Edod e deiziou kenta ebrel, nevez digoret an amzer Fask. Met paotred ar c’houarnamant o doa muioc’h a aked da lakat heul al lezennou nevez graet evit gwaska ar veleien, eget n’o doa da heul gourc’hemennou an Iliz ; ha dre-ze n’oa ket diaes niveri an dud a yea da ober o Fask da iliz Sant-Loïz.
Ar gwir gristenien avat a zirede buan ha niverus da vanati Karmez pe d’ar Gouent-Vihan e leac’h m’edo Itronezed an Unvaniez kristen ; eno e kofesea an aotrou Floc’h, an aotrou Laporte hag unan bennak all c’hoaz eus ar veleien vat, hag e roent ar gommunion. O welet o iliz dilezet, paotred an Ti-kear a hegare.
Dre lezenn an 22 a viz meurz, ar Vodadenn Vroadel a c’hourc’hemenne ive da vistri ha mestrezed ar skoliou ober le. E Brest, al lodenn vrasa anezo a nac’has hen ober ; hag evelse al lezenn a reas eur blijadur vras d’ar vugale a zo dibreder dre natur, ha bepred laouen pa ne vez ket a skol. Ar re-man, evel bugale ar Breudeur, a jomo eur pennad mat hep skol, rak paotred an Ti-kear a stago dizale gand ar veleien vat.
Itronezed an Unvaniez kristen a nac’h ober le : o skoliou a zo serret ; an ti o doa savet evit rei magadurez ha lojeiz d’ar merc’hed a zo ive serret. An dispa-