Kanaouennou kristen/a-bezh

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche



KANAOUENNOU KRISTEN


REIZET HA GROET


GANT


G. AR C’HOAT


EUZ TREMEL


HA


TONIOU KOZ BREIZ-IZEL


DASTUMET, RAKSKRIVET HA MELODIET


GANT


REV. DR BULLINGER


EUZ LONDREZ.


————


PARIS LONDREZ GENÈVE
48 RUE DE LILLE 7 ST PAUL’S CHURCHYARD L’ORATOIRE


TREMEL
COTES-DU-NORD


1889.

CHANTS CHRÉTIENS

ÉDITÉS ET COMPOSÉS

par

G. LE COAT

DE TREMEL

AVEC

LES VIEUX AIRS BRETONS

RECUEILLIS TRANSCRITS ET HARMONISES

PAR

REV. DR BULLINGER

DE LONDRES.

PARIS | LONDRES | GENEVE

48 RUE DE LILLE | 7 ST PAUL’S CHURCHYARD | L’ORATOIRE

TREMEL

COTES-DU-NORD

1889.

RAGSKRID.


Goude ma eo bet komanset an Aviel da veza prezeget en 1834 d’ar Vretouned, gant misionerien deuet en Breiz-Izel, euz bro Kymri; n’euz ket bet moulet, bete vrema en hon iez levr ebet gant kantikou brezounek a zivar an Aviel. Hag evel an holl boblou ho deuz komanset kana araog skriva, ha ma eo, evit laret, pep Breton ganet bard, e zo en hon bro kalz a doniou koz pere a dal ar boan da veza dastumet ha moulet.

En 1839, an Aotrou De la Villemarqué, a voulaz he "Barzaz-Breiz" hag a roaz ennhan melodi unan benag an toniou-ze.

En 1881, an Aot. Bourgault Du Coudray, kelenner Histoar ar Musik er C’honservatoar en Paris, a valeaz Breiz-Izel hag a zastumaz tregont euz toniou hon bro pere a voulaz en doare kanaouennou gant musik evit ar piano.

En 1883, An Doctor Bullinger, theolojian ha musisian Saoz a oa deuet d’hon gwelet hag o veza diwiziek euz a reou all hag a oa en em okupet euz ze araog, a zastumaz hag a lakeaz en kevredigez naontek euz an toniou ze, pere aboe an amzer ze, a zo bet implijet ganeomp en hor C’hult mes hep beza moulet.

En 1888, Unvaniez an Treteier Relijiuz a Londrez, o veza votet mil livr evit moula eul levr nevez a gantikou brezounek, an Dr Bullinger a c’hoanteaz hen achui hag he renta dîn da veza lakeet entouez al levriou musik. Kalz a dud, a bere unan oajet a 79 vloaz, a zeuaz hag a ganaz dirazhan ; ha goude eul labour stard a veur a zevez, he tastumaz euz ho muzellou awalc’h evit kreski al labour dija groet, hag hen achui. Doctor Bullinger hen deuz dastumet 66 euz an toniou ze, pere hen deuz lakeet en kevredigez aboe, evit beza kanet gant mouez, pe c’hoarieet var an ogro, an harmonium, pe ar piano, pe kanet a unvan gant ar musikou-ze.

Eur re benag euz ar melodiou-ze a zo groet var ar mod dorian, hypodorian, frijian ha modou koz all, ar pez a brouv int koz meurbed. Diskwezet hon deuz se dre displegadurezou en traoun ar pajennou; ar pez a ziskwez raktal ho doare ho-unan.

Kement-ma groet, e rejomp 66 kanaouen a bere ar c’homzou a oe lakeet da vont var an toniou-ze, hag evit kaout an niver a gant hon deuz unanet dezhei reou all pere hon deuz kanet bete vrema ; mes var toniou nevez. Ar re-ze holl a ra al levr a ginnigomp hirie d’hon lennerien.

Abaoe ma hon deuz skrivet a pez a zo araog, hon deuz bet en hon daouarn. "Chansons et Danses des Bretons". Levr nevez skrivet en Paris, gant an Aotr. N. Quellien. Al levr ma, evel "Barzaz Breiz" an Aotr. de la Villemarqué, a zo ennhan eun niver a zoniou hag a doniou brezounek, mes roet en eur velodi hepken, ha nan harmonized evit beza kanet en kor, pe c’hoariet var eun benvi.

En hon levr hon deuz lekeat meur o hini euz ar re man gant eur c’hem benag, pehini a zeu hep douet euz al lec’hiou ma int bet dastumet.

Bete vrema n’euz ket bet groet netra er giz-se en hon iez.

Trugarez hon deuz kalz d’hon skoler iaouank, an Aot. Cunuder, euz ar sikour hen deuz roet deomp, el labour-ze. Ha brema e c’houlennomp digant Doue skul he vennoz var al levr bihan-ma evit ma hello servichi en kement ma eo posubl, d’he c’hloar, ha da zonedigez he ren.


G. Ar C’hoat.


PREFACE


Bien que l'Evangélisation des Bretons ait été commencée eu 183-A. par des Missionnaires venus en Armorique du pays de Galles, aucun Eecueil de cantiques bretons, avec Musique, n'a été publié jusqu'à présent dans notre langue. Or, comme tous les peuples ont commencé par chanter avant décrire, et que tout Breton pour ainsi dire, est né poète, il y a dans notre pays plusieurs anciens airs qui méritaient d'être recueillis et publiés. En 1839 M. de la Villemarqué publia son "Barzaz-Breiz' et y donna la mélodie seulement de quelques uns de ces airs. En 1881 M. Bourgault Du Coudray, professeur de l'histoire de la Musique au Conservatoire à Paris, parcourut toute la Bretagne et y glana "Trente mélodies populaires de Basse-Bre- tag?ie" qu'il publia en forme de cantiques avec accompagnement pour le pianoforte. En 1883 le Eev. Docteur Bullinger, théologien et musicien anglais, est venu nous voir, et ignorant que d'autres avant lui se fussent occupés de cette matière, recueillit et mit en harmonie, dix-neuf de ces airs, qui depuis ce temps ont été employés, sui- des feuilles volantes, non imprimées, dans notre culte public. En 1888, la Société des Traités Religieux de Londres ayant voté mille francs pour l'impression d'un Nouveau Recueil cantiques bretons, le D r Bullinger voulut le compléter et le rendre digne de figurer sur les rayons d'une bibliothèque musicale. Plusieurs personnes, dont l'une âgée de 79 ans, vinrent et chantèrent devant lui, et de leurs lèvres, après un travail assidu de plusieurs jours, il recueillit de quoi enrichir son ancienne collection et couronner son œuvre de succès. Le D r Bullinger a collecté 66 de ces airs qu'il a harm< le inani- ravoir être eha. par quatre voix et joués sur lorgne, l'harmonium et sur le pianoforte, ou accompagnés de ces instruments. Quelques-unes de ces mélodies sont composées sur les modes doriens, hypodoriens , phrygiens et sur d'autres modes anciens; ce qui montre leur extrême ancienneté. Nous avons indiqué ces modes par des notes, au bas des pages, qui feront voir dans un instant leur particularité. Nous composâmes ensuite 66 cantiques, dont les paroles furent adaptées à ces airs, et pour atteindre le nombre cent, nous avons ajouté quelques autres que nous avons chantés jusqu'à présent, sur des airs plus modernes. Le tout forme aujourd'hui le Recueil que nous présentons aux lecteurs. Rien de ce genre n'a paru jusqu'à présent dans notre langue bretonne. Depuis que nous avons écrit ce qui précède, nous avons eu en mains les ""Chansons et Danses des Bretons", ouvrage récemment publié à Paris, par Mr. N. Quellien. Ce livre, comme le "Barzaz Breiz" de Mr. de la Villemarqué, contient une collec- tion de chants et danses, mais donnés dans la mélodie seule- ment et non harmonisés pour être chantés en choeur, ou joués sur un instrument. Dans notre Recueil, nous trouvons quelques-unes de ces mélodies avec quelques différences provenant sans doute des divers lieux, où elles ont été glanées. Nous devons de vifs remerciements à notre jeune Instituteur, M r Cunuder, du concours qu'il nous a prêté dans ce travail; et nous demandons maintenant à Dieu, de répandre sur ce petit livre sa bénédiction, pour qu'il puisse concourir dans la mesure du possible à sa gloire et à l'avancement de son règne. G. Le Coat.

Displegadurez giriou ar muzik.


Affetuoso = gant karantez
Allegretto = tristoc’h ha gorrekoc’h
Allegro = iea ha buan
Andante = eazet
Andantino = eazetoc’h
Armonia = unanet
A tempo = c’henta finvadek
Commodo = gant reizted
Con grazia = gant gras
Con gusto = gant c’hoant
Con moto = gant beoder ha muzur
Crescendo (cres.Notation musicale crescendo.svg) = en eur kreski
Diminuendo (dim.Notation musicale decrescendo.svg) = o timinui
Dolce = dous
Energico = gant nerz
Espressivo = gant santidigez
E = ha
Forte (Music dynamic forte.svg) = krev
Gravamente = gant gorrekder
Grazioso = gant gras
Lento = gorrek
Maestoso = majestuus
Mezzo forte (Music dynamic mezzo forte.svg) = hanter grev
Moderato = dre voder
Non troppo = nan re
Piano (Music dynamic piano.svg) = dousik
Plantivo = klemmuz
Perdendo = en eur vervel
Rallentando (rall.) = o c’horrekât
Religioso = gant doujans
Risoluto = gant arder
Sforzando (Music expression sforzando sf.svg) = gant frouden
Tempo di marcia = muzur bale
Teneramente = gant teneridigez
Unison = unanet
Vivant = bevoc’h


Anaoudegez ar Zalver
8.8.8.8.

"O anavezit"


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.



2.

O, selaouit mouez Jesus,
He lezen, he gomz prisius;
Rag int eo komzou ar vuez,
Kelou mad ar zilvidigez.

3.

Kredit gant joa en mab Doue,
O, Kredit brema hep dale,
Rag setu doare gras Doue,
Evit savetei hoc’h ine.

4.

Pedet ar Zalver grasius,
En em fizit holl en Jesus,
Hag o po ’r joa hag ar vuez
Dre he c’hras hag he drugarez.

5.

Karet Jesus-Krist dieist pep tra,
Ha roet ho kaloun dezhan;
Rag hen a garas ac’hanomp
Hag a souffras kalz evidomp.

6.

O servijet Roue Sion.
Sentet outhan a greiz kaloun.
Groet bepred ho holl deveriou
Dre virout he c’hourc’hemennou.

7.

Glorifiet an den Doue
Meulet Jesus dre bep doare
Meulet ar C’hrist dre gantikou,
Kentet dezhan meulodiou.


Poaniou Jesus.
8.7.8.7.8.7.8.7.


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.


2

Antreet er gloar, ar Zalver,
A erbed ’vit ar pec’her,
Eno holl Vertuiou an env
Rent homaj d’he vajeste.
Eno ema o kempenni
Pep a blas kaer ’vidomp-ni
O c’hortoz ma z’efomp ivez
De gaout eno eun devez.

3.

Kult, enor, galloud ha bennos
Eo din da gaout deiz ha noz,
Gant an huela meulodi
Helfe hor c’haloun formi.
Hon skoazellet aele an env,
Gant ho telen immortel.
Da veuli Jesus hon Doue
Da gana d’Emmanuel.

4.

Prestik e c’helfomp-ni kana
’Barz en hon bro d’hon Zalver,
Hag euz hon histoar diskleria
An traou burzudus ha kaer
En euz Jesus, Emmanuel,
Dre he garante demp groet,
Pa zouffras ar maro kruel
D’hon frena euz ar pec’hed.


Ar joausted.
6.6.6.6.

"Kantik ar Baradoz"[1]


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.


2.

Jesus dre he boaniou
A guz ma fec’hejou,

Rag se dre c’hras Jesus,
Me n’em gav evurus.
'"`UNIQ--postMath-00000001-QINU`"'
bis

3.

Dre ze me a gano
Dezhan melodio

Er bed ma o c’hortoz
Ma’z in d’ar baradoz.
'"`UNIQ--postMath-00000002-QINU`"'
bis

4.

En kichen Mab Doue
Hag en touez an aele,

Me gano da viken
Alleluia, Amen
'"`UNIQ--postMath-00000003-QINU`"'
bis


Ar Zilvidigez.
8.8.8.8.

"Penherez Keroulaz"


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.



2.

Jesus a lavar: da betra
E talve gounit ar bed ma
Ma teuer da goll an ine?
O lakomp ’ta evez a ze!

3.

En touez an holl draou da ober
Klask an hent mad eo hon dever.
An aour, an arc’hant, traou ar bed,
Gas enep hent ar joausted.

4.

O Doue, hon lak da gompren
Ha da zenti ouzid laouen,
Ia sikour mad da vugale
Teuz ho c’haloun ez karante.


Giriou prisius.
13.13.13.13.


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.


3.

Ar pec’hed neuz digaset paourentez vras d’ar bed,
Kollet n’euz hon holl danvez, hon gloar, hon eurusted.
Justis an env a c’houlen, ma ve paeet hon dle.
Anez ret mont d’an ifern! ’pad an eternite.

3.

Mes trugare da Zoue, esperans hon deuz c’hoaz,
Hon dleou a zo paeet, gant Jesus var ar groaz
En kreiz holl boaniou ’r maro he gomzou diveza
A lar d’an env, d’an douar. "Peurc’hroet eo pep tra"

4.

