1. Doue bras, ni az meulo,
D’it-te ni gano kantikou.
Ni a enoro Doue
A unvan gant an holl aele.
D’an daoulin dira-z-out-te Ni az c’hador, hor Roue.
|
|
(bis)
|
2. Saveta da bobl, Aotrou.
Ha bennig da holl heritach,
Ma po gloar hag enoriou
Dre bep bro evit da bartach.
Kas ’c’hanomp gant karante Gan-ez da repos en env.
|
|
(bis)
|
3. Da ren a beoc’h ra zeuo
War ar bed man eta gant gloar.
Adalek breman hag atao
War ar mor ha war an douar,
Ra vo pleget an daoulin En hano Jesus er fin.
|
|
(bis)
|
4. Gloar c’hoas d’ar Spered-Santel,
Gloar ive d’an Tad eternel.
Gloar da Jesus-Krist Zalver,
Hor gwir bried hag hor breur ker.
Dre holl he wir garante A bad eun eternite.
|
|
(bis)
|