Mont d’an endalc’had

Ar vadiziant

Eus Wikimammenn



92. Ar vadiziant
8.7.8.7.8.7.8.7. — CE.D.70.


1. O Jesus-Krist, da gomz santel
Eo ar bura gwirione,
Ganthi, welomp an Aviel,
Ken skler vel ma eo an de.
Heuliomp ’ta lezen hoz Zalver,
En despet d’ar oaperien;
Hen eo a bardoun ar pec’her
A heulio mad he lezen.

2. Da bep pec’her, hag a zistro
Euz Doue, euz he Zalver,
Pardon gratis te a roio,
Lezet c’heuz ganthan eur skouer.
Heuliomp ’ta, etc.

3. Sîn gweliabl distro ar pec’her,
Eo en dour beza plonjet;
Vel ma oa Doue hor Zalver,
Gant Ian pa oe badezet.
Heuliomp ’ta, etc.

4. Goul a rez kenient se ouzomp,
Vel merk a zentidigez;
Euz da lezen p’he c'homprenomp,
Ne dleomp jamez kaout mez.
Heuliomp ’ta, etc.

5. An Aviel a lavar deomp
„Plonji re gred en Doue“ ;
Mes ennhi, netra ne gevomp
War badezi bugale.
Heuliomp ’ta, etc.


————