul an Ti-kear o kredi n’eo ar skolaerien dizesk-se nemet sorc’hennerien gouest da noazout d’ar yaouankiz en deus gourc’hemennet tenna ar skoliou diganto. » Ha neuze, dianaoudek e kenver ar vistri a gemere kement a boan gand ar vugale hag a rea kement a vad d’ezo, hag ouspenn hep gouzout piou a lakjent da skolia ar vugale war o lerc’h, Kuzul an Ti-kear a brennas o ziez-skol.
Koulskoude, er mare-ze, hor c’hanfarted a zigouezas ganto eur c’helou hag a lakeas laouenedigez en o c’halon. N’oa ket re abred, a gave d’ezo, rag evit c’hoaz n’o doa bet nemet poan o klask kas an traou hervez al lezenn. O eskob schismatik a deue da welet kear Vrest ; e-unan e tigasas ar c’helou d’an Ti-kear. Kemennadurez a oe roet d’an aotrou Laligne eus a gement-man en eur gas d’ezan ar reizadur a dlie beza heuliet evit digemer an eskob. Ar person a-enep-gwir a lavaras n’oa ket graet mat ar reizadur, o veza m’oa bet ankounac’haet ennan an digemer da ober d’an aotrou ’n eskob en iliz ; hag e skrivas eul lizer hir evit lavaret oa ret ober an digemer-ze d’ezan. Graet e oe ar pez a c’houlenne ; met kuzul an Ti-kear a c’hourc’hemennas ne vije digemeret an eskob en iliz nemet goude beza bet digemeret da genta en Ti-kear.
Erfin d’an 3l a viz meurz, Expilly gant 120 gward bet e Landerne ouz hen diambroug, a erruas er PontNevez. Kannaded a Vrest a zo eno ouz e c’hortoz, a ra d’ezan eun tamm prezegenn, hag a deu war e lerc’h gant re all, betek dor Landerne (Leur an Doriou). Eno, ar pennou bras eus kement rummad tud a oa e kear, ganto ar veleien o doa touet, hen digemeras en eur lavaret d’ezan eun bern komzou flour, epad m’edo ar c’hleier e bole, ar c’hanoliou o krozal hag ar zoudarded o tenna gand o fuzuliou. Ha neuze an eskob a gemeras hent an Ti-kear, a bep tu d’ezan diou c’hae soudarded war varc’h ha war droad.
Eno, ar mear, prokuler kear, an aotrou Laligne a brezegas adarre. Expilly a respontas, a lavar kaier al Liziri « gand eur furnez helavar, hag eun deneredigez, savet en e galon en eur welet ar gear m’oa ganet enni. » An holl a gemeras neuze hent an iliz ; an aotrou Laligne gwisket gantan ar chap, a zigemer an eskob enep-gwir dindan ar porched ; hag o veza n’helle mui kinnig ezans d’ezan pegwir al lezenn a vire kinnig ezans d’an dud hiviziken, e roas d’ezan sparf an dour benniget. Goude ar bedenn graet er c’hor, an eskob a bignas er gador brezek ; meuli reas lezenn reizadur an dud a iliz gand ar c’houarnamant ; hag al lidou a oe peurc’hraet dre vennoz ar Zakramant hag an Te Deum.
Aet er maez eus an iliz, an eskob a oe kaset dirag eur bern keuneud uhel savet e kreiz plasenn Sant-Loïz hag a oa dija en dro d’ezan eur c’helc’had gwardou vroadel, soudarded war droad ha war varc’h, ha kompagnuneziou martoloded. Raktal an dud a youc’has abouez penn : « Bevet Expilly ! bevet ar feiz ! » ha leac’h a oa da gredi oa levenez e kalonou an holl ; ar mear, eur c’hef-tan en e zourn, a oa o vont da enaoui an tantad pa zavas eun tamm c’hoari etrezan ha mestr an District. Heman, droug ennan, abalamour n’oa ket bet roet d’ezan ar c’hef-tan a gavas n’oa ket graet enor d’e renk hag a en em gemeras ouz ar mear ; ha neuze an taoliou teod a yeas en dro etre paotred Ti-Kear ha re an District. Ar re-man, evit diskouez pegen gloazet oant, a guiteas an dachenn. Expilly, mantret holl, a jome da zellet ouz an tantad ; ha pa oe peurzevet, paotred Ti-Kear a gasas o eskob d’e lojeiz ; ha da dibiou !! Da di leanezed ar Gouent-Vihan. En o fallagriez, hi eo a gargont da zigemer an eskob fall.
Expilly a dremenas pevar dervez e Brest. Mont a reas da welet Tadou Karmez, Itronezed Sant-Thomas ar Gernevez, Merc’hed ar Furnez : e pep leac’h e oe digemeret en eun doare dereat, nemed e veze roet ive d’ezan da entent n’oa ket an eskob gwirion.
An ofern a lavaras er Gouent-Vihan. Itronezed an Unvaniez kristen ne falvezas ket d’ezo dont d’he zelaou hag a lavaras ne anavezent nemed eun eskob : an aotrou de La Marche. Gloazet, a dra zur, gand eur seurt digemer, bez e rankas tremen e Ti-kear eur maread euriou a gavas hir meurbet « evid en em glevet ganeomp war ar reolennou da ober evid ar veleien didou hag evit gouzout piou da lakat e leac’h ar Breudeur dizesk », a lavar paotred an Ti-kear en o liziri.