Jésus hag hen pinvidik a gemeraz hor flas
Ar paour dre he baourentez hell dont pinvidik bras
Tenzor an env zo digor, dre nerz he sakrifis,
Ar paour a hell he gemer hep arc’hant hag hep pris.


Kreden en Doue.
8.8.8.8.


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.



2.

Tud veo gwelet an toul dister
El leac’h m’az eet en ber amzer;
Pa eo gwir e renkfet mervel
N’em roit d’ar Zalver fidel.

3.

Tud kez ar pri vo ho kwele,
En despet zur d’hoc’h holl leve.
Ar re vras koulz hag ar beorien
Renko mervel ’ben ber termen.

4.

O Krist, ro demp brema ar c’hras
Da vont d’az kaout etal da groaz,
Vit beza ganet pardounet
Zalvet holl, ha santifiet.


Donezon Jesus.
8.8.6.3.6.5.


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.



2.

O Zalver pebeuz kelou mad
Ez eo hennez d’am daoulagad.
Gra eta ma sentin
O Jesus
Ha bemdez e c’heulin
Da C’hir prisius.

3.

O Krist, te a zo gwirione
Pa roez d’in ez trugare
Gras Doue va C’hrouer.
O Jesus
D’am zalvi me pec’her.
Da C’hir prisius.


Gras Jesus.
8.8.8.8.

"Jesus"


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.



2.

Jesus gwir den ha gwir Doue
Hen deuz roet gant karante,
’Vidomp he vuez war ar groaz,
Ma vefemp zalvet dre he c’hras.

3.

Pa wel al laer deou kement se,
Ar garante vras a Zoue,
E kri buhan war zu Jesus
Kaout truez euz eur gwal euruz.


4.

Jesus dezhan a respontaz:
Er baradoz hirie, dre c’hras,
E vezi leun a joa, a c’hloar,
Da brena ran war ar C’halvar.


Ar baradoz.
8.8.8.8.

"Bosen Elliant"


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.



2.

Eun nevez amzer peur baduz,
Ha bleun a ne wenvfont biken,
Ar maro, dre eur mor skeuduz,
Hon c’haso ni er sklerijen.

3.

Dre ar bez d’eul lec’h ar c’haeran,
Eo red demp-ni beza kaset,
Vel Israel da Ganaan
Dre ar Jourdan choumet mantret.

4.

Kent hor maro, ’vel Moizez,
Ma weljemp lod euz ar vro ze,
Poan, na maro na sort diez,
N’hon harsche da vont he bete.


Kaerder komzou Doue.
8.7.8.7.8.7.8.7.

"Ar raden"


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.


2.

Eur setans a oe diskleriet
Evit barna ar pec’her,
Hag a vije bet zur heuliet
Gant Doue en he goler:
Holl e oamp barnet d’ar maro
Dre hon gwallou niverus,
Mes en Aviel zo grasou
Kinniget demp gant Jesus

3.

He gomzou a zo eun tenzor
Da holl re choazet Doue;
Mes d’ar re a gar an enor.
’vit ar bed int follente.
Diententabl eo he gomzou
D’an holl sperejou tefel
Mes d’ar re brenet an Aotrou
Int skler dre ’r Spered-Santel.


Ar follentez
14.14.6.6.6.6.

"Pont lan Dreger"


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.


2.

Holl joausted an douar ma a zo ber ha trompluz,
Mes an hini a glaskan me eo karante Jesus.
’Vit bemdez he garout.
Ra roio skoazel d’in.
Hag ar c’hras ar gallout.
Da viret na bec’hin.

3.

Chanch hirie eta va c’halon, he laka net ha pur.
Evit ma kavi te ennhi bepred da blijadur.
Ro d’in eur feiz nevez.
A vezo beo ha krenv.
’Vit ma c’heulin bemdez.
A vrema bete n’env.


Meulodi Doue
8.8.8.4.8.4.

"O filii"


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.


2.

En Aviel hervez sant Jan
Ema an holl gomzou kaer man:
Goulet euz an Tad em hano
Hag e roio.
Kredomp hor Zalver, hon Aotrou
En he gomzou.

3.

Rag n’euz ket a zilvidigez
Mert dre Jesus, Mab ar Werc’hez,
Ganet n’eur c’hraou en disterder.
O ma Zalver!
Eno e oaz bet adoret
Gant ar majet.

4.

Ha ragtal ’vel ma oaz ganet,
Aele an env oa diskennet,
Er parkeier da lavaret
D’ar bastored:
Penaoz oa da hano santel
Emmanuel.

5.

An hano ze a zinifi:
Ema Doue ganeomp-ni
Hen eo hon Mest, hon Erbeder
Hag hor Zalver
Hen euz prenet demp ar repos
Er baradoz.


Pried an ineou.
5.4.5.5.5.4.

"Jesus gwir bried"[2]


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.


2.

Abaoue pell amzer
Hep da zikour,
Ez oun ma Zalver,
Siouaz! eur pec’her,
Ez oun ma Zalver
Da enebour.

3.

Ia, me a zo bet
Bete vreman.
Oh! ken obstinet,
Pec’her kaledet,
Pec’her ankeniet
Chanch a renkan.

4.

Te c’heuz pardounet
Eul laer publik
Eun den dianket,
Eur vreg debordet,
Te c’heuz pardounet
Eur mab prodik.

5.

Te a zo bepred
Eur gwir Zalver,
na c’hoantaez ket
E ve den kollet
Na c’hoantaez ket,
Maro ’r pec’her.

6.

Deud eo an devez
Ma kensagrin
A rest va buez
Da garet Doue,
A rest va buez
D’he zervichi.


Hano Jesus
8.7.8.7.8.7.8.7.

"Judas an Treïtour"


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.


2.

Doue n’euz karet ar bed ma
M’hen deuz digaset Jesus
Da zalvi ar pec’her brasa,
Dre he oad ken prisius.
Ar c’helou mad a gement se,
A zo Aviel hanvet,
Kinniget eo deoc’h-hu hirie
Evit ma vefet zalvet.

3.

Sant Paol, abostol, a skrivas
Lizer d’an Hebreaned:
Jesus, ’mezhan, zo hirie c’hoaz
’vel ma eo bet anveet,
Hen zo dimp beleg eternel
Hervez urz Melkisedek,
Eat ez eo ’barz el lec’h santel
D’hon delivra a bec’hed.

4.

Bemde e kri demp ni Jesus:
Deud d’eva dour ar vue,
Rag me a zo madelezuz.
Deud d’in holl ma bugale.
Flem ar maro em euz trec’het
Evit prena deoc’h ar joa,
Me em euz holl ho telivret,
Deud d’ar baradoz brema.


Kroaz Jesus
7.6.7.6.7.6.7.6.

"Piou a welan"


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.


2.

Perag e c’houzanvo Doue
Eur maro mezus, trist,
Perag eo staget aze
Ma Zalver Jesus-Krist?
N’em rei evit hon foaniou
Ra Jesus ouc’h ar pren
Hep merit bras he varo
Na vije zalvet den.

3.

Dre verit maro Jesus
Eo offret d’ar boblou
Eur zividigez eurus
Ha vad-eur ha C’hrasou
Ra vezo Jesus hirie
Meulet gant broadou
Evel gant aele Doue
En kaerder an envou.


Ali Spered Doue
9.8.9.8.9.8.


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.


2.

Deuz brema eta, Spered Santel,
Da rei demp-ni anaoudegez
Ma heulfomp bemdez an Aviel,
A galoun vad ha gant furnez.
El lezen zantel ze a Zoue
Hon c’helon mad a ze da ze.

3.

Ia, Jesus Krist, hon gwir Zalver,
Deus da ren var hon c’halounou
Evit-ma tilezo peb pec’her
He fallentez, he holl drougiou,
Ha ma vezo ’n holl purifiet
Gant gwad ar Zalver beniget.


Heul Jesus
15.15.15.15.

"Potred Plouillo"[4]


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.


2.

Ar bed d’he blijaduriou ven a lavar dimp-ni monet,
Mes piou eo an hini c’houlfe euz eun eurvad n’e bad ket?
En hon Dasprener eo eman ar vammenn euz ar vue;
Dre ze ’ta miromp ’vit Jesus hon fianz, hon c’harante.

3.

Na garomp nemert han rag hen hepken zo karantezus.
Na zentomp ken nemert outhan, hepken hon rento eurus.
Pebeuz peoc’h en he garante! brasa eurusted!
An hini a zouj anezhan vev euz ar vue barfet.

4.

Hon Zalver hon galv bep momet, bemde e klevomp he vouez.
Bemde c’h’astenn he zorn war-n-omp, bemde hon galv hep paouez.
Bevomp, bevomp war he galoun, bevomp dindan he askel.
Eno dre dan ar garante, ra zeufomp holl da vervel.


Maro Jesus
8.8.8.8.

"Ar mab prodig"


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.


2.

An tachou, ar gurunen spern,
Ha buhanegez an Ifern,
Ar groaz vezuz, ru gant he wad,
A zeu dirag ma daoulagad.

3.

Euz he zaouarn, he ben, he dreid,
Gwal galz a wad prizuz a red.
Biskoaz n’em gavaz asamblez
Kement poaniou ha karantez.

4.

Dindan pec’hejou bras ar bed
Rannet he gorf euz he spered,
Pep gras ro demp peb donezon
Koustet en deuz gwad he galoun.

5.

Gwelet, pec’herien, oan Doue,
Nec’het ha gwal drist he ine,
Euz he c’houliou digoret
Eur feunteun leun a c’hras a red.

6.

Goad prizuz meurbed ar Zalver
A ro d’an holl testeni skler,
Pegen bras eo drouk ar pec’hed,
Pa n’euz lezen Doue torret.


Tron ar C’hras
13.13.13.13.

"Emzivadez Lanhuon"


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.


2.

Jesus Krist eo ar vuez, an hent ar wirionez,
N’euz nemert eun hanterour ’vit ar bec’herien gez.
Lavaret eo bet ganthan d’an Tad ne zeuio den,
Nemert dreiz-oun va unan, eun hent a zo hepken.

3.

N’euz ket a zilvidigez, en hini all ebet
Dindan an env n’euz hano, en touez an dud roet,
Nemert hor Zalver Jesus, maro hag adbevet
Dre veritou pehini kleomp beza zalvet.

4.

Deuet pecherien ’r brasa, d’he dreid en em daolet,
Tost d’al lec’h se n’euz nep den gant Doue kondaonet.
Dirag holl enebourien, euz ifern hag a ved,
Awalac’h vo lavarout: "goad Jesus kroaztaget."


Sikour hor Zalver
13.12.13.12.


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.


2.

Mes Jesus a lavaraz, o lenn he galoun fall:
Nac’het e vezin ganez. Ar breuven zeu raktal.
Eun nebeut amzer goude, dirag an dud direiz
Hen a nac’haz ar Zalver, kollet oe bet he feiz.

3.

Mes neuze tost d’ar pe’her Jesus en em gavaz
Hag euz he gouezidigez e sellas dre he c’hras,
Ha da Ber teuaz envor euz komzou an Aotrou
Er meaz ez eaz nec’het, da skulia kalz daerou.

4.

piou a c’hell lavarout pebeuz nerz zo roet
En eur zell euz a Jesus, d’an nep zo distroet
En ven hen dije kanet ar c’hok kalz a wechou,
Skornet a oa he galoun, hep sell piz an Aotrou.

5.

Ped gwech ive kristenien, goude hon holl westlou
Ez omp kwezet er pec’hed, distroet d’hon gwallou
Troomp brema var Jesus, hon spered, hon c’haloun
Hag eun devez en envou vefomp dirag he dron.


Asgre Jesus
8.8.8.8.

"Jesus p’hini"


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.


2.

Ma c’hoach, ma c’hoach, o ma Zalver
Rag me a zo eun den pec’her,
Ken a vo ar barr tremenet,
Ma dioual, Aotrou, me az ped.

3.

Ma c’hemer ’barz en surete,
Ha kemer er fin ma ine.
Rag plas all ’bet ne c’hoantaan,
Nemert he kichen, te garan.

4.

Ennoud ema pep gwirione,
Te eo ma zikour, ma Doue.
Golo ’ta ma fen dinerzuz
Gant skeud da askel gallouduz.

5.

Jesus eo an nep a glaskan,
Enhan ma zikour a gavan,
Kreva ’n dister, sav ar c’houeet,
Kundu an dal, gwella ’r c’hlenved.

6.

Just ha zantel eo da hano,
Ha me zo leun a bec’hejou,
A fal eo karget ma ine,
Ha te zo gras ha gwirione.


Diski gant Jesus
8.8.8.8.

"Stourm an Tregont"


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.



2.

Ia, disket eta gant Jesus,
E walc’h gant he oad prisiuz
Holl bec’hejou ar Vretouned,
Evit sort ha netra ebet.

3.

Disket eta, en komz Jesus,
An doare da veza eurus,
Sentet euz he lezen bemde
Krouet oc’h bet ’vit kement-se.

4.

Kinnig a reer deoc’h-hu hirie
Ar Bibl santel, komz hon Doue,
He lennet ha pedet Jesus,
Ganthan vefet eun deiz euruz.


Adsavidigez Jesus
8.8.8.8.

"Krist an Izelved"


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.


2.

Peleac’h ma da flem, o maro!
Bez! peleac’h ema da viktoar?
En he vuhanedigeziou
An amzer hon c’haso d’ar gloar.

3.

Rag Jesus-Krist hon gwir Zalver
N’euz he Iliz ker delivret
Hag hirie c’hoaz eur peoc’h kaer
A zo ganthan ’ta kinniget.

4.

