warlerc’h)… » — E leac’h, pa ves roet an asant dirag unan eus ar skoazellourien, n’eo ken henvel ar c’homzou : « Dre urz an aotrou person, me X… hag am eus sinet… beleg leuret (délégué), am eus digemeret asant Y ha Z. » Pe seurt labour o doa neuze-ta ar skoazellourien da ober ? Unan anezo a oa karget eus ar sakreteri, unan all a zigemere an arc’hant hag hen ingale etre e genvreudeur, da lavaret eo, oa tenzorier beleien ar barrez ; lod all o doa da gofez hepken, hag ar re n’o doa ket c’hoaz a aotre d’hen ober a oa o labour lavaret oferennou hag ober avieler pe abostoler epad an ofern bred hag an ofisou bras.
Er bloaz 1764, e parrez Sant-Loïz ez oa : eur person, eur c’hure, eur beleg sagrist hag eun tenzorier, pevar gofesour ha daou evid ober avieler hag abostoler. Lavaromp c’hoaz oa unan anezo kofesour e Sant-Loïz ha kure er Seiz Sant. »
Pa zigouezas Glaoda Laporte e Brest goude beza bet beleget, an aotrou Yann-Spered Prudhomme a oa person e Sant-Loïz abaoue ar bloaz 1759. Ar pevare oa abaoue m’oa bet graet ar barrez. Adalek 1763 betek 1766, Laporte a oa douget war niveradur beleien ar barrez dindan an hano a « veleg » ha netra ken. Erbloaz 1766 eo lakeat e penn Breuriez ar vicherourien, hag e zinatur a lenner war gaierou ar Vreuriez beteg ar bloaz 1769. Epad an amzer-ze e teue d’ezan prezek d’ar vicherourien ; hag er c’honchou bep bloaz, ne ves morse ankounac’heat ar « seitek gwenneg evit terri e zec’hed, d’ar prezeger. » Ren a ra ive bodadegou ar Vreuriez, ha pa varv unan pe unan eus ar genvreudeur, eo hen a gas anezan d’ar vered ; met n’eo ket hen zo karget da gofez. Eun tad kapusin a deu evit kement-se. Pae Laporte evid al labour a rea e penn ar vreuriez a zave da hanter kant skoed ar bloaz.
Er bloavez 1770, an aotrou Laporte a zo roet aotre d’ezan da gofez. Neuze epad seiz vloaz, ec’h en em ro d’ar retrejou en eskopti ha diaveaz an eskopti.