Mont d’an endalc’had

Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/29

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


EIL PENNAD
————


Perrukennerien Brest
————


Loïz Laporte, daoust n’oa nemet mevel pa zimezas, a rankas koulskoude kas en dro stal-berrukennerez e c’hreg, hag ar c’henwerz gwin en doa diouz e dad. Met dizale e reas e daol-micher (chef-d’oeuvre) hag er bloaz 1730, oa e-unan, dre wir, mestr-perrukenner.

Gwechall mezeien pe vedisined-surjianed. (chirurgiens) ha barberien ne reant etrezo nemed eur c’horf-micher (corporation). Evel ar vezeien, ar varverienive, gand o zizailhou, aotennou hag aotennou-kamm (bistouri) a drouc’he, a ziskolpe, hag a gase awechou… d’ar bed all. C’hoarvezout a reas zoken d’ar varverien kaout ar renk uhela er gevredigez, hag ar vezeien a goezas dindan galloud Barber ar Roue. Goudeze eo kountrol a c’hoarvezas ; ar vezeien, roet dezo ar frankiz en o micher, a oe e penn ar gevredigez ; hag ar varverien ne voe lezet ganto nemed an trouc’ha bleo. Er bloavez 1637, e oe savet korf-micher ar varverien, distak diouz hini ar vezeien. Ar perrukennou a oa ar c’hiz anezo d’an ampoent, hag an trouc’ha baro a deue pell warlerc’h ar renka bleo. Kevredrigez ar varverien, bet d’ezo gwiriou ne-