Alleluia d’hor gwir Brener
Ra vo meulet hano Doue
Hag en douar, o ma Zalver!
Vezi meulet evel en ev.


Goad Jesus
8.8.8.8.

"Me o salud"


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.


2.

Al laer euz ar groaz pa hen gwel,
A goll buhan he wall spouron,
Hag a zo eurus da vervel
Pa wel kaout gras leun ha pardon.

3.

Ni zo ive pec’herien baour.
Ha d’ar feunteun ze omp galvet
Gant Jesus-Krist hon hanterour,
Evit beza en hi gwalc’het.

4.

Gwad Jesus-Krist Emmanuel
Hon netaio a bep pec’hed;
Ha kement se, ’me n’Aviel,
Dre eur gwir garante barfet.

5.

Ha c’hoaz gwad pur ar Zalver ze,
A ro ouspen d’an den pec’her,
An esperans da vont ive.
d’Hen meuli gant eun delen gaer.

6.

Juntred mad ha laket en ton,
Gant Jesus-Krist hon gwir Aotrou,
Vit meuli Doue war he dron
Bete fin an holl ganvejou.


Gloar d’ar Mesi
8.8.8.8.

"Hosana"


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.


2.

Hosana! re brenet Doue,
Da wir Soutener hon bue,
Hosana î a greiz ar galoun
D’an Hini a ro ar pardon, (bis)

3.

Hosana! da Brins ar vue,
Ra vo meulet hano Doue.
Hosana! d’ar gwir Sklerijen,
Rag gant he zorn hen hon zouten. (bis)

4.

Hosana! gwir Iliz fidel,
Hosana! da Emmanuel,
Rag hen a n’euz he wad skuillet
D’hon frena holl euz ar pec’hed. (bis)

5.

Gloar da Jesus-Krist, oan Doue.
Hon Hanterour hag hor bue.
Gloar da Jesus, Salver fidel
Gloar a galoun d’Emmanuel! (bis)

6.

Adoromp ’ta Roue ar gloar,
Krouer an env hag an douar,
Goulennomp ar c’hras gant fisians
Da veva eeun en he bresans. (bis)


Ar bloaz nevez
13.13.13.13.

"Fest miz Even"


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.


2.

Ra vo c’hoaz evit an holl bloavez ar Brovidans,
Eur bloavez leun a c’hrasou, a joa, a zelivrans.
Ha did-te hon Doue ho ineou soumetet,
En skeud kroas Jesus a gavo ar peoc’h c’hoanteet.

3.

Hon deziou hag hor bue ganed a zo merket,
Hag en ho bloa diveza kalz a zo antreet,
Beillomp ’ta ha pedomp ha ma ve red diloja,
Gant ar Pastor e vefomp digemeret er joa.

4.

Ra helfomp en pep amzer kredi d’az sakrifis,
Beza ganed-te gwisket gant mantel ar justis.
En em laoueni enoud ha miret ar gomz kaer.
Ia Aotrou Jesus-Krist deus! deus prestik ma Zalver.


Dirag Jesus
13.13.13.13.

"Ar wrac’h"[6]


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.


2.

En dallente, me glaske pell ouzit eur vodenn,
Eul lec’h e c’haljen en peoc’h beva hep da lezenn.
Mes beva en dinec’hded a gallout rajen-me,
Pa en em dalc’hemp ken pell an eil euz egile?

3.

Da vadelez, ma Fastor, a walc’h ma drougiez,
Deus eta d’am netaat euz ma holl fallentez,
Dre da c’hras e kasean ma bue tremenet,
Ro ma teui ive da c’hras d’am nerza bep kamet,

4.

Ma c’haloun, krenv euz da nerz a zefi traou ar bed
D’he dispartia breman euz he muian karet,
"Netra, emezhi, netra, nan memeus ar maro,
N’am dispartio pelloc’h euz Jesus ma Aotrou.


Ar vro hep koumou
8.8.8.8.

"Kroaz an hent"


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.



2.

O kaera bro hep nep anken!
Hep nec’hamant, hep glac’hariou
Eo bro hon Mest ker souveren,
Bro hor Zalver hag hon Aotrou.

3.

pegen brao ez eo nijel
Araog Jesus resusitet,
Ha mont gant ar Zalver fidel
Barz en he askre da gousket.

4.

pegen kaer eo an heur ze,
En pehini gant hor Frener
E vefomp evurus en env
En kichen Jesus hor Zalver!

5.

Jesus-Krist, Roue bras ar gloar,
Prestik ganit-te ez in me
Evit kana did an histoar
Euz da c’hloar ha da garante.

6.

O c’hortoz an de euruz se,
Deus, deus prestik d’am c’henerza
Evit ma karin ma Doue
Ha ma vezin fidel dezhan.


Jesus ar wirionez
8.8.8.

"Aotrou Nann Hag ar C’horrigan"


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.


2.


Plijet ec’h euz, n’ez madelez
Euz ma ine kaout truez.
O ma Zalver, d’id trugarez!

3.

Ro d’in breman ar sklerijenn
’vit ma hellin dont da gompren
Ar ’helou mad euz da lezen.

4.

Ro d’in an nerz da zilezel
Ar pez n’eman ket en aviel
Hag d’az lezen ez int kontrel.

5.

Ma Zalver, adaleg breman
Distrei ouzit a c’hoantaan.
Te am c’har ha Te a garan

6.

Digor d’an hoJl ho c’halonou
’vit ma kemerfont da gomzou.
Buez int ’vit nep ho miro.


Jesus tentet
13.13.13.13.


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.


2.

Kinnig reaz pedennou, gant glac’har, gant daerou,
Pa oa war an douar-man en kreiz gwall breuvennou.
Ken bras oe he garante, evit ar re gollet,
Ha breman ’barz en envou, n’int ket ankounac’het.

3.

Pa zeu sklerijen Doue, da galoun eur pec’her,
Gwelet ra he stad euzus, dirag ar gwir varner,
Pa ve ken trist dar pec’her, da welet be wall stad.
Petra a zonj an Aotrou, ken zantel ha ken mad.

4.

Mes dre c’hras hon Dasprener, an hini a oa pell,
A c’hell dont taost da Zoue, war he dron ken huel,
Pa zeu ar brasa pec’her, dirag tron gras an Tad,
Doue ne zell ket outhan, kuzet eo gant ar gwad.

5.

Gloar enor ha karante, da Jesus mab Doue,
Breman an hent zo digor da vont ebarz an env.
Gant han eo bet kemeret, hor pec’hejou ken bras,
Ha brema n’euz roet demp he bardon hag he c’hras.


Ar beden

"Gwalheur en Lanhuon"[8]

13.13.13.13.


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.


2.

Eur vreg paour Kananeen zo roet demp ’vel skouer,
Ma klaskfomp-ni holl Jesus, hon Mestr, hon Dasprener,
"O Aotrou, mab David, az pez truez ouzin-me!"
An hir-c’hortoz, ar skwizder zinerze tam he fe.

3.

Jésus euz he c’hlevet, dezhi neuze respountaz:
Da beden zo zelaouet, da feiz a zo ken braz
Ra vezo groet d’id brema, evel ma c’heuz c’hoanteet.
Ha diouc’h-tu gant he c’hiriou, he merc’h a oe iac’heet

4.

Kristenien, pedit atao gant feiz hag hep skwiza
Goulennet sikour Jesus gant aked ar brasa,
Euz trôn ar c’hras tostaomp evit kaout trugarez
Hag he roio demp-ni holl he beoc’h, he garantez.


Dever ar pec’her

"Sant Efflam"

8.8.8.8.


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.


2.

Var eur roc’h krenv, he di savet
Despet d’an holl, choumo bepred
Ar glao a zeu, an avel vras,
Ha d’an ti-ze reont tam noas.

3.

Jesus-Krist diazez ken krenv,
Laket d’hon zalvi gant Doue.
Hell derc’hel mad ha stard atao
He bobl en kreiz ho holl gwallo.

4.

Pa zeu ’r maro, an arne krenv.
Diskouezet vo feiz pep ine.
Piou benag er C’hrist a gredo,
Mezekeet biken ne vezo.


Krist hor Redimer

"Fontanella"

8.8.8.8.


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.


2.

Eur bec’herez vras pardounet,
Dre veritou prizus he wad;
He c’haloun lous zo bet gwalc’het
Ha chanchet a gren he gwal stad.

3.

Doura reaz he dreid gant daerou,
Ho sec’ha reaz gant bleo he fenn
Nerz he c’harante d’an Aotrou.
Oa kuzet ’mert d’ar C’hrist hepken.

4.

Piou hell diskleria he sonjou?
He c’haloun glac’haret ha trist
Frealzet eo bet gant ’r c’homzou
Lavaret dre c’henou ar C’hrist.

5.

Karantez feiz ar bec’herez
Ro d’an holl gristenien skouer vad.
Diskouez a reaz he c’harantez,
Goude beza goalc’het dre’r goad.

6.

Pa eo hor fec’hed pardounet
Kleomp karout Krist dreist pep tra.
Var ar C’halver n’euz hon frenet
Dre eur garantez ar vrasa.


An ilis universel

"Hollaïka"

8.7 8.7 8.7.8.7.


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.

2.

Euz promesaou da gomzou
Aotrou Jesus, c’heuz memoar.
Ha da Spered hon c’honsolo
Ken ez afomp ni er gloar.
Hon mir holl en da skerijen,
Pleg, kundu hor c’halonou
Ha ra n’em laoueno ’r beden
Da Iliz gant he Aotrou.

3.

Ra vo heulliet an Aviel,
Dre holl bevar c’horn ar bed,
En pep bro hag a vouez huel,
Ra vo Jesus-Krist meulet.
Ra deui an den gwe, ar paien
da gemer lezenn ar groaz
Ha da ober eur bobl kristen
D’an nep ’vidomp a varvas.


Madelez Jesus
8.8.8.8.

"An derwenn"


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.



2.

Ma Zalver ma lak da gredi,
Ec’h euz gouzanvet ar maro,
’vit ma c’halfenn mont da veuli
Ma C’hrouer ebarz en envo.

3.

Ma Doue petra a rofenn
’vit ar pez c’h ’euz groet em c’henver
Euz ma c’haloun rez ar goulenn.
D’id he roan, plij he c’hemer.

4.

Mes ar bed a zo ken tentus
Ha ken alies e troan!
Ma c’hrenva ’ta Zalver Jesus
Rag a vreman d’id n’em roan.


An ine alteret
10.8.10.8.

"Tour an Arvor"

Les partitions musicales sont temporairement désactivées.



2.

Dirag ar skeud euz da groaz beniget
Eo kouezet ma holl bec’hejou,
Nemert fallagriez ne m’euz kavet,
Er pez, gwech all, c’halven madou.

3.

Goude da c’hrasou e c’huanadan
Em c’haloun ra zeufont eta!
Neuze zentus euz lezen ma Doue
Me zeuio d’hen karout ive.

4.

Jesus Krist! te c’hell ober pep tra
Dreizoud eo an dezert bleuniet,
Da zorn a ra d’ar roz dont da vleunia
War ar bodou kazi sec’het.


Bro an envou

"Greg ar C’hroazour"

12.12.12.12
Les partitions musicales sont temporairement désactivées.


2.

An nor a zo digor, he vouez hon galv bepred,
An neb a ia dezhan, na ve ket pelleet.
Hen n’euz an tenzoriou euz a gaerder an env
D’ar minion ker Jesus demp holl eta hirie.

3.

Da c’hrasou ar Zalver n’en em galedomp ket.
Pa astenn he ziouvrec’h, demp eta d’he gavet.
Na zilerc’homp ket mui, tostaomp holl dezhan.
Ha ganthan ni ielo goude n’heur divezan.


Madelez Doue
12.12.12.12
Les partitions musicales sont temporairement désactivées.


2.

Peden an den gwirion vo he c’hloar gant Doue.
N’euz ’mert eur just hepken, hag ar just se eo Te.
Te a zeuas er Mab da gemer ar vizer;
Hag ar Mab se a zo en em c’hroet ma Zalver.

3.

Me eo ar c’hriminel, ha Krist c’houzanv em flas;
Ha gwalc’het en he wad, ma ine gavo gras.
Ha breman e ro din ar vuez eternel
Hag em c’hundu ive dre he Spered Santel.

4.

Euz skeuden dous an heol, euz Jesus ma Aotrou
En peb bro, en pep lec’h, me zur hen benigo!
Santout ran ma c’haloun o lampad, o krena
A fe, a garante. Plij Aotrou he leunia!


Jesus ar Zalver
8.8.8.8.

"Baron Jaouioz"

Les partitions musicales sont temporairement désactivées.


2.

Jesus, Jesus eo ar Zalver,
Deuit d’e gaout breman pec’her.
Hen a roio deoc’h ar vuez
Hag ar c’hras a zilvidigez.

3.

Bet sonj er Zalver grasius.
En em fizit holl en Jesus,
Hag o po ’r joa hag ar vuez
Dre he c’hras hag he drugarez.

4.

Karit Jesus dreist pep tra.
Roit holl ho kaloun dezhan;
Rag hen a garas ac’hanomp
Hag a c’houzanvas evid’omp.


Ar Bibl

"Diougan Gwenc’hlan"

8.8.8.8.


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.


2.

Ra n’em wellao ma ine
Ebarz e tiskadurezou,
Ha ma tremenin ma bue,
Fidel atao d’az lezennou.

3.


Beza zentus atao fidel
D’az giriou ha d’az lezen te,
Eo ar mad euz an Aviel
Ha? ar gwir virakl euz ar fe.


Traou ar bed
12.12.12.12.


