1. Estranjour er bed-man,
D’in an env eo ar gear.
War ar bed ne gavan, Nemert poan ha mizer.
|
|
(bis)
|
2. Glac’har ha trubulio,
Am c’hench a bep koste,
An env eo ma gwir vro, D’in ar gear eo an env.
|
|
(bis)
|
3. C’hoaz eun nebeut deiou,
Hag en bro ma Zalver,
Me n’em laouenao, Rag d’in ’n env eo ar gear.
|
|
(bis)
|
4. ’Velse ne glemmin ket,
Biken var ma Mizer,
Groet d’in vel ma kerfet, D’in an env eo ar gear.
|
|
(bis)
|
5. Eurus eno vezin,
En tu deou da Zoue;
Hag er vro ze vevin, Rag d’in ’r gear eo an env.
|
|
(bis)
|
6. Eno glorifiet,
En kichen ma Zalver,
Eurus e vin rentet, Rag d’in ’n env eo ar gear.
|
|
(bis)
|
7. Gant ma c’herent eno,
Ha gant pobl ar Zalver,
Eurus me n’em gavo, Rag d’in ’n env eo ar gear.
|
|
(bis)
|