Mont d’an endalc’had

Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/77

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


EIZVET PENNAD
————


Glaoda Laporte, en e garg-beleg euz ar bloaz 1763 beteg 1770
————


En triouac’hvet kantved, eskopti Leon a oa rannet e teir lodenn, o hano, Leon, Illy, Ack. Brest a oa el lodenn ziweza. Eur vikel-vras, en hano an Aotrou ’n Eskob, en doa da gas an traou en dro e pep-hini anezo. En amzer-ze, ar parreziou n’oant ket renket e diou rummad evel breman, lod anezo parreziou kanton ha lod all parreziou disterroc’h. E penn pep parrez n’oa nemed eur pastor hanvet person, an aotrou person evel a lavarer atao hirio ; eur c’hure a zikoure anezan en e labour evel breman ar gureed ; met n’oa nemed eur c’hure dre barrez, an aotrou kure a read anezan. An aotrou person a helle kaout skoazellourien all ; koulskoude, n’helled ket rei d’ezo ar garg a roed d’ar gureed. Ar re-man hepken o doa galloud evit peb labour beleg (ad universalitatem causarum) ; ar pez n’eo ket diaes da welet pa €evesaer ouz kaierou koz ar parreziou. Kemeromp evel skouer, mar kirit, an eureujou. Evid o gober evel m’oa dleet, ar beleg a ranke kaout beli (juridiction) war ar re a zimeze. Pa veze test an aotrou person pe an aotrou kure, ar paperiou a zo graet er giz-man :

« An n’hen ma n’hen hag an n’hen ma n’hen a zo bet eureujet dirag an Iliz ; o asant o deus roet an eil d’egile dirag an aotrou person en deus sinet aman warlerc’h, pe (dirag an aotrou kure en deus sinet aman

5