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.


2.

Kalz a dud, ’barz ar bed, dallet dre ho fec’hed
A zispris traou an env, zo groet en ho andred,
Ho sonjezonnou holl barz en traou an douar,
Bete ma teu ar fin, ar maro, ar glac’har.

3.

Sonjal a ra an dud beva meur a vloaz c’hoaz
Atao var henchou fall, el leac’h var hent ar groaz
Mes dont a ra an heur red lezel traou ar bed
Kenkoulz hag he holl c’hloar, he vadou, he c’hened.

4.

O pebeuz maro trist evit an den difeiz
Pehini heul atao eur vuez fall, direiz!
En kenver Doue paour, pinvidik var douar
Serret e vezo outhan rouantelez ar gloar.

5.

Jésus hor Zalver mad, ro skiant demp ni holl
Da zastum tenzoriou, n’az afont ket da goll.
Neuze pa zeui ar fin, digoret vo an env.
Euruz vomp da viken gant an Aotrou Doue.


Ilis Jesus

"Deud oc’h a bell"

13.13.13.13.


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.


2.

Mes ennhi a zo kavet eur wezen fiez fall.
Justis an env a ro urz d’he distruja raktal.
Perag e choum hi ama, dispriz a ra va gloar,
Rag difrouez e choum bepred, he lam euz an douar.

3.

Aotrou, lez anezhi evit ar bloaz ma c’hoaz
Diskouez da garante, espern hi dre da c’hras
Labourat ’rin evithi, kaiz dispin vezo groet.
Ha ma na zoug ket a frouez neuze vezo troc’het,

4.

O! na ped ine difrouez en Iliz Jesus-Krist
Zo zalvet dre he beden euz tan an ifern trist
Selaou hirie ta pec’her, ha goulen gras raktal,
Rag an termen a dosta, ma troc’ho ’r blanten fall.


Tostat da Zoue

"Eun Deiz mad"[9]

13.13.13.13.
Les partitions musicales sont temporairement désactivées.


2.

Da eur feunteun brudet pell, eur vaouez a dostaz
Hep anaout ar Zalver, he druez hag he c’hras.
Deuet evit tenna dour, leun a bec’hed c’houero,
E kavaz eno raktal, dour euz eur feunteun veo.

3.

Komzou an estranjour-ze a dreuzaz he c’haloun,
Hec’h ourgouil oe diskaret dre druez, tra eston,
An donezon a Zoue zo brema, anat mad,
Brasoc’h oa ’n estranjour ze evit Jakob he zad.

4.

Raktal e redaz buhan da c’hervel tud kear holl,
Glac’haret oa o welet, re all o vont da goll
Deuet gwelet ’ta eun den, ar C’hrist, ar Zalver eo
Ganthan ema a-dra-zur, ar iec’hed an dour beo.

5.

Deuz Jesus, deuz ’ta da rei euz feunteun vad da c’hras.
An dour beo ze euz an env, ha tor hon zec’hed bras
Pa hor bezo-ni tanveet da beoc’h da garante,
Atao ’vidoud e vevfomp en tro pad hon bue.


Levr ar c’hras

"An Durzunel"

8.6.8.6.8.6.8.6.


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.


2.

Eun Doue hag a zo dre holl
Eun Doue holl wiziek.
P’hini hon mir da vont da goll
vea holl c’halloudek.
Leun eo meurbed a vadelez,
Parfet just ha santel.
Ha karget eo a drugarez
Mad tener ha fidel.

3.

Hen eo an Aotrou Souveren
Dreist an holl ha pep tra;
Hen eo ive ar sklerijen
Deud er bed d’hon frena,
En eur vervel vit hon pec’hed
E ra ouzomp brema
Bugale ganthan kemeret
’vit mont da vro ar joa.


Ar pardon

"D’ar vro bell"

7.6.7.6.7.6.7.6.


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.


2.

Doue bardon ar pec’hed.
Bepred hep rebechou,
Ar pec’her zo delivret
Ganthan euz he zrougiou.
Ober a ra an dra-ze
Dre eun doare glorius,
Dre he c’hras he drugarez
He Vab santel Jesus.

3.

Plegomp ’ta dirag Doue
Ansavomp hon fec’hed,
Gant keûz hag humilite
Ma vefomp pardonet.
Ha goude kaout ar pardon
Tridal rai hor c’haloun
Pa ez afomp dan envou
Da veuli hon Aotrou.


Ali ar Zalver

"El lan Melen"

8.8.8.8.4.4.7.4.4.6.
Les partitions musicales sont temporairement désactivées.
Les partitions musicales sont temporairement désactivées.



2.

Selaouet holl gomzou Jesus,
Komzou divin, dous grasius,
Komzou leun a ziskadurez,
A zisko demp-ni pep furnez.
An aviel etc.

3.

Selaouomp holl komzou Doue,
Gant doujans hag humilite
’vit ho fratika, hoc’h ober,
Rag kement-se eo hon dever.
An aviel etc.


Ar Vuez
8.8.8.8.


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.
2.

En em distak krenn euz ar bed
Rag eun devez e vezo red,
Kuitat madou, kuitat pep tra,
Lezel hon zud ’barz er bed ma.

3.

Ar mad unik a c’hoantaan,
Ez eo Jesus p’hini garan.
En kichen ma Zalver fidel,
E fel d’in choum bete mervel.

4.

Rag neuze me anve erfad,
E viro d’in ar pez vo mad,
Hag eun deiz ganthan da viken,
Ez in me d’an envou. Amen.


An Drinded

"Ar bugel lec’hiet"

8.8.8.
Les partitions musicales sont temporairement désactivées.


2.

An Tad hen deuz ni hon c’hrouet,
Ar Mab eo hen deuz hon zalvet,
Ar Spered Gloan hon zanteleet.

3.

Ra zeufomp ni ’ta a galoun,
Da Jesus-Krist vit kaout pardon,
Kent ma z’efomp dirag he drôn.

4.

Neuze veulfomp ar gwir Vesi
Ganet gant ar Werc’hez Vari,
Ha deud er bed ma d’hon zalvi.

5.

Gloar hag enor, da Oan Doue,
Dasprenet hen deuz hon ine.
Vit ma z’efomp ganthan en env.


Plijadur an ine

"Distro Marzin"

8.8.8.
Les partitions musicales sont temporairement désactivées.



2.

Sellet a ra var zu n’envou
En Doue a lak he sonjou ;
Ne vev nemert vit he Aotrou.

3.

Sonjal a ra bep deiz, bep noz,
Ken alies m’a da repos,
En gloar padus ar baradoz.

4.

Zur mad ez eo pa dremeno
Euz ar bed-ma var zu n’envou.
Da vont er gloar gant he Aotrou.


An Daerou

"Lez-Breiz"

9.9.9.
Les partitions musicales sont temporairement désactivées.



2.

Meritout a rez euz he goler
Az vrasa kastiz hag ar rustler.
El leac’h ze e ro d’id eur Zalver.

3.

Da c’hervel ra euz an esklavach
A ro ar bed d’id vit da bartach.
Hag e kinnig d’id eun heritach.

4.

danved paour, ni a oa kollet.
Mes Jesus zo deud d’hon c’hemeret.
Ra vezo he hano ’ta meulet!


Trugarez Doue

"Ened Rosporden"

13.13.13.13.
Les partitions musicales sont temporairement désactivées.


2.

Me wel atao va fec’hed dirag va daoulagad,
Evel eur gwal amezek, euz ma brezellekat
Na vezin biken salvet ma na rez va Doue
Eur mirakl braz em andred, en eur chanch va bue,

3.

Na wife den lavaret, na ped gwech, na da bed,
Ec’h euz te roet pardon euz a bep sort pec’hed.
Pardon, pardon eta d’in, brema evit biken,
Ma teuo prest va ine da skuba he anken.

4.

Va neta euz va fec’hed ha tremp mad va ine,
Peurneta c’houek va c’haloun ebarz da garante,
Neuze ganet a spered, me az heulio bemde
Hag eun deiz barz en envou, euruz e vezin-me.


Ar Spered Santel

"Ar Venac’h ruz"

13.13.13.13.


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.


2.

E oamp ni pell amzer zo o c’hortoz anezhan
Da zonet var an douar evit hon redima.
Eru eo an termen-ze ma vefomp delivret
Ganet ez eo evidomp, eil ferson an Drinded.

3.

An envou hag an douar zo n’em laouenaet,
Dre an donedigez kaer euz a Zalver ar bed,
An aele ebarz er gloar a zo holl triomfant
Hag a gan meulodiou da Roue ’r firmamant.

4.

Hon gervel a ra ni holl evit mont d’he gavet
Pa ez eo vit hon frena ez eo deud var ar bed.
Hon c’haloun ouzomp c’houlen, ’vit gallout choum ennhi
Kag glac’har braz hen defe ma ve kollet hini.


Ar Vretouned

"Finistere"

9.8.9.8.4.4.10.7.6.


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.


2.

Ra bellafomp ni eta hirie
Euz ar vrasa tevalijen
Pa zeu Jesus-Krist hon gwir Doue
Da zigas demp ar sklerijen,
D’hon dasprena etc.

3.

Ra bedfomp ar Zalver beniget,
Da zigeri demp hon c’haloun
Ha ganthan ni vezo pardounet,
Deud eo d’hon c’has bete he drôn
D’hon dasprena etc.

4.

Hag eun devez brema en envou
Ni en em gavo asamblez,
Rag Jesus-Krist dre he holl boaniou,
Zo deud da rei demp levenez,
D’hon dasprena etc.


Ar gristenien
12.12.
Les partitions musicales sont temporairement désactivées.

2.

Kanomp ni Bretouned, kanomp meulodi gloar. (bis)
Eo deud Jesus ama da rei demp ar viktoar. (bis)

3.

Kanomp ni kristenien, kanomp ni kalounek (bis)
Eo hon Zalver bepred eun Doue Galloudek. (bis)

4.

Kanomp ni pobl Doue, kanomp ni a galoun (bis)
Eo Jesus deud er bed, da ginnik demp pardoun. (bis)

5.

Kanomp da virviken, kanomp eta gant joa (bis)
Eo Jesus deud er bed evit hon redima. (bis)

6.

Kanomp eta laouen, kanomp ni deiz ha noz, (bis)
Eo Jesus deud er bed, d’hon c’has d’ar baradoz. (bis)


Gloar da Zoue

"Bale Arzur"

8.8.8.


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.


2.

Gloar bemdez, bepred da Jesus,
Hen eo ar Zalver grasius
Zo marvet ’vit ar maleurus.

3.

Gloar a galoun d’Emmanuel.
Hen eo ar gwir Zalver fidel,
N’euz roet demp an Aviel.

4.

Gloar ’ta bepred da Jehovah
Deud er bed-ma d’hon dasprena
D’hon digemer ebarz er joa.


Donedigez Jesus
8.8.7.6.


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.



2.

Joa d’an douar, Jesus a ren
Hen meulit-han gant hoc’h himnou,
Karout Jesus dle pep den.
Rei dezhan enoriou.

3.

Hen a ren dre c’hras ha justis
Hag a ginnig d’an holl boblou
Gloar, madou braz he Ilis
Ha peoc’h d’ho c’halounou.

4.

Tud kez! digemeret he c’hras
Ha deud holl da zenti outhan
Rei ra deomp eun tenzor bras
N’hen deuz netra dreist-han.


An esklavach

"Seziz Gwengamp"

8.8.8.8.


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.


2.

Leun a eun esperans joaus
E valeomp var zu an env.
El leac’h vefomp atao euruz,
En gloar, en peoc’h, en karante.

3.

Eno paouezo hon daerou,
Hon glac’har hag hon holl anken.
Eno pell euz an danjeriou,
E vefomp euruz da viken.

4.

Unanet d’ar Zalver fidel,
Dre ar garante ar bura,
E kanfomp ar gloar eternel,
D’an hini varvas d’hon prena.


Sellet euz ar C’hrist

"Ar breur mager"

13.13.13.
Les partitions musicales sont temporairement désactivées.


2.

Ar c’hoant vrasa em euz da virviken da garet
An eil ferson santel, adorabl euz an Drinded.
Rag Jesus gant karante en deuz va fardounet.

3.

Ia karante Jesus, te zo bepred admirabl
Ha na chanchi biken, mes bepred out desirabl.
Ra vezo ta meulet eur Zalver ken adorabl.

4.

Ra vezi, ma Jesus, enpad an eternite,
Meulet trugarekeet gant ar zent, an aele,
Ouzit ra choumo stag da virviken va ine.


Ar c’haera levr

"An Eostik"

8.8.8.8.
Les partitions musicales sont temporairement désactivées.


2.

Kelou mad ar zilvidigez
D’an dud pinvik ha d’ar beorien
D’an boll boblou euz a bep iez.
Hennez a dlefe peb den len.

3.

Hag en eur len ar Bibl zantel
Jesus hon benig ni bemde.
Ro demp ni da Spered Santel,
Vit ma hen ententfomp ive.

4.

Ra n’em zantelai hon ine
Dre da gelenadurezou.
Ha ma tremenfomp hon bue
O c’heuil atao da lezennou.

5.

Beza zentus, atao fidel,
D’az giriou ha d’az lezen te
Gant sikour da Spered Santel
Dle beza hor labour bemde.


Ar joa

"Bran"

8.8.8.


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.


2.

Hen n’euz pardounet ar pec’her,
Dre eur garante gwal dener,
Eo en em roet, hon Zalver.

3.

He sakrifis bet kemeret,
En ranson vit an den kollet
A ra demp beza pardounet.

4.

