Pébez kélou

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Trente mélodies populaires de Basse-Bretagne (1931)/Pebeuz kelou.


PÉBEZ KÉLOU


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.


Pebez kélou, o ma Doué, E meuz hirio recévet !
Va mestrezik, va c’haranté a clévan zo dimézet ;
Va mestrezik, va c’haranté nini garien ar muia
A pa sonjan e kement-sé va c’halon a fell ranna.

Oll plijaduriou an natur a zo echu evidon ;
Achu eze ar plijadur a hanvéè va c’halon ;
Achu é ar c’hontentament evidon barz ar béd-man ;
Foei d’an aour a foei d’an arc’hant ; e nep gis n’ho zeziran.

Me garche kavet ar matier a kement a ve capabl
Da renta va c’halon séder, da sec’hi va daou lagad,
Da rejouissa va c’halon da contenti ma spéret,
Dam zenna deuz an affliction a da rei d’in ar ièc’het.

Mes kement-sé zo imposibl na ne éruo biken,
Mé é ar muia misérabl deus an oll crouadurien ;
Mé meus collet en un instant ar frouez deus a pemb blavez,
En eur goll va c’hontentamant va plijadur, va mestres.

Adieu eta, pares Plestin, adieu tud a gonsékans,
Me a meuz cavet va chagrin e mesk ho rejouissans,
Me meuz ho heulliet gant douster ac ho quita gant glac’har,
Evel demeuz eun durzunel pa vè prinved deuz hé far.


————


Cette mélodie est dans le mode mineur. Au point de vue du rythme elle offre ceci de remarquable que sur les quatre membres de phrases dont elle se compose, il y a trois membres de cinq mesures.

Chantée par Julienne Thomas
Belle-Isle-en-Terre