2.
Kalz a dud, ’barz ar bed, dallet dre ho fec’hed
A zispris traou an env, zo groet en ho andred,
Ho sonjezonnou holl barz en traou an douar,
Bete ma teu ar fin, ar maro, ar glac’har.
3.
Sonjal a ra an dud beva meur a vloaz c’hoaz
Atao var henchou fall, el leac’h var hent ar groaz
Mes dont a ra an heur red lezel traou ar bed
Kenkoulz hag he holl c’hloar, he vadou, he c’hened.
4.
O pebeuz maro trist evit an den difeiz
Pehini heul atao eur vuez fall, direiz!
En kenver Doue paour, pinvidik var douar
Serret e vezo outhan rouantelez ar gloar.
5.
Jésus hor Zalver mad, ro skiant demp ni holl
Da zastum tenzoriou, n’az afont ket da goll.
Neuze pa zeui ar fin, digoret vo an env.
Euruz vomp da viken gant an Aotrou Doue.