Pardounet kren gant hon Doue
Jesus hen deuz groet kement-se
Dre garante vit hon ine.

5.

Adoromp ’ta Roue ar gloar
Entre ma vomp var an douar:
Hen eo a ro deomp ar viktoar.


Ar genunvaniez

"Solomon"

8.8.8.8.


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.



2.

Dre ze eta n’euz demp roet
He holl faveuriou immortel.
Ra zeufomp en hon izeldet
Dirag ar gwir Zalver fidel.

3.

Deuomp eta gant Levenez
Da zigemer hon lod er pred,
Rag Doue en he vadelez,
A n’euz dreizhan hon dasprenet.

4.

Hon beoa dre da vadelez,
En pad ma pado ar pred ma.
Pa n’euz Jesus dre garantez
Hon fardonet ni holl dreizhan.

5.

Ra vo da Spered hon hini
Ha gra demp holl en em garet.
Aotrou, dre ’r ziniou ze roi
Da vugale vo anveet.


Plijadur an den

"Mari Vod"

13.13.13.13.


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.


2.

Eternite a walheur, hennez eo an termen
A zo meurbed estonuz pa na finis biken,
Bean da jamez nec’het, gant pep sort gwalheuriou,
Bean da jamez beuet en eur mor a boaniou.

3.

Mar fell demp brema, pec’her ha deoc’h-hu pec’herez
Pellaat euz eun nep gwalheur, klaskomp’ta ar furnez.
En em roomp da Jesus, sentomp euz he gomzou,
Hag e vefomp da viken, euruz ’barz en envou.

4.

Hirie ema an deiz mad, deiz ar zilvidigez,
Mar klevomp komzou Doue, sentomp outhei gant prez,
En em roomp a galoun, hirie d’hon gwir Zalver,
Ha prestik gant an aele, ni ielo d’hon bro gaer.


Ar zervicherien

"Kantik Brozaoz"

13.13.13.13.


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.



2.

Euz hon feurz e prometomp na ramp, na leverfomp,
Netra enep d’az lezen, biken na bermetfomp,
Ra na vo hini c’hanomp ken hardi, ken ingrat,
Da derri lezen Jesus, eur breur ken dous ken mad.

3.

Hed hon bue, hon Doue, hon zikour ni bepred,
Dreist pep tra euz hon fec’hed, hon diwal ni er bed,
Gant da zorn, O ma Zalver, ren bemdez hon ine,
Hag eun deiz n’ez baradoz ni ielo gant Doue.


Bêrder ar vuez

"Damon"

8.7.8.7.8.7.8.7.


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.


2.

Hini ’bet euz ’ho tud varo
Ne zeui d’ho kavet aman.
Mes c’houi war ho lerc’h a ielo,
Pa sonjfet an neubeuta.
Ho puez n’eo ’mert eur skeuden,
Euz p’hini ar vuander,
A dremen evel eur vleuen,
En eun deiz bihan ha ber.

3.

Mes kent ma sec’ho ar vleuen
Euz ho puez er bed ma,
Jesus-Krist Zalver souveren
A ginnig deoc’h, vit netra,
Pardon gratis leun hag antier,
Hep sikour den euz ar bed,
E kemero, hen, ar pec’her,
Dre he wad n’euz he brenet.

4.

En em roomp ’ta da Jesus,
Zo bet ken mad evidomp,
Ha ganthan ni vezo euruz,
Asambles pa n’em gavfomp.
Er vro drist euz an douar man,
E chomo hon glac’hariou.
Er baradoz leun euz a joa,
Da viken ni a gano.


Nozvez tefel ar vuez

"Breiz"

12.12.12.12.


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.


2.

Goude labourat stard enep an avel grenv,
Jesus n’em dostaez, var ar mor, o vale
Dre n’hen anveent ket oe ’n ’ebestel spountet
Mes Jesus laraz dei: Me eo, na spountet ket.

3.

’Vel diskibien Jesus, omp nec’het noz ha de,
Glac’hariou braz a c’houez evel an avel grenv,
N’euz hini barz en env, na zoken var douar,
Hell sioulaat an arne, nemert mouez ar C’hrouar.

4.

Euz an holl glac’hariou ha tristidigeziou
Eur gir a beurz Jesus, zur mad hon delivro,
Gant Jesus en he vag, hep ma vo mar ebet
E teufomp iac’h d’ar porz, drezhan vefomp salvet

5.

Kristenien pedomp stard, en kreiz hon holl boaniou
Sikour zeuo raktal; derc’hel ra he gomzou
Tav brema ha bez sioul, vezo laret d’ar mor
En baradoz Doue hor bezo dor digor.


Jesus den
8.8.8.8.

"Genoefa"[12]


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.



2.

Deuz ha konsol Spered divin
Da ’labour tost d’ar re vortel,
Eo ober dei tanve er fin
Komzou ar vuez eternel.

3.

O Jesus te a c’hell pep tra,
Dreizout eo an distro fleuriet,
Da zorn ra d’ar roz parisa
Var ar bojou kazi sec’het.

4.

Anaout rez ma simpladurez,
Deuz d’am nerza eta bemdez,
Dre da vadelez skoazellet,
Ez heulin bete fin ar bed.


Remerk.


Toniou an hymnou varlerc’h a zo diakouezet el levr ma evelhen:

C.C a zinifi "Chants Chrétiens"
C.E.D » » "Chants des Ecoles du Dimanche"
M » » Recueil "M 'All"
S » » Recueil "Sankey"
R » » Recueil "Réveil."


Remarque.


Les airs des hymnes suivants sont indiqués dans ce livre par les abréviations:

C.C qui signifient "Chants Chrétiens"
C.E.D » » "Chants des Ecoles du Dimanche"
M » » Recueil "M 'All"
S » » Recueil "Sankey"
R » » Recueil "Réveil."


67. Confians en Doue
7.6.7.6.7.6.7.6. — C . E . D. 67.


1. Aotrou, ’barz em holl boaniou,
Er C’hrist eo e sonjan.
Gortoz ran euz he nerzou
Ar iec’hed a glaskan.
En divrec’h eun Tad tener
Ez oun en em daolet,
En he c’hras me a esper,
Rag hen n’euz ma frenet

2. Ine aonik ha dister,
Perag n’em drubulia,
Pa ’z oud breman d'ar Zalver.
Penaos c’helles krena!
Lez da vugale r bed man
Ar zoursi, an daerou,
Krist, war bhini n’em harpan.
N’euz douget ma foaniou.

3. Piniet war zu an envou.
Krist n’euz ket prometet
Euz ar bed man ar madou
D’he vrasa minioned.
Vit nep zo gant Krist karet
An aour zo re dister ;
He unan eo n’em roet.
O pebeus tenzor kaer!

4. Eurus bras en em gavan.
Pa ’z oun gant Krist karet:
Gout ’ra pa huanadan
Pegouls ven glac’haret.
Destum a ra ma daerou.
C’hoantat ra ho zorcha.
N’em eus ket a c’hlac’hariou
N’he e c’helfe diboania.


68. Peden d’ar geuzidigez
8.7.8.7.8.7.8.7. — C.E.D. 29.


1. Aviel Jesus me heulio
Ha dont a res ganen me?
Jesus-Krist eo hor c’hennerzo
Petra ri te ken aze!

Er baradoz bro hor zalver,
Hor c’herent ni a gavo,
Hast buhan eta dilerc’her,
Hor gwir vro a zo eno.


2. Araog deomp ni, Bretouned ker,
Zo eat kalz tud d’ar vro ze.
Mari Madalen hag eul laer
A oa lod euz ar re-ze.
Er baradoz, etc.

3. Gant Doue int bet distroet.
Digemeret en he c’hloar;
Deomp ni ar memeus tra vo groet.
Pa guitafomp an douar.
Er baradoz, etc.

4. Ne gasomp ket ’ta da warc’hoaz
Ar pez offer deomp hirie,
Pa zigor Jesus dor ar c’hras,
Demp ni en hi hep dale.
Er baradoz, etc.


————


69. Karante Doue
11.10.11.10.9.9. — C.E.D. 20.


1. Breudeur tostaet, Bretouned euz ar vro ma,
Ha c’houi glevo ganemp ar gwella tra;
Eo Jesus Krist, 'vit hor pec’hejou marvet,
Abalamour d’emp da veza zalvet.
Breudeur, breudeur, tostaomp dezhan.
Breudeur, breudeur, sentomp holl outhan.

2. Komzou Jesus, euz a levr an Aviel,
A zisk d’emp hent ar vuez eternel,
Dre garante, omp pardounet gant Jesus,
He vadelez c’hoanta vefemp evrus.
Breudeur, bredeur, kleskomp he c’hrasou.
Breudeur, breudeur, lennomp he gomzou.

3. Dre garante, ez a en hon ineou,
Dre garante, e walc’h hor pechejou,
N’eur chanch hor stad, e ra euz eun den pec’her,
Eur bugel mad, unanet d’he Zalver.
Breudeur, breudeur, kleskomp he c’hrasou.
Breudeur, breudeur ’n’em geromp atao.


————


70. Ar baradoz
8.8.8.8.3.8.3.8. — M. 98.


1. Breur, pa vo da ine skwizet,
Sonj en rouantelez an env,
Ra vezo da galoun zavet
Bemde war zu bro da Zoue.
War zu ’n’env, (bis)
O sonj en baradoz Doue;
War zu ’n’env, (ter)
O sonj en baradoz Doue.

2. Ar baradoz eo da wir vro,
Ac’hane zur out-te bourc’his;
Jesus-Krist eo az souteno,
Pa out-te mempr euz he Ilis.
War zu ’n’env, etc.

3. Eno kendalc’hi da vue,
En kreiz an imortalite,
Justis hag eur-vad gavi-te,
Fleuriet er gwir eternite.
War zu ’n’env, etc.

4. C’hoaz eun nebeut epreuvenno,
Goude buhan a dreuz da ve,
Er baradoz te lugerno,
Eun deiz hep fin, gant da Zoue.
War zu ’n’env, etc.


————


71. Maro eur bugel bihan
7.7.7.6.7.6.7. — C.E.D. 61.


1. Bugel bihan ha dister,
Galvet oun gant ma Zalver
Da vont en he varadoz.
O me zo gant Jesus
Breman ha bepred eurus!
En kichen ma Doue
Ho kortoz a ran ive.

2. Dre ma em bije kresket
Pec’hi ziouas mije groet
War ar bed foll deiz ha noz.
O me zo, etc.

3. Tad ha mam, mar em c’hredet,
Glac’har zur deoc’h mije groet
Troublet mije ho repos.
O me zo, etc.

4. Ar gwella den war ar bed,
Gant Krist renk beza armet
Pe zur a gollo he goz.
O me zo, etc.

5. Ne skuliet ket ho taerou
War-n-oun na war ma maro,
Eat oun ’barz er baradoz
Ha c’houi vo gant Jesus
Mar keret ive eurus.
En kichen hon Doue
Ni ’n em gavo adare.

6. Ken-a-vezo ’ta hirie.
En em roet da Zoue
Ha c’houi zeuo er repos
O ni vo gant Jesus
Da viken neuze eurus!
Ha Jesus hon Aotrou
Biken ken n’hor separo.


————


72. Deiz ar repos
4.4.7.4.4.7. — C.E.D. 30.


1. Deiz an Aotrou,
Hor c’halonou
Zo digor d’ar sklerijen;
Deiz solennel.
D’an Eternel,
Kensagr eta ma feden.

2. Doue nerzus,
Madelezus,
Ezom em euz euz da c’hras;
Ma sklera me!
Souten ma fe!
Dont a ran da glask da fas!

3. Da wirione,
Da garante,
A vrill ebarz ez komzou,
Int a gelen,
Hag a souten
Hon c’hamejou d’an Aotrou.

4. Me glev da vouez;
Da o’hir ivez,
N’en d’eo ket zur re diez,
Deus d’he c’hravi
D'he gonservi.
Ennomp dre da vadelez.

5. Da Spered te,
O gwir Doue!
A choum en hon ineou;
Da garante,
Ha noz ha de
Hon devor euz da flamou.


————


73. Gloar an env
8.7.8.7.8.7.8.7. — C.E.D.70.


1. D’in ez eo prometet ar gloar
Ha d’am gwir vro ez in me,
Selaouet eta ma histoar
Ha karante ma Doue.
Jesus eo ma minioun brasa
D’in souten n’euz prometet,
Jesus am c’har, hen a garan
’Vel eur pastor he zanved.

2. Maro e oan me em mizer,
Hep Zalver, kreden na fe,
Eun deiz e oueiz, o mister!
Oa Krist marvet em flas me
Jesus eo, etc.

3. He sklerijen o lugerni
A reaz d'am c’haloun distrei
Ha ma c’hoant vras me eo brema
Distrei reou ail dezhan,
Jesus eo, etc.

4. Tremenet dre veur epreuven,
Aboe m’az oun me dezhan;
Atao m’eus gwelet ar breuven
Euz he garante vrasa,
Jesus eo, etc.

5. Brema eta, Zalver fidel,
Ma leuin me a garante,
Beoa c’hanoun euz eur gwir zel
’Vit ma ez heulin bemde.
Jesus eo, etc.


————


74. Gloar Doue
7.8.7.8.7.7. — C.E.D. 4.


1. Doue bras, ni az meulo,
D’it-te ni gano kantikou.
Ni a enoro Doue
A unvan gant an holl aele.

D’an daoulin dira-z-out-te
Ni az c’hador, hor Roue.

(bis)


2. Saveta da bobl, Aotrou.
Ha bennig da holl heritach,
Ma po gloar hag enoriou
Dre bep bro evit da bartach.

Kas ’c’hanomp gant karante
Gan-ez da repos en env.

(bis)


3. Da ren a beoc’h ra zeuo
War ar bed man eta gant gloar.
Adalek breman hag atao
War ar mor ha war an douar,

Ra vo pleget an daoulin
En hano Jesus er fin.

(bis)


4. Gloar c’hoas d’ar Spered-Santel,
Gloar ive d’an Tad eternel.
Gloar da Jesus-Krist Zalver,
Hor gwir bried hag hor breur ker.

Dre holl he wir garante
A bad eun eternite.

(bis)


————


75. Beach ar c’hristen
10.10.11.11.10.10. — C.E.D.88.


1. Doue hor galv, demp en hent ta joaus
War zu bro ar sperejou evurus.
D’al lec’h evid-omp ’ma Jesus o pedi
Euz ar gloar paduz eo honnes hor bro-ni.
Doue hor galv, etc.

2. Noz tefal ar bez ha flernni bras ar maro
Ne c’helfont hon diskar gant ho sponchou,
Evid-omp Jesus hen deus bet ar victoar,
Ia dre ar bez eo hor c’haso ni d’ar gloar
He vouez a lavar de-omp: „Deud joaus,
War zu bro ar sperejou evurus.”

3. Pez son divin en env a glevan me!
kaera joa, ha brasa karante!
Himnou an holl zent. O kaera meulodi
A lak ar brasa joa n’hor c’halonou-ni
Doue hor galv en hent eta joaus
War zu bro ar sperejou evurus.

4. Ren ac’hanomp gant da Spered, Aotrou,
D’az meuli disk eta hor c’halonou.
Deuz, o Jesus, ze c’hoanta da re brenet
Digor d’hor faziou an douar prometet
Eno unanet e vefomp joaus,
Honnes eo bro ar sperejou evrus.

5. An deiz a dosta en p’hini ar bed ze
A ia d’hon lakat euz taol Oan Doue.
Eno, ken a wel, ken a gaon na daerou,
Na pec’hed, na poan, na tristidigeziou.
Eno atao, e vefomp holl joaus
Ebarz en bro ar sperejou evrus.


————


76. Eun hent distro
8.7.8.7.8.8.7. — C.E.D. 60.


1. Dre eun hent ken dizarempret
Beajourien, pelec’h it?
Entrezek eur vro gempennet
Gant ar a welit
Dreist pep plenen ha peb mene

Ni ia da varadoz Doue
Ha dont ret ganemp ive.

(bis)


2. Ebarz en eur vro zo ken pell
Tud keaz petra a glesket?
Eur gurunen zo immortel
Gant ar C’hrist deomp vo roet.
Eno atao en he bresans

Hep skul daerou na tam souffrans;
Deud ganemp di minioned.

(bis)


3. Gwal dister ez eo ho panden,
Ha danjeriou a gevfet?
Diwallet gant ar Souveren
He ael vo ganemp bepred.
An Eternel hon diwallo

Ha Jesus-Krist hor c’hunduo
Deud ganemp di minioned.

(bis)

 
4. Ha plas awallac’h a gavfomp
Er palez kaer ze ’vid-omp?
Ia hirie c’hoaz dre garante
Eo digor dor ar palez.
D’ar vammen euz ar gwir vue

Oc’h-hu c’hoaz pedet gant Doue;
Deud minioned, n’he balez.

(bis)


————


77. Ar verjeri
9.8.9.8.9.8.9.8. — C.C. 110.


1. Ebarz ez perjeri, o Jesus,
Kas eta da zerviekerien
Ha mir da Ilis karantezus
A enep hec’h adversourien.
Ra zeuio bugale ar goulou
O veza leun euz da Spered
D’en em garout ebarz er broiou
Bete n’ deiz ma vi distroet.

2. Ha goude ze adsavet en gloar,
Ar zent ha da holl re brenet
A c’honezo nerzus ar vietoar
En eur gontempli da vrasted.
Ker pur ha ma ez eo an aele
Unanet d’az Tivinite,
E kanfomp meulodi da Zoue,
Leun a joa hag a garante.

3. Ra zeufomp ni holl da esperout,
Kristenien, poblou ar Zalver;
Da labourat gant eur gwir c’hallout.
N’em roomp ’ta d’hor Redimer.
Ha prest ebarz er gloar eternel
Vefomp unanet da Zoue.
Tremenomp ’ta hor bue mortel
En fe, en peoc’h, en karante.


————


78. An Aviel
8.7.8.7.7.7.8.7. — S. 49.


1. En Aviel em euz kavet
Ar berlezen a glasken.
N’he c’hichen holl vadou ar bed
N’int netra nemert poultren.
O perlezen brisius,
Te a rent an den eurus.
Meulomp Doue a greiz kalon
’Vit he gaera donezon.

2. Pa valeen eni dallente,
Evel Sol war hent Damas,
An Aviel, gant nerz Doue,
D’am spered a lugernas.
O perlezen, etc.

3. N’oun ken aboue ar memeus den
Gant ar joa zo em ine
Kavet em euz ar sklerijen
Lec’h ar maro ar vue.
O perlezen, etc.

4. An douar man a dremeno,
Mes biken gir Mab Doue,
Ha pa eo laret n’he gomzou,
D’an env ganthan ez in me.
O perlezen, etc.


————


79. Nedelek
8.5.8.5.8.5.8.5. — S.I.


1. En Bethlehem, kearig dister
Er zioula nozvez
Gant pastored er parkeier,
Burzud n’em gavez.
N’ho pezet ket aon pastored,
Dei oe lavaret,
En kear David, ema ganet
Krist, Zalver ar bed.

2. Ar bastored, war ho genou
Oa en em daolet,
Gant ar spont en ho goaziou
Komz na c’hellent ket.
Dei adare oe lavaret;
Jesus zo ganet,
En eur c’hraou dister e kavfet
Gwir Zalver ar bed.

3. Kerkent e klevjont o kana
Eur vanden aele:
Gloar da Zoue en huela
Er gwella doare.
Ajouti reaz an aele
A beurz ar C’hrouer:
Euz a Zoue ar volonte
Eo Zalvi ’r pec’her.

4. Petra zinifi kement ma?
’Me ar bastored,
Sklerijen, aele o kana,
Demp-ni da welet.
Neuze eun ael dei a laras:
Jesus a gavfet
En eur manjouer, bihan c’hoas,
Ema mailluret.

5. Kavet ho devoa ’ta eno
Ar C’hrist prometet.
Ar Zalver mad, ho gwir Aotrou,
Dasprener ar bed.
En-han vo brema ho c’hreden
En pad ho bue,
Karout raint ar bugel bihan
Ho Zalver ez e.


————


80. Bro Kanaan
10.9.10.9.8.7.10.9. — C.E.D . 66.


1. En hent, en hent! kerzomp da Ganaan;
Baleomp dan douar prometet;
Hastomp-ni eta, baleomp buhan;
Achuomp al labour komanset.
O Kanaan, bro ar Zalver!
Bro ma Jesus, ô bro gaer!
Eurus e oar d’en em welet bemdez,
Taostoc’h euz ar gwir rouantelez.

2. En hent, en hent! d’ar blasen diveza
A achu ar redaden ama.
Tud, minioned, gant hast, hag hep dale!
Ha prest ni vezo barz en ti Doue.
O Kanaan, etc.

3. En hent, en hent! ô Roue an envou!
N’eur offr ar meaulodiou kaer ze,
hon himnou santel, hag hor c’hantikou,
N'em unano da re an aele.
O Kanaan, etc.


————


81. Ar Zoudarded
7.6.7.6.7.6.7.6. — S.15.


1. En ho sa holl vugale,
Bretouned Breiz-Izel,
A greiz ho kalon hirie
Kredet d’an Aviel.
Gant ho tadou ho mamou
Sentet holl euz Jesus,
Hag eun devez en envou
C’houi a vezo eurus.

2. Bezomp zoudarded nerzus
Da Jesus hor Zalver,
Hag euz a galon joaus
Servichomp hor Mestr ker.
Euz a victoar en victoar,
Nep hen heul a ielo,
Atao dre hent ar victoar
Jesus zur hor c’haso.

3. Deus ganen eta minion
Petra ri ken aze?
En em laka a galon
’Vel d’oun en he arme.
Heuliomp lezen ar Zalver
’Despet d ar Waperien,
Pardoni ra ar pec’her
A zent euz he lezen.

4. An drompil a zon skiltrus
En hor za Bretouned,
En em gannomp kourajus
A enep hor pec’hed
Mar be drouk an enebour
Bezomp krenv ha nerzus
Deomp e vo roet sikour
Hep mank zur gant Jesus.

5. A galon ’ta, a galon
Gourenomp hed an de
Demp eta ma gwir vinion
Da vro ar garante.
D’an noz taolfomp an armou
Euz treid hor gwir Roue
Goude gwela ni gano
En baradoz Doue.


————


82. Assurans en Jesus
5.6.6.5.8.6.8.5. — S. 72.


1. Ennoud, ô Jesus,
En da c’hir prisius,
E kavomp ar vammen.
Euz eur gwir joa d’an den.
Alleluia, demp d’hen meuli,
Alleluia. Amen!
Alleluia, demp d’hen meuli,
A galoun laouen.

2. D’an nep a oar len,
Eo ken pur he lezen,
Ken a sant an ine,
Ma krog en Gir Doue
Alleluia, etc.

3. Ne glaskin biken,
Mestr all ’bet d’am c’helen,
Rag pardon d’am ine,
A ro d’in ma Doue.
Alleluia, etc.

4. Tan he garante
N’euz nerzet va ine,
Torret net va chaden,
Skubet kwit va anken.
Alleluia, etc.

5. En em lekomp ’ta
D’he heul er vuez-ma,
Ha kanomp a galon,
Bemdez dirag he drôn.
Alleluia, etc.


————


83. Dever bugale Doue
9.10.11.8.11.10.9.8. — C.E.D. 49.


1. En peoc’h eo e klees te beva
Bugel Doue ha diskibl d’ar Zalver.
Dre he Spered da ine gle lien heul ta,
War an hent dimeus an douster.
Mor zav ’nep d’id eun dra bennag a offans,
Mar bez kaseet ha persekutet
Zer da galoun eta d’ar venjans,
’Vel da Zoue klees karet.

2. Pell ouz-it an holl gasoniou
Hag an holl dispriz atao distroet,
Soufr er zioulded an dismegans, ar poaniou,
Hep ourgouil, bez izeleet.
Ia ’vid Jesus, ’vid ar Roue tener ze,
Reseo an taol ’r muan humiliant.
Er bete ’r fons ar c’hop c’hoero-ze
’Vel da Zoue bez pasiant.

3. Ne anaveez ket he c’hras ’ta
Hag a bec’hed hen deus d’id pardonet!
Evel se biken ne zeu da skiuza
En kenver da enemiet.
Mar d’int digar ha mar kresk ho injustis,
Euz da vadelez digor an or dei
Mar d’int faeuz, mar kresk ho malis,
’Vel da Zoue pardon c’hoas dei.

4. N’eo ket ouz-it hen deus kas ar bed,
Euz ar C’hrist eo p’hini n’anveont ket
O klem anhe ho mizer zo bras meurbet!
Enep Doue int ’n’em zavet.
Asten da zorn dei war bord ar presipis;
Mar d’int kwezet, red ha zouten anhe.
Ha ’vid kastia ho injustis
Evel da Zoue gra vad dei.


————


84. Ar vuez
6.6.6.6. — “Kantik ar baradoz.”[13]


1. Estranjour er bed-man,
D’in an env eo ar gear.

War ar bed ne gavan,
Nemert poan ha mizer.

(bis)


2. Glac’har ha trubulio,
Am c’hench a bep koste,

An env eo ma gwir vro,
D’in ar gear eo an env.

(bis)


3. C’hoaz eun nebeut deiou,
Hag en bro ma Zalver,

Me n’em laouenao,
Rag d’in ’n env eo ar gear.

(bis)


4. ’Velse ne glemmin ket,
Biken var ma Mizer,

Groet d’in vel ma kerfet,
D’in an env eo ar gear.

(bis)


5. Eurus eno vezin,
En tu deou da Zoue;

Hag er vro ze vevin,
Rag d’in ’r gear eo an env.

(bis)


6. Eno glorifiet,
En kichen ma Zalver,

Eurus e vin rentet,
Rag d’in ’n env eo ar gear.

(bis)


7. Gant ma c’herent eno,
Ha gant pobl ar Zalver,

Eurus me n’em gavo,
Rag d’in ’n env eo ar gear.

(bis)


————


85. Doue a zo sklerijen
8.7.8.7.6.7. — S. 56.


1. Eternel, Aotrou hon Doue,
Te a zo gwir sklerijen,
Ro d’am spered eta hirie,
Nerz da gompren da lezen.
Tad santel — Eternel,
Ro d’in da Spered Santel.

2. Ma c’hellin kompren ar c’homzou
Euz da Vab Santel Jesus,
Hen deuz diskleriet d’ar boblou,
Evit ho lakat eurus,
Ha pere — m’euz kavet.
Ra vo da hano meulet.

3. Eur c’helou mad c’heuz diskleriet,
Dre urz an Tad Eternel,
Hag em euz he gavet skrivet
En da Aviel santel.
Komzou mad — grasius,
Diskleriet demp gant Jesus.


————


86. An dimezi
7.8.7.8.7.7. — C.E.D.4


1. Eun urz eo an dimezi,
Gant ar C’hrouer eo ordrenet.
Multiplia ha kreski,
D’hor zud koz ni a oa laret.

Goulennomp digant Doue
Benniga ’r re a zime.

(bis)


2. Euz an env, Tad eternel,
Doue leun euz a garante,
Bennig ’ta da zaou vugel
A zeu dirazout te hirie.

Lak da Spered ’n ho c’halon
Ha bennig ho union.

(bis)


3. Bez ho nerz, ho sklerijen,
En pad holl deiziou ho bue,
Gra d’hei heul da wir lezen
Ha kresk meurbed ive ho fe

Evit ma talc’hfont huel
Drapo kaer an Aviel.

(bis)

 
4. Mar bec’h klanv ha glac’haret
Pe dre ar gwalheur eprouvet,
En Doue ar peoc’h klasket;
Dalc’hmad ho taou ’n em zoutenet.

Ha Doue ho silaouo
Ha zur Hen ho frealzo.

(bis)


————


87. Ar vuez zantel
8.8.8.8. - R.20.


1. Heuliomp lezen an Aviel
Dre eur gundu vad ha zantel;

Greomp pep seurt mad oberiou
Meulomp Doue bete ’r maro.

(bis)


2. Red mouga ’r gwal basionou,
Diwall mad ’rag pep pec’hejou,

Hag ober hon holl deveriou
pratika ’n holl vertuiou.

(bis)


3. Neuze e rentomp peb enor
Dirag an holl d’hor Redemptor;

Pa ren gras Doue er galon,
Dre euvrou mad, devosion.

(bis)


4. Er c’his-se e kleomp beva
Gant eur joa bur euz ar vrasa,

O c’hortoz hor Zalver Jesus,
Dre esperans vad hag eurus.

(bis)


5. Rag Hen zo bet krusifiet
D’hon delivra euz ar pec’hed.

Ha da vonet ganthan er gloar
Pa, zeuio c’hoas war an Douar.

(bis)


————


88. Kleier an Aviel
7.7.8.7.6.7.8.7.6.6.6.7. — S.381


1. Kleier ’n Aviel a zon
War douar, euz mor da vor
Ho kaera gras ’vit peb Breton !
Ho c’hlever ive ’n Arvor.
En ho iez e leront:
’N’euz Doue karet ’c’hanomp
Zon ha brala krenv a reont
E vomp euruz rnar keromp.
O kleier! zonet kre
Ar c’helou mad en Arvor
Ha zalvet vo neuze
Nep dezhan roio digor.

2. Kleier ’n Aviel hor fed
Da eur pred fichet d’an holl
Hastomp eta dezhan monet
Hag en em lakat euz taol.
Krist eo bara ’r vue
Debr out-han, den marnaonet
Ruz gant da bec’hejou out-te
Net ’vel gloan gwen vi laket.
O kleier! etc.

3. Kleier ’n Aviel lavar:
Vezo prest zerret an or
Dre ze kement kalon digar
Euz a holl dud an Arvor.
Vano er meaz ar gont,
Privet a veuziou Doue
En diaveaz lezet vefont
Ha kollet vo ho ine.
O kleier! etc.

4. Kleier ’n Aviel joaus
Hor fed ni, Bretoned ker
Da vonet da gavet Jesus,
Pehini eo hor Zalver.
Hep dale silaouomp
Eur beden zo ken tener
Hag eurus er gloar e vefomp
Eun deiz gant hon Dasprener.
O kleier! etc.


————


89. Jesus, refuj ar pec’her
6.6.8.6.5.5.7.6. — S.10.


1. Klevet a ran, Aotrou
Da c’hir ker prisius
Zo proklamet d’an holl boblou
Gant hor Zalver Jesus.
Mont a ran Aotrou,
D’as kaout te breman.
Ra gerzin en da gomzou,
Bete ’r fin divezan.

2. Bec’hiet ha skuizet oun,
Karget a ezomou;
Mes gan-id-te ’ma ar pardon,
Remed hon ineou.
Mont a ran, etc.

3. N’emeus ket a arc’hant
’Vit prena da c’hrasou,
Mes ’vit netra da nep n’eus c’hoant
E roes da vadou.
Mont a ran, etc.

4. Bransellet, trubuliet,
Gant superstitionou,
N’emeus kavet peoc’h d’am spered
Nemert en da gomzou.
Mont a ran, etc.

5. Eur pec’her dirazoud
En em zanten barnet.
Mes en da c’hras ’man ar galloud
Hen deus ma delivret.
Mont a ran, etc.

6. Da biou ec’h ajen me
Jesus Emmanuel!
Gan-id ’man zoursen ar vue:
Komzou an Aviel.
Mont a ran, etc.

7. Ra zeuio ’ta peb den
Da lenn da Aviel
Ha neuze gant kalon laouen
E laro ’vouez huel:
Mont a ran, etc.


————


90. Ar peoc’h
8.7.8.7.7.7.7.6. — S.49.


1. O c’houi pere c’heus ket ar peoc’h
Deud Jesus deoc’h hen roio.
Evit biken hag atao deoc’h
Ho pec’hed a bardono.
Er galon, pa vez Te eet
A leuniez a joausted;
Ne sonj ken en dra spontus
Bevomp ’ta vid Jesus.

2. C’houi pere a goue bep kamet,
Deud Jesus ho kennerzo
Mar karet monet d’he gavet,
He heul bemde c’houi c’hello.
Er galon, pa vez Te eet
A leuniez a eurusted.
Dre he renta gwal joaus.
It eta da Jesus.

3. C’houi pere gren aben warc’hoas
Deud Jesus ho kelenno,
Ouspen he zorn a roi deoc’h c’hoas
’Vit mont da heul he gomzou.
Er galon pa vez Te eet
A leuniez a joausted
Ne chomet ket argredus
Demp eta da Jesus.

4. C'houi holl pere a zo pelleet
Deud Jesus n’eus ho karet
Evit he holl zenved kollet
He unan eo n’em offret.
Er galon pa vez Te eet
A leuniez a joausted,
Dre da oad meurbet prisius,
Gloar eta da Jesus.


————


91. Nedelek
7.6.7.6.7.6.7.6. — C.C.18.


1. O Doue a garante,
Petra zo aruet,
En nosvez euz a hirie,
Petra zo ’n’em gavet?
En Bethlehem, kear Juda,
Eur bugel zo ganet,
En eur c’hraou an distera,
’Ma Redemptor ar bed.

2. Araog donet er bed ma,
Nevoa he dud klasket,
Plas en tiez d’hen loja,
Dre holl oent refuset.
Daou loen hag eur manjouar,
Eun dornad plous ha foen,
En eur c’hraou an distera,
Ro plas d’ar Souveren.

3. Pebeuz burzud kristenien,
Er bed hen deuz krouet,
Plas ebet ne roje den,
D’ar Christ, Zalver ar bed!
Ganthan ne oa ket a aour,
Arc’hant, na dillad kaer,
He vam a oa eur plac’h paour,
Kalve, he dad mager.

4. Aboe an amzer goz-se,
An dud n’int ket chanchet,
Aviel Jesus hirie,
Gant kalz zo refuset;
Gwell eo ganthei enoriou,
Bombans, faos pedennou,
Evit en ho c’halonou,
Loja Bugel ar c’hraou.


————


92. Ar vadiziant
8.7.8.7.8.7.8.7. — CE.D.70.


1. O Jesus-Krist, da gomz santel
Eo ar bura gwirione,
Ganthi, welomp an Aviel,
Ken skler vel ma eo an de.
Heuliomp ’ta lezen hoz Zalver,
En despet d’ar oaperien;
Hen eo a bardoun ar pec’her
A heulio mad he lezen.

2. Da bep pec’her, hag a zistro
Euz Doue, euz he Zalver,
Pardon gratis te a roio,
Lezet c’heuz ganthan eur skouer.
Heuliomp ’ta, etc.

3. Sîn gweliabl distro ar pec’her,
Eo en dour beza plonjet;
Vel ma oa Doue hor Zalver,
Gant Ian pa oe badezet.
Heuliomp ’ta, etc.

4. Goul a rez kenient se ouzomp,
Vel merk a zentidigez;
Euz da lezen p’he c'homprenomp,
Ne dleomp jamez kaout mez.
Heuliomp ’ta, etc.

5. An Aviel a lavar deomp
„Plonji re gred en Doue“ ;
Mes ennhi, netra ne gevomp
War badezi bugale.
Heuliomp ’ta, etc.


————


93. Bro an env
9.8.9.8.6.8.6.7. — C.E.D.148.


1. O kaera bro a zo en envou,
Hep pec’hed, hep poan, hep glac’har,
Eno pobl Doue a gan himnou,
Unanet da aele ar gloar.
Demp-ni holl, demp-ni holl,
Demp da vro gaer ar bromese;
Demp-ni holl, demp-ni holl
Demp da varadoz Doue.

2. Honnez eo bro ar gwir sklerijen,
Ar gwir beoc’h, hag ar gwir repos;
Eno gloar Doue ar gristenien,
N’he balez a vrill deiz ha noz.
Demp-ni holl, etc.

3. Er gear zantel ha beniget se,
Luc’huz a aour hag a gristal,
E kresk meurbet gwezen ar vuez,
Outhi Jesus bella pep gwal.
Demp-ni holl, etc.

4. Honnez eo bro ar gwir bromese
A ra ar feiz demp-ni gwelet;
Ha, deuomp ’ta da veuli hirie
Jesus da veza hor frenet.
Demp-ni holl, etc.


————


94. Ar baradoz
8.7.8.6.7.7.8.6. — 6.6.6.6.7.7.8.6.


1. Pegoulz welfomp-ni Bretouned,
Gwir vro hor Zalver Jesus?
Pa sentfomp bemdez ha bepred
Euz he C’hir gallouduz.
D’ar baradoz omp galvet,
Gant hor Zalver beniget.
Kleskomp ’ta brema deiz ha noz,
Gwir hent ar baradoz.
O kaera eurusted,
Eurusted, eurusted,
O kaera eurusted!
Eno deomp zo offret;
En kichen hon gwir Doue,
Ha gant he holl vugale,
Ni gano joaus da viken
Alleluia! Amen!

2. Pegen kaer e vezo eno,
Kaout hon zud gant an aele!
Tridal a ra hon c’halounou,
Pa sonjomp mad en ze.
Hon mouez unanfomp ive
Da hini an holl aele;
Hag holl neuze kanfomp joaus,
Eur c’hantik da Jesus.
O kaera, etc.


————


95. Jesus a Nazareth
8.8.8.8.8.8. — S.20.


1. Perag an drouz a glevan me
’Barz er gear vras a Jericho,
Daoust petra a zo a neve
Ma tired ar bobl tro war dro?

Hag an holl ho deus respontet:
Tremen ra Jesus a Nazareth.

(bis)



2. Jesus, ha piou eo an den ze,
Ma red an holl ’vid hen gwelet,
Eur paour hag hen ’n euz kalite
Ma vo an holl rag-han pleget?

Hag an holl ho deus respontet:
Tremen ra Jesus a Nazareth.

(bis)



3. Jesus! heman eo an hini
Neuz ’vid omp paeet ar ranson
An holl digant-han, dre bedi
Ho devoa iec’hed ha pardon.

Ar gomz se e karfen klevet:
Tremen ra Jesus a Nazareth.

(bis)



4. Dont a ra c’hoas dre he gomzou
Da ober an dro d’an Arvor.
Merk he dreid zo war hon henchou,
En eur vont e sko war peb dor.

Lavaromp ’ta gant joausted:
Tremen ra Jesus a Nazareth.

(bis)



5. „O c’houi holl pere zo skuizet
„Ha bec’hiet en ho kalonou
„Deud d’am c’haout, hen deus lavaret,
„E kevfet peoc’h d’hoc’h ineou.“

He zorn zo breman astennet,
Tremen ra Jesus a Nazareth.

(bis)


6. Mar troomp kein d’he Aviel
Mar tisprizomp he garante,
’N’eur zistrei d’he vro selestiel
Hen hon lezo d’hor follente,

O komz euzus pa vo klevet:
Tremen ra Jesus a Nazareth.

(bis)


————


96. Santelez Jehovah
6.6.7.7.6.6.7.7.6.6.6.6. — C.C.39.


1. Santel eo Jehovah! (bis)
Hon ine en he bresans.
Ebarz en gwir assurans,
A gan Alleluia! (bis)
Da c’hloar a zo immortel,
Da c’hras a zo eternel,
O Tad! ô Mab, Salver! (ter)
O hon gwir Dasprener!

2. Ar sperejou eurus, (bis)
Da aele ha da boblou,
A gano meulodiou
En choumajou Jesus. (bis)
Ni ive war an douar,
War zu an trôn euz da c’hloar,
Da Roue ’r rouâne, (ter)
Ni zav hor mouez ive.

3. Ia ni a glask, Aotrou, (bis)
Ar sell kepken euz da fas:
Deuz ’ta euz an trôn a c’hras
Da ren hor c’halonon; (bis)
Ha laka en hon ine.
An domder euz an tân-ze,
Rag da wir garante, (ter)
A dle beoat hon fe.

4. Amen! ô hon Aotrou! (bis)
Rag da vadelez ker bras,
D’ar galoun hag az galv c’hoas
Respount euz an envou, (bis)
Neuze en da beoc’h parfet,
Helfomp lavaret bepred:
Santel bras, Jehovah (ter)
Amen! Alleluia!


————


97. Promese Doue
8.7.8.7. — C.C.98.


1. Sevomp-ni breudeur, sevomp ’ta,
Rag setu hor Mestr ama
Hanter noz! Jesus a dosta
Eru eo da barisa. (bis)

2. Grant he bobl da ren e teui
’Vit delivra he Ilis,
Ha prest ez a d’he c’huruni
Euz a c’hloar hag a justis. (bis)

3. N’az pez ket auon, tropel bihan,
Te zo gant an Tad karet.
Ra vezo atao kroaz an Oan
Da unik banier bepred. (bis)

4. Ma ve ar bed enep d’id-te
He zisprizou vo da c’hloar
Karante, esperans ha fe
A roio d’id ar victoar. (bis)

5. Gloar da Jesus-Krist ma Zalver
En Doue seul me esper.
Hag em c’halon me a ador
Jesus-Krist ma Redemptor. (bis)


————


98. Ar magnificat
8.7.8.7.8.7.8.7. — S.197.


1. Va ine a veul an Aotrou,
Raviset eo va spered,
En Doue ma Zalver atao,
Dre ma hen deveus sellet,
Euz stad humbl lie zervicherez;
Rag eurus diwar-vrema,
E vezin galvet da jamez,
Gant holl boblou ar bed ma.

2. Rag an Doue bras hen deuz groet,
Em c’henver traou burzudus;
He hano zo zantel bepred,
Hag he vrec’h zo gwal nerzus;
A oad en oad he drugarez,
War nep a zouj anezhan;
Ha galloud he vrec’h a ziskwez,
D’an dud raog euz ar bed man.

3. Ganthan ez eo bet diskaret,
Ar re vras diwar ho zrôn,
Hag en ho lec’h eo bet savet,
Ar re izel a galoun;
An nep hen devoa naonegez,
Hen deuz karget a vadou
Hag an dud a binvidigez,
Neuz kaset kwit en gollou.

4. Sikouret hen deuz Israel,
He zervicher n’he vemor,
Euz he drugarez eternel,
N’eur rei deomp eur Redemptor;
Evel m’hen devoa d’hon tadou,
Da Abraham diskleriet,
Hervez an holl brofesiou,
Hag ar bromese n’oa groet.


————


99. Eun tour tan
8.7.8.7. — C.E.D.116.


1. ’Vel eun tour tan war bord ar mor,
A dreuj an defalijen
En arne hor gwir Redemptor
A glask hag a ren an den.
Euz ar C’hrist ar gwir sklerijen
P’hini a lugern er bed,
Entreze bro ar Souveren
Hor c’has-ni mortoloded.

2. Stereden ebet ne sklera
Hor mor bras, mortoloded.
Piou a ziwallo hor bag ’ta
Enep ar reier kalet.
Euz ar C’hrist, etc.

3. En noziou tefal ar vue
Deuz Krist d’hor sklerijenna
Deuz Jesus dre da garante
D’hor ren-ni ebarz er joa.
Euz ar C’hrist, etc.


————


100. Ar Pastor Mad
8.7.8.7.8.7.8.7 — S.98.


1. Zalver Mad ha Pastor fidel,
Hon c’hundu dre garante,
Ha dre nerz da Spered-Santel
Hon ren ni a ze da ze.
Beniget ra vi, Mestr tener,
Jesus, ni a zo d’id-te ;
D’id-te da unan hor zalver,
Beniget vo hon Roue.

2. Dre da c’hras c’heuz hon resevet,
Goude ma oamp gwal dister,
Dre da c’halloud, c’heuz hon frenet,
Marvet out ’vit ar pec’her.
Beniget ra vi, etc.

3. Zalver mad ha Pastor fidel:
Touch kaloun ar Vretouned,
Vit ma heulfont an Aviel,
Ha ma vefont holl salvet.
Beniget ra vi. etc.


————


TAOLEN AR C’HANAOUENOU.


Ah ! petra a ra ar pec’her 
 39
Aotrou ’barz em holl boaniou 
 67
Aotrou Eternel 
 26
Ar pardon 
 45
Ar vuez n’eo 
 47
Ar Zalver 
 23
Aviel Jesus me heulio 
 68


Barz el lennadur 
 40
Bretouned disket 
 22
Bretouned ker 
 53
Breudeur tostaet 
 69
Breur pa vo da ine skuizet 
 70
Bugel bihan ha dister 
 71


D’ar gwir Doue 
 48
Da vro an envou 
 37
Deiz an Aotrou 
 72
Deiz ha noz 
 3
Deut eo ar C’hrist 
 33
D’in ez eo prometet 
 73
Doue bras ni az meulo 
 74
Doue hor galv 
 75
Dre eun hent ken dizarempret 
 76


Ebarz ez perjeri 
 77
En Aviel em euz kavet 
 78
En Bethlehem kearik 
 79
En em roomp d’ar joa 
 60
En hent! kerzomp da Ganaan 
 80
En ho sa holl vugale 
 81
En-out, O Jesus 
 82
En peoc’h e klees 
 83
En touez 
 63
Estranjour er bed man 
 84
Eternel, Aotrou hon Doue 
 85
Eternel hon Doue 
 38
Eun douar zo a blijadur 
 9
Eun urz eo an dimezi 
 86
Eur bed en fervant atao 
 31
Eur feuteun leun a wad a red 
 24
Euz c’hoant direiz 
 41


Gloar da Zoue 
 55
Gras Jesus-Krist 
 8


Henvel dimeuz 
 42
Henvel euz, eun den 
 66
Heuliomp Jesus 
 17
Heuliomp lezen an Aviel 
 87
Holl draou ar bed 
 44
Hosana ha gloar 
 25
Ho unan var ar mor 
 65


Jesus gwir bried 
 13
Jesus p’hini gar 
 21
Jesus te eo ar wirione 
 29
Joa d’ar bed 
 56


Kaera levr zo var an douar 
 59
Kanomp eur c’hantik 
 12
Kanomp ni pec’herien 
 54
Kemeromp ar skeuden 
 61
Kleier n’Aviel 
 88
Klevet a ran, Aotrou 
 89
Kredi a rez te en Doue 
 6
Krist ma ine 
 36
Kuzul da Spered 
 16


Labouromp d’hor zilvidigez 
 4


Ma ine bez kalounek 
 19
Ma Jesus en ez madelez 
 35


Ne welan ken 
 11


O anavezit ar Zalver 
 1
Oan hon Doue dre da boaniou 
 2
O c’houi pere c’heuz ket 
 90
O Doue a garante 
 91
O Doue te c’heuz din roet 
 7
O Doue trugarezus 
 51
O Jesus-Krist da gomz 
 92
O Kaera bro 
 93
O kaera zaeou 
 28
O momet a blijadur 
 62
O pec’her kez pegen bras ve 
 49
O pegen kaer eo 
 10


Pa brononser hano Jesus 
 14
Pa welan Jesus war ar groaz 
 18
Pegoulz welfomp ni, Bretouned 
 94
Perag an drouz a glevan 
 95
Piou benag glev 
 32


Red eo demp goulen 
 20


Santel eo Jehovah 
 96
Saveteet euz bro n’esklavach 
 57
Selaouit giriou prisius 
 5
Sell euz Krist ma ine 
 58
Setu ali mad hor Zalver 
 46
Setu aman dirazoud 
 27
Sevomp ni breudeur, sevomp ’ta 
 97
Spered santel 
 52


Tav prest pec’her paour 
 50
Tentet eo bet ar Zalver 
 30
Tostaomp va breudeur 
 43
Tud ar bed 
 64


Va ine a veul an Aotrou 
 98
Var groaz p’hen gwelan staget 
 15
’Vel eun tour tan 
 99


War da Iliz universel 
 34


Zalver Mad ha Pastor fidel 
 100


————


TAOLEN AR MATERIOU.


Adsavidigez Jesus 
 23
Ali ar Zalver 
 46
Ali Spered Doue 
 16
Anaoudegez ar Zalver 
 1
An Aviel 
 78
An Daerou 
 50
An Dimezi 
 86
An Drinded 
 48
An Esklavach 
 57
An ilis universel 
 34
An ine alteret 
 36
Ar baradoz 
 9,70 94
Ar beden 
 31
Ar Bibl 
 40
Ar bloaz nevez 
 26
Ar c’haera levr 
 59
Ar follentez 
 11
Ar genunvaniez 
 61
Ar gristenien 
 54
Ar joa 
 60
Ar joausted 
 3
Ar magnificat 
 98
Ar pardon 
 45
Ar Pastor mad 
 100
Ar peoc’h 
 90
Ar Spered Santel 
 52
Ar vadiziant 
 92
Ar verjeri 
 77
Ar Vretouned 
 53
Ar vro hep koumou 
 28
Ar vuez 
 47, 84
Ar vuez zantel 
 87
Ar zervicherien 
 63
Ar zilvidigez 
 4
Ar zoudarded 
 81
Asgre Jesus 
 21
Assurans en Jesus 
 82


Beach ar c’hristen 
 75
Bêrder ar vuez 
 64
Bro an env 
 93
Bro an envou 
 37
Bro Kanaan 
 80


Confians en Doue 
 67


Deiz ar repos 
 72
Dever bugale Doue 
 83
Dever ar pec’her 
 32
Dirag Jesus 
 27
Diski gant Jesus 
 22
Donedigez Jesus 
 56
Donezon Jesus 
 7
Doue a zo sklerijen 
 85


Eun hent distro 
 76
Eun tour tân 
 99


Giriou prisius 
 5
Gloar an env 
 73
Gloar d’ar Mesi 
 25
Gloar da Zoue 
 55
Gloar Doue 
 74
Goad Jesus 
 24
Gras Jesus 
 8


Hano Jesus 
 14
Heul Jesus 
 17


Ilis Jesus 
 42


Jesus a Nazareth 
 95
Jesus ar wirionez 
 29
Jesus ar Zalver 
 39
Jesus den 
 66
Jesus refuj ar pec’her 
 89
Jesus tentet 
 30


Kaerder komzou Doue 
 10
Karante Doue 
 69
Kleier an Aviel 
 88
Kreden en Doue 
 6
Krist hor Redimer 
 33
Kroaz Jesus 
 15


Levr ar c’hras 
 44


Madelez Doue 
 38
Madelez Jesus 
 35
Maro eur bugel bihan 
 71
Maro Jesus 
 18
Meulodi Doue 
 12


Nedelek 
 79, 91
Nozvez tefel ar vuez 
 65


Peden d’ar geûzidigez 
 68
Plijadur an den 
 62
Plijadur an ine 
 49
Poaniou Jesus 
 2
Pried an ineou 
 13
Promese Doue 
 97


Santelez Jehovah 
 96
Sellet euz ar C’hrist 
 58
Sikour hor Zalver 
 20


Tostat da Zoue 
 43
Traou ar bed 
 41
Tron ar C’hras 
 19
Trugarez Doue 
 51


————


TAOLEN AN TONIOU.


Al leaz 
 54
An derwenn 
 35
An Durzunel 
 44
An Eostik 
 59
Aotrou Nann Hag ar C’horrigan 
 29
Ar breur mager 
 58
Ar bugel lec’hiet 
 48
Ar mab prodig 
 18
Ar raden 
 10
Ar Venac’h ruz 
 52
Ar wrac’h 
 27


Bale Arzur 
 55
Baron Jaouioz 
 39
Bosen Elliant 
 9
Bran 
 60
Breiz 
 65


Damon 
 64
D’ar vro bell 
 45
Deud oc’h a bell 
 42
Deutu Ganeme 
 16
Diougan Gwenc’hlan 
 40
Distro Marzin 
 49
Drindet Santel 
 30


El lann Melen 
 46
Emzivadez Lanhuon 
 19
En Angelus 
 7
Ened Rosporden 
 51
Eun Deiz mad 
 43


Fest miz Even 
 26
Finistère 
 53
Fontanella 
 33


Genoefa 
 66
Gourc’hemenno Doue 
 6
Greg ar C’hroazour 
 37
Gwalheur en Lanhuon 
 31
Gwerz ar Vechantez 
 20


Hollaïka 
 34
Hosana! 
 25


Janik ar potr mad 
 41
Jesus 
 8
Jesus gwir Bried 
 13
Jesus p’hini 
 21
Judas an Treïtour 
 14


Kantik ar Baradoz 
 3
Kantik Brozaoz 
 63
Kanvou 
 56
Kear Is 
 47
Kimiad an Ine mad 
 38
Krist an Izelved 
 23
Kroaz an hent 
 28


Lez-Breiz 
 50


Mari Vod 
 62
Me o salud 
 24


O anavezit 
 1
O filii 
 12


Pebeuz kelou 
 2
Penherez Keroulaz 
 4
Piou a welan 
 15
Pont lan Dreger 
 11
Potred Plouillo 
 17


Sant Efflam 
 32
Seziz Gwengamp 
 57
Silvestrik 
 5
Solomon 
 61
Stourm an Tregont 
 22


Tour an Arvor 
 36



————

  1. Le mode Grec, Hypodorien.
  2. Le mode Grec, Hypodorien.
  3. Le mode Grec, Hypodorien.
  4. Le mode Grec, hypophrypien (le mode Ambrosien, Mixolydien.)
  5. Le mode Grec, Hypodorien.
  6. Le mode Grec, Hypodorien
  7. Le mode Grec, Dorien. (Le mode Ambrosien, Phrygien.)
  8. Le mode Grec, Phrygien. (Le mode Ambrosien, Dorien.)
  9. Le mode Grec, Phrygien (Le mode Ambrosien, Dorien.)
  10. Le mode Grec, Phrygien. (Le mode Ambrosien, Dorien)
  11. Le mode Grec, Hypodorien.
  12. Le mode Grec, Hypophrygien. (Le mode Ambrosien, Mixolydien.)
  13. Première partie, N° 3.